Mont d’an endalc’had

Telen Merlin

Eus Wikimammenn
Hamon & Kervellec, 1904  (p. 1-98)




TELEN MERLIN


~~~~~~~~~~~~~~~~


C’hoari mantruz hen peder loden pe arvest


―――――*―――――


KENTA LODEN pe ARVEST

Sal vraz kastel an dijentil Mark.

EILVED LODEN pe ARVEST

Kenta Tolen : Eun Ostaliri.

Eilved Tolen : Lochen Merlin.

TREDE LODEN pe ARVEST

Sal vraz kastel an dijentil Mark.

PEDERVED LODEN pe ARVEST

Ar blassen dirag ar c’hastel.

C’HOARIERIEN :

An dijentil MARK.

BRANN, marc’her Barz.

MERLIN, Barz ha sorser.

GUILCHER, Chasseour.

Kenta dijentil.

Eilved dijentil.

Eur mevel.

Eur payzant.

NOUELA, merc’h an dijentil Marck.

Ar Vaguerez.

KATEL, mestrez ostaliri.

YVONA, matez ostaliri.

Payzanted, Soudardet

Telen Merlin


————
KENTA LODEN PE ARVEST


————
Sal vraz kastel an digentil Mark ; — Eur
friko : — Deuz tol, marc’herien,
payzanted.


Mark

Otronez ha c’houi soudardet kalounek, ho destumet ha meuz aman hirio evit ober fest hen henor d’am victoriou, her c’hastel koz man savet gant va zadou ha neuz gouezet derc’hel penn deuz tagou an enebour, hag ha behini an tourellou krenv ho deuz empechet sailla varnan. Meuleudi deoc’h oll heb ankounac’had ar bayzanted kalounek-ze, ho deuz rented deomp eur zikour ken presiuz. Ha d’ar sklavourien humbl-ze he roomp kouitanz deuz ho holl gle enpad tri bloaz, ho digol ha refomp deuz ho eost kollet, ni roï d’ho merc’hed bep ha tam ar’hant evit demezi.

Ar Bayzanted

Doue ra vinigo an dijentil Mark.

Mark

Ha breman n’em rejouissomp : Nouela diskarg da eva d’an dud ha gourach-ze.

An Otronez
Efomp da yec’het an dijentil Mark !
Nouela

Me gred, va zad, he teui breman ar peoc’h da rën er vro-man dre ho nerz kaloun hag ho talvoudeguez. Doue ra vo meulet. Ne vo skuliet mui a woad. C’hui chomo tosd din ha ne c’houzanvin mui ha c’hlac’har d’ho sounjal hen danjer.

Mark ouz en em adressi d’an otronez ha d’ar gouardou.

Poent oa kastiza an divez-ze ha gomt Guenoc’h hag he vanden potred hardiz paet gantan ha bemde ho vac’ha va douarou ; gand marc’herien ha soudardet eveldoc’h, ar labour ha oa eazet. Biken, m’en tou, n’ankouezin ar zikour ho peuz roet din : va merc’h ivez ha zo anaoudek ouzoc’h deuz ar zikour presiuz ho peuz digasset din. Breman pa zeo n’em rented ar marc’her trubard-ze, efomp ha bezomp laouen : bezomp ivez eur zonj entrezet ouz ar re zo kouezet maro pe blesset, var dachen ar brezel ! Ar peoc’h ha reno breman, hag ar c’hastel a vezo evel renevezet dre ar joaiou hag ar goueliou, hen pere oc’h pedet holl da guemeret peurz.

Kenta Dijentil

Nag he kleit kaout lorc’h deuz ar brezel-ze ha stag c’hoaz eur fleuren ha enor d’ho kloar.

Eilved Dijentil

Ho prud-vad ha redo dre holl rouantelez Bro-C’hall ha memez her broïou eztrenn.

Mark

Va mignounet, c’houi na efit ket. Grit henor din eta, ha rinsit ganen or podad guin-ma.

      Holl he hefont da yec’het an dijentil Mark.
        Eur c’horn ha zon ha dozt d’ar c’hastel.
        Silaou ha reont holl.


EILVED LEAC’H-C’HOARI


Ar memez-re. Eur mevel.


Eur Mevel

Otrou Mark eur marc’her dianavezet ha zon ar c’horn hag ha c’houlen beza lezet da antren hen ho kastel.

Mark

Ne vo biken avoalc’h ha dud her gouell-man. Grid antren an divroad-ze.


————
TREDE LEAC’H-C’HOARI


Ar memez re. Brann.


Brann

Dijentil, salud deoc’h ; ho veza ho tremen dre aman, va daoulagad zo bet chachet varzu touriou huel ho kastel : an drouz deuz ar gouel ha zo deut betek ennoun. O veza marc’her dre ouenn, barz dre va micher, he valean dre ar bed, ho c’hada va zoniou var an hentchou ho c’harmad va rimou her c’hastellou ma c’hoanteer va diguemer, chetu perak he meuz kemeret an ardizeguez da skei var dor ho ti pinvindik. Klevet hem boa ouzpen edo aman ti ar c’homt Mark ha behini ar brud-vad ha zo anavezet dre-holl, nan hebken hen Breiz-Izel mez dre-holl rouantelez Bro-C’hall. Trugarez ha refet din da veza hen em vesket d’ho kouel.

Ar Vaguerez (en he fard he hunan.
Na kaera marc’her yaouank.
Mark

Da guenta, va mignon ker. rinsit ganen ar veren-man. Ar c’haon a zo pell zo ho ren her c’hastel-man ; hak ar brezellou niveruz ha meuz kemeret peurz henne ho deuz kemeret va holl amzer. Mez karet ha meuz bepred skiant ar rimou ha sonj ha meuz deuz ar zoniou hak har gwerziou ha lake va zad ac’hanon da len pa oan buguel. En creiz tan ar brezel hag har stourmadegou hep hean ha bere he gred har vuez, heo eun hean ha blijadur din beza adrec eun tour-difen-kren da helloud lakad eur pennad amzer da zilaou eur barz. Ra vezi deud mad eta hen hon touez. Hast em beuz d’ha klevet.

Nouela (d’he maguerez).

Eur guel eo din selaou rimou, daoust pe seurt soniou ha helfe laret deomp. Devi ha ran gant ar vall da houzout an hekleo deuz he voez.

Ar Vaguerez

Ia eun dizinou ha vo demp, neuz ket nemeur her c’hastel trist-man.

Brann

Re hardiz oun bet marteze ho laret dec’h edoun barz. Dijentil ha c’houi Princez, bezit madelezuz evidon me ho ped.

Mark

Ni zo deuz da zilaou, marc’her.

Brann

Enor d’an aotro Mark, krenv dreist ar re grenva
Pep roue a c’hoantat burzudou e c’hleze
Vit ma velin o c’hloar hirio vel ma tere
Maestres ar zoniou kaer deuz d’am sklerijenna.
Penoz kana tan an argad
Ha da zistro gand da lore,
Da varc’h o tripal gand ar stad,
Var e lerc’h kadourien Kerne

Stag a mezus ar rouane
Valee tal da gar enor
Da veuleudi ha zistone
Deuz ar c’hoajou betek ar mor.


Mark

Da gan zo deuz ar re gaera, da rimou a ya betek an eol, biskoaz ne meuz klevet kement-all.

Brann (ho kenderhel).

Ne man ket er brut-vad holl gaerder ar vuhe
Brezellour gallouduz, ha c’hoant meur a roue.
