Mont d’an endalc’had

Soun an Aotrou Fanch

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 247-250)



SOUN AN AOTROU FANCH


————


I


Aotrou Fanch, selaouit, eun tammik,
Frank ho tiouskouarn ha soun ho penn :
Me ia da gana deoc’h eur zounik
Hag a dle ho renta laouen.
Devez ho kouel, eo sur an devez
Ma tle an oll ho saludi !
Aotrou Fanch, ervez ar c’his nevez,
Ni ginnig hon ezanz d’ho fri.


II


C’houi ’zo eur c’hrouadur ar c’hoanta
Askornet mad, rabotet flour ;
Eur c’halvez euz ar re zesketa
Dibaot a ra braoc’h labour
Pa c’hoari gant he gizellik
Portred eur zant, e’r prenn kalet.
Aotrou Fanch, da ober eur zantik
Guell piltoz n’ouffed da velet.


III


Ho pleo, gant lard teuz amanennet,
A rizennit var gorn ho tal ;
Henvel ouz daou vigorn marellet
Ho taoulagad a zo brao ral ;
Mez evit merc’hedigou Sant-Salver
Me ’gav anezho goal lipouz !
Aotrou Fanch, pedit eur gueraer
D’ober doc’h eul lunedou rouz.


IV


M’ho pije bet eun troatad muioc’h
Ploum, ’vel ma zoc’h c’houi e’n ho sa,
E c’helfac’h ober, koulz pe velloc’h,
Eun tambour-major ar brava ;
Ar poultr — kavet eo, siouas ! dija, —
Ho pije, sur ounn, invantet ?
Aotrou Fanch, bete ’r vezen bella
Ho penn c’hui a zo bet stoket.


V


N’eo ket divar dour ha patatez,
Eo savet ker round ho pruchet ;
Ho kinou, flanchet en daou gostez,
A zoug eur rastel mad-lemmet.
Neb-aon, c’houi ’ gar mad eur frigouzen
Hag e’n he zer, eul loumik guin !
Aotrou Fanch, pa velan ho kesten,
Me ’ ziskred eo mad ho skin.


VI


Mar diwez deoc’h dimezi, biken
Va c’hredit, c’houi ’ vezo betet ;
N’eo ket kement ho deuz atouden
A gav, d’ho c’hoan, krampoez lardet ;
Me gred kentoc’h e kavfac’h, siouas !
Bara seac’h ha kerniel butun !
Aotrou Fanch, chommit ’ta didrabaz
Pe, meuz douet, c’hui a ranko iun.


VII


E’l leal, c’houi c’heuz re a spered
Evit beza ken direzon ;
C’houi jommo difrink e’n ho kaouet
Da larda, evel eur c’habon,
Hag a c’hoapaio ’r merc’hed yaouank
Soun ho kribel ha dibikouz.
Aotrou Fanch, krouadurik divank,
E’r fount, guell eo chomm dic’habouz.