Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 10

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 29-33)


Kelennadur Vissurix.


Pa voe deut Vindosêtlos d’e seizvet bloaz e voe staget gant Vissurix d’e gelenn. Neuze eo e lezas e groc’hen louarnig da wiska an doneg lïen gwenn bevennet a limestra. Vissurix a zeskas d’ezan an doueoniez, ar steredoniez hag an douaroniez, an hudouriez, ar spiswelouriez hag ar vezegiez, ar reiz, skiant ar vuhezegez hag an danevellouriez. Evid an danevellouriez, ne voe ket a-walc’h gantan diski d’ar bugel brud gouenn Vanos, brud ar gouennou all o pobla ar bed a zeskas d’ezan ouspenn. Eur vad-dreist a zeuas d’ar paotr yaouank eus ar c’henteliou-ze. Gwella kelennerien eo an doueed, desket ma ’z eo bet ganto douna skiant a zo eus tud ha buhez. Er feur-ze, n’oufe den en em veuli diwar eur skiant-desket par d’o hini. Adalek ganedigez ar bed eman an doueed e buhez, hag, abaoe, e welont hag e klevont pep tra, ha dalc’het e vez ganto peurzigemm en o c’houn an envor eus kement o devez gwelet pe glevet. Ez disgwel pe en em wisket e neuziou tud pe e spezou loened, dalc’hmat e vezont red-dired dre ar bed, ha n’eus tra kuzet outo. Termenet n’eo ket, eta, ar skiant-desket anezo, evel hini an dud, d’eun amzervez, d’eur c’hornad-bro, d’eur ouennad pe d’eun tïad. Skiant an doueed a zo en he dalc’h kement amzer, kement bro, kement gouennad ha tïad a ve er bed. Anat dre-ze ez eus anezo kelennerien dispar[1]. Ar re Fur eus ar C’hres, dre o frezegennou hag o skridou, a lavar eman an emanavezout diazez ar furnez evid an den. Vissurix, avat, en deus desket da Vindosêtlos e talv gwelloc’h c’hoaz an emvestronia : « Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestronia ! Neb a anavez e namm, hag hen dic’halloud d’en em zinamma ha da wellaat, da betra ez eo mat ? Da betra e talv d’ezan e holl anaoudegez anezan e-unan ? Didalvoud e van, eta, alïes an emanavezout ; an emvestronia, avat, a dalv bemdez ha da bep pred[2]. Drezan e viri lezenn Velios. Hogen el lezenn-ze eman ar vuhez ; ha reolenn ar vuhez ar gourc’hemennou anezi ! Padout, mirout, gwellaat, kroui eo beva hervez al Lezenn ; beva er-maez eus al Lezenn, avat, gwasaat, diskar, mont da goll, mervel !

« A suis (o fur), a druis (o gouiziek meurbet), penaos tizout d’an emvestronia ? eme ar paotr[3].

— Penaos e tizer d’an nerz ha d’ar skanvded-korf ? eme an drouiz, Ha n’eo ket dre boelladi bemdez e-doug miziou ha bloaveziou ? Ha, tizet an nerz hag ar skanvded-ze, penaos o mirer ? Ha n’eo ket dre zerc’hel gand an emboellad a-hed an holl vuhez ? Dre an emboellad eo e c’hounezi nerz ar mennerez, dre an emboellad eo her miri[4].

