Tavit, o tud incredul,
Inutil eo pledi ;
List ho caqet ridicul,
Ha disquit humbl cridi.
E faç an Eê, an douar,
Oll e vezimp barnet ;
An Eternel en lavar,
E c’her so un arrêt.
Sujedet, ha Rouanez,
Tud simpl, ha tud goüeziec,
Tud paour, ha tud a zanvez,
Ar Barner, ar Bêlec,
Dirac Tribunal Jesus
Oll ec’h apparissimp,
Hac ur gount rigorius
Un deiz oll a rentimp.
Deiz terrupl, deiz a goler,
Deiz ruz-glaou gant an tan,
Deiz a spount hac a viser,
A hirvoud, a vouelvan ;
Deiz vras ar Varn general,
Petra arzo ouzit ?
Scrich eo memes e sonjal :
Crenit, pec’heur, crenit.
Ne deus teaud var an douar
A ouffe lavaret
An encrès, hac ar c’hlac’har
A laquaï dre ar bed,
Ar sinalou estlamus
A zougo ar c’hælou
Eus ar varn rigorius,
Hac a zeiz an Autrou.
Un den a berdition,
Ur fallacr ar falla,
Ul leon a zestruction ;
Ur monstr ar c’hruella,
An Antecrist en ur guer
E furol, en arraich,
A deuyo tri bloas anter
Da ober e garnaich.
Gant an diaoul possedet
Bete mel e esquern,
E tui gant eur fals Profet,
Gant oll nerz an ifern,
Da ober d’ar feiz gristen
Ur brezel furius,
Da gontraign ar Gristenien
Da renonç da Jesus.
Evel daou leon en arraich,
Én hac e fals Profet
E laquint oll en usaich
Pep seurt art milliguet ;
Ar viçou, an tourmanchou,
An tan, ar c’hlezeyer,
Troumplesoun, fals viraclou
A spounto’r bed antier.
Nebeut bras a Gristenyen
A ouffe resista,
Ma na deu Doue d’o zouten,
Ha d’o difen ountâ ;
Mæs enep an adversour
E teui daou Brofet bras
Abers Doue d’o zicour :
Enoc hac Elias.
Souden an elemanchou,
O santout an termen
Merquet evit vanjeançou
Ar Barner souveren,
En em zavo da c’hourdrous,
Sicour ouc’h ar vanjanç,
Ha da offr oll e courouç
Executi’r setanç.
Ar môr bras en e furor
A grauzo estlamus ;
Ar bed oll gant an trous-môr
A dregarno spontus ;
Ar c’hoagou fol a vrousto
Ar c’herrec, ar reyer,
Ouc’h al lem ne resisto
Na torraod, na chausser.
Savet evel menezyou
Bete bar an ear,
E tilamo an tarzyou
Da lounca an douar ;
Ar rivyerou debordet
Evel en un diluich,
Gant o oll dour dirollet
A gresco an distruich
An douar o tigueri,
O crena bete’r fount,
A gresco mui-ouc’h-mui
An drubuil hac ar spount ;
Ar c’hrea kæriou brezel
A vezo ranverzet,
Hac ar menezyou huel
A vezo abymet.
O tud queiz ! da glasq sicour
Pelleac’h e tec’hot-hu ?
Allas ! n’eus d’enem recour
Moyen ebed nep-tû ;
Mar cuzit er c’havargnou
Varnoc’h e volcenint ;
Mar clasquit tyes, camprou,
Var ho queïn e quezint.
Bete’n dezertzyou memes
An horrol a yêlo :
An anevalet goüez
Er c’hoajou a yudo :
An dud, an anevalet
Dryfiet oll peb-unan,
Ar bed antier alarmet,
Er c’hri fors, er gouelvan.
En Eê, an devaligen
A vezo general ;
Collet oll e sclêrigen,
An Heaul a dui tenval ;
Al Loar quer ruz ha goad,
Ar stered o queza ;
An Eou oc’h orgellat,
O c’hourdrous oll freuza.
Allas ! me vel o c’havanç
An diveza termen ;
Ne zeus mui a esperanç,
Great oll eo gant an den ;
Chetu digor an douar
O vomissa flammou,
An tan goall en e egar
Partout en oll broyou.
Quer buan er memes instant
An Eê so anflamet,
Ne deus dre ar firmamant
Nemet tan ha luc’het :
Tan ouc’h traon, tan en ear,
Ar bed oll zo e tan ;
Adie da vuez an douar,
Mar’mic eo peb unan.
E creis an distruich scrijus
A ra’n tan, ar flamou,
Chetu an drompill squiltrus
O seni en Eou :
Savit, savit, tud varo,
Oll d’ar varn general,
Deiz an Autrou so hyrio,
Ne deus mui da c’hedal.
D’an ampoent evel un tenn,
An oll ressucitet :
Quer prount hac al luc’heden
A sa-soun so savet ;
Ar c’horfou pur ha santel
Zo meurbet glorius,
Siouas ar re griminel
Zo vil, horribl, flêryus.
D’ar memes moment ive
Var un trôn a c’hloar,
Chetu leun a vajeste
Jesus-Christ en ear ;
Aroc an tron ec’h avanç
Ar groas meurbet brillant,
Varlerc’h e rejouissanç
Un arme triomphant.
