Trede levr - XL

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche




DAOU-UGENTVED KENTEL.


Ann den n’en deuz netra a vad anezhan he-unan ha ne hell ket en em veuli euz a netra.


1. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, na petra eo ann den evit ma prizfac’h kaout sonj anezhan ? Petra eo ann den evit ma teurvezfe gan-e-hoc’h dont d’he gavout ? Petra a vad en deuz great ann den evit tenna ho kras war-n-ezhan ? Euz a betra ec’h oufenn-me en em glemm, va Doue, mar teuit d’am dilezel ? Petra a hellfenn-me da lavaret a vad evit va digarez, ma ne rit ket em c’henver ar pez a c’houlennann ?

Bez’ ec’h hellann kredi ha lavaret e gwirionez : Va Doue, ne d-ounn netra, ne hellann netra, n’am euz netra ac’hanoun va-unan ; enn enep, ne d-ounn nemet distervez e pep tra, ha kement a zo enn-oun am c’has bepred war-zu netra. Pa ne fell ket d’e-hoc’h rei d’in aluzen, pa ne fell ket d’e-hoc’h rei nerz d’am c’haloun, setu e teuann da veza laosk

ha dieguz holl.

2. — Evid-hoc’h-hu, va Doue, c’houi a zo bepred ann hevelep hini, ha bez’ e viot hevel da viken. Atao mad, atao leal ha santel, c’houi a ra pep tra gant madelez, gant lealded ha gant santelez ; reiza a rit pep tra gant furnez Evid-oun-me, me a zo muioc’h techet d’ann drouk eget ne d-ounn douget d’ar mad ; ne choumann ket pell amzer e stad vad, o veza ma tro ha ma tistro va c’haloun seiz gweach bemdez.

Va stad evelato a zeu buhan da veza gwelloc’h, kerkent ha ma plij gan-e-hoc’h e ve, kerkent ha mac’h astennit ho tourn d’am skoazia ; rak c’houi hoc’h-unan hep-ken a hell rei d’in skoaz ha nerz a-walc’h evit na d-inn ket e nep tra nag enn tu-man nag enn tu-hont, hag evit ma troio va c’haloun ouz-hoc’h-hu hep-ken, ha mac’h ehano enn-hoc’h.

3. — Ma oufenn-me eta disprizout pep frealzidigez a bers ann dud, pe evit dont da gaout ar gwir garantez euz a Zoue, pe enn abek ma’z eo red d’in klask ac’hanoc’h (o veza n’euz den evit

va frealzi), neuze ec’h helfenn kaout
pep fisians e nerz ho kras-hu, o va

Doue, hag en em laouenaat enn abek d’ar frealzidigez a rofac’h d’in a nevez.

4. — Ho trugarekaat a rann, o va Doue ; digan-e-hoc’h e teu pep tra hag ive kement tra vad a c’hoarvez gan-en. Evid-oun-me ne d-ounn netra dira-z-hoc’h, ne d-ounn nemet distervez, den sempl hag edro ma’z ounn ! Evit petra eta e teufenn-me d’en em veuli ? Perak e klaskfenn-me kaout brud vad ? Hag o veza n’ounn netra e-bed eo ? Truez eo ac’hanomp, siouaz !

Gloar ar bed a zo eur gwall vosen e gwirionez hag eunn dra c’houllo-meurbed, o veza ma pella ac’hanomp dioc’h ar gwir c’hloar ha ma kas gras Doue da netra. Rak kerkent ha m’en em blij ann den enn-han he-unan, e teu da zisplijout d’e-hoc’h, o va Doue ; kerkent ha ma c’hoanta beza meulet gant ann dud, e teu da goll ar gwir furnez.

5. — O va Doue, ar gwir c’hloar hag al levenez santel euz ann ene n’ema ket oc’h en em veuli enn-omp hon-unan ; o lakaat hon holl c’hloar enn-hoc’h eo

ema ; n’ema ket oc’h en em laouenaat
end abek d’ar mad a zo enn-omp : o

lakaat hon holl levenez enn-hoc’h hag o viret na lakafemp hor c’harantez e nep tra nemet enn-hoc’h eo ema hep-ken.

