Sketla Segobrani vol3/Rann 35
An digalon hag ar spont a grogas e tud Roudon pa weljont, ouz skleur an taniou, an dachenn en-dro d’an ti golôet gant korfou maro berniet o brezelourien. Anaout sklaer a rejont e vijent lazet holl-gwitibunan gand an daou deuz-goulou boemus a glevent o kana o chan-brezel e-kreiz an ti e flammou. Ma vennas Medua dizarbenn distrujidigez he foblad dre vont d'an emgann evito ha mervel en o lec'h. Aner e voe d’ar baotred yaouank, d’ar vrezelourien, d’ar bengadourien, d’ar gozidi ha da guzulierien ar bobl klask he distrei a-ziwar he menoz. Gwiska he dilhad-emgann a eure, kregi en hec’h armou, kimiadi diouz he zud hag en em strinka war-du an ti. Betek-hen, dre he nerz, hec’h ampartiz-vrezel, he hud, n’he doa anavezet nemed an trec’h. An dro-man, avat, n’edo a-wel nemed a zrouziwez hag a varo. Esus eo a zeuas war arbenn d'ezi, hag ouz e welout, ez eas ar rouanez ruz-tan-regez. Strafilhet edo gand an droug a oa enni, rak eus an daou gadour hennez eo ma ’z oa bet an dougeta d’ezan. Ha hi sailha gantan evel eur vleizez ! Esus, avat, a dorras d’ezi hec’h armou, he skôas d’an douar hag a dreantas he c’horf seiz gwech treuz-didreuz gand e gleze. Neuze trouc’het outi he fenn e stlapas anezan e-mesk ar vrezelourien ha kêriz oc’h arvesti, en eur lavarout : « Tudou, setu aman penn ho muia-karet ! » Hag ar vrezelourien ha kêriz ha tec’hout mar gouient, oc’h en em skigna a bep tu.
Ha mont Esus d’ar c’harc’har-maen m’oa bac’het ar ouestlidi. Troad houarn e vouc’hal a stokas ouz an nor anezan ha kerkent e strakas an nor a dammou [1]. An holl ouestlidi a oa dalc’het eno a zeuas er-maez, en o fenn Maponos, mab Matrona, ha mont pep-hini daved e vro hag e bobl. Hogen, kent kimiadi, e lavarjont da Esus ha da Gernunnos penaos ez oa marvet Kantamos dre stign rouanez ar C’hornog goude da houman genel d’ezan eur verc’h, Alaba.
- ↑ Boaz ar vouc’hal, n’oa ket bet meneget betek-hen e roll armou Esus, a zo da evezia. Kenveria Frazer, op. cit., I, p. 127.