— Ha penaos pleustri war nerza ar mennerez ? » eme ar paotr. Vissurix a eilgerias : « A zo mat da ober, stag ganti ! Ac’h eus mennet da ober, her gra ! A zo bet boulc’het ganez, her c’has da benn ! Al labour-bemdez ker kalet bennak hag e ve, stourmad pep deiz-goulou, ken divrud bennak hag e vefe d’it da welout, dinec’h, dilaosk, diheug ha diglemm o c’hasi da vat, sart, laouen, en eur c’hoarzin. En em voaz da drec’hi ennout pep semplaënn, pep brouezenn, pep sebezenn, pep krogad-diegi, pep skuizder, pep hiraez, pep gourvenn, pep erez, pep kamm-drivliad da galon, pep fallaënn da ene, pep treuz-kammed da spered. Mar n’hellez ket stumma an dud diouz da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da veza stummet gand an dud hag an darvoudou, nemet a-youl e plegfes da ze e sell eus ar Vad, rak n’eo ket eun dervenn start ez eo, ne vo biken eur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traou a-ziavaez. Na glask ket dreveza ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, menozia pe oberia. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadou-daouarn[5]. N’o c’hemer ket da varnerien war da vuhez. E pe lec’h ha gant piou bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudou bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel eun enezenn e-kreiz ar c’hoummou, evel eur menez en avel hag er c’houmoul. Gra diouz en em harpa warnout-te, ha neket war ar re-all, diouz fiziout ez nerz, ez strivou da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez[6]. Gra da lorc’h eus en em zibab da-unan-penn. Ra vo da armou, da vinviou, da zilhad labour da zaouarn. Sav da di. Aoz da voued. N’az pez mevel nemedout[7]. Na zigemer skoazell den. Na zeued ez kerz rôad digant den ! En em varreka da c’houzanv noz, arne, gouelec’h, hirnez, tommder, naon, sec’hed, skuizder[8]. Bez gourdon da embreger a bep doare risklou, ha menel en o c’hreiz difrom atao ! Dre-ze e vezi gourdrec’h d’ar Riskl[9]. Mar en em santez douget d’ar merc’hed mui eget na zere, kemer ar pleg, er bodadegou, da sellout ez yen ha digas ouz kened ar plac’hed yaouank[10]. E-touez holl verc’hed Manos n’en em ro da garout nemed unan. Ouz ar re-all sell evel ouz c’hoarezed, ma c’hellfes kaout lorc’h, — orged ebet, avat ! — gand ar gened anezo. Mar braouac’hez rag ar mor, rag ar c’hoummou o heja e c’horre, rag ar morviled oc’h euzi e islonkou, kae da-unan en eur vagig en dounvor pell diouz pep douar, ha rog an donn gant staon da gokedig, ken n’en devezo an tozelladur trec’het ennout war an aon. Mar heugez rak trevell garo ar gwastadour hag ar c’halvez, kae da vernia war glann hag en aber ar stêriou ar prenn hag ar pri ma vo savet diouto harzou ouz an dour. Mar n’ac’h eus nemet diegi ouz micher sioul ar gounideg, kae da-unan gand eur re ejened e-kreiz al lanneier ; sav eno da logell, digor an dirienn divat ha gra d’ezi teurel eost. Mar fromez rag al loened fero, kae da-unan er c’hoad da argas ha da laza ar bleiz, an arz, an ejen-meur[11]. Rag an den eo e krenez ? Kae da ober ged da-unan-penn er roudouriou, e bevennad ar c’hoadou, war gern ar meneziou. Mar doujez divrôa, kae, e-kreiz brôadou estren, d’en em ouestlaoui da vesaer[12], da vicherour[13], da soudard[14]. Rak beza breinet ganto da ziwall ez eus, avat ! N’en em lusk ket d’o c’harout, d’o meuli na d’o heulia. Na azeul ket o doueed, na gehel ket o zud-veur ; na zigemer nag o yez, nag o gwiskamant, nag o giziou[15]. Hogen, gra da vad eus kement tro-vicher, eus kement benveg, eus kement klao-brezel talvoudus a gavi e boaz ganto ».