A glask ha bell-zo ha bemde
N’hini dôl var da lez ha var bep stourm c’houari
Sklerder e c’hoantiri,
Fleurennic-krap ouz mogueriou da dour
Kaeroc’h evit ar spern guenn ha vit ar rozen flour,
Fleuren ha garante c’houez-vad an neuv ganti.


Nouella (hen en ne fart he unan)

Biskoaz kan henvel neuz touellet va diouskouarn. Evel pa vefe va c’halon ho c’hirvoudi n’ouzon pe seurt soniou ha garanté hag ha nevez-amzer.

Brann

Hag hi demdost da zigeri
He c’halonik leun ha dudi,
A drido n’eun dihun lirzin
Dindan kenta pok ar mintin.

(Oll he sellont deuz Brann hag her meulont. An otronez ha jom ien.)
Mark

Strakomp hon daouarn, o te he ar guella deuz ar ganerien.

Nouella da Vark
Biskoaz n’on deuz klevet her c’hastel ken kaer kanouen ne ket-ta va zad. Strak daouarn d’ar marc’her.
Mark

Marc’her Bran, ra vez meulet. Te eo ar c’henta deuz ar ganerien ag ar varzet. Deut so bet d’am guelet avechou barzet deuz ar c’hreiste ho vale bro. Ini ane n’ho deuz va zouellet eveldout. Skouiza ha rent ac’hanon gant diskaniou disket ha hed an henchou. Te a zo hen guirione eur barz ha mestrez ar soniou he deuz roet kuzul did. Gouel an oll dud ha zo hen dro din ha zo c’hoaz mantret dre da ganouennou. (d’he verc’h) Ne ke gwir, Nouella ?

Brann (ho stoui)

Ho trugareziou, prinsez, ha zo talvouduz din.

Nouella ho ruzia.

Ia, ar marc’her ha zo eur barz dreist : hen he enor va zad, grit kass d’ha beorien ar gueriaden eur varikennat chupere hag ar pez ho poa tapet dec’h ho chasseal.

Mark

Komzet-mad. (d’ar servicherezet) Grit ar pez ha lavar dec’h va merc’h, beza eo evit gouir eun nozvez ha levenez : pell-zo her c’hastel-coz hen pehini ar maro deuz da vam muia karet he doa laket kement ha distridiguez, na voa bet ennan eun distro ha laouenidiguez. Ne ke guir va mignonet ?

Ar c’henta Dijentil (ien)

Ar marc’her Brann a so eur gwel ganer.

An eil Dijentil

Ia mez me vije gwelloc’h ganen ar brezel ar chasse, hag ar gourennadegou var varc’h, ar re-ze zo gwir vicheriou tud.

Mark da Vrann

Karout ha rejen he teufez da chom em c’hastel : beza vijez va Barz. Mez ha gouzout ha rez te penoz da ganouennou ha da rimou ha vefe c’hoaz kaeroc’h ma vefent c’heuillet gant telen Merlin.

Brann (souezet)

Telen Merlin ?

Mark (Nouela a zilaou)

Ia, ar benvek divin hen deuz en-pad hir vlavessiou touellet Breiz-Izel, Bro-Hall hag an oll vroiou. Dont ha ra diontan eun ton ken tener dreist-oll pa zon da heul kanouennou ar garantez he deuz eur zon ken dudiuz ma tibrad ar speret, beza deve ivez avechou eur zon deuz eun horol ken huel ma laka da grena memez deliou gouez ar c’hoajou.

Brann

Telen Merlin ! Evel an holl dud he c’hanvean istor ar bars ha sorser marvaillus ha behini ne gomzer nemet gant eun doujanz kazi religiuz, ar brud anezan ha zo eat dre-holl. Mez daoust ha ne ket maro pell-zo.

Mark

Nan : eur beachour benac ha unan gand ar paribolennou koz ho deuz gret din kredi penoz Merlin ne ked maro. Beza eo eur burzud deuz an nenv pe deuz an ifern pehini ne meus ket ha c’hoant da studia. Me zo sur eo beo, hen pelec’h n’ouzon ket. Deuz ma klevan he man hen eur c’hoat tenval, he chom eman eno en compagnunez sperejou ha diaoulou tennet deuz ar bed en em lezet ha henvel da eur c’haon ankenuz-holl, heanet hen deuz da gana hag he delen ha zo mud.

(herr ennan).

Telen Merlin ! Kleze pe kurunen eur roue. Karnel-Sent eur gatedral, ornamant perlez ha diamant an habilla orfeber na davefent kent an tenzor-ze. A guelet ha rez-te ac’hanon mest d’ar delen-se ho zon da heul da ganouennou. Ar brud hen em astenfe dre an holl rouantelez, memez hen Urop en entier, va c’hastel ha vefe eur leac’h brudet braz, eur leach ha belerinach sacr en pelec’h en n’eum rentfe ar rouane hag ar boblou. Hor brud vad deomp hon daou ha c’hefe dre ar bed-oll. Va c’haoiou ha vefe karguet ha aour. Kreski refen va gouiriou, ober ha refen peder gouech muioc’h ha douriou... Ah telen Merlin !

Brann

Otrou avoualc’h eo ho peuz c’hoant d’he c’haout, me n’eum lak en hent raktal ha fe ha varc’her, he digaz a rin d’eoch, pe he varvin hen hent.

Mark (ho huanadi).

Ah ! ma vijen bet yaouankoc’h. (da Vran) Diguemer ha ran ar c’hinnig ha rez din, fisianz em beuz hen da dalvoudeguez. Destro gant an d’elen, ha goulen diganen ar pez ha guiri, na mo netra da refuz did.

Brann

Netra !

Mark

Netra, choas a ri da recompans. Ne baein biken re guer eun tenzor ken talvouduz.

(Brann ha chom da sonjal ho sellet deus Nouela).

Mark

Ah difinet am meuz ! (ouz her chacha tost dezan) A karout ha refez va merc’h ?

Brann

Ah otrou, eur paour-kez marc’her na hell ket sellat ken huel-ze : dre betare droet ha dre peseurt titr he c’helfe-hen pretenti da eur bonheur ker braz mez penoz deuz eur peurz-all ne chomfe ket ar barz badouellet oll, dirak eun envelep kaerder. Doue zo test din, dalc’het em bije ato kuzet hen fonz va c’halon an effet doun he deuz gred din ho merc’h. Mez mar gue ret respount deoc’h gant peb seurt frankiz, he lavarin deoc’h : « Ia, he c’harout ha ran hag he c’harout ha rin da viken. »

Mark (o vousc’harzin hag ho sellout ha bell Nouela)

Tanveet he deuz ivez da rimou : O sonja petra he man-hi breman ? Piou ha zivino biken misteriou kalon ar merc’het yaouank. Gortoz ha ellez. Karout ha rei ac’hanout eun devez me zo sur. Erfin, Brann, me ro did va ger.

Brann

Otrou, ra viot beniguet.

Mark dan dijentil

Kenvreudeur, golonteromp ar gouer-man hen henor d’ar marc’her Brann, pehini ha c’ha da glask ha da zigaz deomp Telen Merlin. Pell-zo eo sioul, son ha rai ha nevez didan boljou ar c’hastel hag ar gan deuz an den kalounek zo hen hon ti ha vo c’hoaz kaeroc’h pa vezo heuillet ha sikouret gand son ar benvek divin-ze.

(Nouela ha bleg he fen.)

