Mont d’an endalc’had

Truilhennig ha Gargarenez 1910

Eus Wikimammenn
Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 108-114)



Truilhennig ha Gargarenez


————


Pont-e-Kroaz a oa d’an amzer-ze brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj koz ha d’e varc’hajou darempredet peb yaou gant ar C’haperien. Hizio, siouaz d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zired nebeutoc’h d’ar marc’hajou, rak ar skolaj koz a zo serret…

Neuze ’ta, abaoue ’zo pell, e oa daou vignon o klask prena deskadurez e skolaj ar Pont ; hanvet e oant Truilhennig ha Gargarenez, hag o hanoiou a gaver c’hoaz moulet ha garanet gant beg o c’hontel war gar ar gwez koz bodennek a zisheolie al leur-c’hoari. Truilhennig a oa mab d’eur marc’hadour kezeg koz eus Pouldahud ; ha tad Gargarenez a oa pesketour o chomm e Treboul-Goz. Kerent Truilhennig o doa dastumet eur pennad brao a leve en eur werza koz kezeg treut, eskernek, da bôtred ar c’hagn ; elec’h Gargarenez, pa veze deut ar bloaz da benn, goude bouetet ha gwisket eun dousennig bugale, eur wech prenet eur penn roued bennak, lien, kerden, ha paeet ar gwiriou, an truajou d’ar gouarnamant, neuze ne veze na teo, na stank, na pounner ar gwenneien a chome en e di. Rak n’eo ket hep abeg o deus dibabet ar besketourien sant Per-Baour evit o zant paeron ! N’eus forz, daou vignon bras e oant, evit d’ezo beza unan paour, egile pinvidik ; hag o c’harantez, emezo, a dlie padout kenetrezo betek… betek atao, keit ma vije anezo. Hogen ne reas ket, ha setu aman penôs. Eur zulvez, kemener bras ar Pont, Visant Mezer e hano (eul laer touet, hervez teodou merc’hed dilabour ar vro) a deuas da glask Truilhennig evit kemeret muzul dioutan ; hag antronoz e tigasas d’ar paotr eun dilhad kaer eus ar c’haera, kaeroc’h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc’h uza war ar skinvier gant skolaerien yaouank ar Pont. An darnvuia etouez e gendiskibien a gemeras peb a gofad avi ouz dilhad kaer Truilhennig. Gargarenez a gave brao anezan ivez, ya koant zoken, mes hep kaout avi outan, na poan-gof, pell ac’hano.

Adalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra ; ha penôs en defe gellet ober, p’eo gwir e oll amzer a yee gantan da zellet ouz e gaerder en e velezour, da c’hlebia e vleo gant dour c’houez-vad, da ranna anezo dre greiz e benn, ken na vijent lugernus, ken lugernus ha bleo ar vioc’h war he c’hroc’hen goude eul lipadenn-deod…

Teir zizun bennak a oa eat en o zro, pa deuas eul lizer d’an aotrou Beskont a Gerdruilhen. N’ouzoc’h ket da biou oa al lizer-ze ? Evit Truilhennig, tudou kêz ! Ya, Truilhennig n’edo mui Truilhennig ! E dad, eur pennad a oa, en doa graet taoliou kaer gant e goz stal kezeg koz ; ha, danvez bras d’ezan, skuizet e Pouldahud, ha broudet (hervez lod) gant e wreg, eur vaouez beg figus, rôk an tamm anezi, e werzas pep tra, ti ha marchosi, evit mont du-hont da… Bariz, respet d’eoc’h, Bretoned !… Hag evit ober petra, mar plich, e Pariz ? Piou oar ? Ar wreg a lavare e ranker mont beteg eno abarz kaout tud a feson. Me gred he dije great gwelloc’h o lavaret dioc’htu eo du-hont e kaver ar stanka an dud a feson… fall, er gear-ze ma skrive anezi eur barz gwirion :

O Pariz brein ! Poull-ar-C’hlogor !
Kofad ! Kernez ! Bosenn ! Dic’hlan !
Kear Iz ’zo bet beuzet er mor ;
Pariz, te ’vo beuzet en tan.

Mar deman an diougan-ze war-nes dont da wir, ar Gear-Veur eo tremen mall d’ezi dont da furât, ha kalz c’hoaz !

