Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Jakes

Eus Wikimammenn
troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 435-441)



LIZER SANT JAKES, ABOSTOL.


————


CHABISTR I.


JAKES, servicher Doue hag an Aotron Jesus-Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud !

(2) Breudeur, kemerit evel eur sujet a joa vraz an tentationou a c’hoarvez ganeoc’h, (3) o c’houzout penaos an amprouv euz ho feiz a zigas ar batianted. (4) Mes ra zeuio ar batianted da ziskouez eur galloud parfet, evit ma veot parfet hag accomplisset, o veza ne vanko netra deoc’h.

(5) Ha mar d’euz unan-benag ac’hanoc’h hag a vank furnez dezhan, ra c’houlenno digant Doue, pehini a ro d’an holl gant largentez, direbech, hag e vezo roet dezhan. (6) Mes ra c’houlenno gant feiz, hep kaoud douetans ; rag an hini hen deuz douetans, a zo henvel ouz eun tarz-mor a vez hijet gant an avel ha taolet aman hag ahont. (7) Ne dalv ket ar boan eta da eun hevelep den beza en gortoz da gaoud eun dra-benag digant an Aotrou. (8) An den a choum he galon etre daou sonj, a zo valiant en he holl hentchou.

(9) Ra zeui ar breur a stad izel d’en em c’hlorifia, pa’z eo bet huelleet, (10) hag an hini pinvidic, pa’z eo bet izelleet, rag tremen a rai evel bleun ar yeot. (11) Rag an heol a zo savet en he nerz, hag hen deuz dizec’het al louzaouen, hag he bleun a zo deuet da gweza, hag he gened kaera zo tremenet ; evel-se e teui an den pinvidic da wenvi en he hentchou.

(12) Eürus an den a c’houzanv an dentation ; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan. (13) Diwallit na zeufe den da lavaret pa vez tentet : Doue eo a dent ac’hanoun ; rag Doue na hell ket beza tentet gant an drouk, hag hen he-unan na dent den ebed. (14) Mes pep hini a vez tentet pa vez douget ha sklejet gant he wall-c’hoant he-unan. (15) Neuze pa hen deuz ar gwall-c’hoant concevet, e teu da c’henel ar pec’hed ; ha pa vez peur-c’hreat ar pec’hed, he-man a zigas ar maro. (16) Diwallit d’en em drompla, va breudeur muia-karet : (17) Pep gras vad ha peb donezon barfet a zeu euz an env, hag a zisken digant Tad ar sclerijen, en pehini na vez chenchamant e-bed nag an disterra apparans a chenchamant. (18) Hon c’hrouet hen deuz hervez he volontez, dre ar gomz euz ar wirionez, evit ma vezimp evel ar frouez-kenta euz he grouadurien.

(19) Dre-ze, va breudeur muia-karet, ra vezo pep den pront da zelaou, gorrec da gomz, gorrec da vond en coler ; (20) rag coler an den na ra ket ar pez a zo just dirag Doue. (21) Rag-se, o lemmel divarnoc’h peb hudurnez hag ar gwall-valis, recevit gant dousder ar ger a zo plantet enoc’h, hag a hell savetaad hoc’h eneou. (22) Lakit ar ger en pratic, ha n’en em gontantit ket d’hen selaou, oc’h en em drompla hoc’h-unan gant rezoniou faoz. (23) Rag mar d’euz unan-benag hag a zelaou ar ger, ha n’hen laka ket en pratic, ez eo henvel ouz eun den hag a zell ouz he vizach naturel en eur mellezour ; (24) ha pehini, goude beza sellet outhan he-unan, a ia kuit, hag a ankounac’ha kerkent pe seurt den e oa. (25) Mes an hini hen devezo sellet piz el lezen barfet, el lezen al liberte, hag hen devezo kendalc’het enhi, o practica an oeuvrou, e-leac’h beza eur selaouer ankounac’haüs, hennes a vezo eürus er pez hen devezo great. (26) Mar sonj da unan-benag en ho touez ez eo eun den a relijion, pa ne zalc’h ket he deod bridet, mes pa drompl he galon he-unan, religion an den-ze a zo hep talvoudegez. (27) Ar religion bur ha didarch dirag Doue hon Tad, eo bizita an orphelined hag an intanvezed en ho affliction, hag en em viret didarch euz a gorruption ar bed.


CHABISTR II.