Ar c’henta Dijentil da Brann

Prometti hag ober ha zo daou dra. Ha gouzout ha reste hepken hen pelec’h he ma ho chom ar sorcer koz ?

Brann

N’ouzon ket. An env ha reno va fajou.

Kenta Dijentil

An nenv ! (en eur zevel he ziouskouaz.) An douar zo braz, marteze teui da veza koz, kounnaret gant eun enklask ker vean ha ker foll.

Brann
Feiz am meuz. Ne ran forz, mont ha rin hen riskl va buez.
An eil Dijentil

Ha kredi a res-te, he spontfemp rak an dangerou ? Nan certen, mez Merlin ha beo eo c’hoaz ? Kontadennou grac’het koz, paribolennou sot.

Brann

Feiz am meuz, pa lavaran deoc’h.

Marck

Roit peoc’h, dezan heo an enor ! Chanz-vad did, marc’her, hon rekejou mad ha iel da c’heul ! beb mintin ha bem noz ar gouard ha zello ha bell var ar blenen ha pa deuio da lavaret deomp he vezi distro an trompillou ha zaludo ac’hanout.

Nouela de Maguerez

Me bedo bemde evinthan.

Ar Vaguerez

A me ivez va c’hezik.

Brann

Kenavo deoc’h oll marteze da viken, mez eun esperanz ha ne helfet da gompren am zouten, eur vouez burzuduz ha lar din : « Kaout ha ri Merlin ». Otrou Mark, Prinsez, ho trugarekat ha ran deuz an diguemer ho peuz gret din ha mar guellan he tiskouezin deoc’h va anaoudeguez vad.

(Hag he ra eur sell deuz Nouela pehini ha deu ruz).

Kalounek oun. O bezit fizians hen Brann. Ar gounit ha vez dar re ha c’hoanta beza treac’h.

Marck

Kozeal mad ha rez. Kenavo, Doue da tiouallo.

PEDERVED LEAC’H-C’HOARI


Nouela, ar Vaguerez


Nouela

Telen Merlin. A perak ar marc’her yaouank-ze zo eat d’ober eur bromesse ken hardiz d’am zad.

Ar Vagüerez

An ear hen deuz da veza kalounek ha desidet.

Nouela

Penoz he c’hallo hen dizolo ar leac’h meo kuzet ar sorcer ? Pebeuz dangerou n’ha hen ket da redek. Ah ! va zad zo bet hen guirionez didruez ha kriz da gondaoni an den yaouank-ze marteze dar maro. Kement-ze, evit kaout eur benvek koz marteze brudet, mez ha vije tremenet eazet heptan.

Ar Vaguerez

Mez, ha leverer, an delen-ze neo ket hepken eur benvek marvaillus ; beza he deuz ivez eur galloud dreist natur.

Nouela o sevel he diouskoaz

Eur galloud dreist natur ?

Ar Vaguerez

Me, gout ha rez, n’houzon netra, me lavar ar pez ha meus klevet kounta.

Nouela

Deompt da bedi dan orator. Ar gouel-man neuz skuiset ac’hanoun (hen he fart he unan) Hiviziken hen heullin dre ar sonj, var an hentchou poultrennus guelc’het gand ar glao arne, var an hentchou guen gant an erc’h var bere an eol ha dol eul liou morlivet. Guelet ha rin anezan heb ehan em uvreou ho vale dre draoniennou goloet pe ho sevel, ho c’houeji ha skouiz, var lein ar menesiou.

Sent ar vro-man, diouallit anezan ; deont, er broiou pell, na vo ket ha zent d’en em occupi diontan.



————

EILVET ARVEST


————


Eun ostaliri var eun hent, her meneziou


KENTA LEAC’H-CHOARI


Guilcher, Katel, Yvona

Guilcher a Katel deuz tol ho konta kojou. Yvona ho teurel evez deuz ar forniguel.

Katel (ho kenderc’hel da gomz)

Hag hen pelec’h out n’em gavet gand an dijentil-ze ?

Guilcher

Kollet oa hen hor meneziou ; goulennet hen deuz diganen ha ne ouien ket pelec’h edo Merlin ho chom, gouzout ha rez ar barz koz divarben pehini zo bet konted kement ha baribolennou.

Katel (ho c’hober sin ar groaz)

Na goze ket re divar benn hennez.

Guilcher (ho c’hoarzin)

Nan. Komzomp kentoc’h deuz ar gwadiguennou.

Katel (ho c’hoarzin)
Farser ke. Doueti ha reez eta hon doa lazet deach eur penoc’h.
Guilcher (ha ia d’ar forniguel)

Pardam die ! Ar stum ho deuz da veza mad, mez amploc’h ha win guenn ha vefe mad ebarz er sauç, ne gredez ket ? (Katel ha lak c’hoaz eur banac’h gwin) Ha neuze gouzout ha rez, Katel, ar gwadiguennou na gar ket beza debred he unan, karout ha ra kaout c’hoaz gantan... petra ? Sell deuz ar gigot maout-ze a velez aze stak deuz an treust.

En distaga ha ra.

Katel (ho c’hoarzin)

Ah lakipot, mez paea ha ri ac’hanon da neubeuta.

Guilcher ha furch hen he c’hodellou hag he tenn oute pejou aour.

Sell zo aze, ha pa ne vo ken ha vo c’hoaz (furchal ha ra he c’hodel all leun ivez) beza vezo deuz ar pejou kaer-ze evit Katel (tostaat ha ra dezhi) mar diskouel beza gentil deuz ar paour kez Guilcher.

Pokad ha ra dezhi.

Katel

Echui ha ri ?

Yvona

Peuz ket ha vez ?

Guilcher

Mez deuz petra (hag he pok dezi ivez) evelse na vo den jalouz.

Katel

Mez, erfin, hag an otrou-ze ?

Guilcher
Eur skouer, eur garantez vraz hen deuz ha gredan evit eur brinsez promettet dezhan da zemezi mar digaz ganthan telen Merlin. Laket meuz anezan var an hent da vont da di ar pot koz, breman n’em dibuno vel ma karo, me zo pinvidik evit eur pennad mad rak kaloun vad en deuz bet evidon.
Yvona

Ag he c’hez breman d’ober da bot yaouank gante, ne ket gwir ?

Guilcher

Me nan ! ne c’houlennan nemet dont da chom ama ma ne gao ket diez Katel.

Katel (ha c’hober beg)

Guelet ha refomp ze divezatoc’h : breman ar gwadiguennou hag ar c’hig maout zo poaz ha da gompagnon ne ziskenno ket c’hoas ?

Guilcher (ha skei ouz ar zolier)

Eh duhon d’an eac’h, otrou, he oar ouz ho kortoz.

(Hag he kan).

Yalc’had aour ebarz ar godel
Pa deu mouez an naon da zevel
Ne dal ket eur maout deuz ar ber
Gand guin ho redek leiz ar gwer.



————

EIL LEAC’H-CHOARI


Ar memez re. Brann


Katel

En em lakit ouz tol, otrou, c’houi gle kaout naon braz.

Brann

N’em euz ket ha naon, mall am euz den em lakat adare hen hent.

Yvona

Dre eur seurt amzer ?

Guilcher (en he bard he unan)

Sell-ta, sell-ta, daoust hag ar vatez ha defe eun tam c’hoant d’he gaout ; drol he vefe, (da Katel) eun tol ha bevar.

Katel

Ro peoc’h. (da Brann) Debrit hag efit, otrou, eruet oc’h hen penn ho peach.