Eiz de goude digouezout e Pariz, ar marc’hadour kezeg treut-gagn ne oa ket mui evit padout gant rebechou ha teodadou e wreg. Sonjit ’ta ! Houman a oa deut mez d’ezi da veza gwreg da eun den e hano Truilhennig. « Mez ar chas eo, emezi : mervel a rankin diwar an taol-man. Neuze ne dalv ket ar boan beza pinvidik ma ranker dougen eun hano ken divalo, eun hano pilhaouer ! Perak kaout arc’hant, ma n’out ket evit kaout eun hano all hag hen eun tammig dereatoc’h ? »

En eur ger, bouzara ’reas kement he gwaz gant ker bras cholori ha jabadao, ma reas Truilhennig e vennoz da chench hano. Mont a reas d’an ti-kear, hag eno, mar plij ganeoc’h, e voe badezet a nevez Kont a Gerdruilhen ! ! ! Nemet ma rankas rei eur yalc’hadig vrao a arc’hant evit beza badezet en dro-man, muioc’h eget pevar real, evel ma roas e dad d’an dro genta da aotrou person koz Pouldahud. Hag, adalek neuze, e wreg kalz muioc’h egetan c’hoaz, a veze lorc’h enni pa zonje e oa hi digemeret e-touez an noblanz. Ker buhan hag all, ma vije distroet da Bouldahud, he dije lavaret d’he anaoudegez : « Alo ! cheulkejen, war ho taoulin dirazon, ha tennit ho tok, hag izel ar penn, pe me welo. Ha buhan ! » — Pa lavaran d’eoc’h, kollet e oa o fennou gant an itron Kontez a Gerdruilhen hag he zammig aotrou !

Eas eo d’eoc’h kredi, an aotrounez nevez ne oant ket evit lezel pelloc’h o faotr fri-mec’hiek e skolaj ar Pont. Buhan e kasjont lizer d’ezan, hag eur mintinvez, ar marmouz Truilhennig, da lavaret eo ar Beskont yaouank a Gerdruilhen, a lavaras kenavo d’ar skolaj koz, ha da iliz Itron-Varia Rozkudon. Kement a vall a oa gantan mont en hent, ar paour kez marc’h-ourgouilh pinvidik, ma kemeras a-boan eun nebeudig amzer evit kimiada diouz Gargarenez, ar mignon a vage evitan eur garantez ker birvidik, ker gwirion. Gargarenez a voe glac’haret diwar an taol-ze, rak eur galonig tomm a lamme en e greiz, e-lec’h egile, an Truilhennig, ne rea ket foutre-kaer evit pellaat dioutan. Ha perak en defe great zoken ? Daoust ha n’edo ket hen o vont da Bariz, eur genaouek o vont da vro ar c’henaoueien ???

Dizale goude, Gargarenez a voe red d’ezan ivez dilezel e studi er skolaj, ha mont da zeski pesketa da Dreboul-Goz, rak e dud ne binvidikaent tamm ebet gant an amzer.

Pa zigouezas Kerdruilhen bihan du-hont, e Pariz, gant ar Gerdruilhennou koz, va Doue ’ta ! Klevet ho peus danevellout penôs, pa zistroas ar Mab prodig d’ar gear, e lazas e dad al leue lart hag e reas frikou d’an dianket ’oa nevez kavet. Mâ ! d’al leupez aotrou yaouank e oe great ivez allazig da genta, ha, d’an eil, fest ha prejou kaer, traou founnus ha lipous. Mes an eil a blije d’ar c’holladen kalz muioc’h eget ar c’henta, n’eo ket red lavaret. Eo koulskoude, red eo, ha pa ne vefe nemet evit ma klevoc’h ar wirionez penn-da-benn, ha ma teskoc’h e chommas ar beskontig beurlek pemzek de ha diou zizun klanv war e wele goude re-govad, respet d’eoc’h, Kristenien ! Met ne varvas ket, lartât an hini eo a reas, ken ma teue kof d’ezan, kof reut ha frank evel eur zac’had truilhou. Paour kez Beskontig Kerdruilhen ! N’en doa nemet kofata da ober !… Koulskoude an daou Gerdruilhen koz a oa o vont d’en em jala gantan, o klask gouzout petra ober dioutan, pa deuas da leina d’o zi unan eus ar rummad tud-ze ker stank e Pariz ha n’o deus ken micher nemet beva e tiez ar re all, diwar goust ar re a ro bod ha boued d’ezo. Laboused treut eo ar re-ze ! A-greiz ar pred, an daou Gerdruilhen a c’houlennas digant ar mignon petra da ober eus o fenher.

— « Hum ! eme egile, en eur skarza e c’hourlanchen, red e vije deski d’ezan meur a dra. Ha, da genta-penn, petra oar betek-hen ? »

— « Gouzout a ra lenn difazi a-walc’h, skriva dereat tost davad, niveri pelloc’b eget kant, hep d’ezan koulskoude beza ken gouiziek hag eun « doktor », pell ac’hano ! »

— « A zo mat, eme egile, goude eul lonkaden gwin, a zo peadra a zeskadurez war gement-se. Mes n’eo ket a-walc’h ; daoust ha gouzout a ra kana, dansal, butuna eur « sigar » hep tarlonka gant ar moged, tenna e dok da zaludi, rei eun taol lagadig lemm d’ar merc’hed koant ?… Nan ? Ne oar ket ? Aze ’man an dalc’h. N’eus ket da dorta, red ha red bras eo d’ezan deski. »

Goude graet ha dic’hraet, an hini a brezege kerkouls a voe karget gant ar gerent d’en em emellout da gas da benn deskadurez al labous yaouank. — Ha, goude eur pewar pe bemp bloaveziad skol, an aotrou Beskont a Gerdruilhen n’en doa ket e bar nag evit rodal, nag evit kana, (nemet e vouez a oa deut da raoulia eun distera), nag evit teurel moged butun dre gorn e veg, nag evit banna eur zell dre gorn e lagad war an dimezelled yaouank.

