Mont d’an endalc’had

Testamant ar vam goz

Eus Wikimammenn
Disanv
Testamant ar vam goz deviset e peder g’entel
Aleksandr Ledan, War-dro 1815  (p. 1-16)






TESTAMANT AR VAM GOZ,


DEVISET E PEDER G’ENTEL


Qenta Qentel.


Deiz mat deoc’h oll, compagnunez
Pa zoc’h en em gavet assambles ;
Pêvar bloas antier a so breman,
Aboe m’o quelis divezan.

Pell so oc’h eus clêvet lavaret
N’en deo netra map en oalet ;
O vale hac o pourmen dre ar vro,
Е tisqer cals a secrejo.

Guechal pa oan bianic var brec’h va mag’eres,
Mar emeus sonch em boa peder Vestres :
Unan am boa e Guengamp, un all e Landreg’er,
Un all e Brosaos, merc’h un tahier mezer.

Un all am boa e Gouelou, ur plac’h a gondision,
He zad a voa аotrou, he mam а voa itron.
Нас hi a voa demezel, hac ouspen penneres,
Mes qent ma is d’he guelet, e voan pedet alies.

An hini a Voengamp am boursuive cruel
Da ober outi pe otramant d’e lezel ;
Qercouls е voan poursuivet gant hini Landreg’er.
Bemde e receven а Vrosaos liseriou,
Ha bemde messajet a escopti Gouelou.

Erfin, pa voan en oad demeus a bemzec mis,
E voan importunet ha rentet qer scuis
Ha me recommand deze donet dar foar da Runan ;
Pa o guelzen ho feder ma qemerzen unan.

An hini a Voengamp am abrasse,
An hini a Landreg’er am cherisse,
An hini a Vrosaos a zigasse ganti
A bep sort coanteri evit ma decevi.


An hini dious Gouelou a ouele, a zeplore,
Pa na garen trei outi, lezel ar re all a goste,
Neuze e voan rentet qer scuis o vale dre ar foar,
Gant ar merc’het ouz ma heul eg’is peder anoar.

Ha me sonjal caeroc’h abars qemer unan,
Ober un invantion o laqat o feder en unan ;
Neuze e voan bianic e qichen va mestres,
Mont a ren ganti en he godel bemdez da blaç al lêz.

Un devez dreist ar re all o vonet da Voengamp,
Aruout ur c’houpl lapoucet e qichen va mestres coant,
Ur filouter fin demeus a G’erahes,
A droc’has e godel dious bros va mestres.

Me voa ponneric evidon da veza bian,
Mes al laer a voa dierc’hen hac a redas buan
En tu all d'ar vallis qent ma sellas,
Pa zigoras ar godel, tromplet en em gavas.

Hac én qer buan ha va teulel eno,
Biscoas qement all a vez n’en devoa var un dro :
M’em boa qeus em c’halon d’ar marc’hat am boa grêt,
O velet ar peder se eo ur pez laqêt,
Ha me da foeta bro treze douar Guenet.

Ma voan pêvar blas just ep dont mui d’am bro,
Ha me laqet forestour var forest Coat-Zalmo.
Un nosves dreist ar re all en em gavis divezat,
Aruout Guillou ar Bleiz ha va lonqa pen ha troat.

Ma voan en e gof diou nos ha daou ze,
Epad ao amzer ze ec’h aruis em c’hontre ;
Gant ur c’hos contel a voa g’enén e troch’en peziou
A zoul e ziadren evit ma veljen goulou.

Neuze e voan laqêt er g’er da zioual ar zaout,
Em boa peder danvat, ur vioc’h hac ur maout,
Em boa peder bioc’h lêz hac ul loeïc bian,
E vizen casset d’o dioual en hent-bras va-unan.


Ar vugale vunut, evel ma ouzoc’h erfat,
Pa ve yen an amzer en em laqa da eoliat ;
Me voa var an hent bras etreze a Voengamp,
Hac aruout g’enen ur certen plac’h yaouanq,
Hac hi goulen diouzin da biou e voan tad,
E voan ur bug’el yaouanq en devoa fêçon vad.

Mes n’oan qet den adret, den babil ha den fin,
Pa e c’hlêvis o parlant e comancis c’hoarsin ;
Ha me lavaret dezi un dra ne vouien qet,
Da g’enta merc’h pe vap o po mar qeret depordet.