Guilcher

Abenn divheur aman he vefet he ti...

Katel hag Yvona o c’hober sin ar groaz

Chut !!!

Guilcher

N’ouzon ket ha c’houi ha gavo hen ti ar pot koz eun diguemer evel hen ostaliri-man. Sellid na pebeuz tol lagad. Eun dol servichet mad, guadiguennou, kig maout, gist ha gwin, diou hostizez karantezuz : eur vlondinenn lard, eur vrunez treud, beza zo evit an hol c’hoantchou.

Pokad ra da Gatel.

Net ket gwir Katel guez.
Katel, mezek

Exkuzit anezha, otrou, eru he mezo.

Yvona

Oh ya, mezo kenan memez.

Guilcher da Yvona

Te ro peoch, soursi kentoc’h deuz an otrou, an ear ha peuz da vlika dezhan.

da Brann.

Ne gavit-hu ket homp mad tre aman, he kichen eun tantat tan ha dirakomp meuzo mad-dreist.

Brann, hep teurel evez

Neuz ket ha voyen da gaout gwelloc’h hostaliri.

Guilcher

Da yec’het hon hostizezet. (efa ha ra hag err ennan) Ah Katel, Katel, eur guir, unan hep ken. Dilezel ha ran va micher ha vrakonier, n’hin ken da redek an hentchou.

Katel, ho c’hoarzin

Hag ha merc’het !

Guilcher, vel pa nije ket klevet

Hag he choman fidel did betek har maro (enennan he hunan) ar maro ! gwir heo an ankou ha samo ac’hanomp heun devez, mez, a drugare Doue, an devez-se nema ket tost.

Yvona, da Brann
Nak hen zo drol, petra leveret ! eur c’hlufan heo, lavaret ra ar memez tra d’han oll verc’het.
Guilcher, her ennan hag ho c’heva muioc’h mui

Ia, eur guir, eur guir epken : Guilcher ha n’em c’hra hostiz her Bel-Vue, ha pa zistroio han otrou Brann hen hor menesiou he vezo aman vel her guer ; neketa Katel guez ?

Katel

Kementse n’int nemet mennoziou. Guelet ha refomp.

Mouzc’hoarzin ha ra deuz Guilcher.

Yvona, da Brann

Na c’houi ziskoel beza trist, otrou, debrit eta.

Kinnig ha ra dezan eur plad.

Brann

Ma ouefec’h peguement ha hast ha meuz da velet Merlin.

Yvona, ho tostad dezhan

Diouallid, hennez ha zo eur sorser gallouduz hag he c’halloud n’hen deuz ket ha arret : gand eur sin ha ra, an oabl ha deu da veza du, ar luc’het da roufenna ar c’houmoul hag ar gurun da darza. Gant eur zell diontan, loened ar c’hoajou ha n’em denn kuit hen eur yudal ; ar gristenien ho unan evel skoet en eun tol gand poaniou dianavezet ha chom da languissa ha erfin da vervel.

Brann

Kement ze, plac’h yaouank, zo paribolennou ouz pere ne allan staga feiz ebet ; goude tout, kousto pe gousto, me rank gwelet Merlin.

Yvona
C’houi gle kaout ankeniou ha amourousted.
Guilcher

Me, hen fed ha amourested, n’anvean med ar blijadur, neketa Katel ?

Yvona, da Brann

Ma, diouallid, lavaret ha rer ne gar ket an dud ho deuz amourousted, evit ar sort poaniou-ze he zeuz tost aman eur feunteun hag an dour anezi ha zo talvouduz hag holl c’halloudeg ; ouspen, beza eman dindan peden eur zant, sant Kado (mezek) Me ho c’hentjo di, mar kirit ?

Brann ha ra an neuz da lavaret nann
Yvona ha dorch he daoulagad leun a zaelou
Guilcher, da Gatel

Alo, leun heo va c’hof, hag ar c’hafe ! Credi ha res-te penoz he zan-me da dremen hep café ha guin-ardant ?

Katel, ouz he servicha

Bremaik he vezi mezo.

Yvona

Beza eo dija.

Brann

Nag hen ha ef, na bebeuz corf den !

Guilcher ha sao ha beac’h dezan chom n’he sav

Mezo me, a ben neuze ? Mont ha rin da gousket hen eur guele mad, dan neac’h, eur gouele hak ha anvezan mad, neketa Katel ?

Katel, ho ruzia

Ro peoc’h haillevod (da Brann) Ne zelaouit ket anezan, dijentil, direzoni ha ra !

(da Yvona)

Te, kempen an doll ha netta ar gueguin.
Yvona, henni he unan

Na pepeuz ear douanet hen deuz ar marc’her, mez peguen kaer eo ! Katel he deuz chans, hi. Me a zo atao va unan ha den ne ra zeblant deuz eur paour kez matez ma zoun.

Distrei ha ra varzu Brann.

Brann

Seblantoud ha rid c’houi ivez beza douaniet ha sorc’hermet, plac’h yaouank, credit he teuio deoc’h amzer velloc’h, marteze he karit-hu dija eur c’houer yaouank benak divardro. Permettid din eta kinnig deoc’h ar yalc’had-ma evit ho sikour da entren hen ho tieguez.

Yvona

Oh nan, c’houi zo re vad en guirionez.

Guilcher

Kemer eta, guinaoueguez ; ha brema pa zomp oll kontant, ha ma kemerfemp eun tam plijadur, greomb eun dro danz mar kirit.

Kregui ha ra hen Katel ha he tol Yvonna etre divrec’h Brann.

Houp ! Houp !

Dansal ha ra. Brann ha sao ne sav.

Brann

He zan d’ho guitad. Doue d’am reno ?

Guilcher da Katel
Na pebeuz gueler caon ! (hean ra da zansal) Arabat controlia ide den ebet ! Dijentil, kendalc’hit da vont gant ho c’hent : kemerit ar c’harant kenta ha zeo, nan, ha gleiz (ennan he unan) va speret zo dallet, ha zisken entre daou venez, me vez guelloc’h ganen ar c’harent-ze, hag hen eun toul-kao, stag ouz ar guerek, he kefed lochen ar potr-koz.
Katel, spounted

Ne goze ket evelse divar he benn (ober ha ra sin ar groaz) teli helfe varnoud eur gwel darvoud.

Guilcher, hep selaou

Lavaret ha refet dezan kalz traou deuz va feurz, heo guell ganen unvaniez Katel evit he hini. Ha ma kavit var ho c’hent eur paotr yaouank kaer benag, digassit anezan d’ar paour kaez Yvona ha varv gant amourousted pa ne zellit ket outi, consoli ha rei anezi pa viot eat kuit. Neuz forz, marc’her, drol heo mont keit all da glask eun doare eurusted, per c’havit ama dindan ho torn.

Brann

Ho trugarekad ha ran deuz an diguemer mad ho peuz gret din : joi hag eurusted dec’h oll.

Guilcher, ho visteodi

Ha zeo he man ar c’harant, nan ha gleiz.

Katel

N’ouzot ken petra leverez.

Yvona jom da sonjal.

Katel hag Yvona

Chans vad deoc’h, ha Doue d’ho tiouallo.

Brann

Ken avezo.


————

EIL TAOLEN
————

Eur lochen mein goloet hen soul er pen-all d’eur c’harent gouez, entre meneziou. Merlin, kantvloaziet, bleo ha baro hir ha guenn, azeet dirak an or, morgousket, he zaoulagat anter serret.