DIWALLIT na zeufe, va breudeur, ar feiz hoc’h euz en hon Aotrou Jesus-Christ glorifiet, da zellet ouz apparans an dud. (2) Rag, mar deu eun den da antren en hoc’h assamble, gant eur oalen aour ha dillad kaer, ha mar deu ive eun den paour gant dillad dister ; (3) ha mar deuit, oc’h ober stad ouz an hini hen deuz dillad kaer, da lavaret dezhan : Te, azez aman, gant henor ; ha mar lavarit d’an hini a zo paour : Choum aze, te, en da za, pe azez aman e-traon scabel va zreid ; (4) ha na rit-hu ket a zifferans enoo’h hoc’h-unan, ha n’och-hu ket deuet da veza barnerien hag ho deuz sonjezonou fall ? (5) Selaouit, va breudeur muia-karet ; ha n’hen deuz ket Doue choazet ar beorien euz ar bed-man da veza pinvidic er feiz hag heritourien euz ar rouantelez hen deuz prometet d’ar re a gar anezhan ? (6) C’houi, er c’hontrol, a ra disprij var ar paour. Ha n’e ket ar re binvidic eo a wask ac’hanoc’h hag ho trein dirag an tribunaliou ? (7) Ha n’e ket int eo a wall-gomz an hano kaer a zo bet galvet varnoc’h ? (8) Ma c’haccomplissit al lezen royal, hervez ar Scritur : Karoud a ri da nessa evel-d’oud da-unan, e rit mad ; (9) mes mar sellit ouz apparans an dud, e rit eur pec’hed, o veza ma tiskouez, sclear al lezen e torrit ar gourc’hemen. (10) Rag piou-benag hen devezo miret al lezen pen-da-ben, mar deu da bec’hi var eur poent hep-ken, a zeu da veza coupabl euz an holl. (11) Rag an hini hen deuz lavaret : Na ri ket a avoultriach, hen deuz lavaret ive : Na lazi ket. Hogen, mar na rez ket a avoultriach, mes mar deuez da laza, ec’h euz torret al lezen. (12) Komzit eta, hag en em gomportit evel tud hag a vezo barnet dre lezen al liberte. (13) Rag ar varn a vezo didruez var an hini n’hen devezo ket bet a druez ; mes an drugarez n’he deuz aoun e-bed rag ar varn.

(14) Va breudeur, petra a dalvezo da eun den lavaret hen deuz ar feiz, mar n’hen deuz ket an oberou ? Daoust hag ar-feiz-ze a hell hen sauvetaad ? (15) Ha mar ema eur breur pe eur c’hoar en noaz, ha mar mank dezhe ar boued pemdeziec, (16) ha mar deu unan-benag ac’hanoc’h da lavaret dezhe : It en peoc’h, tommit ha debrit ho kwalc’h, ha mar na roit ket dezhe an traou a zo red evit ar c’horf, da betra e servich kement-se ? (17) Evel-se ive e c’hoarvez evit ar feiz, mar n’he deuz ket an oberou, ez eo maro enhi he-unan. (18) Mes unan-benag a lavaro : Te ec’h euz ar feiz, ha me em euz an oberou. Diskouez d’in da feiz dre da oberou, ha me a ziskouezo d’id va feiz dre va oberou. (19) Te a gred ez euz eun Doue hep-ken, mad a rez ; an drouk-sperejou hen cred ive, hag e krenont. (20) Mes, O den ven ! ha te a fell d’id gouzout penaos ar feiz heb an oberou a zo maro ? (21) Ha na oe ket Abraham, hon tad, justifiet dre an oberou, pa offraz he vab Isaac var an aoter ! (22) Ha ne velez-te ket e laboure ar feiz assambles gant he oberou, hag ez eo dre an oberou e oe rentet ar feiz parfet ? (23) Hag evel-se e oe accomplisset ar pez a lavar ar Scritur : Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement-se dezhan evit justis, hag e oe galvet mignon da Zoue. (24) Gwelet a rit eta penaos an den a zo justifiet dre an oberou, ha n’e ket dre ar feiz hep-ken. (25) Er memeus doare ive, ha na oe ket Rahab, ar gourtizanez, justifiet dre an oberou, pa roaz digemer d’ar gannaded, hag e reaz dezhe mond er meaz dre eun hent all ? (26) Rag evel ma’z eo maro ar c’horf heb an ene, evel-se, ive ar feiz heb an oberou a zo maro.


CHABISTR III.