Me voa pemp blas-anter, prest da vont em c’hoec’hvet,
O sellet ous e bisach ha sellet ous e g’enet,
Ha me lavaret dezi dre gomzou admirabl
Ma vizen daouzec vlas, evel nen doa qet anter,
Me reqetse an enor da veza ho servicher.

Hac hi pa glêvas se, azea em c’hichen,
Dre ur guir guriosite da diada va fenn ;
Hac hi lavaret din ebars e ber gomzou,
E renqsen quitat va zaout ha mont ganti d’e bro.

Em c’haseze da ur plaç da veza disqet mat,
Guell calz evit na vizen gant va mam ha va zad ;
Ha me mont ganti neuze etreze Poullaouen,
Elêc’h n’em boa conessanç nac anaoudeg ous den.

Mes eno e voan conduet ha mag’et difripon,
Gant bara brên, souben dour, coc’h qi, qignen, ognon ;
Pa voen ta mag’et seis blas qer coantic en he zi,
Neuze e voan daouzec vlas, poent bras da zemezi.
Hac hi da glasq ar person evit dont d’en ober,
Me respontas ractal e latin caer ha scler,
An eil g’er eus va Fater a so hanvet noster ;
Evit oc’h ini, person, biscoas na exercis,
Evel ne doun qet bet biscoas en ho catheqis.

Hac én goulen ouzin ha me vise contant

Donet da zemezi brema souden vatant,
Hac e rose din ur plac’h coant da gousqet gane
Pa vise yen ar gôan da doma va goele.

C’houi so ur goël bipi, a gont din cals a dreo,
Demisi un den yaouanq n’ousoc’h a belec’h eo ;
Me lar dêc’h franchamant na zemezin qet c’hoas,
Qen na vezo va mam pe va zad var ar plaç.

Ar person pa glêvas da scrifa ul liser,
Ha me qemer pen an hent da vont trese ar g’er,
Ma teuas ar vrac’h var va lerc’h,
Da goms din evit he merc’h.

Clêvit, emezi, den yaouanq,
Retournit, ha ne vezit qet feneant ;
Mar qerit retorn c’hoas d’am zi,
Me reï moyen d’oc’h acordi.

Ma carac’h retorn c’hoas ur vech,
Me reïo dêc’h souben al lês,
Ur beren brein, un aval fall,
Na rofen da hini eus va bugale all.

Penos, emoun-me, ha c’houi so dall,
Gant ho souben, per, aval fall,
Gant ho yot qerc’h grêt gant qig sall ;
It, it d’ar gær, mam ar burzudou,
Grac’h cos, eru ho fri en ho qinou ;
Lavarit d’o merc’h en em gonsoli,
Me ne ran qet a gas anesi.

Ma teuas un ozac’h a fêçon
Da c’housout petra voa ar rêson :
Penos, emezàn, mic’hiec,
Difêçon bras e parlantet
Ous an hini en deus o mag’et
Seis blas antier bars en e zi,
Ha c’hoas contant da zemezi.


It d’ar gær, c’houi, va mignon,
Da spaza ho caz dindan daston,
Na gretac’h qet din lavaret
Dirac den honest ebet,
Sec’ha ma fri, en ven mic’hiec.

Mes eus ho fri eman pateren ho mam-gos,
Hac hi o vranla gant an avel evel or c’hloc’h,
Hac én dar gær pa glêvas va c’homsou,
Ha me qemer pen an hent da vont treze va bro ;
An nos a aruas ha me da c’houlen lojan
En ti un otrou bras eus e vreg e-unan.

Pa antreis er pors e voa’n itron var an treuziou,
Ha me d’e saludi ebars e ber gomzou,
Ha me goulen diouti ha me vise lojet,
E voan un den yaouanq ne vouien pelec’h monet.

Hac hi goulen diouzin piou a rêt ac’hanon,
A bez qartier e voan ha demeus a be bro ;
C’houi zo un den adret, ho fêçon a blij din,
Qeit m’o po bolonte ec’h allit chom em zi.

Me so mab da ur Baron demeus a Vreiz-Izel,
Aroc ur Brinces vras emeus renqet tec’hel,
P’ini a falle dezi va c’haout evit pried,
Mes n’oa qet d’am grêt hac e meus-i refuset.

An aotrou voa deus crec’h a deuas d’am saludi
Gant ur galon joaüs hac en ur vousc’hoarsin :
Antreit, den yaouanq, ha deut da dal an tan,
Me a meus teir verc’h coant, hac o pezo unan.

