Sketla Segobrani vol2/Rann 31
Neuz
Prud'homme, 1924 (Eil Kevrenn, p. 64-65)
Debrerien-c’hagnou ar Sav-heol[1].
« Gwelet em eus, emezan, en arvor ar mor-Bras, diouz tu reter ar bed, meuriadou tud o c’hroc’hen melen evel ler nevez, o daoulagad treuz a-veskell, o bleo du-pod ha teo ha sounn evel reun-marc’h ; brizellet o c’horf noaz gant tresadennou naered hag êrevent[2]. O annez a reont e logellou bras pevar-c’hognek graet a weadennou raoskl ha savet war beuliou e-kreiz ar paludou[3]. Al logellou-ze a zo anezo kêriadennou ec’hon war glann ar stêriou hag ar mor, war bep kompezenn, e pep izelenn. Meriena a ra an dud enno, ker stank ha neiziadou naered. Gwia gloan denved ne reont ket, nag eva laez saout[4] ; diwar viou brein, prenved, pesked, kregin, bezin eo en em vevont. Pep doare gagn a ya ganto da vagadur.
- ↑ Sinaïz eo, graet anezo Sinai, Sinae, Sêres gand ar C’hresianed hag ar Romaned. Dianav ez oant en Europ abarz ar c’henta kantved kent H. S. Kiepert-Ernault, Manuel de Géogr. anc., p. 37-8. Diwar-benn an hent dre zouar heuliet er Ia kantved eus hon oadvez gand marc’hadourien an Europ da dizout Bro-Sina, sellout Van den Berg, Petite Hist. anc. des peuples de l’Orient, pevare mouladur adgwelet gant Maspero, Paris, 1888, pp. XXIV-XXV ; G. Capus, le Toit du Monde (Pamir), Paris, 1890, pp. 10-2 (beach ar marc’hadour makedoniad Maes Titianus). A-zivout eun hent all bet darempredet gand ar varc’hadourien aziad hepken, Demolins, Comment la route crée le type social, I, pp. 249-57. — War an hent dre vor kemeret gand ar merdead Alexandros, Kiepert-Ernault, p. 27, n. 2. — Darempredou all etre Sinaïz, Gresianed ha Romaned, D’Ollone, la Chine novatrice et guerrière, Paris 1906, pp. 31-4.
- ↑ D’Ollone, la Chine novatrice et guerrière, p. 14. Kenveria les Races humaines (Hachette, 1910), p. 92, taolenn-skeudenn IV (Japanad e gorf brizellet).
- ↑ Deniker, Races et Peuples. p. 195.
- ↑ Dr A.-F. Legendre, le Far-West chinois : deux années au Setchouen (Paris, 1906), pp. 355-6, 369.