Studi var an astrou/An Armanac

Eus Wikimammenn
Paul Lebreton
Imprimiri J.-B. Lefournier henâ, 1848  (p. 29-31)



AN ARMANAC.


————


Gouzout a rer penos an dro a ra an douar d’an éol ne êchu quet en tri c’hant-pemp ha tri-uguent dervez just ; manqout a ra var dro c’houec’h heur pere a ranquer abret pe divéat conta ebars er bla, pe aben nebeut a vlaveziou ar sêzonniou ne deufont quen er memeus coulz. Miz Meurs a finisfe da zont en amzer en pehini e ve miz c’huêvrer ; divézatoc’h e teufe er poent ma ve miz guenver, hac evel-se evit ar sêzonniou-all. Ne vouêfer mui peur labourat an douarou, pê goulz ada na pe amzer destum an éostou.

Evit remedia d’an danger-ze, dre ma chom eun dervez antier en pêvar bla e voe convenet e vije ajoutet eun dervez da viz c’huevrer d’eus ar bevare blaves, hac ar miz-ze an eus neuze no dervez varn-uguent elec’h eiz-varn-uguent. Ar bla-ze a hanver biseost.

Mes an arranjamant-ze ne rê nemet diminui an irrégularité, rac goudé an tri c’hant pemp ha tri-uguent dervez ne chom quet c’huec’h heur-tré evit caout fin tro an douar.: daouzec minud a vanq, da lavaret-ê, an armanac neuze a chom daouzceec minut beb bla varlerc’h ; anfin evit pari adarre d’an difficulté-zé e voe convenet ma vije lamet er mêz tri viseost beb pêvar c’hant vla.

En armanac e vé question d’eus ar cycl-éol, d’eus an nombr aour, d’eus an épact hac anfin d’eus al lizéren dominical.

Ar Cycl-éol a zo eun termen a eiz vla varn-uguent goude pehini ar zuliou ac an déyou all d’eus ar zizun a gomanç a-nêvé dre ar memes urz : da lavaret-ê, goude an eizvet blavez varn-uguent ar bla a gomanç dré ar memeus dervez evel commançamant ar cycl.

An nombr aour a zo ivé eun termen a nontec vla, goudé pehini quartiériou al loar a gomanç adarré drẻ ar memeus urz.

An épact a ro da c’houd oad al loar, da lavaret-ê, péd dervez zo abaoué al loar nêvez bet en miz querdû) bétec an dé quenta ar bla.

Anfin, al lizéren dominical a zo ar seiz lizéren quenta d’eus an alphabet a b c d e f g pere a réprézant ar seiz dervez quenta d’eus ar bla.

Unan d’eus al lizérennou-zé a zisquel beb bla er bed e ma ar zul quenta d’eus miz guenver. Dré-zé ma ê A, ar zûl quenta a viz guenver a zo an dé quenta ar bla ; ma ê B an eil dé ar miz ; C an dri, etc.

Pa anavéer èta al lizèren a verq ar zûl quenta d’eus ar bla ê facil goûd neuzé er bed d’eus peb miz e tigoé peb sûl.


————