Koulskoude n’eo ket war-lerc’h eun dimezel a c’hlaoure ; war-lerc’h eun intanvez ne lavaran ket. Houman a oa anavezet mat dre he noblanz, nemet leve ha pinvidigez n’he doa ket mui, kement he doa dispignet. Ha setu ma taolas-hi he zellou hag he c’hoant war danvez an aotrou beskont ; hep dale ar paour kez Truilhennig a gouezas en he rouejou !…

Ma oa red dioc’htu kas an embannou, e lec’h chom da lichuenna. An traou a gerze mat en dro, pa deuas gwasoc’h eget eun darvoud da gas ar stal d’an dour. Holl arc’hant ar Gerdruilhennou a oa lakeat ganto e ti eun noter ; hogen heman ne gavas ket gwelloc’h eget mont kruit e-meaz ar vro, en eur lezel an alc’houez dindan e zor. Ha diwar an taol-ze, Kerdruilhennou ne chome ken eul liard ganto, ha setu int paouroc’h eget biskoaz.

Truilhennig en em jale : « C’hoaz, emezan, eürus eo d’in emaoun war bouez dimezi ; rak anez, petra ’m bije great hep gwenneg ebet ? »

— Ya, o vont da zimezi, me lavar ! Kerz da c’hwitellat, pôtr paour, mar sonj d’it. An intanvez yaouank he doa c’hoant da zimezi d’an arc’hant, ha n’eo ket d’eur gwaz ; pa n’oa ken a arc’hant, hi a lavaras kenavo, ha kuit !

Diwar neuze ar marc’hadour kezeg koz a oe skoet gant eun taolad gwad en e benn, hag a varvas hep kaout e anaoudegez vat. Hag e wreg a gollas ivez ar pezig a jomme c’hoaz ganti a skiant vat : red e oe he c’has da di an diskianted, elec’h ma tremenas a-benn eun daou pe dri devez !

Kanvou ! Setu Truilhennig e-unan-kaer e Pariz. Petra da ober, hep danvez na micher ? Ar pôtr paour, en eur ober sonjou leiz e spered, a lavare alïes outan e-unan : « Perag ivez n’eo ket bet chommet va zad da werza koz kezeg e Pouldahud ? » Mes naon a deue d’ezan, hag evit kaout boued, e rankas gwerza lod eus e zilhad. Kement-man zo evit lavaret e oa eat izelik a-walc’h an dour gantan, pa deuas ar zilvidigez d’ezan… — Eun abardaez, skuizet o veza klasket labour en aner, Truilhennig, en eur dremen dre koc’hu ar gear vras, a jommas a-zav dirag eur stal e-lec’h e oa eur gwaz ha diou vaouez o werza pesked. Ar merc’hed a oa gwisket e-giz merc’hed Treboul, hag ar gwaz a oa gantan dilhad ar besketerien… Hag ar pesketer ha Truilhennig e teuas daoulagad an eil da bara war egile. — « Truilhennig ! » eme an eil. — « Gargarenez ! » eme egile. Ya, daou vignon skolaj koz ar Pont-e-Kroaz a deue d’en em anaout e Pariz ! Rak Gargarenez an hini a oa deut d’ar Gear-Veur, gant e wreg hag e c’hoar, evit gwerza eun toullad meilhed, pesked a dalvoudegez, en doa bet an eurvad da gelc’ha en eun taol roued dindan ar Gerdraon.

Petra da lavaret c’hoaz ?… An daou vignon a oa eürus d’en em gaout ; ha Gargarenez a alias Truilhennig da zistrei gantan da Dreboul-Goz, da zeski ar vicher a besketer ; ar pez a oe graet.

…Truilhennig a deuas prim d’en em voaza ouz ar mor, hag a reas e berr amzer eur martolod kalonek ha krenv. Hag e dechou fall, emezoc’h ? — Netra mui ! Beuzet e oant bet pell du-hont en tu all d’an Enez Sûn !… Bloaz goude, Truilhennig, dizounet mad diouz Pariz-ar-C’hagn, a zimezas da Nolaïg, c’hoar Gargarenez. D’an hevelep devez, heman a vadezas eur vag nevez-flamm, prenet gant arc’hant ar meilhed, hag ar vag a voe hanvet, na petra ’ta,

« Truilhennig ha Gargarenez » !…

Eostig Kerineg.


————