Sketla Segobrani vol3/Rann 13
Poblet ez oa ar vro-ze gant tud ramzel o ment, du o bleo, kramennek o c’hroc’henn, henvel e pep giz ouz ar vrezelourien. A-zevri edont gand al labour. A-viliadou ar pennou-chatal a vagent ; ec’hon-divent ar parkou a zigorent, a hadent, a c’houennent hag a vedent.
Diskar tïez, krenvlec’hiou, labouradegou a raent da sevel re-all brasoc’h ha gwelloc’h stummet. Kirri ha listri-mor a oberiatent ; ha toulla kroc’henn an douar da denna dioutan metalou, teuzi aour hag arc’hant, morzolia kouevr hag arem, gwea gwiad. War bep doare poelladennou ha c'hoariou e pleustrent e sell da greski nerz ha gwevnded o c’horf, o skiant er brezel, o ampartiz en embregerez an armou. Ganto ne gleved na ganaouenn-eva na telennadenn. Ne weled den o wezboellat pe oc’h orgedata. Hogen ne dav pred ebet, er vro-ze, al labour hag an embregadeg, kevrennet ma ’z eo broïz e diou skouadrennad, an eil o labourat en noz hag o kousket en deiz, eben o labourat en deiz hag o kousket en noz. Hounnez eo bro ar ramzed-zu, bet trec’het gwech-all gand an doueed. D’al lezenn-man o deus en em endalc’het o-unan : labourat dibaouez ken n’o devo digollet o drouziwez ha dic’haouet o re varo. Nevedenn ebet er vro-ze, na lidou, na pedennou. Ar ramzed n’o deus ket a zoueed, pa n’anavezont beli ebet trec’h d’o hini [1].
Neuze e welas Atepomaros da betra e talveze ar baotred, ar merc’hed hag ar vugale a oa aet ar vrezelourien d’o c’herc’hat e bro ar Reter. Degaset e veze hiniennou anezo war ar maez, hag eno o lazed ; ar gwad anezo a laosked da redek en ervennou ; a-dammou e trouc’hed o c’hig hag an tammou-ze a zouared a-zehou hag a-gleiz en ambriou devommet gand an alar ; kalzennet war an hentou, an eskern anezo a veze devet ha skignet al ludu diouto er parkou. Strujusaet beb ar mare dre gwad, kig hag eskern losket an dud, e taole an douar eostou, eur marz ! [2] Kaset e veze ar re-all el lec’hiennou na venne ar ramzed sevel tïez, krenvlec’hiou ha labouradegou. Eno e vezent lazet ha douaret evit suraat d’ar savaduriou kadarnded ha hir-bad [3]. Ar pep yaouanka ha kaera eus ar baotred hag ar merc’hed a vired d’ober ganto a-hend-all. Ar re anezo a oa ar c’huilha hevag a veze enberiet pe daolet e kaoteriou, d’ezo da vont da vagadur d’ar ramzed [4]. Ar re grenva ha skanva, avat, a zegased er goarivaou [5], hag e rae d’ezo ar ramzed a-heligenta er redadeg gand o c’houn, o c’hezeg hag o zirvi [6].
Ar plac’h yaouank a lakeas Atepomaros da ergerzout a bep tu ar vro-ze eus ar ramzed. Ober a reas d’ezan gweladenni pep korn anezi ; kement a oa da welout enni a voe diskouezet d’ezan. N’o devoe ket a nec’h a-berz ar ramzed : hag i gouez, garo ha dizeven, o lezjont da welout pep tra. Nemet war o distro, p’edo ar roue hag ar plac’h yaouank o tremen dre eur gompezenn vras ma talc’he eno ar ramzed eur vodadenn en-dro d’o daou roue, ar re-man o galvas daveto. Penrenerien ar ramzed, d'ar pred-se, edo Verkatus ha Vertigernos [7], o-daou mibien Erkos, mab Brenka [8], mab Ogros.
