Testamant ar gazec coz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 88-90)



TESTAMANT AR GAZEC COZ
____


En-tre Pontre ha Kerlouet[1],
A zo marvet eur goz kazec ;

Na ma crie ar goz cazec
’Wit ma vije dishouarnet ;

Na ma crie a bouez he fenn :
— Tennet ann tacho deuz ma c’hern !

Triouac’h miz ’zo, hep lâret gaou,
Aboue n’am eus cousket en craou,

Nemert en granch vraz Kerlouit ;
Eno aliès ’m eus lojet.

Me recommand ma fatiantet
Da hennont, Olier ar Yudec,

A zo rouinet ’wit ar bla,
Marvet he bried digantha ;

Marvet ’wit ar bla he bried ;
Beva hep par n’ê ket ezet.

Na rei’ ar reun diwar ma lost
Na da hennont, Pipi Berrot,

Wit ober eun digeillener scanv
D’ digeilleni he gezec ’pad ann hanv,


Ha pa ouïnco ar c’hezec all,
Teï sonj d’ezhan deuz ar gazec dall.

Kesset ma fenn d’ar Frinaoudour,
D’ober eur vagic war ann dour,

Da vont d’euz ar bord-man d’ar bord all,
’Wit mont da Blourio da chasseal ;

Da vont da Blourio da chasse
Gonifed, lern ha c’houidi gouez.


Françoise Mao. — Planiel.


____________

  1. Métairie, près de la chapelle St Jacques, en Quimper-Guézennec, non loin de Pontrieux (Côtes-du-Nord).