Sketla Segobrani vol3/Rann 23
War ar rouantelez-se e renas d’an diweza Medua an Iberiadez. Ha n’eo ket heb abeg ez oa bet anvet Medua [2], gant ker kaer ez oa he c’hened ma vezve diwarni ar baotred kerkouls ha diwar bïer pe zour-mel. Eno ez oa dalc’h he nerz, hag ivez en he strobinellou. Eun huderez dispar a oa anezi pa sente outi tan, mor hag avel. Bep bloaz e rae eul lidlazad da vammou an douar. Hag eul lidlazad disked n’oa ket hennez, o veza ma ’z oa hi eo a lazed. E kanv edo an holl vro. Hogen ne bade maro ar rouanez nemet berr-amzer. Adveva a rae eun nebeut goude, ha ganti ec’h adveve ar rouantelez. En deiz ma varvje da vat ar rouanez ez afe ar rouantelez da get [3].
Tud Iberia a lavar ez oa boas rouanez Roudon da zilenn bep bloaz da bried ar gwaz eus he rouantelez a vije an dellezeka d’he c’harantez. Diwar an enor-dreist-se ne zeue d’ar gwaz neb beli. Hag hen pried ar rouanez n’oa ket roue evit-se. Bet he doa Medua da bried lerc’h-war-lerc’h an holl wazed kaloneka, krenva ha skiantela eus he rouantelez, ne vern a be liou, ne vern a be ouenn e vijent, ha bet d’ezi diwarno holl krouadurien. Ha bep tro ma teue en he rouantelez divroïdi, hag i neuziet-dreist, e stage ar rouanez d’o arnodi e meur a stumm da c’houzout ha par ez oa d’o neuz-vat o meiz hag o c’hadarnded. Ha trec’h e teuent eus an arnodou-ze, en em unani a rae ganto da gaout diwarno mibien [4].
Medubriga, hennez ez oa ano al lec’h ma veve rouanez Roudon [5]. Eur c’hrenvlec’h-mein galloudek ez oa o sevel tost a-walc’h d’ar mor, war lein eur grec’hienn roc’hellek. An dismantrou anezan a zo bet diskouezet d’in hag em eus o gweladennet. En he sav eman bepred ar voger-dro ; steuziet, avat, an ti-meur e-kreiz ar mogeriadur. Er gompezenn, e-harz ar grec’hienn, ez oa, e grez an ti-meur, eur geoded vras anvet Tarvenna [6] a zo bet pulluc’het gand an doueed. El lec’h ma save n’eus breman nemet raden, balan ha geot-strouez. Eus an tïez anezi ne van ken nemet poullou dam-atredaouet ma ra al lern o annez enno. War-dro eno e tiskouezer c’hoaz diskaraduriou all, eur voger graet a vein bras a reer anezi « Karc’har ar ouestlidi » hag, er grec’hienn, dereziou he doa ar rouanez graet bena er roc’h, d’ezi da arvesti ac’hano ouz ar c’hoarïou hag an emgannou tirvi er gompezenn [7].
- ↑ Kenveria Medh (Epopée celtique, p. 109-125), « the Queen of Roy (Red) » (Banrigh na Ruaedhe), Macdougall, op. citato.
- ↑ Frazer, le Rameau d’Or, III (Cultes agraires et sylvestres), pp. 61-78, 127-141.
- ↑ Kenveria Frazer, I, p. 230.
- ↑ Kenveria Rev. celt, 1911, pp. 232-6.
- ↑ Kêr grenv eus an ano-ze (Medubriga) e Luzitania, D’Arbois, Noms gaulois, p. 126.
- ↑ War an ano-kêr-ze sellout D’Arbois, les Celtes, p. 50. Diwar tarvos « taro ». Diwar-benn an dilostger -enna en anoiou-kêriou, sellout Philippon, les Ibères, p. 52.
- ↑ Kenveria R. Dussaud, les civilisations préhelléniques, eil mouladur, p. 67 (sk. 46), p. 71, p. 72 (sk. 50), p. 394 (sk. 290), p. 395 ; Glotz, la Civilisation égéenne, Paris, 1923, p. 341, (sk. 51).