  1. Kenveria selledou Diodôros diwar-benn Istor poblou ar bed a zo, emezan, « kelenn ar Furnez dre zanevell poaniou ha gwalleuriou an nesa » (I, 1). Peurnevesaet eo bet, en hon amzer, deskadurez an istor dre gavadennou skiant ar Gevredigez, ha kresket eo bet c’hoaz, da heul, an dalvoudegez anezan. Sellout war ze an daou levr-man gant Demolins, l’Education nouvelle, pp. 161-8 (eus an navet miliad) ha Comment la route crée le type social (Didot). El levr diweza-man ez eus eun dibab d’ober er pajennou 346, 354, 363-5 eus an eil kevrenn, enno meur a fazi. Baktriana n’eo ket bro-andon an Arianed hag eur gaou bras eo ober eus ar Gelted warlerc’hidi hemolc’herien hen-amzervez ar maen. En amzervez an arem eo e voe ganet broadelez ar Gelted, en eilvet milved kent H. S. Hen-oadvez ar maen a zo deut d’e dermen war-dro 10.000 vloaz kent deraou an amzervez kristen (Evans, Rev. arch. 1908, p. 303). Etre ar Gelted ha hemolc’herien c’houez hen-oadvez ar maen ez oa, eta, pad nevez-oadvez ar maen en e hed, da lavarout eo hanter-kant kantved d’an nebeuta, mar digemeromp ar jedadur strisa. Er selledou ouz ar ragistorvez hag ar yezoniez eo e fazi peurliesa ar skridou savet gant diskibled Le Play, hag int ken talvoudek er feuriou all. Diwar-benn heuliad ar sevenaduriou en hor broiou, sellout C. Jullian, De la Gaule à la France. Nos origines historiques, Paris, 1922. Cf. Rev. des Et. anc. 1922, pp. 358-9, 364-5 ; Rev. arch. 1922, I, pp. 373-4.
  2. Doktor G. Le Bon, Psychologie de l'éducation (pemzekvet miliad), p. 233 ; P. Nyssens, Comment lire et étudier auec profit (eil mouladur), p. 29-33 ; Science sociale, Genver 1910, pp. 78-80.
  3. An iwerzoneg sui « fur » a zo da lakaat en e raog eur furm geltiek *suis, evit *su-uid, kenaozet eus ar wrizienn uid « gouzout » hag ar c’hentger su-, hen-vrezoneg hu-, ho- brezoneg-breman he-. *Druis, tro-c’henidik *druidos, a zo ouz hen ober an hevelep gwrizienn gand ar c’hentger dru- « bras, meurbet ». — A a zo eur ger-arouez eus an dro-c’hervel a raed gantan a-wechou c’hoaz e brezoneg-krenn, E. Ernault, Dict. étym. du bret. moyen, p. 191. Kenveria hen-gembraeg, hen-iwerzoneg, kerneveg a. Didroadet eo bet e brezoneg gand ar galleg o. — Geriou keltiek ar frazennad-man a helljed o lakaat en drôad-c’hervel : *suvidis, *druidis.
  4. Science sociale, Genver 1910, p. 86-7.
  5. Science sociale, Genver 1910, pp. 80-7.
  6. Cf. Demolins, A quoi tient la supériorité (sociale) des Anglo-Saxons, p. 358.
  7. Cf. Rev. des Deux-Mondes, 15 a wengolo 1887, pp. 436-7.
  8. Cf. Reclus, Europe du Nord-Ouest, p. 375.
  9. G. Le Bon, la Psychologie politique et la défense sociale (navet miliad), p. 109 ; Lois psychologiques de l’Evolution des Peuples, pp. 28-31.
  10. Kenveria Cnaeus Naevius : Contempla placide formam et facieni virginis, Fallex, Anthologie des poètes latins (Paris Lemerre), I, p. 3.
  11. Kenveria G. Le Bon, Psychologie de l’éducation, p. 261-2 (eus ar pemzekvet miliad).
  12. Mesaerien hag arerien geltiad e-metou ar brôadou estren, Notennou, VIII, pp. 7, 21, 25 ; XII (kenta hag eil kevrenn), pp. 38-9, 40.
  13. Micherourien, Notennou, VII, p. 44-5 (Heliko).
  14. Soudarded, Notennou, III, p. 29-30 ; XII (kenta hag eil kevrenn), p. 43-4.
  15. G. Le Bon, Lois psychologiques de l’Evolution des Peuples, p. 108-9 (eus an dekvet mouladur).