Diouc’h-tu an oll dud salvet
Tennet gant an Ælez
A vesq an dud reprouvet,
Zo placet a gostez ;
A zeou ema’n dud fidel
Evel dénved docil ;
A gleiz an dud reprouvet
Zo evel bouc’het vil.
O Doue ! pebes ran-galon !
Cruella disparti !
A zaou zen, a zaou vignon,
Bet’ en er memes ty,
A ziou c’hoar, a zaou bried,
Tad, mam, ha bugale,
Unan a vezo choaset,
Ha lezet eguile.
Mæs me vel o tigueri
Levr ar c’hounciançou ;
Chetu o tisoloi
Stad an oll galonou ;
An den just, an den pec’heur
Oll er stad ma emaint,
An oll e levr ar Barneur
A vel splem petra int.
Ar vugale direol
Gant o zad hac o mam,
Zo quer sclear hac an heaul
Guelet o buez iffam ;
An eil pried a velo
Disursyou e bried ;
Pec’her ebed ne allo
Mui cuzet e bec’het.
Pec’heur, pec’heres lubric,
Ma zi-de gant ar vez ?
Chetu da vuez impudic,
Da oll fallagries,
Ar c’hrimou ac’heus nac’het
Ouz da Dad Confessor,
A vouez an oll discuillet ;
O mez, ô disenor !
Amâ eat oll en egar
E crio ar pec’heur :
Ra zigoro an douar
D’am lounca var an heur ;
Varnon, varnon, Meneziou,
Bruzunit va esquern ;
Va c’huzit, ô abymou,
E fin fount an ifern.
Mes dêc’hu eneou fidel,
O pebez levenez !
Guelet oc’h œuvrou santel,
Var al Levr a vuez !
Ho yunou, ho pedennou,
Ho vertuziou cuzet
So gant tud an oll broyou
Patant anavezet.
N’oac’h nemed un hypocrit,
Un hypocrites fall ;
Vertuz ebet na mirit
E langaich ar bed dall ;
Dispriset, humiliet,
Siouas ! bet pell amzer,
Chetu c’hui justifiet
E faç ar bed antier.
Selaouomp oll o parlant
Ar Barner souveren ;
Gant ur vouez douç, consolant,
Un ear contant, laouen
D’an dud salvet e lavar :
Deut, eneou beniguet,
Deut gane-me d’ar gloar
Pell so deoc’h preparet.
Em naon rei dìn da zibri,
En sec’het da eva,
En ho ty va repui,
Rei dillat d’am guisca ;
Em prison hac em c’hlénvet
Va bisita a reac’h ;
Great oc’h eus-en, em andret,
D’hon nessa pa’r greac’h.
Deut, eneou trugarezus,
Deut oll gant an eur vad,
Curunennou glorius
A roï deoc’h oll va Zad ;
Deut oll eternellamant
Da rën gant an Ælez,
Eürus ha triomphant,
En e Rouantelez.
Goude, evel un tarz-curun,
E tro ouz an dud daonet,
Gant ur vouez na el nicun
Hep drifia e c’hlêvet :
Quiit oll eus va bisach,
Oll gant an diaoulou :
An ifern eo ho partach,
Da viquen d’ar flammou.
M’emeus bet naoun ha sec’het
Cant guech e tal ho tor ;
Me so bet noaz prisonier,
Estranjour, clàn, tohor ;
Va rebuti a reac’h,
Hep damant na truez ;
Ho nessa pa rebutac’h,
Em rebutac’h ive.
D’an ampoent ur gorventen
A flammou furius
O destum oll a vanden,
Gant ur c’hri estlamus,
Ha d’an instant assambles
Chetu-hi en ifernou,
Corf hac ene da james,
E creis an tourmanchou.
O termen inconcevabl !
James ! eternite !
O disesper effroyabl !
James mui a Zoue !
Evit james er prisoun !
Da james o lesqi !
Mancout a venn va c’haloun,
Va zeaud a venn sclaci.
Mes c’hui, eneou salvet,
O c’hui a so eürus !
Gant ho corfou beniguet,
Brillant ha glorius,
Chetu c’hui e jouissanç
A varados Doue,
A vezo ho recompanç
Hed an eternite.
O Barados dudius,
Joausdet eternel,
C’hui vezo delicius
D’an dud vad ha santel ;
Da james corf hac ene,
Hep poan ebet mui,
Beza eürus gant Doue,
O bonheur ! ô dudi.
Nep en devez discouarn,
Clêvit, selaouit mad ;
Ho caloun a so ouarn,
Ma na deu da voucad.
Collet oc’h eus ho squiant,
Ma na ra nep effet
Guiryonezou quer touchant
Var ho speret dallet.
Deiz ho poan rigorius
E viot didruez,
Mæs bremâ, ô va Jesus !
Ouc’h leun a drugarez ;
O me fell dìn profita
Eus ho truez presant,
Evit gallout evita
Rigor ho jujamant.
E Sacramant an Aoter,
En ho tabernaclou,
Ouc’h eun oan leun a zouçder,
Un tenzor a c’hraçou ;
Eno me oc’h adoro
Ar rest eus va buez ;
Eno me a imploro
Bremâ ho trugarez.
|