Ra vezo meulet hoc’h hano da viken, ha va hini-me tamm e-bed ; ra vezo meulet kement tra a rit, hag ar pez a rann-me tra e-bed ; ra vezo binniget hoc’h hano santel, ha n’am bezo-me pers e-bed e meuleudiou ann dud. C’houi a zo va gloar, c’houi a zo levenez va c’haloun ; enn-hoc’h e likiinn va holl c’hloar ha va holl levenez hed va buez. Evid-oun-me n’en em veulinn nemet enn abek d’am foaniou.

6.— Ra glasko ar Iuzevien ar c’hloar a zeu d’ann eil digant egile er bed-man ; evid-oun-me ne glaskinn gloar all e-bed nemet ar c’hloar a zeu digant Doue he-unan. Rak pep gloar, holl enoriou ann dud, holl fougeou ar bed ne d-int nemet moged ha follentez e-skoaz ho kloar a zo a viskoaz hag a vezo da viken.

O va gwirionez ! O va zrugarez ! O va

Doue ! Treinded euruz ! D’e-hoc’h-hu, ra
vezo meuleudiou, galloud, enor ha gloar

a viskoaz ha da viken.


EVIT HOR C’HELENN.


Mar teuann da zizolei menosiou va c’haloun, mar teuann da c’houlenn ouz-in va-unan petra ounn, neuze e welann ema va spered o vont hag o tont tu-ma tu-hont. hag ema e-tal bepred da fazia ; neuze e welann ez eo edro pleg va c’haloun ; neuze e welann, hep gouzout perak, ar fisians hag a-wechou all ar spount o sevel em ene ; neuze ive ne gavann enn-oun nemet techou fall, nemet c’hoantegesiou stank oc’h heskina, oc’h enkrezi ac’hanoun. Gweach a vez e kavann enn-oun eul levenez ne bad pell ; gweach all, hag aliesoc’h, siouaz d’in, e kavann eunn doan ar vrasa. Kavout a rann enn-oun war-enn-dro holl gwall ioulou ar bed hag ive eunn dra, ne ouzoun petra eo, ounn douget gant-hi war-zu ann env ; bez’ e kavann enn-oun eur spered sempl a dro hag a zistro, hag ive gwall stambouc’h ar galoun e-kreiz ar vrasa dienez. Setu aze va stad-me e-c’hiz ma’z eo bet great gant ar pec’hed ; oc’hpenn-ze, ansao a rann ne d-ounn ket evit en em zevel ac’hanoun va-unan euz ar stad ken izel-ze.

Red e oa e teufe Doue he-unan da zevel
ar seurt beac’h, den diskaret ma’z ounn !

Anez ma vije deuet hor Zalver, Map Doue, ann den a vije bet kollet da viken. Deuet eo hor Zalver : setu me aman, eme-z-han. Paeet en deuz gant he c’hoad ar boan dleet d’hor pec’hejou, digaset en deuz a nevez gant ne c’hras ar peoc’h spered hag e kaloun ann den. Dre ar c’hras ann den a zo deuet da veza adarre skeuden Doue.

O karantez a zo dreist spered ann den ! Petra raimp-ni evit ken aliez a vadou ? Ansavomp hor zempladurez hag hor paourentez ; ansavomp ne zeu ac’hanomp hon-unan netra euz ar madou en deuz roet Doue d’e-omp a c’hrad vad ; enoromp ha meulomp ann nini hep-ken a dle beza meulet hag enoret, ha neuze leveromp a greiz hor c’haloun evel ma lavaraz ar Profed : Aotrou, va Doue, ho kalvet em euz, ha c’houi hoc’h euz pareet ac’hanoun. Tennet hoc’h euz va ene euz ann ifern, va felleet hoc’h euz diouz ar re a ziskenn el lagen. Kanit meuleudiou ann Aotrou Doue, c’houi holl a zo he Zent ; meulit he hano santel da zerc’hel sonj anezhan.


————