Ha me en em gaout neuse terrupl bras morc’hedus,
O velet voan en em gavet en ur plaç qen danjerus ;
Rac an nep o deus c’hoant da viret ho goerc’hdet,
Arabat ê dezo chom etouez ar merc’het.

Qent monet da gousqet e c’houlennis conje
Da vont ermês ar pors da ober eur bale ;

Pa gavis pen an hent ha me commanç da redec,
Ha caout eur marc’h mat pehini a voa dibret.

Pigna’ ris var e g’ein ha d’ar galoup d’am bro,
Marc’h Hamon foult-biscoas na c’has qer brao en dro !
P’am boa tremenet Goengamp, aru tal Kærahes,
E rancontris ur vrac’h gos o vont e qær gant lêz.

Hac hi goulen diouzin ha me am boa guelet
Yan-Gornec, he goas, o vont aroc gant ur sac’hat ed ;
Ha me o respont dezi em boa guelet ur goas
Gant ur zæ lien melên basou zei, bragou bras,
Ha gantan ur plac’hic coant, na cesse da boqat.

Ar vrac’h pa glêvas se foeltra he fodat læs,
Tronça he bros, he invis var pennou he diou les,
Hac hi commanç da redec etreze Montroulez,
Va marc’h a yas ganti, me dar gær var droat compes.





Eil Qentel.


Me a so un dijentil eus a galite vras,
Va oll ditrou so scrifet na gant avalou poas ;
Va zat oa ur prinç puissant a enezen Callot,
Hac a fraillas e oll zent gant patates ha yot.

Va zat ous ma c’haret un deiz a laras din
Qemeret e vates p’am bise c’hoant demezi ;
Honnes a voa unan demeus ar barfeta
A oufac’h da gompren birviqen er bed-mâ.

Ha m’o pe paourente, emezàn, gant ho pried,
Deus cals a druachou e viot divorc’het ;
Nep en deus comanant, douar, feurm ha leve,
A bæ contribution da berceptour e gontre.

Nep a sent ous e dat o deus bonheur peurvuia,
Me eure ar c’hontrel, ma ranqis sortia ;
Lavaret a rin crenn en ur g’ir franchamant,

Biqen ne razen ze gant va c’honsantamant.

Guell e vise g’enén en ur g’ir quitat ar vro,
Qent ma rasen ar rol pa ne devoa madou,
Ha me neuse souden qemer hent bras Paris,
Biscoas en nep tachen assur ne arrêtis ;
Guell e voa stoqet va fên ebars er vezen bellàn,
Ha me chom eno neuse souden da denna va halan.

Pa voan eno eta ur poulsat reposet,
Ec’h aruas ganén eun ozac’h dilavrec,
Hac én goulen diouzin a belêc’h e teuen,
E ranqe caout va bragou, pe e foeltrje va fên.

Setu me ta contraignet ac’hano da dec’hel,
Ha me mont da ur baros hanvet Cuvelpenportel ;
Ma chomis eno neuse vardro daou pe dri mis,
Da zisqi secrejou, micherou e peb g’is.

Me zo eur mestr micherour, mar deus en escopti,
Evit ober rochedou, boutou coat, peseliou, podou pri,
Ha menuser e mein, ha maçoner e coat.
Gout prena ha guersa a ràn e pep marc’hat.

Afronti ar grag’es, trompla ar varc’hadoures,
Biscoas diner custum na baeis e nep lec’h,
Davantach a oun c’hoas, pa ve un amitie
Amàn etre daou zen e form a garante.

Hennes a so eur secret hac a so dificil,
Hac evit er gousout e ret beza habil ;
Rac cals a dut a so pere na ouzont qet
Fin na commançamant demeus an amouroustet.

Yaouanqis so friant, cosni a so noasus,
Ma vent daou demeset e vent bepret morc’hedus :
Va amitie so bras en andret ar merc’het,
Mes ive an nep a gar a verit beza caret.

Rac-se eta e pedan gant guir humilite
An ancou d’o lipat ma nam c’heret ive,

Ar finna pobl a voe biscoas er c’hartier,
Setu ama Yannic ar Vil vicher
Zo deut evit o quelet gant humilite,
Hac er memes amzer ar vro hac ar c’hontre.

Me’meus disqet evit va boüet
Ar pez biscoas na voa sonjet,
Da g’enta ezoun qemener,
Mestr a lestr, ramoner, qere ha qivijer,
Calvez oun hac ive maçon,
Rincer ar privenzou hac ouspen-ze, mitron.

