Mont d’an endalc’had

Va Mamm

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 102-103)



VA MAMM
————


Enn eur zonjal em iaouankiz
Hag em bro gaer ha karet,
E taolann eur zell war va c’hiz,
Gand eur galoun glac’haret ;
Gwelet a rann, noz ha beure,
E lojennik ar menez,
Va mamm, evid he bugale,
O pedi gant karantez.

Pa vez dister eur bugelik
Ez eo diez-braz da zevel.
Me ioa, siouaz ! gwall reuzeudik,
Ato war-nez da vervel ;
Da va distera klemmadenn,
Va mamm a veze gwelet,
He c’haloun beuzet enn auken,
Enn eunn taol, o tiredet.

E-kichenn va c’havel aliez
(Me gav d’in he gwelet c’hoaz)
Pell-braz e veze war-evez,
Heb en em skuiza biskoaz,
Ia, beteg ma vije prennet
Gand ar c’housk va daoulagad,
Hed ann noz e vije chomet
Ato dihun, va mamm vad.


Nag a gerent, a vignouned,
Hon euz karet war ann douar !
A-boan er meaz euz ar vered,
M’hon euz mouget hor glac’har ;
Med, da-viken barz em c’haloun,
Eunn dra jomo grisiennet,
Bepred doun-braz : ar zonjezoun
Euz va mamm muia karet.


————