◄ Red eo d’ann den en em izelaat dirak Doue | Trede levr - IX | Peger mad eo servicha Doue hag ober fae eus ar bed ► |
1. — Jezuz-Krist. — Va map, mar fell d’e-hoc’h beza euruz, e tleit ober pep tra evid-oun, o veza ma’z ounn ar penn kenta hag ar penn diveza euz a gement zo. Ar c’hoant-ze a rai d’ho karantez beza glann, d’ho karantez-c’houi a zo re aliez douget, siouaz d’e-hoc’h, da drei out-hi he-unan hag ouz ann traou krouet. Rak ma en em glaskit hoc’h-unan e nep tra, rak-tal e teu ho kaloun da veza laosk ha seac’h.
Dreist kement zo grit ’ta pep tra evid-oun-me, rak me eo am euz roet pep tra d’e-hoc’h. Kredit e teu pep tra digan-en, me zo ar mad dreist pep mad ; rak-se e tleit digas d’in kement a rit, o veza ma’z ounn ar penn kenta euz a bep tra.
3. — Ar re vihan hag ar re vraz, ar re baour hag ar re binvidik a denn ac’hanoun ann dour a vuez, evel euz a eunn eienen na zizec’h morse ; hag ar re a zervich ac’hanoun anezho ho-unan, ar re-ze ho devezo hep paouez grasou e-leiz. Ann hini avad a falvezo d’ezhan klask he c’hloar er-meaz ac’hanoun-me, ne bado ket pell he euruzded ; he galoun enk war-n-ezhi, a vezo diez hag aliez e vezo sparlet hag enkrezet.
Arabad eo ’ta d’e-hoc’h kredi hoc’h euz netra vad e-bed ac’hanoc’h hoc’h-unan, na kredi e teu ar gwir furnez da zen anezhan he-unan. Roit pep tra d’in-me a zo ho Toue, hep-z-oun ann den n’en deuz netra. Me am euz roet d’e-hoc’h kemend hoc’h euz, ha me a fell d’in breman ho c’haout digan-e-hoc’h enn distro, ha goulenn krenn a rann beza trugarekeet.
3. — Setu aman ar wirionez a laka da dec’het gloar ar bed. Mar d-ema gras Doue enn ho kaloun, mar d-ema enn hi ar gwir garantez, neuze ar warisi, ann enkrez hag ar garantez evid-hoc’h hoc’h-unan ne vezint ket evit mont ebars hoc’h ene. Rak karantez Doue a drec’h pep tra hag a gresk nerz ann ene. Mar d-oc’h eunn den fur e gwirionez, n’ho pezo ken levenez, n’ho pezo ken fisians nemet enn-oun ; rak n’euz den mad nemet Doue he-unan a dle beza meulet ha binniget dreist pep tra hag e pep tra.
Kement mad a zo ia zeu digant Doue a zo ar mad dreist pep mad. Kement tra a ra a zo mad, o veza ma tenn pep mad anezhan he-unan. Nemet ar pec’hed, n’euz war ann douar drouk all e-bed. Ar boan hon euz evit ar pec’hed ne d-eo ket eunn drouk anezhi, rak pa he gouzanvomp a galoun vad, e vez lamet ar pec’hed, hag ar boan-ze a zigas a nevez ar reiz-vad a ioa bet torret gant ar pec’hed. Digant Doue eta e teu d’e-omp ar vuez, ar skiant-vad hag ive ar garantez a dle sevel hep paouez etrezek ann hini en deuz roet anezhi d’e-omp ; ac’hanomp hon-unan n’omp netra, n’omp ket zo-ken evit lavaret : Va Zad ! rak ne ouzomp ket pedi. Ar Spered-Santel a zo enn-omp eo a bed evid-omp, muioc’h eget na oufemp lavaret. N’hon euz netra d’e-omp hon-unan, netra nemet ar pec’hed, ha ni eo a zo kiriek pa vez great ar pec’hed ; hag ar maro a zo d’ezhan evit he c’hobr.
Peger braz stad bennag a rafemp ac’hanomp hon-unan, ne d-omp netra ken, n’hon euz netra ken nemet ar pez a ro Doue d’e-omp anezhan he-unan dre he vadelez ha dre he drugarez. D’e-omp-ni eta eo ann dismegans hag ar vez, ker paour omp, siouaz ! Da Zoue avad bennoz hag enor, ha gloar, ha galloud, evel ma kan ar Zent enn env war-dro Oan Doue.