Gant art aritmetiq hac an negromanci,
E ran eo un instant eus a zaou ober tri ;
Disqi a ran ive secrejou d’ar grag’e,
Da laza laou ha c’hoën ebars en o goele.

Selaouit, merc’het ha grag’e,
Ar reb o deveus laou ha c’hoën en o goele,
Me zisqo deoc’h eur secret
D’o laza oll, mar qeret.

Ret e dêc’h derc’hel ur c’hoanen du,
Laqat en he diouscouarn eur palevars ludu,
Hac e foueta dre ar pel,
Qen na saillo en he rastel.

Neuse e commanço da yudal,
Hac e teuyo ar re al da fringal ;
Ha dre ma teuint var an dro,
Gant al ludu-se en o dallo.

Neuse ec’h aller o lasa a dolliou pistolennou,
Hac ober eus ho bouzellou silzic, goadeg’ennou ;
Me voar ober crampoes ha yot gant patatez,
Ha laqat ar merc’het da stotat hep paoues.

Labourat a ràn er jardinou,
Ha falc’hat ive dre ar prajou,
Ober un arat gant ar grac’het,

Hac ur c’har a la malbroug gant lostou c’huilet.

Gant treid siliou sorseresou a raon,
Laqat an dour da redec ouc’h an traon ;
Davantach ez on diviner,
Bepret e ven cavet var ar mæs pe e kær.

Goud a ràn ive ober croeyou,
Ober guersidi gant treid saout pe loeyou,
Butun scaferlati, jigoden gant hilin,
Ha laqat ar merc’het bepret da stotat guin.

Gori a ràn ar forn gant erc’h,
Ha forci ar merc’het da redec var va lerc’h ;
Stoufa ar forn gant aman fresq,
Disqi ar grag’ez da vrasesi an esec’h.

Redet emeus tout an departamanchou,
Da zisqi rismadellou ha cals a dalanchou,
Pere so profitapl d’ar grag’ez peurvuia,
Ma qeront o disqi ha laqat o fublia.

Da g’enta ribota ha cresqi gant dour al læs,
Hema so ur secret ha n’en deo qet dies,
Nea va c’huden hac ober va deves,
Dansal hac ebata ha cousqet alies.

Ispicial ar grag’e hac a fum un nebeut,
Ur secret da viret ober tan hep qeuneud :
Capabl oun da ober tout ar pez a garàn,
Ha gouzout cals a aeerejou da espern ar bara.

Pa ven biqen e contàn
Gousout a oun mui evit na lavaràn :
Qement tra a so tout a ran nemet brag’eyer pri,
Mar qerit va c’hredi ha va c’honsideri.

Un aval pa ve meür a ve poent e debri,
Pa oun deut en oat, poent e din demezi :
Rac-se noblanç ha paysantet, goaset ha merc’het,
Ebars em brassa anqen m’o ped va sicouret.


Ur vestres coant ameus en he zi o cluchan,
Zo hir ha ber, ha teo ha moan,
Hac a fel dei dre fors ma c’havet da briet,
Nemedi qet d’am grat, na ne goulennàn qet.

Gouscoude e deveus fêçon vad,
En he fri so tri troatad,
En he daoulagat tri raouen,
Ha peder just en he dent.

Evit he g’enou charmant so terrupl dereat,
Nemet betec he diouscouarn ne bad,
He sellou a so attirant
Evel ur bern coc’h en ur pôt-cam.

Elec’h na ve hini nemerti
Ar goanta ê, mar credit din ;
Pa na gomsàn outi avichou,
E ve qeit he musellou
Evel lost ar c’has var an treujou.

Ar plac’hic-mâ pa ya d’an danç
A so leun a gonseqanç ;
Qer qare eo hac ur variqen,
Croug’et e ven qent ma e c’haren.

Compagounes, mar em c’hredet,
Me a so bet teir guech demeset :
Da g’enta em boa ur plac’h yaouanq,
Hounes na voa na vil na coant.

An eil a voa un intanves,
Ha na voa nag ês na dies,
An drede a voa ur gos grac’h,
Na ne voa na clàn na yac’h.

Er bla qenta ma temesis,
E voa meularjes er c’horaïs ;
An eil bla ma voan demeset,
E voa ar Pasq bras da Nedelec.


