Mont d’an endalc’had

Va zintin goz

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1912  (p. 347-349)



VA ZINTIN GOZ


————


Ar bras deus an dud a c’hell lavaret o deus, pe o deus bet eun dintin goz, an dra-ze avad n’eo ket eun dra ral, mes an holl ne c’hellont ket lavaret o deus bet eun dintin hag he deus bevet evel eur zantes. Mad ! va zintin goz me, he deus tremenet he buez o pidi, o labourat, hag oc’h ober vad, hag an dra-ze a gav din a zo beva evel ma rea ar zent : c’hoant am beus da verka ama ar pes am eus klevet va mam Doue he fardono o konta divar he fenn, he fezon da veva, lod deus ar pedennou a rea bemdez, he spered ato en peoc’h ha soublet da volontez Doue.

N’oa ket desket evel ar merc’hed a zo brema ; n’he doa marteze klevet morse ger galleg ebet ; mes gouzout a rea dindan en vor e brezoneg pedennou an oferen, ar gousperou, hag ar pedennou all a vez kanet en Ilis. En he bugaleach hag en he yaouankiz he devoa gwelet ar revolusion vras, chomet oa atao start en he deveriou a relijion evel an darn vrasa deus an dud divar ar mêz ; dimezet oa bet ; abret avad oa chomet intanvez ; n’he devoa bugel ebet, derc’hel a reas evelato he zamik tiegez, ha kas a rea brao bras anezan endro.

Tintin Anna a varvas d’he daou pe dri bloas ha pevar ugent koz oa dija pa c’hanas va breur kosa, ha neuze evit ar wech kenta e tanveas ar c’hafe.

Va mam a gomze deomp dalc’h mad eus he zintin ha setu ama penaos e konte-deomp e tremene he amzer. Mintin mad e save, hac e lavare he fedennou pell hag hir var he daoulin ; pa rea he labour e pede ato ; eur beden he devoa evit pep ober, pa en em viske e lavare :

Va gwiskit, va Doue, evel eun den nevez,
Me a lavar a zantelez :
E leac’h dillad hag a uz
Roit d’in-me c’houi o va Jezuz
En ho kloar ar wiskamant
Hag a bado eternelamant.

Pa c’houeze an tan : « Tan a garantez Jezuz, c’houi zo meurbet ardant, va devit, va entanit, ’vit ma vezin evidoc’h eun tan. leun a garantez abalamour deoc’h. » Pa veze o ribotat :

Sant Euzen, sant Yan,
Leun va ribot a aman,
Hag eur bannik leaz
Da rei d’ar paourkeaz.

Pa veze oc’h ober an toaz : « Sant Eozen, sant Miliau lakit an toaz-ma da griski evit m’am bezo bara da rei d’ar paour ». ha morse paour ebet ne rea tro c’houllo e ti Anna Villou. Pa zerre he dor evit mont dar park pe e leac’h all e lavare :

Me ro da zioual va dor
Da Zoue ha d’an daouzek abostol ;
Me ro da zioual va zi
Da Zoue ha d’ar Werc’hez Vari.

Er park, dreist holl pa vezet o c’hoennat, deus ar mintin kerkent ha ma vije puchet var an ero e lavare dar re a veze o labourat ganti. « Holla diamouez, holla diamouez, brema eo kouls deomp lavaret ar bater dious ar mintin », hag e vezent kanet evel ma oant merket el levriou koz ; goudeze e veze lavaret pedennou an oferen evel ma oant en heuriou Bris, ha tintin-goz ne vanke ket da lavaret : « brema va zud keiz e vô oferennou o ren doug an deiz, en tu pe du deus ar bed, en em unanomp gand ar beleg hag hon devezo pers en holl oferennou-ze » ; pa veze amzer e lavaret eur chapelet.

Da c’houde lein e veze lavaret ar rosera penn da benn ; kanet ar gousperou, an De Profundis, ar seis salm a binijen, an Ave Maris Stella, himnou ar Zacramant, meulet ra vezo, an dra-ze tout e brezoneg e c’hellit kredi eno ne veze ket a amzer da ober dillad neves d’an dud, na da lavaret kaochou divalo, mes pa deue ao ros e veze trankil ar spered. ha dizam ar goustians. N’eo ket tintin Anna hebken eo a ouie. pedennou kaër dindan envor ; d’ar mare ze kals merc’het ha goazed zoken a ioa desketoc’h var an traou-ze eget n’eo brema hor yaouankizou goude m’o deus tapet o certificat.

