Trizegved Sul goude Pantekost

Eus Wikimammenn
Ar. de Kerangal, 1898  (p. 288-293)






TRIZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xvii.)


————


Er mareou-ze Jezuz a ioa o vont da Jerusalem dre greiz ar Samarii hag ar Galilee. Edo etal eur vourgaden pa ziguezaz var he hent deg den lor a jommaz a bell hag a zavaz ho mouez da lavaret : Jezuz, hor mestr, bezet truez ouzomp. Raktal m’ho guelaz, e lavaraz : It, en em ziskuezit d’ar veleien. Mes, epad ma’z eant, en em gavjont pare. Hag unan anezho, oc’h en em anaout pare, a zistroaz var he giz, enn eur drugarekaat Doue, a vouez huel. O kueza da dreid Hor Zalver, he dal beteg ann douar, e lavare bennoz d’ezhan : hogen, hennez a ioa Samaritan. Ha Jezuz a c’houlennaz outhan : Ann deg n’int-hi ket pare ? E pe leac’h ema eta ann nao all ? N’euz kavet nemed ann divroad-ma da zont enn dro evit rei gloar da Zoue ! Goude e lavaraz d’ezhan : Savit, ha baleit ; ho feiz e deuz roet d’ehoc’h ar iec’hed.


Ann deg den lor. — Penaoz parea diouz ar pec’hed.


Guasa a c’hell diguezout gant eur c’hristen, eo beza evel eunn den bouzar ha mud, da lavaret eo, dilezel ar bedenn hag ar zakramanchou, ha chom heb klevet ar c’henteliou a roer d’ezhan. Mes, heb mont keit-ze var hent ann ifern, e tec’her evelato diouz Doue, hag emaor, meur a vech, e tro da veza kollet. Petra bennag ma virfec’h peurvuia ar gourc’hemennou, m’o pefe great eur pec’hed marvel hebken, c’hui a zo henvel ouz ann dud lor a gomser anezho enn Aviel hirio. Hoc’h ene a zo skrijusoc’h da velet, eged korf ar glanvourien geiz-ma. Mar fell d’ehoc’h beza pare eveld’ho, deskit gantho petra oc’h euz da ober.

Raktal ma velont Hor Zalver, e reont d’ezhan ar bedenn-ma : Jesu prœceptor, miserere nostri, Jezuz, hor mestr, bezet truez ouzomp. C’hui ive, pec’her, a dle pedi. Evit guir, ann Aotrou Doue avechou ne c’hortozo ket on defe great netra, hag hon diframmo, evel enn despet d’eomp, euz daouarn ann drouk-spered. Sant Paol a ioa kounnaret ouz ar gristenien, pa oue skoet e kichen kear Damaz, ha pa deuaz, enn eunn taol, da veza unan euz guella servicherien Jezuz.

Mes, ann traou-ze ne c’hoarvezont nemeur ; ha peurvuia eo ret d’ar pec’her goulenn trugarez, o lakaat da dalvezout gras ar bedenn a zo bepred kinniget d’ezhan. Hor mouez a vezo buhan selaouet ; rak, goude beza taolet er meaz euz hor c’haloun, evel p’en defe diegi o vont kuit, Doue a jomm e tal ann or, hag a sko varnhi bep enn amzer : Sto ad ostium et pulso. Ar zonj hag ar c’halloud da bedi eo ann taol skoet gant he zourn madelezuz. Na zaleomp ket avad da zigeri, enn aoun na zeufe da skuiza ha d’hon dilezel evit atao. Pedomp eta evel ann dud keiz a velomp ama o klask ar iec’hed.

Mes, ar re-ma a zav ho mouez huela ma c’hellont : levaverunt vocem. Kement-ze a ziskuez o deuz c’hoant braz da veza pare, ha n’o deuz ket aoun e ve sellet outho, daoust ma’z eo mezuz aoualc’h ho c’hlenved. Ar pec’her ive a dle pedi kalouneg hag anzav stad he goustianz petra bennag m’eo poaniuz hen ober.

Ann dud-ma c’hoaz a jomm pell dioc’h Hor Zalver ; lezenn Moizez a zifenne outho mont tost d’ar re all, abalamour m’oa staguz ar c’hlenved. O velet pegen louz eo he ene, ar pec’her zo deread d’ezhan ive chom a bell, da lavaret eo en em izelaat a galoun dirag ann Hini zo teir guech santel, ec’hiz ar publikan en em zalc’he e traon ann templ, ha sant Per, a lavare d’he vestr tec’hel diouthan rak ma’z oa pec’her. Neuze e vezo selaouet he bedenn koulz hag hini ann deg den lor.

Mes, oc’h ober outhan eur zell a druez evel ouz ar glanvourien-ze, Jezuz a lavaro ive d’ezhan : Ite, ostendite vos sacerdotibus. Kea d’en em ziskuez d’ar beleg. Eaz oa d’Hor Zalver parea ar re-ze ec’hiz m’en devoa dija pareet kalz re all ; mes, c’hoantaat a ra e ve miret al lezenn hed a hed. Dizamma a c’helfe ive, dreizhan he-unan, koustianz ar pec’her ; mes, gourc’hemennet eo kovez, hag e lavar d’ehoc’h, pec’her paour, mont da gaout ar beleg. En em lakit eta enn hent, heb dale.

Marteze, araok diguezout, c’hui a vezo dija pareet dre eur c’hlac’har vraz d’ho pec’hejou hag eur guir garantez evit Doue. Mes, ha pa vec’h c’hoaz gual glanv o taoulina eharz treid ho konfesour, c’hui zavo ac’hano ker iac’h ha biskoaz ma tiskuezit gant lealdet holl gouliou hoc’h ene, ha ma sentit ouz kuzuliou ar medisin-ze.

Beleien al lezenn goz ne reant nemed guelet ha diskleria piou a vije neat ha piou ne vije ket ; ann hini a zalc’h brema plas Hor Zalver e kador ar binijenn en deuz galloud da barea holl glenvejou ann ene.

P’o pezo kavet avad ar vuez hag ar iec’hed. gouezit da biou oc’h dleourien euz ar madou-ze. Euz a zeg den a velomp pareet ama, unan hebken a zeuaz da drugarekaat Doue. Ne ouzon pe e c’hoarvezaz drouk pe ne reaz ket gant ann nao all. Mes, evidoc’hui a guezo buhan adarre ma ne zalc’hit tost da Jezuz.

Bezit aketuz eta da lavaret bennoz d’ezhan ; neuze ho feiz hag ho karantez a rai d’ehoc’h beza salvet. Evel-se-bezet-great.


————