A-enep barnedigesiou goullo ann dud | Trede levr - XXXVII | Penaoz e tleer en em lakaat e reiz vad e-kenver ann traou a-ziaveaz, ha goulenn skoaz digant Doue pa vezer war-nez koueza er pec’hed ► |
1. — Jezuz-Krist. — Va map, en em zilezit hoc’h-unan hag e kavot ac’hanoun. Na c’hoantait netra, n’ho pezet pers e nep tra, ha neuze ez eot atao war gresk er mad. Rak dont a rai d’e-hoc’h brasoc’h grasou, kerkent ha ma reot ar pez a blij gant Doue, hep derc’hel netra enn tu diouz-hoc’h.
2. — Ann ene mad. — Aotrou, va
Doue, ped gweach e tleann-me en em
lakaat etre ho taouarn ? E petra e
tleann-me en em zilezel va-unan ?
3. — Jezuz-Krist. — E pep tra hag e peb amzer, enn traou bihan ker kouls hag er re vraz, hep ma ve tra enn tu diouz-hoc’h ; me a fell d’in e vec’h distag a-grenn dioc’h kement tra zo. Penaoz ec’h hellfac’h-hu beza d’in ha me d’e-hoc’h, ma ne zeuit da zilezel pep tra enn diabars hag enn diaveaz, pep tra nemet ar pez a blij gant Doue. Seul gentoc’h ma reot ann dra-ze, seul vrasoc’h a ze e vezo peoc’h hoc’h ene ; seul vui en em zilezot hoc’h-unan e leal, seul vui a ze e plijot d’in, seul vui ivez a vad a zeuio d’e-hoc’h.
4. — Tud zo ha p’en em lekeont etre va daouarn nemet e traou zo. O veza n’ho deuz ket lekeat ho holl fisians e Doue, ar re-ze zo gwall stag ouz ho zra ho-unan. Darn all en em ro holl d’in da genta ; da c’houde avad, kenta ma stag out-ho ann distera temptasion, setu e tistroont d’ho fleg ho-unan adarre. Evit se eo ne d-eont nemeur war gresk er mad.
Ar re-ze n’ho devezo biken gwir frankiz eur galoun c’hlann, biken ive ne vezint galvet da gaout va c’harantez-me, ma n’en em zilezont ket a-grenn ho-unan e pep tra, ha ma n’en em roont ket d’in bemdez hag e pep tra. Anez ne oufent, da breman na biken, beza a-unan gan-en na va c’haout ken nebeut.
5. — Lavaret em euz d’e-hoc’h meur a weach, ha breman e lavarann adarre : en em zilezit hoc’h-unan, grit ar pez a blij d’in ; neuze e vezo braz ar peoc’h enn he kaloun. Roit pep tra evit pep tra, na glaskit tra e-bed, na c’houlennit netra, ho pezet ho kaloun stag ouz-in gant fisians, ha me a vezo d’e-hoc’h. Neuze ho pezo ar frankiz a galoun, neuze e viot kuit euz ann devalijen ma’z oc’h dallet gant-hi.
Pedit Doue ha goulennit digant-han ar c’hras da veza distag a-grenn dioc’h pep tra ha da veza hep netra e-bed, evit mac’h hellot, pa viot enn noaz, heulia Jezuz enn noaz. Goulennit digant-han ar c’hras da vervel d’e-hoc’h hoc’h-unan ha da veva gan-en da viken ; poanit e-kenver se, n’ho pezet ken c’hoant. Neuze ez ai da netra pep preder goullo hag ive ho sonjezonou hag hoc’h enkresiou fall. Neuze ivez ez ai diouz-hoc’h peb aoun dreist dalc’h, neuze e varvo enn ho kaloun pep karantez direiz.
Lavaret hoc’h euz, o va Jezuz : mar fell d’ann den dont war va lerc’h, e tle en em zilezel he-unan, dougen he groaz ha dont d’am heul. Lavaret hoc’h euz c’hoaz : nep piou-bennag ne zilez ket kemend en deuz, ne d-eo ket evit beza diskibl d’in. Arabad eo marc’hata, red eo kemeret unan etre daou, pe c’houi, o va Doue, pe ar bed, rak ne oufet ket servicha daou vestr : c’houi ne fell ket d’e-hoc’h beza war zaou hanter. Ann hini en em glask he-unan, hen-nez a bella diouz-hoc’h. N’emoc’h ket e kaloun ann hini n’en em zilez ket a-grenn he-unan, e kaloun ann hini a zo stag c’hoaz oc’h traou ann douar, e kaloun ann hini a gar re evit-han he-unan ar madou en deuz pe ar grasou en deuz bet digan-e-hoc’h ; er seurt kalounou-ze ho karantez a zo enk war-n-ezhi, Aotrou. Goude m’hon euz bet ann dudiou ho deuz ann eneou a zo a-unan gan-e-hoc’h, penaoz ec’h oufemp-ni choum hep beza mui-oc’h-vui a-unan gan-e-hoc’h ? Na peger sempl ha pegen diskiant eo ann den ! hag hen zo eta diez anaout ne d-eo kement zo war ann douar netra nemed-hoc’h ; hag hen zo diez anaout ne ouzomp ket petra a fell d’e-omp, anaout ne ouzomp ket e pe du trei, anaout ez eo goullo hor c’hoantegesiou ? Hag hen zo diez dilezel eur seurt madou fall na dister, pa’z ema ar maro o tont d’ho lemel digan-e-omp evit-mad ? Petra vezo prederiou hor c’haloun d’ar c’houls ma’z ai gant ann avel ann traou holl ma’z omp bet touellet gant-ho ? Petra vezo d’e-omp madou ann amzer, pa vezo ann amzer o vont da guzet evid-omp ?
Ema great gan-en, Aotrou, va Doue ; bez’e fell d’in kas da benn kemend a c’houlennit digant ar re a fell d’ezho beza holl d’e-hoc’h. Den eta na gomzo mui d’in diwar-benn ar bed, ra davo ann dud diwar va fenn, torret eo bet gan-en kemend a ioa oc’h va sparla ; maro ounn breman, hiviziken ne vevinn nemet e Jezuz-Krist. Ar c’horf-man d’in a zo evel al lienen a zo enn-dro d’ar re varo ; setu me gourvezet em bez, sebeliet gant Jezuz-Krist e Doue. — Evel-se bezet great.