Sketla Segobrani vol2/Rann 35
Neuz
Prud'homme, 1924 (Eil Kevrenn, p. 68-69)
Enezenn an dud bleo-ruz[1].
« E-kreiz ar mor, eme an den yaouank, e tiskulias va sellou eun enezenn, roc’hellek, serz ha gouez, kribellet a veneziou, golôet a goadou, marellet a lennou, ervennet a stêriou, a froudou, a wazredennou. E rann hanternoz an enezenn-ze ne gaver na mel na gwenan, gand ar re-yenien. C’houec’h mizvez noz ha c’houec’h mizvez deiz o ren eno. Tud bleo-ruz, mentek, kroc’hennet-gwenn, krenv, nerzek ha gwevn, o veva en enezenn. War run an traoniennou e keviou rec’hier e reont o annez[2]. Kig pevarzroadeged hag evned eo o magadurez. Heiz, kerc’h ha mell a c’hounezont dre nebeut. Dister o bividigez, hag i hag o gwragez gwisket pinvidik gant foulinennou kaer[3]. Seder int, safarus, degemerus ha buanek.