Mont d’an endalc’had

Son an herminig

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1910



SON AN HERMINIG
————
Tôn : Ar c’hok.
I

Eur roue koz a Vreiz-Izel,
La di ri ti tra,
La li ti tra la leno,
Eur roue koz a Vreiz-Izel,
O vont gant e dud d’ar brezel,

A gavas war vordig eul lenn,
Eul loen bihan, eul loenig gwenn,

Pevarzroadek ha soun e benn,
Gwenn evel an erc’h e vleven ;

E vleven flour, e vleven dous,
Evel ar zei pe ar voulouz.

II

An Herminig ’zo net ha gwenn,
Hag an dour ’zo leun a vouilhen.

Nec’het bras eo, o vont, o tont,
Lous eo an dour, ha kuit a bont.

Gant ar c’hoant en deus da dremen,
E droad ’us d’an dour ec’h asten,

Ec’h asten hag e jach kerkent,
O c’harm gant nec’h ha gant anken,

O c’harm gant nec’h ha gant anken,
Gant aon da dapout tarchaden.

III

Kentoc’h eget eun darchaden,
E kar mervel war an dachen ;

Kentoc’h eget ’n em vastari,
Hag en em louza ’barz ar pri,

Dindan mantel vras ar roue,
En em guz en risk e vue.

Gant e vantel, ar roue mad
A zizec’h d’al loen paour e droad.

IV

’Vit derc’hel sonj eus al loenig,
E oe brodet an herminig,

War vantel roue Breiz-Izel,
War e skouejou, war e vanniel,

Hag evit skouer d’ar Vretoned
An herminig a oe roet.

« Kouean en dizenor, biken !
« Kentoc’h mervel war an dachen !

« Kentoc’h mervel war an dachen,
« Eget lakat troad er vouilhen !

« Kentoc’h menel eget pec’hi !
« Potius mori quam foedari !

An Eün.