◄ A-enep ar re a zrouk-prezek ar re all | Trede levr - XXIX | Red eo goulenn nerz digant Doue ha kaout fisians e teuio a nevez he c’hras d’e-omp ► |
1. — Ann ene mad. — Ra vezo binniget hoc’h hano da viken, va Doue, pa’z eo falvezet d’e-hoc’h e vijenn temptet hag enkrezet. Ne d-ounn ket evit tec’het rak ann demptasion, ha dre-ze ez eo red d’in en em deurel etre ho tivreac’h, evit ma plijo gan-e-hoc’h rei skoaz d’in ha trei va enkrez evit va brasa mad. Emoun breman enn enkrez, o va Doue, ha va c’haloun n’ema ket e stad vad ; va gwall-ioulou a wask ac’hanoun dreist-penn.
Breman, Tad trugarezuz, na petra livirinn-me d’e-hoc’h ? Beac’h zo war-n-oun e-kreiz ar poaniou, saveteit ac’hanoun er mare-man. Siouaz, setu ema deuet ar mare war-n-oun, evit ma vezo brasoc’h ho kloar, dre ziboania ac’hanoun, goude ma vezinn bet izeleet gan-e-hoc’h.
Plijet gan-e-hoc’h, Aotrou Doue, rei skoaz d’in, rak petra a oufenn-me da ober, paour evel ma’z ounn ? Da be leac’h ez afenn-me hep-z-hoc’h ? Enn dro-man c’hoaz, Aotrou, grit ma c’houzanvinn hep klemm ; skoazit ac’hanoun, ha n’em bezo aonn e-bed, peger braz-bennag ec’h hellfe beza va enkrez.
2. — Breman, va Doue, na petra livirinn-me d’e hoc’h e-kreiz va foaniou ? Ra vezo great, Aotrou, ar pez a fell d’e-hoc’h. Gant gwir abek eo ez ounn-me bet enkrezet ha kastizet ; red eo eta e c’houzanvfenn va foaniou. Plijet gant Doue e c’houzanvfenn anezho heb en em glemm, ken na vezo tremenet ar barr-amzer ha ma vezo deuet ann amzer gaer.
Ho tourn holl-c’halloudek a hell kas
ann demptasion-man diouz-in, pe dihana
terri ann nerz anezhi, evit na vezinn
ket trec’het a-grenn gant-hi. Er c’hiz-ze
eo hoc’h euz great ken aliez gweach em
c’henver-me, va Doue ; c’houi zo va
zrugarez. Ann dra-ze a zo ken diez
d’in da ober ha ma’z eo eaz d’e-hoc’h-hu,
Doue Uc’hel-meurbed, lakaat ann
drouk da veza mad evid-oun.
Kenta tra a dle da ober ann ene, pa vez enkrezet gant ann temptasionou, eo en em izelaat hag anaout ne hell netra anezhan he-unan. Goude rak-tal e tle goulenn, gant eur gwir feiz, skoaz digant ann hini a zo he holl nerz. Aotrou, va Doue, saveteit ac’hanoun, rak mont a rann da goll. Doue, mall gant-han, a roio aluzen d’ann ene paour-ze, astenn a rai war-n-ezhan he zourn holl-c’halloudek. Gourc’hemenn a rai d’ar mor ha d’ann avel tevel, ha rak-tal e vezo sioul-meurbed ann amzer.
Hag ar galoun, petra a raio-hi pa vezo gwasket gant ann anken ha gant ann enkrez ? En em deurel etre daouarn ann Aotrou Doue, Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, Tad trugarezuz-meurbed, Doue a zic’hlac’har ac’hanomp enn hor poaniou. Rak e-chiz ma hresk gloasiou Jezuz-Krist enn-omp, evel-se ivez e kresk hor frealzidigez dre Jezuz-Krist. Neuze, mar bez hon ene, evel ene Jezuz-Krist, glac’haret bete mervel, mar leveromp evel-d’han ; Va Zad, ra’z ai ar c’halir-man pell diouz-in, neuze ivez e livirimp evel-d-han : Na vezo ket great evel a fell d’in, ra vezo great evel a fell d’e-hoc’h.