Sketla Segobrani vol3/Rann 21
Brudet eo bet a-viskoaz an douarou, en em astenn a-hed ar mor er c’hornog hag er mervent, dre an tenzoriou a zo enno. Ker stank en o diabarz an aour ha ma ’z eo an traez hag ar grouan e lec’hiou all [1]. Arc’hant, staen, kouevr ha houarn a zo anezo eno meneziou a-bez [2]. Er c’hompezennou hag en traoniennou freskaet gand an avel-vor, mammou an ed ha mammou ar frouez ne ehanont nepred [3]. E-doug an holl vloavez ne baouezont a greski hag a zarevi frouez hag eostou. Ezomm ebet d’an den kleuza staoliou d’e loened ha sevel krevier. Gweladennet ne vez ket ar vro gant Giamos [4]. Ne astenn ket e impalaerded war ar rannved-ze, dianav enni yenien, erc’h ha riell.
Ker bras talvoudegeziou o deus dedennet du-hont abred tud eus pevar c’horn ar bed. Dont a rejont eus enez Kartara, eus an Afrik, eus enezennou mor ar Reter, hag en em veska e-touez henvroïz a oa bet ganet, war a lavarer, gand an douar evel ar ramzed. Di e tegouezas ivez, hep mar, bagadou deut eus ar vro-Wenn, ma kreder ez eo diwarno ar re e-mesk Iberiz a zo uhel o ment, melen o bleo, gwenn o c’hroc’hen [5]. Ha gand ar re-ze end-eeun ivez eman ar gwella boaziou.
Diouz ma lavar an Durdetaned, anezo ar re ouizieka eus an holl Ibered, Libus, Kempsos, Saepos, Iberos, Ligussos ha Draganos e voe anoiou ar c’houec’h den kenta a zegouezas eus ar Sav-heol war glann ar mor-Bras da zastum aour, arc’hant hag oc’hen. Diwar diskennidi ar c’houec’h-ze e voe c’houec’h poblad al Libuaned, ar Gempsed, ar Saefed, an Ibered, al Ligured hag an Draganed. Ambiarariz Galia (Ambiarari) [6] a zo ganto eul lavar a-rumm-da-rumm a-zivout Iberos. Lavarout a reont ez eo bet lazet an den-meur-ze er c’hoad a zo golôet gantan diou c’hlann an Arar, hag e teuas d’ar stêr hec’h ano eus breur Iberos en en veuzet en douriou anezi [7]. Sevenet ganto an diweza lidou d’o zad, e tiskennas mibien Iberos red ar Rotanos [8]. Degouezout a rejont e-tal an aber anezan, el lec’h m’en em rann ar stêr e meur a naoz evit mont da zinaoui he dour e mor ar C’hreisteiz dre seiz genou. Eno e savjont emgann ouz mibien Libus, ma voe red d’ar re-man en em repui war o bagou [9]. Treiza mor a eure mibien Libus ha diskenn war aod an Afrik : diwarno eo an ano a vez graet eus ar vro-ze gand ar C’hresianed. Evit mibien Iberos, astenn o domani a rejont war holl rann-vervent ar bed beteg ar mor-Bras. E koun d’o zad eo e voe anvet ganto Iberos penna stêr ar vro-ze.
- ↑ Kenveria J. Halévy, la Correspondance d'Aménophis III et d’Aménophis IV, lettres babyloniennes trouvées à El-Amarna transcrites et traduites, Paris, 1899, p. 524.
- ↑ « Pep menez, pep torgenn a Iberia a hanval beza eur berniad danveziou-moneiza darbaret gant daouarn brokus Fortuna », eme ar beachour gresian Poseidonios meneget gant Strabon. Hag e lavar Strabon ouspenn (III, 2, 8-11) : « Gounidou bras-divent a vez graet gand an Durdetaned en o mengleuziou kouevr hag arc’hant. En o c’houevregou eman ar c’houevr rik oc’h ober ar bevarenn eus an danvez dizouaret, ha seurt arc’hantegi a anavezan en o bro hag a zegas d’o ferc’henned en eur ober tri devez talvoudegez eun talanton (6.000 lur tost da vat). » Kouevregou an Durdetaned a zo anavezet breman dre ar bed holl dindan an ano a vengleuziou ar Rio Tinto ha Tharsis, e provins Huelva, kreisteiz ar Spagn, ha mengleuziou Sao Domingos, er Portugal (Reclus, Europe méridionale, pp. 742-5, 976-7). En eur gichen gand ar mengleuziou-ze e oa en Hen-amzer eul lec’h brudet, e ano menez Kassios (mons Cassius gouez da Avienus), anezan eur vengleuz pe eur marc’had evid ar staen. Diwar-benn mons Cassius hag an aremennou (klezeier, kontili, hag all) divoret e porz Huelva e 1923, gwelout C. Jullian in Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus, 1923, pp. 203-5. A-zivout al levezon a ziskouez ar sevenadur iberiek kaout war eun darn vat eus an Europ e marevez ar c’houevr, lenn Nils Aoberg, 1922. Cf. S. Reinach in Rev. arch. 1922, I, p. 376 ; Rev. celt. 1913, p. 358 ; Déchelette, Manuel, Bronze, p. 83.
- ↑ Diwar-benn ar Mammou, Frazer, le Rameau d'Or, III (Cultes agraires et sylvestres), p. 215-269 ; Rev. celt., II.
- ↑ Ar goanv pe zoue ar Goanv. Diwar-benn klouarded an temz-amzer el Luzitania ha kened ar maeziou anezi, dreist-holl re Coïmbre (Konembriga e keltieg), sellout E. Reclus, Europe méridionale, pp. 930, 945-6, 962. Dismantrou Konembriga a zo bet kavet enno eleiz a enskrivaduriou kalz a anoiou keltiek warno.
- ↑ Silius Italicus, XVI, 471-472, Dottin, Anciens Peuples de l’Europe, p. 67.
- ↑ Glannidi an Arar », ambi- « en-dro da ». Arar pe Saukona « Saône ».
- ↑ Kenveria De fluviis, VI, 1.
- ↑ *Rotanos pe *Rodanos « Rhône ». Rodanos a zo ouspenn hen-ano : 1° ar Ron pe Ren, adstêr ar « Mosella » ; 2° ar Rône, adstêr ar Sarthe ; 3° eur stêrig eus departamant al Lot ; 4° ar Rodano, adstêr ar Cristolo, adstêr ar Pô, en Itali ; 5° an Tavignano, en enez Kors, D’Arbois, Premiers habitants, II, pp. 124-30.
- ↑ Kenveria Plinius, III, 33.