◄ Arabad eo kredi d’ann holl ; eaz eo fazia enn eur gomz | Trede levr - XLVI | Red eo e c’houzanvfemp ar poaniou gwasa zo evit gounid ar vuez a bado da viken ► |
1. — Jezuz-Krist. — Va map, dalc’hit mad d’in ha likit ho fisians enn-oun. Na petra eo komziou ann dud, nemet komziou a ia gant ann avel, heb ober gaou oc’h mean e-bed ? Mar d-euz enn-hoc’h abek da damall, sonjit e tleit c’hoantaat mont war well. Ma n’euz abek e-bed enn-hoc’h, sonjit e tleit gouzanv a galoun vad ar boan-ze evit Doue. Nebeuta tra a oufac’h-hu da ober eo gouzanv a-wechou komziou trenk, pa n’oc’h ket c’hoaz evit gouzanv enkresiou braz.
Na perak hoc’h euz-hu kalounad evit ken nebeud a dra ? Ha ne d-eo ket o veza ma’z oc’h c’hoaz douget da blijaduresiou ar c’hik, hag o veza ma rit stad euz ann dud muioc’h eget na dlefac’h da ober. Rak gant aoun na vec’h disprlzet, eo ne fell ket d’e-hoc’h beza tamallet enn abek d’ho puez direiz,ha neuze e klaskit ho tigarez evit he golei.
2. — Sellit ouz-hoc’h hoc’h-unan gant muioc’h a evez, hag e welot ervad e vev c’hoaz ar bed enn-hoc’h hag e klaskit c’hoaz plijout d’ann dud. Rak dre’n abek m’hoc’h euz poan pa vezit izeleet ha disprizet evit ho faziou, dre-ze e tiskouezit ne d-eo ket ho kaloun izel e gwirionez na maro d’ar bed, hag ivez ne d-eo ket maro ar bed evid-hoc’h. Selaouit va c’homziou, va map, ha neuze ne viot tamm e poan gant holl gomziou ann dud.
Ha pa vec’h drouk-prezeget kement ha ma hell drouk-prezek fallagriez ann dud, pe c’haou a hellfe ho c’homziou da ober d’e-hoc’h mar karfac’h lezel anezho da vont e-biou, evel eur blouzen a ia gant ann avel ? Ha bez’ e vent-hi evit lakaat da goueza eur vleven hep-ken euz ho penn ?
3. — Ann hini ne d-eo ket distag dioc’h traou ar bed, ann hini ne zonj ket e Doue, hen-nez a vezo enkrez war-n-ezhan mar bez tamallet. Enn enep, ann hini en deuz fisians enn oun-me, ann hini ne glask ket fisiout enn-han he-unan, hen-nez n’en devezo aoun e-bed rag ann dud. Rak anaout ha barn a rann kement zo hag ivez ann traou kuzeta ; me a oar petra zo bet great, me a anavez ar re zo bet drouk-prezeget, me a anavez ar re a zrouk-prezek euz ar re all.
Kement zo bet lavaret, kement zo bet great, falvezet eo bet gan-en e vijent bet lavaret hag e vijent bet great, evit ma vije dizoloet kemend a zo kuzet e kaloun meur a hini zo. Me eo a varno ann hini a zo kabluz hag ann hini a zo didamall ; araok ervad ez eo falvezet d’in dizolei menosiou ho c’haloun da anaout petra int ho daou.
4 — Testeni ann dud hor laka aliez da fazia ; va barnedigez-me a zo gwir, padout a raio, ne zistroinn ket diwar-n-ezhi. Peurliesa e vez kuzet va barnedigez ; dibaot eo ar re a anavez anezhi e pep tra. Houn-nez ne fazi morse hane hell ket ive beza lekeat da fazia, evit-hi da veza eur gwall varnedigez hervez ann dud diskiant.
