Sone ar c’hlasker bara

Eus Wikimammenn


Sone ar c’hlasker bara


skrivet gant Fañch an Uhel


Revue de Bretagne et de Vendée
1865



SONE AR C’HLASKER BARA.

(Iez Tréger.)

Hanwet oun ar c’hlasker bara,
N’hen eus ti na gwélé, nétra,
Renko bepred, keit ma vô beo,
Mont ha bâlé, vel Boudedeo.

Bars ma dorn ma fenn-bâz dero,
’Vâlean, heb paouès, ar vro,
War ma skoaz eur bis-sac’h lienn,
Lec’h na vé kammed bara gwenn.

N’han ket liés d’ar c’hèriou braz,
Ar chass, ’vel ma welont ma bâz,
Hag en pillaou ma holl dillad,
A réed war-n-oun, ’vel war eur c’hâd.


Ann dud iwé ’zo didruez,
Holl lâront d’in : — « Koz didalvez ! »
Ha goapâd ’ra meur a hini…
Ah ! goapâd ar paour ’n hi gozni ! —
 
War ar meaz é-ma ann dud vad :
Eno am bé ma skudellad,
Ha zoken eûn tammik kik-sall,
Eur banné gistr, ’vel ar ré-all. —
 
Pa digwez-han, war dro ann noz,
Lar-han : « Lojet vô ar paour koz ? » —
Hag ann ozac’h kerkent neuzé :
— « Deuit a-raog, azeit azé. —
 
Pell braz n’hon boa ket ho kwelet,
» Pé-lec’h a-baoué ’oc’h-c’hui bêt ?
» Ièn è ’n amzer, deût da dòma :
» Gaodik grèt-c’hui soup d’ann den-ma ! »

Neuzé c’houlenn newentizou
Ar c’hanton hag ar parouziou ;
Ha kent ewit mont da gousket,
Eur werz-koz bennag ’ve kânet.


En kraou ar zaoud pé ann oc’henn,
War ar plouz, ’tiskuis-han ma fenn,
Goudè bout grèt ma fédéno,
Hag é kouskan mad-kaer éno.

Jezuz, hon zalwer benniget,
En eur c’hraou oc’henn ’zo gânet :
Lec’h eur paour, pa vên eur Roué,
Penaos c’hoantaout gwell ’wit Doué !
 
N’ c’hoantaan ket oc’h énoriou,
Tud pinvidig, nag ho mâdou ;
Ma Doué, leûn a vadèlez,
Ma gwel iwé gant karantez.

Ewit-oun, ével ’wit ann holl
E lugern hag é tôm ann heol,
Hag ann eined, skanv ha lirzin,
A gân uz d’am fenn, er mintin.
 
Ma tîgwez d’in kousket é-méaz,
(Evel éma chans ar paour kéaz.)
A uz d’am fenn ’vé ar stéred,
Hag am diouall a zroug bepred.


A-wechou é sonj d’in gwelet
Ann oabl ewit-oun dîgoret,
Ha, di-war eur goumoulenn aour,
Jezuz-Krist o laret d’ar paour :
 
— « Paour kéaz, achu eo da boaniou,
» Deuss ganîn brema d’ann envou,
» En touez ar zennt, ar zennetezed,
» Ar prophéted, ar merzered.
 
» Gwisket d’id eur zaè lienn gwenn,
» Ha war da dâl eur stérédenn,
» E kâni ma méleudiou
» Béleg divez an amzeriou ! »


F.-M. Ann Huel.


Plouaret, ann dri a vîz gwengolo. (1865)