VA breudeur, arabad eo e vez kalz a gelennerien en ho touez, rag dond a raio varnomp eur varnedigez rustoc’h. (2) Hogen, holl e kwezomp var meur a dra. Mar d’euz unan-benag ha na deu ket da fazia en he gomzou, hennes a zo eun den parfet, hag a zo capabl da zerc’hel he gorf-holl bridet. (3) Setu aman, lakaad a reomp eur c’habestr e genou ar c’hezec, evit ober dezhe senti, hag ec’h hellomp trei du-man ha du-hont ho c’horf-holl. (4) Setu aman c’hoas, ar batimanchou, pere, petra-benag ma’z int ker braz, ha ma’z int kasset gant an avel grenv, a vez troet du-man ha du-hont gant eur stur gwall vihan, el leac’h ma fell d’ar sturier. (5) An teod ive a zo eun ezel bihan, ha pretanti a ra beza capabl a draou braz. Setu aman eun tammic bihan a dan ; nag a goat na hell-hen ket da lakaad da gregi ? (6) An teod a zo ive eun tan, eur bed a fallentez. Evel-se ez eo lakeat an teod e-touez hon izili, o souilla ar c’horf holl, hag oc’h entana ar vuez holl, entanet he-unan gant an ifern. (7) A bep seurt loened gwez ha lapoused, a bep seurt amprevaned ha loened-mor a vez donveet hag a zo bet donveet gant an den ; (8) mes den e-bed na hell donvaad an teod ; eur gwall-dra eo ha na heller ket beza mestr dezhan ; leun eo a vulum hag a ro ar maro. (9) Gant an teod e vennigomp Doue an Tad, ha gant an teod e taolomp malloz var an dud, pere a zo bet great ouz henveledigez Doue. (10) Euz ar memeus genou e teu bennoz ha malloz. Va breudeur, arabad eo e vez count evel-se. (11) Daoust hag eur feunteun a daol euz ar memeus toull dour dous, ha dour c’hoero ? (12) Va breudeur, eur vezen-fiez, hag hi a hell rei olivez ; pe eur winien, rei fiez ? Evel-se feunteun e-bed na hell rei dour sall ha dour dous.

(13) Ha beza ez euz en ho touez eun den fur ha gwiziec-benag ? Ra ziskouezo he oberou dre eur gundu vad gant an dousder euz ar furnez ; (14) mes mar d’euz en ho calon santimanchou c’hoero a jalouzi, hag eur spered a zisput, diwallit d’en em c’hlorifia ha da lavaret gevier a-enep ar wirionez. (15) N’e ket honnes eo ar furnez a zisken euz an env, mes beza ez eo eur furnez euz an douar, euz ar c’hig hag a-berz an diaoul. (16) Rag dre-holl, el leac’h ma ema ar jalouzi hag an disput, eno ez euz direizted hag a bep seurt drouk. (17) Evit ar pez a zell ar furnez euz an env, da genta ez eo pur, ha neuze sioul, moderet, gouzoud a ra plega, leun eo a drugarez hag a frouez mad, douget evit an eil kerkoulz hag evit egile, hag heb hipocrizi. (18) Hogen, frouez ar justis a vez hadet er peoc’h, evit ar re en em ro d’ar peoc’h.


CHABISTR IV.


A BE leac’h e teu en ho touez an disputou hag ar c’hannou ? Ha n’eo ket euz ho kwall-ioulou pere a ra brezel en hoc’h izili ? (2) C’hoantaad a rit, ha na hellit ket kaoud ; c’houi a zo muntrerien ha leun a jalouzi, ha ne hellit ket beza contantet ; c’houi a stourm hag a ra brezel, ha na recevit netra, rag ne c’houlennit netra. (3) Goulen a rit, ha na recevit ket, abalamour ma c’houlennit fall, hag evit contanti ho kwall-ioulou. (4) Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h-hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a-enep Doue ? Piou-benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue. (5) Ha c’houi a gav deoc’h e komz ar Scritur en ven ? Ar Spered pehini a ra he zemeurans enomp, daoust hag hen hen deuz c’hoantaennou hag a zoug d’an anvi ? (6) Er c’hontrol, rei a ra eur c’hras vrassoc’h. Dre-ze ar Scritur a lavar : Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes rei a ra gras d’ar re humbl. (7) En em zoumetit eta da Zoue ; stourmit ouz an diaoul, hag e tec’ho diouzoc’h. (8) Tostait ouz Doue, hag hen a dostai ouzoc’h. Netait ho taouarn, pec’herien, ha c’houi, pere a zo daou-hanteret ho calon, purifiit, ho calonou ; (9) santit ho mizer, bezit evel en kaon, ha gouelit ; ra vezo ho c’hoarz troet en daelou, hag ho choa en tristidigez. (10) En em humiliit dirag an Aotrou, hag hen a zavo ac’hanoc’h.

(11) Breudeur, na zroug-komzit ket an eil divarben egile. An hini a zroug-komz divarben eur breur, hag a gondaon he vreur, a zroug-komz divarben al lezen, hag a varn al lezen. Hogen mar barnez al lezen, ne zentez ket ouz al lezen, mes barna a rez anezhi. (12) N’euz nemed Unan hep-ken hag a ra al lezen, hag a hell savetaad ha koll. Te, piou oud-de, evit barna ar re all ?

