Sketla Segobrani vol2/Rann 41
« En tu-hont da vor ar C’hreisteiz ha da zouar an Impalaerdedou en em astenn gouelec’hiou dizour ha garo. Eno e teraou bro ar Re-zu[1]. Aour da zastum a zo enni[2], ha glazarded ha naered kement anezo ma c’hellont lonka kirvi hag oc’hen. E dalc’h ar Re-zu eman holl gevrenn-greisteiz ar bed, adaleg arvor ar mor-Reter beteg arvor ar mor-Kornog. D’ezo, en o fenn diweuz teo war astenn, eur fri tougn, fronellou ledan, kroc’hen du, bleo du, daoulagad du. Du pep tra enno nemet o dent ha gwenn o daoulagad. Diwar gozed, logod, merien ha kilheien-raden e vevont[3], hag ouspenn, diwar kig ar gurlazed hag an naered emoun o paouez komz anezo. Ez noaz-dibourc’h ez eont, rak ker bras tommder a zo er rann-ved ma vevont n’oufe an den gouzanv eno dilhad war e gorf. Tud a wall-vuhez ez int, lontek, diek, erezus da welout. A-ouenn d’ezo dougen en o fenn arouez ar sklavelez[4].
- ↑ Rev. arch. 1906, p. 339 (Sahara). Anavezet e oa Morianed ar Soudan gant Kretiz ken abred hag ar bloaz 1600 kent H. S. Skeudennet ez int a-gevret gand eun doare-marmouz eus o bro war livaduriou-war-vur Knossos, Rev. arch. 1923, II, pp. 168, 325-6.
- ↑ Ejiptiz a denne o aour, poultrenn pe c’hreunennou, eus bro-Nubia a dalv da vad an ano anezi (nub « aour ») kement ha hini an El Dorado.
- ↑ Kenveria Livingstone, Explorations dans l’intérieur de l’Afrique australe (Paris, 1881), p. 451.
- ↑ Da lavarout eo : a-ouenn d’ezo beza berr o fennad-bleo. E-touez ar Gelted ar sklaved hepken a oa tous o fenn. An dud en o frankiz hag an uhelidi a zouge o bleo hir pe hiroc’h.