KENTA LEAC’H-CHOARI


Merlin

Setu eun devez all tremenet ! Doue, nag ar vuez ha zo hir. Perak an amzer didruez evit va funissa deuz va c’haranteziou evit Viviane, he zoun condaonet da veva pell-amzer c’hoas er leac’h distro-man ? Na pebeuz leac’h garo ha tenval ! hen pelec’h eman eta ar c’hoajou glaz deuz forest Broceliand hen pelec’h he vijen kollet aliez gand ar sorcerez muian karet ! Aman, an oll draou zo du hag he moun va unan gand va sonjou ha va glac’har.

Klevet ha ra trouz.

Me gleo heun dra benak : nan... ne ket possub. An oll ho deuz dizonjet an hent d’am zi ha koulzkoude he seblant din klevet trouz ar biliou ho remui dindan eur boutou benak. Piou an den dievez-ze ? An tol arne diveza hen deuz kaniet ar c’harent, eur pas fauz ha helfe hen teurel hen guelet an izlonk. Bah ! goude tout, ar maro zo eun delivranz.

Antren ha ra hag he ser an nor.


————

EILVED LEAC’H-CHOARI


Brann ha sko va an nor

Salud, Merlin, barz ha sorcer : digor da eur beajour skuiz, kollet her meneziou-man, renet nouzon gant pe seurt eal deuz an nënv, guallet em beuz ben ar fin dizolo da leac’h diztro.

Merlin, deuz diabarz he lochen

Ne meuz ket ezom da veza saluded gant den : divroad, kerz gant da hent.

Brann

O, te so muioch brudet evit neuz forz pe seurt roue, ar veuleudi ac’hanoud hen deuz treuzet ar moriou pella, lez eur paour kez marc’her barz da zigas did ar guir deuz he zoujanz ha deuz he meuleudi.

Merlin

Lez ac’hanon, ar gloar nen deuz nemet eun amzer, ar poaniou hepken zo paduz.

Brann

Penoz-ta, ha refuz ha refez va reçeo hen da di !

Merlin ha deu va an treujou

Na mefe da guinik did nemet bara du glebiet gant va daelou, griziou gouez, ha dour ar oaz-red.

(Ober ha ra sin dezhan da antren)

Brann

Aoualc’h eo din : hen gras, silaou ac’hanon.

Merlin
Marc’her barz ha peuz lavaret. (Sonjus) Ouenn ar ganerien n’eo ket eta maro c’hoaz ? Petra c’hoanteez ?
Brann

Karout ha ran dreist muzul merc’h eun dijentil, ar c’homt Mark, petra lavarfen did anezi ? Hi zo evidon ar bed-oll. He ment zo zoubl evel eur fourdelizen iaouank. Ar c’haera roz n’ho deuz liou ebet hen he c’hever, he bleo mélen ha ra dezhi eur c’heill eol alaouret, hag he daoulagat, ho he daoulagat ho deuz enn donder izlonk da denti ha da chalmi.

Merlin (ho huanadi ha dezhan he unan)

Evel Viviane guechal.

Brann

Gouezet ha meuz kaout rimou da gana gloar he zad hag he c’hounidou diveza er brezel, rimou teneroc’h evit brud-vad kaerder dudiuz he verc’h Nouela, va c’hanouennou ho deuz gouezet plijout dezhan hag hen deuz promettet din anezhi da bried ma c’haljan adkana dezhan va c’hanouennou mez ouz ho heulia var telen Merlin.

Merlin

Telen Merlin, gouzout ha re eta....

Brann

Ar brud, emezan, ha paribolennou koz ha assur penoz Merlin, ar barz brudet, ar sorser galloudek, ne ket maro c’hoaz. O veva eman hen eur c’hoat tenvel, pell pell duhont, hen compagnunez sperejou ha dialou ha zioual he di distro. Te zo nerzuz ha kalounek, essa an avanturaden, klask anezhan, her c’haout ha ri ha digaz din he delen. Me ouezo anaout da dalvoudeguez ha paea ac’hanout deuz an dangerou ma vi bet enne ho rei did va merc’h da bried, ha c’heuz gouezet ober outhi kement ha veuleudi.

Neuze oun eat hen hent : goude beza redet meur ha vro, penoz oun hen em gavet her meneziou gouez-ma, betek an donder deuz da lochen distro ? N’ouzon ket. Eal-mad Nouela hag eur bleiner ha meuz kavet var an hent ho deuz renet ac’hanon.

Merlin (goude beza silaouet mad)

Maro hon pell-zo dar pez ha zell ouz an dud : n’em beuz er leac’h distro-man, dirag va daoulagad bepret, nemet eur skeuden, eur speret, va mestrez Viviane da pehini oun chomet bepret fidel, he c’hlask ha ran noz-deiz, klask ha ran anezi dre oll hag hast ha meuz d’en em gaout ganti ebarz er bez.

Brann

Klevet ha meuz komz deuz da garanteziou ha bere peuz kanet canouennou ken kaer. Anaout ha ran ha hano ar Viviane-ze dre da rimou deut da veza peur-baduz Hen he hano eta he teuan d’az pedi. Mouzc’hoarzin ha reje ma vije beo c’hoaz, me zo sur, deuz hor mignoniach yaouank. Ro din da delen ha behini ar son melodiuz ha chalme ar rouane, ar boblou ha loenet ar c’hoajou ho unan. Te rafe daou euruz ha bere an anoudeguez vad ha vefe peur baduz.

Merlin (trist)

Va zelen ! Guechal he sone kerkent ha goulou-deiz : Brema nemet deuz an noz, pa deu skeudennou da apparissa, pa deu an ënv da veza trist ha tenvel, pa basse ar c’houmoul ho teurel dour var ar meneziou, neuze c’hallan tenna outi eur son benak envel deuz hirvoudou.

Brann
Ma meuz guellet kaout ac’hanout, eo eun darvoud euruz ho vousc’hoarzin d’am zeneridiguez, beza meuz evidon ar garantez, ar feiz, ar yaouankiz : ro din da delen : gouzout ha rin tenna outhi sonniou ha lorc’h hag ha levenez.
Merlin

Ha zispil he man deuz skourou eun derven goz ; he c’herden zo kazi holl torret, n’helfont ken kana d’ar vlondinezet ha eured, na ken nebeut gloir na gounideguezou ar rouane, ho brezellou nag ho gourennadegou var varc’h.

Brann

Dre druez !

Merlin

Divroad yaouank, silaou : kaer ha mefe skei anezi gand va skour aour, va zelen hiviziken na hell soun nemet da heul kanouennou ha varo. Ho kaout anezi entre da zouarn, hen vean he klasfez-te antoni koubladou ha garantez pe ha lorch ; ne helfez mui ho c’haout da vemor hen defe ho dizesket ; ar flam ha vougfe hen da galon ha varz ha ne deufe deuz da vuzellou nemet eur c’hantik ha varo.

Brann

C’hoant ha peuz d’am spounta, ankounac’het ha peuz eta penoz ar garantez ne anve harz ebet hag ha echu bepret dre veze treac’h ? Te c’heuz karet guechal. Bez sounj deuz an amzer euruz-ze : petra pige great ma vije bed va istor da hini.

Merlin (ho sonjal ennan he-hunan)

Pebeuz sonjou ha zigaz din ?

