Mont d’an endalc’had

Son neve voar sujet bro an aour c’hanvet er C’haliforni

Eus Wikimammenn
J-F Le Goffic, War dro 1851  (p. 1-7)



SON NEVE
VOAR SUJET BRO AN AOUR
C’HANVET ER C’HALIFORNI.
————
Voar ton : An Doue arc’hant.


Me ho suppli, tostat aman,
Tostat hag e clevfet canan,
Bian ha bras, pinviq ha paour,
An tenor deus a vro an aour.

En Ameriq, dreist ar mor bras,
Pell, pell a c’han, ia, pell siouas !
A so eur c’hontre pehini
A so hanvet Californi.

Neusquet pel amser er vro-se
Ne voëler nemert loëned goë :
Na ti, nag os, na hent, na tud,
Nemest coajou ha loëned mud.


Breman so tri bla, pe voar dro,
En tall rivier Sacramento,
Eur rivier vras deus ar c’hontre,
A teurvejont sevel tie.

Tud a vicher, artisanet,
Gant binviou voë di casset,
Evit toulla fondamanchou
Hag ive sevel mogueriou.

Mes pa gommansjont da doullan
A commansjont da estonan :
Quentan tol piguel deus scoët
Eur peç aour fin a deus cavet.

Eur peç aour flam, melen ha pur,
Sellet outan voa ’r blijadur !
Tregont livr franc, a boëjo Franç,
A boëze er peç bars er valanç.

Hag hi da doullan adare :
Tri feç a quefjont en de-se ;
Bemde toullent, ha dre ma c’hent,
E quevent aour fin voar ho c’hent.

Martolodet deut d’ober dour
Lec’h ma voaint ho tennan aour,
Vel m’ho goëljont, estonet bras,
Da vont da vete’ desertas.

Chetu voë casset arc’herien
Evit clasq an desertourien ;
Mes ar re-man pa deus goëlet
O c’hunan a so desertet.


Hag hi da durnial er blenen,
Ha da glasq aour gant ho sabren ;
Ha mar clesquent, aour a quevent,
Cat a rent aour fin dre ma c’hent.

Neuse voë casset eur bagad
Soudarded fresq, soudarded mad,
Vit gout petra voa er vro-se
Deus pini den na retorne.

Ar soudardet pa deus goëlet,
Vel er re-al so desertet ;
Ha da glasq aour a dars calon :
Ha cat a rent hep toullan don.

Er c’habiten pa neus goëlet,
Voa he escoaden desertet,
Hep taboulin, na pavillon,
A retornas d’he c’harnison.

San Francisco so’r guer vian,
Eur gueric stris, neubet ledan,
Bean devoa evel er Roc’h
Eur pemp cant den pe neubeutoc’h.

Di retornas hon c’habiten
Pa distroas hep he vanden,
Mezus vel eur c’hi ve lacat
Hele e lost eur votes coat.

Pa raportas d’he gomandant
Penos voa bet he accidant,
Hon c’habiten voe quemeret
Evit eun den disquientet.


Caër en devoa, na grede den
Penos er Placer[1] n’ho c’hichen
A quever aour, evel flari
Mesq er fang hag an douar pri.

Quentoc’h e vije bet credet
A voa taguet he zoudardet,
Gant an aër vor, creïs ar c’hoajou
Potramant gant er c’huilet derou.

Prestec cousgoude e credjont,
Evel san Thomas, pa voëljont,
Pa voëljont aour deus er placer
O tont a zammou bars en quer.

Quement den valid voa er plaç
D’er placer souden a redas,
A redas souden der blenen
Evit dasping an aour melen.

Rog fin ar zun ar vourc’hijen
A re ho c’hunan ho souben ;
Rac mevelien vit pris ebet
Na vije er c’hartier cavet.

Ha prefet dus an Departamant
Faut eur mevel, memesamant,
A renque scuban e gambchou
A ciran e votinesou.


Eun den capab, selvige paour
Rog mont da blenen an aour,
A dra certen, rog hir amser,
A retorne croquant der guer.

Peb hini re, en ber langaig,
Mil scoët er zun, pe davantaig,
Rac lies den en deus cavet
N’em heur amser he c’hoec’h mil scoët.

Prest dr’en oll bed eo et er vrud
Demeus eun eveleb burzud,
Ha deus a pevar c'horn er bed
Tud dar vro-se so direded.

Deus Franç, Brosos ha deus ar Spagn,
Deus ar Pruss hag an Allamagn,
Ha memeus deus a fonç en Asi,
A red an dud d’ar C’haliforni.

Hirie en de, a dra certen,
A so eno daou c’hant mil den,
Mes pa vije cant quement all
A vije c’hoas plaç da re all.

En pad cant vloas, ha cant ouspen,
Na diaourfent quet ar blenen,
Pa ne guir so er placer-se
Ouspen tri mil leo a garre.

Mes, jeleoet, — bars er vro-se
Mar de commun an aour neve
Er bevanç a so quer meurbet,
Ha logeïs mad na neusquet.


Eun ti evel eul log glaouër
A goustfe dec’h bars er placer
Cant scoët er zun da neubeutan,
Ha c’hoas a rafe glao ennan.

C’hoas na pequet eur pressec paour
Evit dastum ho tamou aour,
Nag eur chiminal d’ober tan ;
Ho coële ve eur bern trouscan.

Peb livr bara a goust eno
Uguent real, pe voar dro,
Hag eur voutaillat guin-ardant
Daou scoët dec guennec en arc’hant.

Uguent real a goust cannan
Eur rochet voën hac hen sec’han,
Eis scoët coust eun doucen uo
Hag he fritan marteze nao.

Er patates bars er c’hanton,
Dreïst an tro all so diraison,
Eul livr patates poas eno
Goust pris eun anvoar en hon bro.

Ha cousgoude bars er c’hontre
Vanquet meïn da sevel tie :
Na vanq na goë na douar mat
Mes den na c’houl ho labourat.

Rac bete hent quement hini
Arri bars er C’haliforni
A groq ennan eur goël glenvet :
Arroëz an aour a c’he hanvet.


Nini neve er sort clenvet
Ne capab d’ober man ebet,
Nemert clasq aour bars er placer
Queït a neve aëlan d’ober,

Mes ma Doue ! ar c’hlenvet-se
Na nequet eur c’hlenvet neve ;
Ha niver dud bars er vro-man
Cals pe neubet sant anean.

Tud a beb stad, labourerien,
Artisanet, tud a bluen,
Tud a glenve, tud a justiç,
Leaneset, tud a ilis ;

Bian ha bras, yaouanq ha coz,
En Spaign, en Franç, hac en Brosos
Oll a clasquomp, dre vil voyen,
Flourat he c’hof d’hon yalc’higuen.

Ha mar plig dec’h ma son neve
Gant aoun me’r c’hlenvet ive,
Incontinent, mad a caffen
Ma prenfac’h tout peb a feillen.

  1. Er placer eo an ano ve roët d’ar blenennou bras en pere e va cavet an aour neve.