(13) Breman e komzan ouzoc’h-hu pere a lavar : Hirio pe varc’hoas ez aimp d’ar gear-man pe d’ar gear-zont, hag e choumimp eno eur bloavez, hag e trafikimp, hag e c’hounezimp. (14) Hogen, ne ouzoc’h ket petra a vezo varc’hoas ; rag petra eo ho puez ? N’ed eo nemed eur vogeden pehini en em ziskouez evit eun neubeud amzer, ha neuze a ia kuit. (15) E-leac’h ma tlefec’h lavaret : Mar fell d’an Aotrou, ha mar choumomp beo, e raimp an dra-man pe an dra-ze. (16) Mes breman, en em c’hlorifiit en ho fougeou. Pep gloar euz ar seurt-se a zo fall. (17) Hennes eta pehini a anavez ar mad ha n’hen gra ket, a zo eur pec’her.


CHABISTR V.


DEOC’H-HU breman, tud pinvidic ! Gouelit hag hirvoudit, abalamour d’ar malheuriou a ia da gweza varnoc’h. (2) Ho pinvidigezou a zo brein, hag ho tillad a zo debret gant an prenved. (3) Hoc’h aour hag hoc’h arc’hand a zo merglet, hag ar mergl anezhe a zavo da dest a-enep deoc’h, hag a zebro ho kig evel eun tan. Dastumet hoc’h euz eun tenzor evit an deiziou diveza. (4) Setu aman, gopr al labourerien pere ho deuz medet ho parkeier, ar gopr-ze hoc’h euz miret outhe, a zeu da grial ; ha klemmou ar re ho deuz medet a zo deuet beteg diou-skouarn Aotrou an armeou. (5) Bevet hoc’h euz er plijadurezou hag en delisou var an douar, hag en em leuniet oc’h bet evel en eun devez a zacrifis. (6) C’houi hoc’h euz condaonet ha lakeat d’ar maro an den just, hag hen n’hen deuz ket stourmet ouzoc’h.

(7) Breudeur, gortozit eta gant patianted beteg donedigez an Aotrou. Setu an tiec a c’hortoz gant patianted ar frouez precius euz an douar, ken n’hen devezo bet glao euz ar c’henta hag euz an diveza sezon. (8) C’houi ive, gortozit gant patianted, krenvait ho calonou, rag donedigez an Aotrou a dosta. (9) Breudeur, n’en em glemmit ket an eil a-enep egile, gant aoun ne vec’h condaonet. Setu, ema ar barner e-tal an nor. (10) Va breudeur, kemerit ar brofeted pere ho deuz komzet en hano an Aotrou evit skouer a c’houzanvedigez hag a batianted. (11) Setu aman, istim a reomp eürus ar re ho deuz souffret gant patianted ; klevet hoc’h euz komz euz a batianted Job, hag anaoud a rit ar fin a roaz an Aotrou dezhan ; rag an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.

(12) Dreist pep tra, va breudeur, na douit ket, na dre an env, na dre an douar, na dre le all e-bed ; mes ra vezo ho ia, ia, hag ho nann, nann, gant aoun na gwezfac’h er gondaonation. (13) Ha beza ez euz unan-benag en ho touez hag a zo en poan ? ra bedo. Ha beza ez euz unan-benag er joa ? ra gano canticou. (14) Ha beza ez euz unan-benag klanv en ho touez ? ra c’halvo ar re Ancien euz an Iliz ; ha ra zeui ar re-man da bedi evithan, en eur eolia anezhan gant eol en hano an Aotrou. (15) Ha peden ar feiz a zaveteo an hini klanv, hag an Aotrou a zavo anezhan ; ha mar hen deuz great pec’hejou, e vezint pardonet dezhan. (16) Covessait ho fautou an eil d’egile, ha pedit an eil evit egile, evit ma veot iac’heet ; rag ar beden euz a galon eun den just he deuz eur galloud vraz. (17) Eliaz a oa eun den techet d’ar memeus infirmiteou evel-d’omp-ni ; koulskoude e pedaz stard evit na raje ket a c’hlao ; ha na reaz ket a c’hlao var an douar, e-pad tri bloaz ha c’houec’h mis. (18) Hag hen a bedaz adare, hag an env a roaz glao, hag an douar a zougaz he frouez.

(19) Breudeur, mar deu unan-benag, ac’hanoc’h da bellaad euz ar wirionez, ha mar deu unan-benag d’hen distrei, (20) ra ouezo penaos an hini hen deuz distroet eur pec’her euz a hent ar gollidigez, a zaveteo eun ene euz ar maro, hag a c’holoi eun niver braz a bec’hejou.