Brann
Guelet ha rez, da sioulder ha goze hag ha lavar din da respount ; dre druez c’hoaz eur vech, ro din delen, pe da viana prest din anezi, he digaz ha rin did adare, ha Nouela, va fried yaouank, ho deuio he unan da drugarekad ac’hanoud deuz an eurusted ha pezo roet deomp.
Merlin

En adlavaret ha ran did, va zelen ha zo breman eur benvek ha varo.

Brann

Kement-se n’hell ket beza ; ro din anezi.

Merlin

Ra c’hoarvezo an darvoudou. Kemer anezi.

Brann (he c’hemer)

O joi ! Ra vez meulet.

Merlin

Er choanteet ha peuz, buguel, me ro testeni deuz da valheur.



————

TREDE ARVEST


————


Sal vraz ar c’hastel


KENTA LEAC’H-CHOARI


Nouela he unan, hen em harp euz ar prenest

Cetu ar pardaez hag ar c’huz-eol ha ro liou ruz-goad d’an aot ha d’an dunennou tro-var-dro : na pebeuz stlejaden ruz var ar mor. C’hoaz eur pennadik hag an eol ha ya da guz. Pebeuz sioul der, neuz ket eun drouz. En vean he silaouan. Peguement he tale da zistrei ar marc’her barz, varzu pehini he za va sonjou. En pelec’h eman ? Daoust ha gallet hen deuz kaout telen Merlin ?

(Ho sonjal he zal etre he daouarn).

Peguen karantezuz hoa he vouez ! Nag hen ha ouie entouni da vont betek ar galon hag an ene. Seblantout ha re din dre ma kane, he treuze va c’halon gand he zel birvidek ha tener.

(Kuitad ha ra ar prenest)

Gouela ha hellez da viken da uvre ha eun heur. Ne zistroio ken an ini, ken laouen, en em ziskouelaz dit var da hent en kreiz trouz eur gouel ha da behini da viken oa n’em roet da galon. Perisset heo hep douetanz ebet ; pe marteze blesset d’ar maro he c’hirvoudi hen eun toul-kao doun benak dindan spern bodennek.

(Eur vanden brini ha dremen hen oabl)

Horol ! Da belec’h he za ar lapousset du ze. Lavaret zo din he digassont bepret kelou ar maro.

EIL LEAC’H-CHOARI


Nouela, ar Vaguerez


Ar Vaguerez

Gouela adare va c’heaz, n’eo ket resounabl. Perak non pas esperout ? Pedet ha meuz er mintin-man Itroun Varia ar Joaiou evit digas deoc’h ha nevez ho marc’her yaouank.

Guelomp, sec’hit ho taelou. An digentil, ho tad, ha zo eru gand he dud.

(Nouela ho c’huanadi ha bok d’he maguerez)


————


TREDE LEAC’H-CHOARI


Ar memeuz re, an dijentil hag he dud


An dijentil Mark

Ac’hanta, Nouela, neubeutoc’h douanied oud hirio ? Guechal da ganouennou ha leunie har c’hastel-koz, brema enpad an deiz, he kendroez gand tristidiguez var ar saoiou-douar, pe he n’em d’alc’hez kloz hen da orator. Peb laouenidiguez ha zo disparisset ac’han. Ar zoudardet ho unan, pere ha chalme neur ober ar gouard dre ho zoniou joaiuz, ha chom sioul, ho sel gollo varzu ar blenen.

Nouela
Mez, va zad, n’eller ket mouz c’hoarzin na kana da bep poent. Leverit din ha kaer eo bet ar chasse ? Ped bleiz ha ped karo ha zigassit ganeoc’h.
An dijentil Mark (ouz he rennan varzu ennan)

Perak, merc’hik, kaout sekrejou evit da dad ? Kredi ha rit-hu penoz na meuz me ket divinet ? Nouela sounj hen eur certen marc’her barz pehini hen eur certen devez, hen deuz kanet he c’haerder ha gloar he zad ha pehini ha zo eat da glask telen Merlin. Ac’hanta ! Perak he ouelez-te ! Va buguel, an hent zo hir, adet marteze ha zanjerou, ha ma ne ket Brann distro c’hoas, neuz netra d’enon estoni. Deomp, kemer kouraj, diskouez din eun drem laouen evel guechal, pa deuez, pa c’hen da chasseal, d’am saludi evel stereden sklear ar mintin.

(Pokad ha ra dezi, ha Nouela ha n’em lak var he c’har-neza ha komz ha vouez izel gant he maguerez.)

An dijentil Mark d’he dud

Chasse kaer, neketa va mignonet ?

Ar c’henta dijentil

Kaer meurbet, o Mark, den na elfe ho talvezout da heulia eur c’haro skand na da daga eur pennoc’h-gouez... Doueti ha ran penoz ar marc’her Brann na vo ket ken evruz all hen n’he chasse da delen Merlin.

An eil dijentil

Komzer kaer, kaner kaer, promettour kaer, ne dalvezont ket eur brezellour nag eur chasseour talvouduz. A neuze, goude tout, an delen brudet-ze daoust ha beza zo anezi.

An dijentil Mark

Hen toui he rer.

An eil dijentil

Divar ar paribolennou... mez ar paribolennou...

(Klevet ha rer he pelder soniou eun delen, Nouela ha sav hen eur grenan.)

Mark

Doue braz, daoust hag hen vefe ?

Ar c’henta dijentil he selaou

Nan, an avel eo ho c’hirvondi etouez ar skourou.


————


PEVARE LEAC’H-CHOARI


Ar memeuz-re, Eur Zoudard


Ar Zoudard

Dijentil, eur marc’her ha c’houlen entren her c’hastel.

Ar c’henta dijentil

Ra vo kasset kuit ar reder bro-ze ha doliou mein.

Mark he sellet ouz he verc’h

Nan, diskennit ar pont-gwint, neuz forz piou heo an tremenad, grid dezan entren ha ra vezo deud mad.


————

PEVARE LEAC’H-CHOARI


Ar memeuz-re, Brann


Brann gand eun ear ha drioumf

Dijentil Mark, digaz ha ran deoc’h telen Merlin.

Mark

Marc’her kalounek etouez har re galouneka, kemer plas em c’hever, da zillad zo goloet ha boultren, hag ha ziskouel he peuz great eur veach hir ha poaniuz. Rinz ar veren-ze den talvouduz, ha lavar deomp ar pez zo c’hoarvezet ganez.

Nouela enni he unan

Guerc’hez, raviot beniguet.

Ar Vaguerez hen he skouarn

Guelet ha rit va c’hez, petra lavaren deoc’h ?

Nouela memez-tra

Varc’hoaz, kerkent ha goulou deiz, ra vo elumet dirak he aoter kant goulaouen koar melen.

Brann (goude eur zell hir deuz Nouela)

Dijentil, ar gontaden deuz va beach hir a vefe hep dudi evidoc’h ; ra vezo avoualc’h deoc’h gouzout penoz goude ho promessa, va c’halon leun ha garantez ha karguet ha esperanz, oun hen em laket hen hent, desidet, kousto pe kousto, da zizolo leac’h distro Merlin. Bet he tom din hen kleuz an traoniennou, bet ha meuz riou var disken garo ar meneziou, mez an env ha hentche va fajou hag ha zo bet trugarezuz em andret pe guir he meuz gallet kaout leac’h distro ar sorser hag ar benvek divin gant pehini he chalme an dud deuz he amzer.

(Tenna ha ra eur son benak deuz an delen.)

