Mont d’an endalc’had

War Zebastopol

Eus Wikimammenn


War Zebastopol


skrivet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1903


WAR ZEBASTOPOL
Kemeret gant ar C’hallaoued ann eiz a viz Gwengolo 1855

————

Mammou keiz sec’hit ho taëlou
Mar ’d euz tennet euz ho tivreac’h
Evit kas d’ann emgann ho kwir bugaligou
N’ho ouelit ket, marvet int treac’h
Marvet treac’h d’ho enebourien,
Doue evit ho gobr en deuz er Baradoz
Roet dirag he zent d’ezho ho c’hurunen
O lavaret : me ho kortoz.

Bro-C’hall, te bro galloudusa
Sao ! Sao da benn huel ha laouen !
Da vugale o deuz tumpet ar gear greva
A dreuz war ho enebourien.
Displeget gant han he askel,
Bro-C’hall, sell oc’h da Er o sevel enn envou.
Gand sked evel gwechall e stourm oc’h ann avel.
Bezomp holl ta laouen… Koueza a ra a besiou
Maoud ar gwalarn, enkrez ar bed ;
E kreiz he dal, a bell tizet
Gant ann taoliou spountuz euz hor breac’h galloudek
Ez a adre diskorn mezek.

A bell zo ar Russ mac’homuz
A lemme iud he hivinou
D’ho c’hrenna euz kaset a Vro-C’hall tud nerzuz
Tud a benn, stard a arzournou,

Treac’h int… nij brud gant levenez
Nij nij a denn askel da embann dre ar bed
E kanaouennou drant, nij heb aoun da ziskouez
Hon euz nerz ha kaloun, ec’h ouzomp, pa vez red,
Rei freillajou ’hed hor gwalen
D’ar re a zao re huel ho fenn.
Sked ann holl C’hallaoued a lufr evel ann heol,
Diskaret eo Sebastopol.

Kanoliou krozit dre ar bed,
Savit ho mouez, livirit huel
Dreist soudarded Bro-C’hall n’euz soudarded all ebet
Da drec’hi prim pe da vervel.
E kreiz an tan, du poultr, leun c’hoad
Ne oufed kaout ho far da skei stard a drojou ;
En ho gwazied, e red, e verv, a oad da oad
Eur goad, iac’h ha nerzuz a ziskar ar c’heriou
Pep kamm a ra war an dachen
E kouez a stog enebourien
Evel er parkeier e veler ar pennou
Warlerc’h ar meder a zrammou.

Treac’h omp, gounezet ar C’hrime
Dre hon nerz, dre skoaz ann envou ;
Enn eur gana eta meuleudi d’hon armée
Kanomp da Zoue meuleudiou
Heñ en deuz war-n-omp astennet
Dre drugarez he vamm, he vreac’h madelezuz ;
Heñ zo deut d’hor skoazia pa hon deuz her pedet.
Skignet en deuz enkrez e kaloun ien ar Russ
Pa ’z eo gwir daoust d’he vaillantiz
En deuz ranket mond war he giz.

Skrignal a ra he zent adre he gein pa wel
War Valakoff soun hor baniel.

Baniel hor bro, arouez eüruz
Gwechall douget enn emgannou
Etre daou benn ar bed gand eunn dom gallouduz
A eneb avel ar broiou
Hep kosteza distro displek.
Brema evel gwechall e flastr enebourien.
O welet gwad he dud a steriou o redek
E skuillo daelou druz ar Czar leun a anken,
Abeg en deuz da lavaret
Dioc’h va fec’hed oun kastizet.
Ra vezo peoc’h er bed, ra zistroio raktal
Dre nerz ar baniel a Vro-C’hall.

Gwelloc’h eo peoc’h eget brezel ;
Abarz terri eo gwell soubla,
Na petra dal d’ar Russ klask ouz om-ni herzel,
Pep taol tourt e rank argila ;
Ar C’hallaoued hag ar Zaozon
Hep sellet war ho lerc’h zo deut d’en em skoazia
’Vel daou vreur a unan, Pelissier ha Simpson
Abeurz ar vistri vraz, Napoleoun, Victoria,
O skei a du ’vel daou vorzol
Ho deuz pilet Sebastopol !