Etrezek enn-oun eta e tleer trei, pa vezer o varn eunn dra-bennag ; arabad eo d’ann den en em fisiout enn-han he-unan evit-se. Ann den fur ha mad a bep hent ne vezo ket nec’het, petra-bennag a c’hoarvezo gant-han a berz Doue ; ha pa ve bet tamallet e gaou, n’en devezo nemeur a boan.
Mar teu ar re all d’hen didamall gant gwir abek, ne vezo ket laouen dreist kemm evit-se, rak gouzout a ra ez eo me a furch kaloun ann den hag he ziou groazel ; gouzout a ra ive ne varnann ket ann dud dioc’h ho gwelet na dioc’h ann diaveaz anezho. Aliez e kavann-me abek er pez a gred ann dud a zo da veza meulet.
5. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, barner leal ha gwirion, kre ha tragarezuz, c’houi a oar peger sempl eo ann den ha pegen douget eo d’ann drouk. Bezit va holl nerz ha va holl fisians, rak ne d-eo ket a-walc’h d’in e ve va c’houstians direbech. C’houi a anavez ar pez ne anavezann ket, dre-ze ez eo red d’in en em izelaat, pa gaver abek enn-oun, hag e rankann gouzanv a galoun vad kement tra a damaller d’in.
Grit trugarez d’in, o va Doue, evit ken aliez a weach n’am euz ket great er c’hiz-ze. Plijet gan-e-hoc’h rei d’in a nevez ar c’hras, evit mac’h hellinn gouzanv kalounekoc’h eget n’am euz great betek ann deiz hirio. Hag evit gwir, evit m’am bezo trugarez digan-e-hoc’h, ez eo talvoudekoc’h d’in kaout ho krasou stank eget na d-eo kaout fisians e testeni va c’houstians, rak ne anavezann ket anezhi.
Petra-bennag na rebech va c’houstians
netra d’in, koulskoude ne
d-ounn ket dibec’h evit se, rak den
e-bed ne hello en em zidamall dira-z-hoc’h,
ma ne vez ket ho trugarez
gant-han.
Bez’ e viot euruz pa viot drouk-pedet, pa viot gwall-gaset, pa viot drouk-prezeget e gaou. En em laouenait neuze, tridit gant levenez, rak ho tigoll a vezo braz enn envou.
Evid-omp da glevet kement-se, na, ped gweach evelato ne vezomp-ni ket enkrezet gant komziou ann dud ha gant ho barnedigesiou ? N’omp ket evit gouzanv e vemp izeleet ; bez’ e fell d’e-omp beza meulet koustet pe gousto ; bez’ e fell d’e-omp e ve great stad ac’hanomp. Dallet omp o veza ma c’hoantaomp kaout brud vad, hag ec’h ankounac’haomp Doue hag he c’hourc’hemennou hag ive ann holl vadou a roio ; hervez a lavar, d’ar re a vezo izel ho c’haloun. Setu petra a zigas ar stambouc’h a zao e diabarz hor c’haloun. Na petra ra se d’e-hoc’h beza drouk-prezeget, beza tamallet e gaou gant ann dud ? Perak hoc’h euz-hu kemend all a boan hag a zrouk evit se ? Hag aoun hoc’h euz-hu na dennfac’h war-n-hoc’h grasou re stank ? E gaou eo ez oc’h tamallet ; ha gwell e ve gan-e-hoc’h e vec’h tamallet gant gwir abek ? Ma n’hoc’h euz ket great ar pez zo tamallet d’e-hoc’h, nag a draou fall hoc’h euz great ha n’euz hano e-bed anezho ? Diskennit e diabarz hoc’h ene, hag e klevot eur vouez o sevel enn hoc’h enep, gwasoc’h eget ne oufe ober ann dud. Ar re-man a davo ; enn enep, mouez ho koustians a gomzo dirak ar Barner ma’z eot bremaik dira-z-han, pell dioc’h trouz ar bed, e-kreiz ann amzer a davo da viken. Sonjit enn amzer spountuz-ze, ha neuze n’ho pezo enkrez e-bed gant ar pez a lavaro ann dud diwar ho penn.