Sketla Segobrani vol2/Rann 43

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 78-81)




Kentel ar Bed.


« Ha breman, o mab, eme an drouiz, lavar d’in ar gentel en deus kanet d’it ar bed ».

Vindosêtlos a eilgerias : « O tad, o mestr, lïes kentel a zo e kan ar Bed, hogen n’eus ennan nemet unan hag e ve poellek he selaou. Krenvaet gant da zeskadurez, sklêriet gant da ouiziegez, bleniet gant da furnez, hounnez eo am eus dalc’het em spered ; ar re-all, avat, am eus losket da vont.

« Gouennou kaer, mat hag eeun am eus gwelet bet kaset da get dre vrezel gant gouennou hakr, divat ha gaouiad. Tud am eus gwelet o koueza, hag int dellezek da veva ; tud am eus gwelet o veva hag o c’hourdrec’hi, hag a garje an Douar o lonka, hag a garje an Tan o fulluc’hi !

« Nann, n’eo ket ar bed-man bed marzus ar C’hornog gand e voger aer didreuzus da gement nerz-enebour a ve[1].

« Edalc’h ar gouennou fall eman ar bed-man. Kreski ennan hag ober berz a reont. En em astenn a reont ha kerzout drezan en o frankiz eus an eil penn anezan d’egile.

« Tankorix[2] n’eo aman nemet eur rouanez digurunennet, eur rouanez dindan dec’h ha lakaet an hu warni hag o redek diarzao bagadou bleizi war he lerc’h.

« Merc’h Sedos[3] n’he deus ket a zifennourien er bed. N’eus nemed ar re zinerz a gement o dije koun eus hec’h ano, ha c’hoaz hepken e-keit ha ma vezont dinerz.

« Etre Azia hag Europa em eus gwelet ti-meur Mestr ar Bed. Eur menez eo, kleuz, moal, divent, kanvaouüs da welout. Pennou maro war e c’horre, pennou maro en e ziabarz, pennou maro ouz toull e zorojou, peb a benn maro war ar peuliou eus ar c’harz tro-dro.

« Di em eus gwelet Mestr ar Bed o tont d’e bred. Eun doue dall eo, mantrus e nerz. Klopennou ar c’hibou-eva anezan, ha gwad enno da evadur. Eskern e ziskou, ha da voued warno kig mab-den. Kroc’hen tud lazet an douzier war e daol. Êrevent war e dro oc’h ober da vevelien, êrevent o ren e daoliou en emgann !

« Heman n’eo ket eur bed ma c’hallfe an den gwenn beva ennan dibreder, distourm ha dilabour. Ec’hoaza e-tal ar buoc’henned, pleza bleuniou gand ar merc’hed, kana, telenna, mellat war ar c’hlazenn, evneta er c’hoadou, kement-se ne zere ket...

« Beza mat n’eo ket a-walc’h, red eo beza eveziek. Beza eveziek n’eo ket a-walc’h, red eo beza nerzek. Hogen, n’eus ket a nerz hep gouiziegez. N’eus ket a ouiziegez hep klask na poellad.

« N’eo ket a-walc’h beza gouiziek, ha nerzek hag armet-mat hag atao war evez, ober ged noz-deiz e pep toull-ode, e pep roudour, e pep porz-mor, e-tal pep marc’had, war ribl an henchou hag ar gwenodennou, e lein ar c’hrec’hiou hag ar begou-douar, war glann ar plegiou-mor :

« Neb na argad a vo argadet. Neb na c’hourdrec’h a vo gourdrec’het. Neb na gresk ket a vo krennet. Neb na laz ket a vo lazet...

« Setu ar gentel a gan ar bed, o drouiz ».

An drouiz a lavaras :

« Da veuli a ran, o mab, dre m’ac’h eus klevet ar gentel c’haro a gan ar bed ;

« Dre m’ac’h eus anavezet, dindan kroc’hen an den daou-droadek, ar bleiz pedergarek ;

« Dre m’ac’h eus merzet, a-dreuz da gudou flour ar sellou, ar ratoz-laza a zo er penn ;

« A-dreuz d’ar gweenn hegarad, an dremm trellet-holl a gasoni ;

« E-kenver an dourn dehou o tigas d’it rôadou, an dourn kleiz o tic’houina ar gougleze.

« Gwir-vestr ar bed ac’h eus gwelet, Katus Dall[4] a vrev ar brôadou hag a laka da lenva ar mammou.

« Henvel ouz an dud wenn an doueed wenn. Gwell ganto ec’hoaza e-tal o buoc’henned, plezenni bleuniou d’o c’heneilezed, kana ha telenna, mellat war ar c’hlazenn, mont da evneta er c’hoad.

« Ar ramzed du a zo anezo, avat ! Da bep mare e kren an douar en eur luskella evel ar mor. Ar ramzed du eo a labour. Na noz na deiz ne baouezont. Panevet e stourm an doueed outo, eman ar bed o vont war zispenn en eun taol krenn.

« Ar gwall-ouennou a c’hoarvez ganto evel gand ar ramzed. Nemet ha mont d’ezo a rafe evid o dizarbenn hag o diouenna, argaset ha diouennet ganto e vo da ouenn, o Vindosêtlos.

« Neuze e welor kadourien evel da dad, paotred yaouank evel da zaou vreur astennet divuhez war an aod ;

« Maouezed evel da vamm, merc’hed yaouank evel da ziou c’hoar, o vont da sklavezed tud du ha hudur.

« Diboblet e vo an enezennou kaer ac’h eus gwelet. Hep safar tud, hep garm vugale e vano an douar-bras.

« An diwez war gement a garomp, o Vindosêtlos !

« An termen da gement a ra eurvad ha dihued hor buhez !

« Da veuli a ran, o mab, dre m’ac’h eus gouezet klevout ar gentel c’haro a gan ar bed ».

Lavarout a reas neuze an doue da Vindosêtlos n’en doa netra ken da ziski d’ezan hag ez oa peurc’hraet e gelennedigez. Kement gouiziegez a hallje-hen degemerout digantan en doa degemeret ha trec’h ez oa deut en-dro eus an teir arnodadenn : harzet en doa ouz mouez merc’hed an eienenn ; dizarm e-kreiz armeadou an enebourien, en doa diskennet red ar stêr ha n’he doa ket krenet e galon ; ergerzout ar bed en devoa graet ha tra n’oa manet gantan en e greiz eus an traou hudur en doa gwelet.


  1. Kenveria J. Bédier, le Roman de Tristan et Iseult, p. 101 (eus ar mouladur in-16).
  2. « Rouanez ar peoc’h ». Kenveria ar c’hembraeg tanc « peoc’h. »
  3. Kembraeg hedd « peoc’h, sioulded ».
  4. Katus « emgann ». Kenveria, en Edda, an doue dall Hodr (=*Hatus), muntrer Balder, Rhys, Celtic Heathendom, pp. 530-9.