Stourmad Sant Cast

Eus Wikimammenn


Stourmad Sant Cast


skrivet gant Fañch an Uhel


Revue de Bretagne et de Vendée
1858



POÉSIE BRETONNE.

————

STOURMAD SANT CAST.

————

MÂLO GORVEL,

AR BARZ BALEOUR.

————

I.

Kanomp, kanomp hen Brezonnec
Taollio-kaër an dut kalonnec,
Kanomp hor tado hen dachenn
Bopred heb doan, huël ho fenn.
 
Hen Brezonnec, ac nann hen Gall,
A gomze hor tado gweec’h-all :
Hen Brezonnec kanomp n’hin c’hoaz
Hor brezélio, hor feïz er groaz.

Ac lavaromp vell hor tâdo : —
« Goëll a zè henor wit mâdo ! —
» Me droc’ho c’hoëc’h ma zeod hem beeg,
» Kennt wit didisk ma Brezonnec ! » —


II.


Ar goüan a oa rust meurbet,
Dré-oll an dour a oa skornet,
Ac d’an tràon a teué an erc’h
Er meneïer, hen doüar kerc’h. —

Dré an hennt gwenn, grem-dost d’an nôz,
Er mâner deuas Gorvel gôz,
Gorvel gôz, ar Barz baleour,
Tri-ugennt blans, ac dall ac paour.


Goudé r’pédenno, goudé koân,
Bihan ac braz, hen tâll an tân,
A gomz ouz an newenntiso,
N’taollio-kaër c’hoarveset er vrô.
 
Neuzé peb goaz a dân hi gorn,
Ac tro-war-drò, a dorn da dorn,
Ar skudell gistr so trèmenet,
Ac peb-hinin larr : — « D’ho iec’het !

» D’ho iec’het ! — Doue d’hô miro ! » —
Dan tad-côz penn-gwenn, grîz bâro. —
Ar plac’het a so ho neeân
Hen traon an ty, ac ho kànan.
 
— « Cànet d’himb eur werz, Gorvel gôz,
» Eur sôon newez pè eur werz côz,
» Eur werz gwec’h-all, eur werz brezell
» N’tré ar Saoz ac ré Breïz-Izell. » —
 
Ac ar Barz coz Mâlo Gorvel,
N’korn an tân, di-war hi skabell,
A gânas neusé ar werz-mân,
Pé-hinin diskas digant-hân : —


III.


Stourmad Sant Cast


« Hen aod-vor pa z’hon tréménet,
» Ar Mor-côz oa meurbet teret ;
» Dislonka ree korfo mâro
» Na c’houlenné miret n’hi vrô.
 
» Ar Brini-môr, a vagado,
» Diskenné n’eùnn gâna enn-ho,
» Da dîbri kalon ac Lagad,
» Ac-a n’eùnn vewé gant ar goad.


» Eûnn Toûsec oa n’kalon unan,
» Lavaré vell-henn da eur vrân : —
» Pébeus dibri è kalon Saoz ! —
» Kalon Saoz milliguet ac faoz ! »
 
Eur Louarn neusé digweas,
Ac è-vell-henn a lavaras : —
— « Yan Saoz urvéé, m’hen goar ’fad,
» O cass Breizad eneb Breïzad.
 
» Ré Breïz-Bihan, deûs breudeur pell,
» Biskoaz hen tré-z-hè n’oë brézell :
» Keït ma vô roc’h hen léz ar môr,
» N’eûnn gàro Erin ac Armor. » —


IV.


Bars hen Sant Cast, hen lez ar Môr,
Diskennas ar Saoz gant fulor,
Wit kômered brô Breïz-Izell,
Ac ober d’himb goall ac brèzell. —

Deûz ho listri hint dilampet
Hanval ouz bleïzdi araget,
Ac ar mâro ac an tân-goall
Dré-oll a c’heuillé an dut fall.
 
Iliz, ac kastel, ac maner,
Koulz vel lojenn ar pesquetaër,
A deuveus laëret ac tànet,
Groagué ac bugalé lâzet. —
 
Med kement se na baad qet pell ;
Tud a so c’hoas hen Breïz-Izell
Wit difenn ar feiz ac ar vrô,
Hen peb tachenn, bet’ ar mâro. —


Deus ar meneïr, ar c’hoajo,
Ar lanneïer, an traouïenno,
Paotret Breïz a so diredet,
Côz ac iaoûank, pas deus clewet.
 
« A raok ! a raok ! Bugale Breiz,
» Paotred heb doan, a galon reïz ; —
» Pa deû ar Bleiz maës ous ar c’hoad,
» Red eo skeï, hen beûzan n’hi voad !
 
» A raok ! ac heb truez skoët
» Hen drem an diaoulo milliguet !
» Dant Doue iell neb a Varwo
» difenn hi feïz ac hi vrô ! —

» A raok ! paotred vad kalonec,
» Pe-ré a gomz ar Brezonnec ;
» Doue so gant-oc’h, ac ar reïz,
» Ac Doue a garr paotret Breiz. — »
 
Ar Saozon a goëz vell keillenn
Dindan hor zàolio hen dachenn,
Ac a z’hint distaolet er môr,
Gant ar baotred-vad an Armor.
 
Ouz kosté ar Saoz eur bagad
A gâne o vônt d’ar stourmad. —
Penoz a c’hoarvé kemennt-man ?
Hor rè ho intennt o kânan !
 
« — Ar werz-se hor n’eus bet clewet
» Er meneïer liez meurbet :
» Ar ré-sè so iwé Breudeur,
» Breudeur d’himb èbars hen Breïz-meur !
 
» D’an traon-ta mousquet ac c’hlézé,
» Na vô groët neb drouk d’ar rè-sé :
» Gant goad ar Saoz a so c’hoëz mad,
» N’scuillomp morse goad eur Breizad ! »


« N’hin hor n’eus breudeur er bed-oll,
» A-boë ar vrô mo saov an Eol,
» Betek Armor, ac pelloc’h c’hoaz,
» Bet’ Erin, hen kreiz ar môr braz.
 
» Memeuz sônio,memeuz Gwerzio
» A gâner barz hor méneïo
» Ac er meneïo a Vreïz-meur,
» Ac hen Erin, mesk hor breudeur. —

» Doue a rô d’himb ar gônit : —
» C’hui, ré Breïz-all, a iello kouit,
» Da laret d’hor breudeur pell-Brô
» A z’homp kâlonec é-vel-t-hô.

» Wit ar Saozon, laret d’hô ré
» A fell d’himb mîret a nè-sé,
» Wit ober teill gant ho c’horfo,
» Da gaôut eed kaër er parko.

» Da dibri d’ar brini hen aod,
» Lec’h peb-himin hen dèfô laod,
» D’ar brini ac d’an Tousseget,
» Pé-rè a garr an neb seurt boëd.

» Paotred Saoz, dalc’het c’hui koûn mad
» Ouz an Trégont — goassa stourmad ! —
» Ouz Sant Cast, ac iwé Gwesklenn, —
» Henès na ankouafet biqenn ! »

Paotred Brô-Saoz, c’hui hen disko, —
Eur Bréïzad da difenn hi vrô,
Hi vrô, hi feiz, — a dâl kant den,
Ac na deûfet d’hor guelet quen.

Ia, da vikenn n’hin difenno
Hor feiz, hor zennt, hor Ilizo,
Bréman an deiz, e-vell gwec’h-all,
Eneb Saoz, koulz ac eneb Gall. —

F.-M. LUZEL.