Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol3/Rann 07

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 16-19)


Ar Vro skournet, ar c’haouenned-erc’h hag an arzed ramzel.


A-gevret evel-se e treizas al lestr hag an daou varc’h mor maro an hanternoz, ma touarjont war ar c’hlann-hont. Strobellet-holl ez oa gant korfou maro loened pevar-zroadek a bep gouenn, hanter-sebeliet en erc’h hag er skourn. Ar c’horfou maro-ze, a-vil-vern, a oa anezo, a-hed ar mor, eun doare tornaod, hag hen diou wech keit ha goaf bras eur brezelour [1].

« Petra eo ze, plac’h yaouank ? a c’houlennas ar roue.

— Diaes n’eo ket kavout petra eo, emezi. Korfou maro eo al loened pevar-zroadek o deus tec’het gwechall rag ar yenien-meur o tont eus an Hanternoz. Chom a-zav o deus ranket aman dirag ar mor, pa n’oant ket evid e dreiza, ha gand ar yenien en deus o lazet ez eo bet miret ar c’horfou anezo. Gwezus hag anevalus ez oa gwechall ar rann-ved m’en em gavez breman, hogen gand ar goanv-meur Rogiamon [2] ez eo aet d’ar vro skournet a welez. »

Ramedon, an hent bras, a adkroge en aod-se. E toull an hent edo eur paotr gwisket en eur vantellig c’hell m’oa kabellet e benn gand ar c’hougoul anezi [3]. Gantan ez oa en e zourn eun horz houarn hir-fustet. Hag hen en em lakaat da c’hervel a vouez uhel [4]. Ha setu ar re m’edo o c’hervel. Gervel a rae ar bagadou aet d’ober o annez e bro-C’hres hag en enezennou mor ar C’hreisteiz, ar re o doa aloubet ar Vinolandon [5], an Itali hag ar Spagn, ar re o deus treuzet ar mor hag a zo aet en Afrik [6] hag en Azi. Gervel a eure ar meuriadou a zo aet da anneza e Galia hag en enezennou bras ar Gwalarn, ar re o deus en em ziazezet en Erkunia, er Bannonia hag en Thrakia, etre menez Tauros ha menez Karpis [7]. Gervel a eure an holl vagadou a ouenn Vanos o deus en em gemmesket gand ar poblou trec’het. Ha da bep galvadenn, e bourz al lestr, mareadou tud a responte dre lenvadennou ha sulbedennou. Diskenn d’an douar a raent an eil war-lerc’h egile hag e hete d’ezo ar paotr war an aod donedigez-vat ouz o skei gant e horz. O arouezia a rae hag o gouestla da c’halloudeziou an Islonk hag o c’has, goude, war hent an Hanternoz.

Atepomaros hag ar plac’h yaouank a yeas ebiou, kent pell, d’an holl vagadou reuzeudik-se, hag e voent kaset gant Ramedon a-dreuz da gompezennou ec’hon goloêt a erc’h hag a skourn war-du eun dremweliad meneziou uhel. Netra veo oc’h enaoui an digenvezderiou gwenn-kann ma taoulamme drezo o c’hezeg, nemet kaouenned hag arzed gwenn. En o c’hlud war ar skournennou a-ribl an hent, e trôe ar c’haouenned ouz an daou varc’heger o daoulagad kizier briz-melen-ha-du hag e sellent outo bamet-holl. Evid an arzed, avat, ne rejont van. Kantren a raent war o faoiou aman hag a-hont, dre unanou pe a-dorkadou. Beb ar mare, ez ae hini pe hini anezo en e sav war e baoiou a-drenv hag en em astenn a rae e gorf ha brasaat ken na daje kern vlevek e benn da steki ouz bolz an oabl [8]. E benn stok ouz an nenv, e dreid en douar, an arz, aet ramzel, a vane eur pennadig o sellout war-du ar mor. Hag hen neuze oc’h adkoueza war e baoiou ha dont d’e vent reiz. Neuze e veze tro d’eun all da sevel war e ziadrenv ha da ramzelaat. Diouz ar selledou-ze e kavas da Atepomaros n’helle ket seurt loened beza arzed gwirion, hogen arc’houereed pe êrevent o c’hortoz an eneou d’o spourona ha d’o bourrevia war o zremen.


  1. Damdost da 2 m. 25 hirder ez oa fust goaf bras ar Gelted (lankia) a oa a-wechou betek 30 santimetr an houarn anezan. Berroc’h ez oa ar goaf-bann (gaison).
  2. Ro kentger-krenvaat, giamo- « goanv ». Diwar-benn an doare plantennou eus douarou an Hanternoz (Spitzberg, enezenn an Arzed, Nevez-Zembla, Island, Groenland) kent skournidigez ar penn-ahel-bed, sellout Morgan, Premières Civilisations, pp. 51, notenn 2 ; 55, not 3. De Lapparent, Abrégé de Géologie, 6vet mouladur, pp. 303, 313, 366. Ar c’hoadou m’edo golôet ganto neuze an douarou tro-penahelel (circumpolaire) a oa anezo ar gouennou gwez a gaver breman en Europ hag en hanternoz an Amerik : dero (quercus), gwern (alnus), elo (populus), tilh (tilia), gourwez (sequoia), sedrez (cedrus), sapr (abies), pin (pinus), ebena (diospyros), hag all. D’an hevelep koulz, an Europ a oa enni c’hoaz gwez rannou kedezel ar bed : palmez, gwez kanfr, gourraoskl (bambusa), hag all.
  3. Ar vantell anvet kukullus eo, Cagnat-Goyau, Lexique des antiquités romaines, p. 90, skeudenn 121 (sklav) ; Jullian, Gallia, trede mouladur, p. 108 (bugel) ; Wright, the Celt, the Roman and the Saxon, 5vet mouladur, p. 256 (healer-alar).
  4. Kenveria ar pennad diwar Prokopios (Vvet kantved goude H.S.) e D’Arbois, les Druides, p. 125-6.
  5. Giniann, bro ar Gwin pe ar Winienn, en Itali-Uhela.
  6. Anoiou lec’hiou ha poblou o lakaat anat ez oa poblou ariek-o-yez war aod Afrik an Hanternoz (Marok, Aljeri, Tunizi) kent donedigez ar Romaned, Philippon, les Ibères (1909), p. 37-60. Tud mentet-uhel ha blevet-melen e-touez poblou koz an Atlas, Weisgerber, les Blancs d’Afrique (1910), pp. 24-5, 29, hag all. Tud a hevelep neuz-korf e-touez Gouanched enezennou Kanari, ibid. pp. 183-90 ; A. Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 294-5 ; e-touez an Ibered, Dottin, Anciens Peuples, p. 67.. Ar poblou-ze a yez ariek a zo da zishanvalout diouz ar C’hetuled (Getuli), a veve dounoc’h er c’hreisteiz hag a zo, gwirhenvel, gourdadou Numided an amzervez roman, Berbered an amzer-vreman, Berlioux, les Atlantes (Annuaire de la Faculté des Lettres de Lyon, I, Paris, 1885), pp. 15-36. Diwar-benn hen-istor Afrik an Hanternoz kemer kelenn diouz Stevan Gsell, Histoire ancienne de l’Afrique du Nord, Paris 1920.
  7. Tauros, an Alpou ; Karpis, ar C’harpatou.
  8. Kenveria Loth, Mabinogion, I, kenta mouladur, p. 225 : « Pa felle da Gei e teue keit hag uhela gwezenn ar c’hoad ». Diwar-benn Kel Hir, id, p. 198, notenn 1.