Mark ho sellet outhi

O burzud, goude kant vloaveziou, he c’herden ha zon c’hoaz gand eun ekleo alaouret. Setu me hiviziken perc’hen euruz eun tenzor hep he bar hag ha vo aviet din gand ar rouane ho unan. Va mall ha zo diroll. Brann adlavar deomp eta da ganouennou. (da Nouela) Evruz out ?

Nouela he n’em dol endro d’he c’houzouk

O va zad !

Brann ho c’hadlavared kan ar c’henta arvest

Enor d’an otrou Mark krenn dreist ar re grenva
Pep roue ho c’hoantat burzudou he c’hleze
Vit ma velin he c’hloar hirio vel ma tere
Mestrez ar zoniou kaer deuz d’am sklerijenna.

(En em arreti ha ra ho ankounac’hat ar rimou zo varlerc’h, tenna ha ra deuz an delen soniou klemmuz hag he kan evel hen despet dezan.)

Abardae lorc’huz peb emgann,
Livet gant ar c’huz-eol ruz tan
Ve dizedereat gant ar c’han
D’ar re ve var ho zremen ban
D’ar ganiri treac’h ar maro
A ziskan dre glemmou c’hoero
Hag ha ouel en noz tro-var-dro.

(Nem arreti ha ra spountet.)

O digouez reuzeudik, na meuz sonj ebet ken deuz va c’hanouennou ha c’hloar.

(An dijentilet ha zell outan estonet.)

Mark
Perak ar c’houplajou-ze ha varo ? Lezomp ar re varo var an tachennou emgann ha mar gue red ho enteri (en eur c’hoarzin) ra vo galvet menec’h deuz ar gouent.
Nouela (enni unan)

Ar gan ha varo-ze ha ra poan din, nouzon ket petra am c’helen, mez aoun ha meuz na erufe eun dra benak meurbet ankeniuz.

Brann (ha guendalc’h da gana evel hen despet dezan)

Ar stourmerien maro, ledet var ar c’hlazen
Trôet o zrem varzu an në,
Eman gant ar c’horfou golôet ar blenen
Mantel liduz an noz ha gwez didrouz warne.

Ar c’henta dijentil

Pebeuz guerz mantruz ! Peb unan ha oar penoz er brezel he vez tud varo : dijentil Mark ro deomp da eva ha fae var ar gwerziou digonform inouuz-ze.

Mark

Brann, De Profundizou ha ganez deomp. Guelomp, ankounac’heat ha peuz da ganouennou ha ouechal ? Te poa n’em dizkwellet, her vech-all, gwelloc’h barz.

Brann (he zaoulagat varzu an douar)

Me zo goneet hag evel pa vefen sorset.

N’em lakat ha ra da gana teval he benn.

Eur c’harmaden raouiet a sav a dol en êr
Kerkent eun nijaden pounner
Hag a zisken gant trouz
Al loened du o tont. Deuz-ta brân diratouz,
Sethu did pred leiz-kof, jabadao, c’hoari gaer.

Mark
Hen gras, kan deomp eun dra benak-all ; da rimou zo gante c’hoez ar maro leiz ar fri : kement-ma zo kassaüz.
Brann (henna he unan hag ho sellet deuz Nouela)

Merlin hen devoa rezoun ; n’ellan mui kana har brezel hag ar gounid ; daoust ha me ve eurussoc’h ho veuli ar garantez.

Nouela

Na pebeuz drouk-sonj teval ! kaoud ha ra din penoz divar lein va yaouankis hen he bleün he velan ho tiroll dirazoun hen eun nozvez, ma zan da goll, eur mor ha devalijen, ha dristidiguez hag ha zaelou.

Brann (adkaout ha ra rimo an arvest kenta)

Brezellour gallouduz ha c’hoant meur a roue
A glask ha bell-zo ha bemde
N’hini dol var da lez ha var bep stourm c’hoari
Sklaerder he c’hoantiri,
Fleurennik, krap ouz mogueriou da dour
Kaeroc’h vit ar spern-gwenn ha vit ha rozen flour,
Fleuren a garante, c’hoez-vad an nenv ganthi.

Nouela

Adguenel ha ran dar ganouen-ze pa deu da sounj din : mez he vouez n’eo mui ar memez hini.

Mark

Cetu an heur-vad ! Adkaout ha ran ha nevez va barz.

Brann (goude beza chomet sioul ha gant eur stum ha zizesper))

Allaz petra heo deut da vezan
Ar fleurenn ha chalme va zellou
An abardae mantruz ha drouklivet ha gouez gand he brumennou ;
Kerkent ar skour zo deut da blegua
Ar vleuen buan da zizec’ha.
Avel fallakr ar gouan
Vell pennou fall ha vac’herien
O deuz strinket en ear he doliou n’eur dremen.

Nouela (he dorn var he c’halon ha losk eur griaden spontuz)

Va c’halon zo skornet gant ar spount : mervel ha ran.

(Ar vaguerez he c’hemer etre he divrec’h)

Mark

Den fallakr ! gant da rimou ha c’hac’har, te lak va merc’h da veza klanv. Perak out distroet, perak ne ganez ket evel guechal.

Brann

Trugarez.

Ar c’henta dijentil

Kastizit anezan ; teurel ha ra aman ar c’haon hag ar spount.

Brann

Me ha zo milliguet ! Merlin hen devoa rezoun. Laret hen devoa din : « Va zelen zo torret he c’herden, n’ello mui kana lorc’h d’ar vlondinezet ha eured, d’an emgannou na d’ar gourennadegou var varc’h. Kaer em befe skei gant va skour aour, va zelen hiviziken ne gan ken nemet ar maro. » Gleet oa din beza refuset ar benvek terrubl. Esperout ha ren bepret penoz va c’harantez ha vije ar c’hrenva, hag he teujen ha ben deuz ar brud didrec’huz-ze.... Grit trugarez din Nouela.

Mark ho sellet ouz he verc’h

Den fallakr ! Da gan ha varo hen deuz mantret ha rentet klanv va merc’h muia karet....

Nouela muioc’h-mui drouk-livet
Na me meuz poan.
Mark drouk braz ennan

Te c’ha da c’houzanv maro eun den disprijet (d’ar gouardou) Savit har peul-kroug.

Nouela ha nem dibrad kazi simplet

Pardounit dezan, va zad, neo ket koupabl. Kredit ac’hanoun, trec’het eo gant n’ouzon ket pe sort sorcerez mez ha gredan beza spountuz. N’her c’hondaonit ket, her c’harout ha ran gouzout ha rit, hag hen ivez am c’har.

Brann anter varo

O, muia karet, ra viot biniguet deuz ho komzou tener, mez ho tad hen deuz rezoun : meritout ha ran ar maro evit beza spountet ha drouk-livet ho trem dudiuz. Va rimou oan douguet d’ho lavaret n’ouzon ket gand pe seurt drouk-speret.

(Sklepel ra an delen hag he zor)

Mark

Me ne bardounan ket : mont raktal da glask ar medisin d’ar guer dosta gant ar marc’h buanna.

Ar Vaguerez

Doue galloudek. Itroun Varia, sent enoruz, sikourit anezi ! Sethu hi ho vont da vervel.

Nouela muioc’h-mui dinerz, ha denn Brann varzu enni

O karout ha ran ; ar maro ha ya d’hon unani. Va zad, selaouit va c’hoant diveza arok mervel. Deut aman ha biniguit pried ho merc’h.

Mark tenval he benn
Ne bardounan ket.
Nouela

Kenavo hep dale, va muia karet.

