Red eo teurel evez oc’h barnedigesiou Doue, gant aoun na zeufe hor c’haloun d’en em c’houeza enn abek d’hon oberiou mad | Trede levr - XV | E Doue hep-ken e tleer klask pep gwir dizoan ► |
1. — Jezuz-Krist. — N’euz fors petra a c’hoarvezo gan-e-hoc’h, livirit evel-hen : Aotrou Doue, mar fell d’e-hoc’h e ve ann traou er c’hiz-ze, ra vezint-hi great enn hoc’h hano. Mar kav d’e-hoc’h e ve mad kement-se evid-oun, mar kav d’e-hoc’h e ve ann dra-ze talvoudek d’in, roit d’in ar c’hras d’he lakaat da dalvezout evit ho kloar. Enn enep, mar gouzoc’h e tle ann dra-ze ober gaou ouz-in, mar gouzoc’h ne vezo ket evit talvezout da zilvidigez va ene, pellait diouz-in ar seurt c’hoant-ze.
Rak pep c’hoant, evit-han da veza mad hag eeun da welet, ne zeu ket digant ar Spered-Santel. Diez eo gouzout, e gwirionez, pe ez eo ar Spered-Santel pe ann drouk-spered, pe hor spered-ni hon-unan eo a ra d’e-omp c’hoantaat ann dra-man pe ann dra-hont. Meur a hini a zo en em faziet, hag a grede ez oant sklereet gant ar Spered-Santel.
2. — Rak-se e tleit bepred c’hoantaat ha goulenn, gant eur galoun izel ha gant doujans Doue, kemend a zo da veza c’hoanteet gant ho kaloun. Bez’ e tleit ive dreist pep tra en em lakaat a ioul vad etre va daouarn-me, enn eur lavaret :
Aotrou Doue, c’houi a oar petra eo ar gwella ; bezet great ann dra-man pe ann dra-ze, evel ma plijo gan-e-hoc’h. Roit d’in ar pez a gerrot, kemend hag a falvezo d’e-hoc’h, er mare ma plijo gan-e-hoc’h. Grit ac’hanoun hervez ma kav d’e-hoc’h eo ar gwella, hag hervez ma plijo gan-e-hoc’h, evit ho prasa gloar.
Likit ac’hanoun el leac’h ma fell d’e-hoc’h e venn, ha grit em c’henver ar pez a blijo gan-e-hoc’h e pep tra. Bez’ emoun etre ho taouarn, troit ha distroit ac’hanoun a bep tu. Me a zo ho servicher, ha bez’ emoun war va zu vad da ober pep tra, rak ne fell ket d’in beva evid-oun va-unan ; evid-hoc’h-hu hep-ken eo e fell d’in beva. Plijet gan-e-hoc’h ec’h hellfenn ho servicha evit ar gwella hag evel ma’z eo dleet.
1. — Ann ene mad — Roit d’in, o va Jezuz, mad dreist holl, roit d’in ho kras, ha ra vezo gan-en e kement tra a rinn, ra choumo gan-en beteg ar mare diveza. Grit ma c’hoantainn ha ma klaskinn bepred ar pez a blij muia d’e-hoc’h, ar pez a gav d’e-hoc’h a zo ar gwella.
Ho c’hoant ra vezo va c’hoant ; ra’z aio bepred va c’hoant da heul hoc’h-hini, hep pellaat diout-han e nep kiz. Grit ma vezinn a-unan gan-e-hoc’h, grit ma c’hoantainn ar pez a c’hoantait, grit na c’hoantainn ket ar pez ne c’hoantait ket.
Grit ma varvinn da gement tra a zo er bed, grit ma karinn beza disprizet gant ann dud ha beza dianavezet evid-hoc’h. Grit ma fisiinn enn-hoc’h dreist kemend a oufed da c’hoantaat, grit na glasko va c’haloun he feoc’h nemet enn-hoc’h hep-ken.
C’houi a zo gwir beoc’h ar galoun,
c’houi a zo ar gwir euruzded. El leac’h
ma n’emoc’h ket, pep tra zo anken, pep
tra a zo enkrez. Er peoc’h-ze, me lavar
enn hoc’h-hu, va Doue, e kouskinn
hag ec’h ehaninn ; c’houi a zo ar mad
dreist pep mad, ar mad a bado da viken.
— Evel-se bezet great.
Gweach e-bed ann den ne d-eo evit
kaout a-walc’h gant ar pez a zo d’ezhan,
gweach e-bed ne d-eo euruz enn he stad
he-unan ; gwelet a ra ez eo goullo he
galoun, bez ema atao enn anken, klask a
ra bepred tizout madou a dec’h bepred
enn he raok. E gwirionez n’en deuz gwir
beoc’h e-bed, hag he vuez a dremen
e-mesk he c’hoantegesiou fall. Na pounnera
beac’h eo hen-nez a laka anezhan e-tal
da vont da goll ! Rak, eme ann Abostol
sant Paol, grisien ann holl boaniou eo ar
gwall-ioulou ; meur a hini goude beza en
em roet d’ezho, ho deuz kollet ar feiz hag
ho deuz skoet war ann hent fall, e-kreiz
poaniou a vagad. Ar spered, er stad-ze,
o vont gant tiz etrezek kemend a blij
d’ezhan, ar spered a zeu da devalaat ar
skiant vad. Ann den neuze ne oar e pe du
trei, ne oar petra a fell d’ezhan, hag ar
spered a zigas anezhan d’he heul. Dre’nn
abek-ze e tleit poania evit trec’hi ho spered,
petra-bennag e kredfac’h ez eo hep
ket a zrouk ar pez a douell anezhan,
petra-bennag e kredfac’h ne glask ho
spered, enn he sonjezonou, nemet eunn
diskuiz deread ha dibec’h. Gwasa a zo,
ann hini en deuz doujans Doue a sko
eaz diwar ann hent maa, pa ne daol ket
evez oc’h ar c’hoantegesiou ar re zantela
da welet.
Ne ouzomp na petra a zo mad na petra a zo fall evid-omp. A-wechou e c’hoantaomp teurel diwar-n-omp eur groaz a zo red marteze evit hor zilvidigez ; gweach all, e-kreiz karantez flamm hor c’haloun, tud dinerz ma’z omp, gweach all e c’hoantaomp eur groaz ker pounner, ma vemp diskaret gant-hi, mar teufe Doue da astenn anezhi war-n-omp. Petra dleomp-ni eta da ober ? Goulenn digant Doue ma vezo great pep tra, enn-omp hag er-meaz ac’hanomp, hervez ma fell d’ezhan ; bez’ e tleomp goude-ze en em lakaat holl etre he zaouarn hag ober ar pez a blij d’ezhan. Anez ober kement-se ne vezo evid-omp na peoc’h nag euruzded e-bed war ann douar : Va Zad, na vezet ket great evel a fell d’in ; bezet great evel a fell d’e-hoc’h.