Unnegved Sul goude Pantekost

Eus Wikimammenn
Ar. de Kerangal, 1898  (p. 277-282)






UNNEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Mark, Chab. vii.)


————


D’ar mareou-ze, Jezuz o pellaat dioc’h Tyr, a ieaz ebiou Sidon varzu mor Galilee, a dreuz eur vro hanvel ann Dek-kear. Hag o tigas dirazhan eunn den bouzar ha mud, her pedet da astenn he zourn var ar rezeudik-ze. Ouz her c’has ganthan a gostez euz a douez ar bobl, Jezuz a lakeaz he vizied e diouskouarn ann den-ze, hag eunn tammik kranch pe halo var he deod. Goude, oc’h ober eur zell varzu ann env, e tennaz eunn huanad, hag e lavaraz d’ezhan : Ephphetha, da chouzout eo, en em zigorit. Ha ker buhan he ziouskouarn a oue digor, he deod distagell, hag e komsaz freaz. Jezuz a zifennaz outho lavaret ger da zen ; mes seulvui e tifenne outho seulvui hen diskuillent ; ha muioc’h mui souezet, e lavarent : great mad en deuz pep tra ; roet en deuz ar c’hleved d’ar re vouzar, hag ar prezeg d’ar re vud.


Ann den bouzar ha mud.


Aviel ann trede sul euz ar C’horaiz a gomz ive euz eunn den mud, mes ne lavarer ket e vije bouzar, evel hema. Truezuz eo, a dra zur, stad ann neb a jomm he deod stag ha ne c’hell rei da anaout d’ar re all netra euz ar pez a dremen enn he spered hag enn he galoun. Koulzgoude, muioc’h a druez zo da gaout c’hoaz euz ann hini a ve, var eunn dro, bouzar ha mud ; rak diez braz e vezo d’ezhan beza kelennet ; ha n’en devezo peurvuia anaoudegez ebet euz kement a draou a laka ann dud enn ho eaz pe enn ho flijadur. Rak-ze Jezuz a bareaz ann daou aflijet-ze. Mes, ma roaz iec’hed ar c’horf da genn aliez klanvour, brasoc’h ioul en devoa evelato da barea ann eneou ; hag e peb burzud great ganthan ez euz eur gelennadurez talvoudeg d’ar gristenien evit ho zilvidigez.

Ann den mud a verk d’eomp eur c’hristen ne ra ra mui pedenn ebet, ne ia morse da govez, hag a lezo lavaret dirazhan komsou a zo eunn dismegans evit Doue, ar zent hag ann traou sakr, pe noazuz d’ann nesa.

Ann den mud ha bouzar eo ann hini, ouspenn tevel pa ve ezomm prezeg, ne fell d’ezhan klevet na gourdrouzou, na kuzuliou a zouzder. Guasoc’h kalz eo ann eil stad-ma eged ar c’henta ; rak, peger klanv bennag e ve ar galoun, pa jomm ann diouskouarn digor da genteliou ar furnez, e c’heller distrei adarre var ann hent mad ; e leac’h ann hini ne zelaou mui den ebet, a ielo d’en em beurgoll. Evit diskuez pegen diez eo ar c’hlenved-ma da barea, Hor Zalver a gemer muioc’h a dro gant ann den mud ha bouzar.

Hen tenna a ra, eme ann Aviel, euz a douez ar bobl ; ec’hiz pa ne vije ket goest da rei d’ezhan ar iec’hed keit ha m’edo e mesk ar re all. Gallouduz aoualc’h oa d’hen ober koulzgoude. Ar pez ne c’hoarvez nemeur avad eo guelet, oc’h en em gonvertisa e kreiz trouz ar bed, pec’herien dilezet gantho ann oberou kristen ha divoazet da zelaou komsou Doue. Penaoz ez afe ar virionez doun enn ho spered epad ma trevellont gant ho labouriou, ho marc’hajou pe ho ebatou ? Ha pa deufe eur bannik sklerijenn bennag beteg ennho, buhan e vezo goloet gant ar vogedenn denval a zav euz ho c’houstianz. Araok beza kristenien a zoare, ar glanvourien baour-ze o defe ezomm euz eur mision pe eur retred. Kaera tra eo eur mision evit eur barrez ! Nag e tlefe beza laouen ann holl galounou pa glevont o devezo heb dale ar c’hras dibab-ze a berz Doue ! Evelato, talvoudusoc’h eo c’hoaz eur retred great e Lesneven, e Kemper, e Kemperle, pe enn eul leac’h all ; rak, eno e guirionez, en em gavit hoc’h unan, enn eur plas sioul ha distro, hag e c’hell ar Spered-Santel rei d’ehoc’h he holl genteliou. Eur c’hiz vad eo eta mont d’ar retrejou-ze, da nebeuta eur vech pe ziou enn hor buez.

Goude beza tennet ann den paour euz a greiz ar bobl, Jezuz a zavaz he zaoulagad varzu ann env, a laoskaz eunn huanad, ha neuze gant eur gomz her pareaz.

Kement-ze a ziskuez eo ret pedi kalouneg, hag avechou ober pinijenn araok digas enn hent mad eur c’hristen a zo mud ha bouzar ; rak, aliez, enn ene keaz-ze ez euz eunn diaoul ne vez poulzet kuit nemed dre ar iun hag ar bedenn, in jejunio et oratione, eme ann Aviel. Jezuz, evesait c’hoaz, ne lavar ket da deod ar c’hlanvour : bezet distag. Ann teod-ze a ia enn dro anezhan he-upan raktal m’eo digoret ann diouskouarn. Kenta zo d’ober eta evit ar bec’herien mud ha bouzar eo ho lakaat da glevet.

Pa zelaouint aketuz komsou Hor Zalver, a zo hervez sant Paol, lemm evel eur c’hleze a ia bep taol d’ar beo, neuze, abred pe zivezad, ho c’haloun a vezo tizet, ha goude-ze e prezegint brao ha freaz evit mad ann nesa ha brasa gloar ann Aotrou Doue. Evelse-bezet-great.