Brann

O, pried divin.

(Pokad ha reont an eil d’eguile)

Mark ho disparti rust

Gwardou, kassit anezan kwit.

(Nouela ha lozk eur griaden hag he gouez maro)

Oll

Horol!



————

C’HOEC’HVET LEAC’H-CHOARI


Ar memeuz-re, Merlin


(Oll he zeont adren spountet : arreti ha reont ar gwardou ho tigas Brann. Oll sioul)

Merlin ho sellout ouz Nouela

Ne man mui : ar maro ha zo eur goulou deiz : Perak, o dijentil Mark, kaout truez outhi ? Ha te Brann, ha c’hoant ha peuz da vont ganthi ebars her bez, her bed all hen em gavo ho c’heneou hag ho kalonou, evruz da veza echuet ken abred, ho pelerinac’h her bed-man, c’houi nem garo hen bro burzuduz ar steret.

Brann

O ia, gra din mervel : ne ran forz ouz ar vuez-man, c’hoant ha meuz n’em gaout c’hoaz gand Nouela.

Mark ho reketi

Merlin, sorcer gallouduz, bez truez ouz va glac’har, me haz ped stard, rent din c’hoaz va merc’h muia karet, fizianz ha meuz ennout, stok outhi da skour aour hag oun sur ha teui c’hoaz hen buez.

Merlin ha zell ouz Brann pleguet var gorf Nouela

Den yaouank dievez ! N’hoa ket falvezed did selaou va c’huzuliou pa c’houlennez ouzin presta did va zelen !

Brann
Pardoun ! hen hano Viviane, gra dezhi adbeva, ha rent anezhi d’am c’harantez !
Merlin

Viviane, ha bepred he tigaz ar sounj-ze din, ma neuze he conzantan, bez euruz !

(Hag he touch ouz Nouela gant he skour aour, ma sao kerkent Brann he c’hemer etre he zivrec’h hag he taoulinont ho daou dirak Mark ha Merlin).

Mark

Ho trugarekad ha ran Merlin, briata ha hellez da vuian karet ha vo da bried aben pemzek deiz aman.

Oll

Hourra, joa, euruzted, enor da Verlin !

(Merlin ha zav evit ar vech diveza he skour aour hag ha zizpariz).



————

PEDERVED LODEN PE ARVEST


————


KENTA LEAC’H-CHOARI


(Vardro kastel an dijentil Mark. Deuz an noz, tantennou zo savet var ar blassen, toliou hir ouz pere zo azezet payzanted ha payzantezed. Hen pen an dol he veler eur paysant har eur baysantez ; deuz ho guiskamant he veler hint estranjourien d’ar vro. Ar reman heo Guilcher ha Katel).

Eur Zoudard

Pebeuz galloud hen deuz evelkent ar Merlin-ze ! Ressussita merc’h hon dijentil ! Camaladed, efomp beb ha vanac’h hen he enor.

An eil Zoudard

D’he yec’het hag ivez d’ha yec’het ar marc’her Brann ha zo n’em diskoueet ken ardiz ha ken talvouduz ! Ma ene, pebeuz rejouissanz, nag ha beziou aour recevet, na bebeuz loden hon deuz er fest, me zo leun va c’horf.

Eur Payzant

Va hini-me zo ivez. Bizkoaz me meuz debret traou kerkoulz-all. Ah ember he vezo fumet korniedadou hen douvez ar c’hastel.

(Choarzint ha reont oll).

Eur Plac’h Yaouank
Pebeuz malheur ma vije renket kass korf ar Brinsez dar vered, gouelet hon dije dourek var he maro darvouduz : ra vo meulet ar verc’hez pa zeo beo hag he temez.
Eur Zoudard

Pegoulz he vo ho tro c’houi, plac’h coant.

Ar Plac’h Yaouank

C’houi zo gwal hardiz hen ti gant ho cojou.

(Ar zoudard a bok dezhi.)

Eur Payzant

Tolid evez ! Me gleo trouz ar gouer ha ro da c’houzout heo tost da fin leïn. Sellit. Cethu diskennet ar pont-gwint. Cethu aman tud an eured... hourrah !

An Oll Dud

Meuleudi dan dijentil Mark, buez hir dan daou zen nevez.



————

EILVED LEAC’H-C’HOARI

(Tud an eured ha deu deus ar c’hastel. Brann ha Nouela ha ya hen mesk an dud ho trinka gand an zoudardet hag ar bayzanted.)

Brann

Va mignonet, ho youadennou ha levenez, ha ya betek fonz hor c’halon : va fried ha men ha zo anaoudek braz ouzoc’h deuz ho rekejou mad.

Eur Payzant

Reketi ha reomp deoc’h prosperite vraz ha kaer !

Brann

Me gred, aben fin ar bloaz, gallout prezanti deoc’h eur mab hag he velfer ennan poltred he dad-coz, an den gallouduz hag enoruz an dijentil Mark.

Mark

Ra deui an ënv da zilaou. Kement-ze ha refe holl joa va c’hozni.

Eur Payzant

Hon ini ivez, dijentil, rak beza vezo hep douetans eur brezellour talvoudek ha gallouduz eveldoc’h.

Brann

Doue, petra velam-me ? Guilcher ha Katell. Chetu, Nouela guez, an ini neuz va renet betek ty Merlin, hag an hostizez ha zoare he deuz roet din da zebri.

(Hag he zeont ho daou varzu Guilcher ha Katell.)

Nouela
Va fried hen deuz komzet din ac’hanoc’h. Ho trugarekat ha ran da veza deut deuz keit-all.
Guilcher

Deomp-ni eo, kentoc’h, d’ho trugarekat evit ar pred dreist ha momp ho paouez dibri. Breman he comprenan perak an dijentil Brann hen doa kement ha c’hoant da gaout Merlin. Biskoaz em buez na meuz guelet kaerder par doc’h-ini.

Katel

Ro peoc’h ! Nag hen zo balc’h, exkuzit anezhan.

Brann

Neuz drouk ebet. (Nouela ha hen ha drink ganthe.) Kredi ha ran ho peuz gret, c’houi ivez, ar pez ha oa hen ho sonj.

Guilcher

Ni zo demezet eur miz-zo.

Brann

Guell ha ze. Hag ar plac’h yaouank ha serviche ac’hanomp hag ha zeblante beza ken trist.

Katel

Hi ivez, Dijentil, ha zo demezet dre ma zoc’h bet ken generuz hen he andret.

Nouela

Nin ha ra deoc’h ha dezhi hon guella rekejou ha eurusted.

(Pellaat ha reont).

Brann (da Nouela)
Chetu an noz ho tond hag ar loar ho sevel ha üz d’an aod ha ne sonjit-hu ket he deuz c’hoant sklerraat hor c’harantez, c’houi gle beza skuiz, Nouela, deom don lojeiz.
Nouela (ho tond ruz)

C’hoaz eur pennadik, marc’her, chomomp etouez an dud vad-man, rag ho joa ha ra plijadur da velet.

Brann

Va mui karet, hon sounjal penoz hen em garfomp bremaik, va c’halon ha deu da goenvi evel ar mor arok an tempest : deuit, va muzellou ho deuz hast da veza gant ho re.

Nouela

Me zo da zenti ouzoc’h. Me ivez ho kar, ho c’heullia ha ran.

(Rei ha ra eur pok d’he zad pehini hen deuz poan he c’hampech da ouela).



FIN