Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Soezik.
Soazig
————
I
E miz mae, pa vez an heol skler,
Pa gan ar voualc’h, an alc’houeder,
E savas Soazig, mintin mat,
Ha buan ’wiskas he dilhad.
II
Koef lien war he bleo melen,
Brozig marellet, lerou gwenn :
Ha da redek dre ar parkou,
Da gutuilh a bep tu bleuniou.
III
Skanv ha laouen, glebiet he broz
E mesk ar geot, gand ar gliz-noz,
O ! m’ho pije gwelet Soazig !
Doue ! koantat m’oa ar plac’hig !
IV
Ar c’helien-aour, ar melvennou,
Kenkouls hag an evnidigou,
A zarnije a-uz d’he fenn
Pep-hini gand he c’hanaouenn.
V
Ma lavarent d’ezi : « Deiz mat !
« Deiz mat, plac’hig, ken skanv a droad !
« ’ Vidout eo ken kaer ar bleuniou,
« ’ Vidout e kanomp hor soniou ! »
VI
Hag an heol-sav, ouz he gwelet
Ker koant, ker koant, ’oa souezet,
Ha mezek, me gred, eun tammig,
Trec’het ma oa gand eur plac’hig.
VII
Skanv ha laouen, glebiet he broz
E mesk ar geot, gand ar gliz noz,
O ! m’ho pije gwelet Soazig !
Doue ! koanta m’oa ar plac’hig.
|
————