◄ Red eo ober fae war holl enoriou ar bed. | Trede levr - XLII | A-enep ar wiziegez fall euz ann dud ► |
1. — Jezuz-Krist. — Va map, ma harpit peoc’h ho kaloun war eunn den-bennag, o veza m’en em blijit ann eil d’egile, e viot enn enkrez hag e nec’h. Enn enep, mar troit ho kaloun etrezek ar wirionez beo bepred, etrezek ar wirionez a zo a viskoaz hag a vezo da viken, neuze ne vezo ket mantret ho kaloun gant ar c’hlac’har, petra-bennag e varvfe ho mignoun pe ez afe kuit diouz-hoc’h.
War-n-oun eo e tle beza diazezet ar garantez hoc’h euz evit ho mignoun, hag evid-oun eo e tleit karet kemend hini a gav d’e-hoc’h a zo mad hag a garit stard er bed-man. Hep-d-oun ar garantez ne dalvez netra ha ne hell padout pell amzer. N’euz karantez gwirion na glann e-bed, ma ne d-ounn ket ar skoulm a stard anezhi.
Bez’ e tlefac’h beza distag dioc’h pep karantez er bed-man, distag a-walc’h evit c’hoantaat beva hep nep darempred gant ann dud, ma ve ann den evit beva evel-se.
Seul vui ma pella ann den dioc’h frealzidigez ar bed, seul vui a ze e tosta oc’h Doue. Seul vui ma teu da welet e diabars he galoun, seul vui mac’h ansav ne d-eo netra anezhan he-unan, seul vui a ze ann den a zao war-zu Doue.
2 — Ann hini a laka eunn dra vad-bennag war he hano, hen-nez a vir oc’h gras Doue da zont davet-han, rak gras ar Spered-Santel a glask atao ann neb a zo izel he galoun.
Ma oufac’h-hu en em brizout kement ha netra, hag en em zistaga dioc’h pep karantez oc’h ann holl draou krouet, neuze e skuilfenn grasou stank war-n-hoc’h. Pa droit ho taoulagad da zellet oc’h ann traou krouet, ez it a guz d’ho Krouer.
Deskit eta en em drec’hi e pep tra dre garantez evit ho Krouer, ha neuze ec’h hellot dont da anaout ann Aotrou Doue. Eunn dra hep-ken, pegen dister-bennag eo, a bella diouz-hoc’h ar mad dreist pep mad hag a zaotr hoc’h ene, mar c’hoantait anezhi ha mar karit anezhi dreist-penn.
Dre ar feiz pep tra a zeu da veza santel, dre-z-hi ne d-a netra da goll, netra nemet ar pec’hed. Ne vir ket ouz-omp d’en em garet ann eil egile ; enn enep, n’euz tra strisoc’h eget gourc’hemenn ann Aviel : en em garomp ann eil egile, a lavar dalc’h mad ann Abostol sant Iann. Ann hini n’en deuz ket ar gwir garantez, hen-nez a zo o choum er maro ; ne anavez ket Doue, rak Doue a zo karantez. Enn nozvez ma oe debret ar goan Fask, ha ne welomp-ni ket ann diskibl muia karet oc’h harpa he benn war galoun Jezuz ? Hor c’harantez evelato, mar d-eo glann, a dle dont digant Doue ha beza dioc’h ma fell d’ezhan e ve. Ne d-eo mui neuze eur seurt karantez evit ann traou krouet, eur seurt karantez a nec’h hag a enkrez ann ene enn eur dremen ; bez’ez eo eunn dra-bennag a Zoue he-unan, eunn dra evel-d-han ha ne dro na ne zistro ket, eunn dra hag a zigas ar peoc’h. Diwallit oc’h pep karantez a zaotr peoc’h ar galoun. Tra e-bed ne dle beza karet gan-e-omp, nemet miret a-grenn a rafemp gourc’hemennou Doue. Bez’ e tleomp beza bepred e-tal da c’houzanv a galoun vad ann traou diesa pa c’hoarvezont gan-e-omp, me lavar pa’z a hon tud digan-e-omp, pa vez hor mignouned o pellaat diouz-omp, hag oc’h-penn-ze, pa varvont. Bez’ e tleomp bepred derc’nel sonj euz ar pez a lavar ann Abostoll : ne fell ket d’e-omp, va breudeur, e vec’h hep gouzout ar pez a zell oc’h ar re a zo kousket, evit na zeuot ket d’en em nec’hi, evel ma ra ann dud n’ho deuz esperans e-bed. Rak mar kredomp ez eo maro Jezuz, hag ez eo savet euz a varo da veo, e tleomp kredi ive e kaso Doue gant Jezuz ar re a vezo kousket enn-han. Ann dra-man war-lerc’h a leveromp d’e-hoc’h goude klevet ann Aotrou : ni a zo beo hag a zo miret beteg he zonedigez, ne-d’aimp ket a-raok ar re a zo kousket. Rak, pa c’hourc’hemenno ann Arc’hel, pa vezo klevet he vouez, pa vezo klevet soun trompill Doue, neuze ann Aotrou he-unan a ziskenno euz ann env, hag ar re a vezo maro e Jezuz-Krist a zavo da genta. Enn ho goude, ni a zo beo hag a vezo bet bete neuze, ni a vezo savet gant-ho er goabrennou, a-raok Jezuz-Krist, e-kreiz ann envou, hag er c’hiz-ze e vezimp gant ann Aotrou evit-mad. En em frealzit ann eil egile gant ar c’homziou-ze.