Mont d’an endalc’had

Son al laouenanik (M.-A. Abgrall)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marv al laouenan.

1903 betek 1907  (p. 308-309)


SON AL LAOUENANIK


————



\score {
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup {Berceuse}
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \key f \major
    \time 6/8
    \set melismaBusyProperties = #'()
    %\partial 8*3
    a'8 a a  a4 g8 | g4 f8  f4. | \break
    a8 a a c4 bes8 | a4 g8 f4. | \stemUp a4 bes8 a4 g8 | \break
    a4 bes8 a4 g8 | a4 \stemNeutral bes8 c4 bes8 | a4 g8 f4. \bar "|."
  }
  \addlyrics{
    En deiz all o pour -- men oan bet,
    Eul la -- ouë -- na -- nik ’m_oa pa -- ket_:
    Tra -- li -- la -- li,
    Tra -- li -- la -- li,
    Tra -- li -- la -- li,
    tra -- li -- la.
  }
 }
 \layout { line-width = #123 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


I


En deiz all o pourmen oan bet,
Eul laouenanik ’moa paket
Tralilali, tralilali,
Tralilali, tralila.

II

Pa oa paket, paket e oa,
Ha laket er c’hraou da larda… Tralilali…

III

Pa on lardet, lardet e oa,
Klasket ar c’higer d’hen laza.

IV

Ar c’higer hag e vevelien
A youc’he fors war laouenen.


V

Lakeat var an dôl da laza,
Ha klasket kerdin d’her staga.

VI

Pa oa lazet, oue displuet
Ha goudeze diskroc’hennet.

VII

Hag e blün a oe destumet
Kaset da boueza d’an Naoned.

VII

Pa ouent pouezet, pouezet e oant
Hag e pouezent daou lur ha kant.

IX

Kouskit aze, toutouïk me
Ken ’ zavo ’n heol e beg ar goue.
Tralilali, tralilali
Tralilali, tralila.

Destumet gant Mari-Anna Abgrall, ha kurunet dezi e Gouel ar bleun bruk 1906.