◄ Peger mad eo servicha Doue hag ober fae eus ar bed | Trede levr - XI | Red eo d’e-omp gouzanv hep klemm hag ober penn d’hon drouk-ioulou ► |
1. — Jezuz-Krist. — Va map, red eo d’e-hoc’h deski c’hoaz kals a draou n’hoc’h euz ket desket ervad beteg-henn.
2. — Ann ene mad — Pere int-hi, Aotrou, va Doue ?
3. — Jezuz-Krist. — Bez’ e tleit lakaat ho c’hoantegesiou da blega hervez ma plij d’in, miret n’en em garfac’h re, hoc’h-unan hag ober gant hast ar pez a fell d’in.
Ho c’hoantegesiou a ra d’ho kaloun birvi a-wechou ; ho kas a reont gant ners er-meaz ac’hanoc’h hoc‘h-unan. Neuze e tleit sellet piz hag ez eo evit va hano pe evit ho mad hoc’h-unan eo ez oc’h-hu bet douget muia. Mar d-eo me eo a zo e penn-c’hoant ho kaloun, neuze e viot euruz, n’euz fors petra vezo gourc’hemennet gan-en ; enn enep, ma en em glaskit re hoc’h-unan e gweled ho kaloun, setu a zo a-walc’h evit ho sparla hag evit hoc’h enkrezi.
4. — Diwallit eta na rafac’h re a stad euz ho c’hoantegesiou, ma n’hoc’h euz ket goulennet va ali diwar ho fenn, gant aoun n’ho pe kalounad da c’houde, ha gant aoun na zeufe da zisplijout d’e-hoc’h ar pez a blije d’e-hoc’h da genta, hag ar pez hoc’h euz c’hoanteet da gaout, o kredi ez oa ar gwella. Rak pep c’hoantegez, hag hi mad da welet, ne d-eo ket da veza heuliét dioc’h-tu, nag ive ne dleer ket tec’het rak-tal dioc’h pep c’hoantegez hag hi fall da welet.
A-wechou ez eo mad derc’hel penn oc’h ho menosiou hag oc’h ho c’hoantegesiou mad, gant aoun na ve distroet ho spered gant dievezded, gant aoun na’z afac’h dreist ar reiz-vad ha na zeufac’h hoc’h-unan da veza gwall skouer d’ar re all ; gant aoun ivez n’ho pe enkrez ha na bec’hfac’h rak-tal, mar teufe ar re all da enebi ouz-hoc’h.
5. — Red eo ive a-wechou stourm gant nerz ha mont kalounek a-enep c’hoantegesiou ar c’horf, n’euz fors petra a fell d’ezhan pe ne fell ket ; ar pez a zo red eo en em lakaat kerkent e-tal da ober d’ezhan, kaer en deuz, plega d’ar spered.
Red eo kastiza ar c’horf hag he lakaat da blega, ken na vezo war he du vad da ober pep tra, ken na zesko kaout he walc’h gant nebèud a dra, ha karet ann traou distera hep en em glemm gweach e-bed, petra ziez-bennag a zeufe da ober poan d’ezhan.
Stourm kalet a zo red a-enep hor spered, rak kas a ra ac’hanomp diwar ann hent mad ; touella a ra ac’hanomp gant he zem-skeud hag hon dougen a ra da glask anaout traou noazuz de-omp. Stourm ive a zo red a-enep ar c’hoantegesiou a enkrez ac’hanomp, a-enep ar skianchou a-ziaveaz a stlabez hon ene hag a ra d’ezhan plega war-zu ann douar. Na pegen truezuz eo stad ann den kouezet er pec’hed ! Daoust da ze, arabad eo d’ezhan en em zigalounekaat, rak ne d-eo ket bet dilezet gant Doue : trec’hi a hell mar kar. Ar feiz a dorr nerz ann enkresiou a zeu da bistiga ar spered, hag a laka anezhan da choum stard er wirionez. Ann hini en em laka holl etre daouarn Doue, hen-nez a zo ar peoc’h enn he ene, rak neuze e vez mouget pep strouez fall enn he galoun, hag ive ar c’hoantegesiou a douel he feiz, dre ma’z int mad da welet. Evit lavaret berr, trec’hi a hellomp ar c’hik o pidi Doue, oc’h en em izelaat hon-unan, oc’h ober pinijen, gant ma vezo kastizet ar c’horf ha lekeat da blega. Enn eur stourm evel-se hep paouez eo ez a ar c’hristen war gresk er mad, enn eur stourm distak eo ec’h hello lavaret evel ann Abostol sant Paol : Ne gredann ket e venn c’hoaz ker kouls ha ma fell d’in beza ; da c’hortoz, ec’h ankounac’haann kemend a zo war va lerc’h hag e kerzann affo araok, evit tizout da benn ann hent, evit kaout ar c’hopr a vezo roet d’e-omp, me lavar ann euruzded a bado da viken, ann euruzded ma’z omp bet galvet d’ezhi gant Jezuz-Krist he-unan.