D’ar Rouane e creis an ân,
E temesis ar vech divesàn
Da ounes côs ur bla ha cant,
Ne voa en he fên nemet un dant,
Hac e sonjen e voa yaouanq,
Tromplet voa va speret gant he g’enet,
Monet a ràn d’ar gær d’e guelet.





Trede Qentel



Sellaouit oll, tud yaouanq,
Comsou meurbet divertissant
Evit recrei ho speret,
Mar bec’h gant nec’h tourmantet.
 
Un den yaouanq eus a Dreg’er
En deus laqet an dra-màn var baper.
An tenor demeus e vue :
Darn anezo a so g’eyer ive,
Ha darn all a so guirione.

Bonjour ha joa, va mignonet,
Pell bras so nemeus o quelet.
P’o quelis a boa na voa de all,
Me so ive eur senechal.

Ne greten qet em anavesac’h,
Gouscoude ezoun map dar vrac’h,
Me so mestr Pieres an Dourdu,
A ra brignen gant guinis du.

Va zad so Charles ar C’hornandon,
A spaz ar c’has dindan daston,
Va breur a so an otrou Cont,
C’hoar va mam so va moereb, breur va zad so va yont

Giles Parafaragaramus ê va hano mat,
Va leshano ê Cocoricocat ;

G’inidic a escopti Treg’er ha Leon,
Credi a ràn oun natif eus a baros Croson.

Me so un den a gondition,
Evel pa ven mab da eur baron,
Qender-gompes da Bipi Lichibonic,
Breur-caër da Lustucru ar Pinvidic.

Credit mat ezoun-me un excelant barbier,
Rac breur caër oun ive da Yan ar Rasouer,
Hac en deus qerent a gondition,
Etoues ar saout, an devet, al locou, ar c’hochon.

Lusureg’es ha pep sort dieg’i
A scuis ganti guell e pep ti,
Jujumel daenbris côtes môtes fariôtes
Rusmali gouloudren farionibinetes,
Nep a so diarc’hen ne gollint qet o botes.

Tud jentil, noblanç ha paysantet,
Eus a greis va c’halon me ho ped,
Na vanqit qet, va mignonet, brema,
Da zont ganeme ha re-all da goania,
Evit gant plijadur recrei o speret,
Pep tra vad ameus a bell so preparet.

Grêt emeus rost gant diou guespeden,
Pêvar gartier azen hag ug’ent qellienen,
Ne dorot qet ho tent e crinat an esqern ;
Traou delicat ameus gant hast bras clasqet,
Ha traou lipous estlam, dificil da gavet,
Treit siliou, discouarn huilet ha coc’h qesec.

Ouspen evit an dessert emeus cavet,
Qerniel c’hoen, ul louarn besq, ur c’hat lostec ;
No gafet qet cals a dut fur
A gafe ar remàn dre natur.

Ur saladen ameus ive clasqet,
Dêliou linat ha re alec ;

Nen deus qet a guinegr nag heol gante,
Mes dour beol a so larg’ente.

Compagnunes, va excusit, me ho ped,
Rac evit servicha certen na ouson qet ;
Qenta qentel am boe biscoas
A voe scrifet gant avalou poas.

Ha na zesqis nemet diou liseren
Adalec va lein bete va meren ;
Hac e larent oll din ar scolaerien,
Birviqen ne rajen nemet ur vouriqen.

Ar vagabonet-se a voa inoçantet,
E laret un dra na ouient qet ;
Gouscoude e voan seiz sisun pe eur mis
Abars biscoas netra ma ouiis,
Pini a voa anaout pen an asen,
Qender-gompes d’an oll dut scolaerien.

Racse na vesit qet den soueset,
Cals a dut a vez alies tromplet,
Gant eur c’hravast hep monet pelloc’h,
Nen deus netra tout er bed-màn dificiloc’h.

Mar gousoc’h ar fêçon, respontit propr,
Ha lavarit pe ben d’ar c’hravast a ya aroc ;
Serrit ho qinou, pa ho pedàn,
Brêmàn ar guel studia a ràn.





Pedervet Qentel.

Ouc’h oac’h dibales dious Paris,
Lantiguen eol decot ilis diflo :
Evit al latin-mà ne ententet qet,
Selaouit oll e bresonnec,
Hac e clefot e ber gomzou
Publia an ordrenançou.


Un ozac’h côs a Boullaouen,
O vont d’ar foar da Rostrenen,
Da anter Ebrel e mis Even,
Etre unec heur ha creisde,
E c’hanas daou a vugale.

