Son ar C’hemener (M. Abgrall)

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hemener.

Feiz ha Breiz, 1909  (p. 313-316)



SON AR C’HEMENER


————



\score {
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup {\caps Allegro} 4 = 132
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \key bes \major
    \time 2/4
    \set melismaBusyProperties = #'()
    %\partial 8*3
    \override DynamicText #'X-offset = #-3
    r4 r8 f^\mf | f^\markup { \bold Solo } bes^\markup { \italic bien rythmé } bes bes | c bes bes4 |  c^\f^\markup { \bold Chœur } d8 bes | \break
    c4^> bes8 bes^\markup { \bold Solo } | bes d^\mf c bes | a g f4 | f^\sf^\markup { \bold Chœur } f8. f16 | \break
    g8^! a^! \stemUp bes^! r | \stemNeutral c4 d8 bes | c4^> bes \bar "|."
  }
  \addlyrics{
    C’houi hoc’h euz kle -- vet me a gred
    Tran lar -- di -- rè -- no,
    Ar vu -- ga -- le o la -- va -- ret
    Tran lar -- di -- ra lan la
    Tran lar -- di-- rè-- no…
  }
 }
 \layout { line-width = #150 }
 \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 132 4)
}}
}
\header { tagline = ##f }


1

C’houi hoc’h euz klevet me a gred
Tran lar dirèno
Ar vugale o lavaret
Tran lar dira lon la
Tran lar dirèno

2

Ar c'hemener ne d'eo ket den,
Nemed kemener ne d'eo ken.


3

Ne dle ket beza enterret
Nak er porched, nak er vered.

4

Nemed e korn eur parkad kerc’h
Holl chas ar barrez war e lerc’h.

5

Mar d’eo ar gemenerien holl,
Evel ar re zo e Lambôl.

6

O va Doue, nak a c’hevier,
Var an torchennou a glever !

7

Ma vent destumet piz ha mad,
E ve aneo meur a zac’had.

8

Ha Paolik lipfe e vourrou,
Divâr eur seurt bern pec’hejou.

9

Mez d’ar c'hemener pa varvo,
Siouaz ! Doue a lavaro :

10

Kerz a zirazon, torchenner
Da welet p’leac’h ’ma da c’hevier.

11

Kaër am euz trei al levriou koz,
A lenner en tiez diouz an noz.

12

Sant ebed enno ne gaver
Hag a vije bet kemener.


13

Sant Joseph a zo bet kalvez,
Santez Zita a oa matez,

14

Sant Per a zo bet pesketaër
Mez sant ebed n’oa kemener.

15

Sant Krepin a oa kereour
Sant Hamon a oa marc’hadour.

16

Sant Vaze a oa skrivanier
Mez sant ebed n’oa kemener.

17

Sant Izidor oa labourer
Sant Fiakr a oa jardiner.

18

Ha sant Herve a oa kaner
Mez sant ebed n’oa kemener.

19

Sant Moris a oa ofiser
Sant Honore oa kourroter.

20

Sent a zo bet e peb micher
Mez sant ebed n’oa kemener.

21

Rak-se tud an holl micheriou
’Deuz eur patron ’barz en nenvou.

22

Ha me gavo ’bars ma vin êz
Eur patron d’ar c'hemener kêz.


23

M’euz ket amzer da vont a bell
Ha rak-ze pa ne gavan gwell.

24

Te vo patron, ar c’hemener
Lusifer goz, tad ar geier !


Kanaouen destumet gant M. A. Abgrall ha kanet gant Potred Sant Nouga e Gouel bleun-bruk 1909.


————