« Eus ar ouenn bet engehentet gant Belios eo ez out-te, emezo da Atepomaros ; hag ar plac’h ouz da ambroug a zo unan eus an nao gwerc’hez a zalc’h beo an tan war oaled an doueed. Hogen, ha d’eoc’h beza enebourien, ne glaskimp ket noazout ouzoc’h, rak war hon douar netra n’hellit en hon eneb. Ne zoujomp den, ha dre hon labour e kresk bemdez hor galloud. »
Penrenerien ar ramzed a gasas Atepomaros e brasa kledour ar vro. Alc’houeziet ez oa an dorojou warnan. O digeri a rejont war-bouez alc’houeziou houarn [9] a vije bet unan hepken anezo eur gwall-samm da zaouzek kadour. Leun ez oa ar c’hledour-ze a vorzoliou houarn bras-divent. Unan, avat, a oa trec’h d’ar re-all. Ma vije bet lakaet ar morzol-ze war bladenn eur ventel [10] ha war an eil pladenn menez Tauros, ar morzol eo en dije gwintet ar menez.
« Hon doueou a reomp eus an horziou-ze, ha setu aman an nevesa-ganet anezo, emezo en eur ziskouez ar morzol brasa. Bep bloaz e krouomp unan nevez, o veza ma teu hini ar bloavez kent re skanv d’hon nerz atao war greski. Deiz a vezo ma vo stummet ganeomp ken bras morzol ma na vo netra evitan. En deiz-se e flastrimp an doueed hag an dud hag e kasimp ar bed da get. Ha c’houi, tud ar bagadou manet gwirion d’al Lezenn, n’hellot netra en hon enep, rak war vihanaat ez a bemdez an niver ac’hanoc’h [11]. Skoazellerien hon eus dre ar bed oc’h ober a-du ganeomp. An dud a gaso da fall an dud, hag ar ramzed a gaso da fall an doueed dre ar merc’hed a vo engehentet ganto [12]. »
Atepomaros hag ar plac’h yaouank a zegouezas neuze gant glann ar mor-Bras. Hinoni a rae an oabl, hep mouch avel en amzer. Ha padal edo strafilhet ar mor dre eun boulenn vras o tont eus ar Sav-heol. A vare da vare e teue tonnou divent d’en em darza gand eun trouz-taran ouz glann bro ar Ramzed.
Ar plac’h yaouank a lavaras d’ar roue :
« An traou emout o paouez gwelout a gomz drezo o-unan. Ezomm ebet d’o diskleria. An neb na seven ket ar c’halvedigez fiziet en e Ouenn gand an Tad a ya da astenn buhez ha da greski nerz ar galloudeziou fallakr. Maga a reont, ramzed an douar, êrevent an aer, euzadennou an doureier. »
- ↑ D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 6 (eil mouladur).
- ↑ Lidlazadou tud da surat frouezusted an douar ha puilhded an eostou, Fraser, III, p. 288-301.
- ↑ Sébillot, le Paganisme contemporain chez les Peuples celto-latins, p. 199-201 ; Nennuis ha Geoffrey of Monmouth apud G. A. Giles, Six Old English Chronicles, Bohn’s Antiquarian Library, london, 1891, pp. 192, 401-2. Cf. L. A. Patton, The Story of Vortigern’s Tower (in Studies in English and Comparative Literature, Radecliffe College Monographs, Boston, 1910). Cf. ivez H. Vincent, Canaan, d’après l’exploration récente, Paris, 1907, p. 203.
- ↑ Debrerien-tud a vez alïes eus ar ramzed en hen-lennegez Kembre, Mabinogion, II, p. 233, notenn 4.
- ↑ Eur ger hag a zo miret en anoiou-lec’hiou. En iwerzoneg cluichimag, eul lec’h miret da bep doare c’hoariou, Joyce, II, p. 475.
- ↑ D’Arbois, Epopée celtique, pp. 322-5, 416 ; Dussaud, Civilisations préhelléniques (eil mouladur), pp. 72, 79, 394-6 (skeudennou).
- ↑ Verkatus « emgann bras », Vertigernos « tiern bras » , D’Arbois, Noms gaulois, pp. 172-8.
- ↑ Erkos, kembraeg erc « fall » ; Brenka, krenn-iwerzoneg brec « gevier », Rev. celt. 1896, p. 102.
- ↑ Alc’houeziou ar Gelted, Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1391, skeudenn 619.
- ↑ « Balans », hen-vrezoneg menntaul, kembraeg mantawi, mantol, Loth, Vocabul. v. br. p. 184. Hen-geltiek mantalon ? Dottin, Langue gauloise, p. 262.
- ↑ Revue de Paris, 1912, p. 342.
- ↑ Anderson-Leclercq, p. 43.