Da zul ha da c’houel, tintin Anna en he c’hozni zoken, neus fors peseurt amser a rea ne vanke morse d’an oferen ; pell oa diouz ar bourg mes abred kaer en en gave atao, alies er goan dre ar glao hag an erc’h : pa veze yen, pe glep, va mam avechou a gleme; pa zigouezent er vered va zintin a ziskouze dezi eur verc’hez hag a zo brema c’hoas er garidou izela euz an tour : « Sell Mari ! diamouez ! ouz ar verc’hez zo aze e doug ar bloas dindan ar goal amzer, lavaromp eur bater evit ma vezo goarantet hi hag he mabig » ; goude beza tôlet dour benniget var beziou he zud, e veze mall ganti mont d’an ilis ; ne skuize morse o pedi. Pa veze echu an oferen ez eat da zibri lein, n’eo ket d’an hostaleri eo avat ; diou grampoezen a veze lakeat er godel, hag en eur c’hranch bennak er goanv, en eur c’hoat bihan e traon ar bourg, en hanv, e veze debret eur grampoezen ; eben a veze roet d’ar paour, alies d’eur fillorezig paour he devoa.

Gwelet am beuz pa oan yaouankik, ar fillorez-ze d’am zintin, hi kos dija o clask he bara e toul dor va mam, ha pa gomze deomp deus: he maerounes e teue an dour en he daoulagad.

Tintin Anna daoust dezi da veza devot, n’oa ket eur vaouez trist, pell dious eno ; atao prest da gozeal, da farsal zoken ha da rei aliou mad d’an holl, ha morse n’en em jale pa zigoueze eun dra bennak a dreus : « Diamouez, bolontès Doue eo, hag evelse e rankomp beza kountant. »

Va mam a gonte deomp awechou dious an noz pa vezemp o veilla, eun dro farsus en em gavet gant he zintin en eur zont dious foar Landi ; edo achu ganti he marc’had hag arru d’ar glar, o tremen ar blasen foar, e plas ar moc’h bihan e wel eur vaouez azezet var morzolerou he c’har, he fenn trist, doare da veza glac’haret, ha tintin d’he c’haout : « Chekon, maouez kês, petra zo ouz he chagrina pa ’z oc’h ken trist ze. eun dra bennak zo en em gavet ganeoc’h ? » — « Netra ebed avad a lavaras ar vaouez, nemet va moc’h bihan, respet deoc’h am beus gwerzet tout nemet ar bidoroc’h ; ne bren den anezan ha n’am eus ket a arc’hant awalc’h da baea va Gouel-Mikeal. » — « Diamouez evit pegement e root anezan din-me ? » Tintin Anna n’he devoa sonj ebet pa oa deut deus ar gear da brena eur pennoc’h na bras na bihan, mes ne c’helle gwelet den er boan heb klask her sikour. Ar pennoc’hig a oue tennet deus ar c’har var boues e droad ; ar vaouez a c’houlenne eur pez ugent real.

Gant va zintin e oa just unan en he godel hag ar marc’had a oa grêt. Ar pennoc’hig n’oa ket bras an tam anezan ; tintin Anna hen lakeas en he zavancher, eun tavancher pilpous teo evel a veze neuze gand ar merc’hed er marc’hagou. Klevit ’ta, ma vije lakeat avat eur pennoc’h bihan en tavancherou sklear a ves gand ar merc’hedigou faro breman o vont da varc’had Landi, ne daje ket an doc’hig a bell arok ober eun toul bras ebars; mad, e tavancher va zintin gos e oa eat ar pennoc’h bihan beteg goaremou Bresaal a zo etre bourg Lambaol ha Keniliner, ha var dro eul leo dious Landi ; erruet eno e lavaras d’eun amezegez a ioa asambles ganti : « Diamouez Jeanton, greomp eun ehanig ama e bord ar wenojen » ; ema al loenig-ma, pario, a zo morzet e ziveskerigou, hag e lakeas ar pennoc’hig da vale er wenojen, mes o terchel krog en e c’har. Trankil awalc’h e chome; ne rea nemet turiat ; setu ma tiskrogas tintin Anna dious e c’har : « Heb ma diamouez ne dei ket a bell, loskomp anezan da gemeret eun tammik ebad. » Ar pennoc’hig n’oa ket nec’het pa oa lôsket kabest gantan, en eur fringaden ez eaz etouez ar brug hag al lann a ioa stank stank eno, eur pennad mad e klaskchont anezan dre ar goaremou, en aner avat oa : tintin Anna Willou n’en em jalas ket evit koll talvoudegez ugent real, daoust ma n’oa ket pinvidik ; vad he devoa grêt d’he nesa, he c’halon a ioa e peoc’h, ha disoursi bras e lavaras d’he amezegez a ziskoueze muioc’h a boan egethi : « Diamouez, d’eomp d’ar gêr ; al loenig-ze a zo eat en eun toul goz bennak, hag a vo kavet e rad Brest en derveziou all-ma. »


Marianna ABGRALL.


————