Qenta mab en devoe voa Yan Farioqin,
Ur gourmand infam, stoter er vassin,
Zo bet e Paris o tesqi an nigromanç,
A eston an dut sot gant cals a eloqanç.

An eil qent ma voa deut er bet
Ne voa qet c’hoas ganet ;
Hanvet voe Yan al Lorennec ar pot fin,
A voe grêt Sacrist e bourg Plestin,
Ha barner en departamanchou,
Pehini en deus grêt ordrenançou
Ma renco an oll merc’het yaouanq,
Da lavaret eo, neb a zo friant ha coant,
Mont gant ho mignonet d’an arme,
Ha da gousqet bemnos gante.

Rac-se, merc’het va bro, en em depechit pront
Ha deut da boqat din pa vezoc’h prest da vont
Evel amazonet da gaout ho rejimant,
Da lipat ho routiq a zo potret vaillant.

Peder pe bemp plac’h a Baris
A deuas d’en em glêm dre valiç,
N’oa qet avoalc’h evit pepini eur goas,
Daou pe dri n’oa qet re, na memes davantach.

Pa ezont dirac ar roue,
E leversont ar franc virione :
Fidel omp, emeze, d’ho lezen,
Accordit deomp-ta hor goulen,

Neuse souden voe grêt commandamant
D’ar merc’het divalo hag ive d’ar re goant,

Da vont d’ar gær da zebri o c’hoan pe o zijuni,
Ma ne falle qet dê passeal gant peb a hini.

Merc’het yaouanq Costes an Nord
Zo qasi peurvuia eon pe dort,
Ha r’en departamanchou all, couls a re Finister,
Zo ordinal soupsonet da gavet boutou ber.

Potret yaouanq va bro, gout a ouzoc’h
Penos merc’het Lanneur, Plougaznou, Plouezoc’h,
Plêgat, Sant-Yan-ar-bis, Plouyan, Plourin, Garlan,
A renqo coust pe goust cousqet gant pep a unan.

Hac an esac’h hac ar grag’es
O deus avertissamant ives
Pa viont squis da zisquisa,
Da sench ha da zispartia :
En Oriant, en Henbont hac e Pontivi
En deus chenchet meur a hini.

An dra-se evit esamant ar vro,
Setu aru mis Guengolo,
Erru foar an Troqerezou
Da vouel Maze var mene Brez
E troq an ezac’h hag ar grag’ez,
Nep a so squis gant e bar,
Laqit al licou en e fen, hac it ganti d’ar foar.

Tud jentil, noblanç ha paysantet,
A greis va c’halon me ho ped,
Mar ben qer frajil d’oc’h offansi
Gant ur goms drouc-lavaret, m’o ped d’am excusi.
N’en doun qet un den en defe studiet,
Hac a velfe a bell an traou a so cuset.

Bian ê va speret, bian va heritach,
Testamant va mam gos a vo va oll bartach,
Hounes a laras din dre gomzou excelant,
D’ar c’houls ma voa hi cos me a voa den yaouanq.

Va mab, na laqit qet, mar qeret,

Ho stil e peb lêc’h da re garet :
Dalc’h, va mir g’enet da yalc’h ;
Ar bleis ma ve demezet a zeufe don aoualc’h.

Benos Doue d’an diner
A ra e hostis e pep qær,
Gallec ha brezonec a oar,
Hac ober e hostis e peb foar :
An amzer a ra an hat,
Hac an arc’hant a ra ar marc’hat.

Merc’het qèz, divoallit teod fal bioc’h kikamoult,
Hounes so, moc’h assur, ur pez an tanfinfoult ;
Evidon-me, neus fors ha pa ven tamallet
Va deviz a vezo : E PEB HENT LEALDET.

Setu amàn Testamant va mam gôs,
Pini a dleit lenn hac en deis hac en nos,
A voa scrifet pemzec de qent ma clànvas,
Ha dictet tri dez goude ma varvas,
Testamant caër, scrifet gant plous,
A so bed alaouret gant daoulagat picous.

Composet gant Ustach Toraval,
Hac e gensort Jeromic Kikikokokaraval,
E gamarat Yan ar Maout, goroer ar zaout,
Hac e g’ender Yan ar Zaout, a so mal e gaout.

Nep a fel dezàn caout an Testamant,
A renq eta donet promptamant
Da Vontroulez da di Lédan, Imprimer,
A g’ever en e di pa ve chomet er gær


FIN.