Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 08

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 24-25)



Kelennerien Vindosêtlos.


Setu aman anoiou kelennerien Vindosêtlos en enez Abalos. Brigia, merc’h da Vissurix, a gelennas anezan war labourat ar metalou hag ar pri ; diski a reas d’ezan ober gant rod ar bouderien-bri[1]. Ar c’hanerez, ar sonerez hag ar werzaouerez a zeskas d’ezan ouspenn. Eur varzenn a blac’h ez oa ar Brigia-ze, pa ’z oa-hi ker gouiziek, ken helavar, ker speredek, ker poellek hag he zad. Par ez oa d’ezan e pep tra.

Pevar mab Vissurix a rôas skoazell ivez da gelenn penn-advab o zad. Anezo holl paotred yaouank ker gouiziek ha ma’z oant kaer ha karadek ! Ar c’henta, a raed anezan Kintus, e gelennas war an hemolc’herez, ar pesketerez hag ar predererez ouz ar chatal bras pe vunut. An eil, anvet Alios, e gelennas war gement a sell ouz ar gounit-douar hag ar mirout-greun. An trede, Tritios, a ziskouezas d’ezan penaos labourat prenn pe ler. Ar pevare, Petuarios, a zeskas dezan ar marc’hegerez, embregerez ar goaf, ar c’hleze hag ar skoued, skiant ar brezel ha kement tro nerz pe wevnded a zo dleet d’ar gadourien o gouzout[2].


  1. Ar Gelted ne weler ket o dije anavezet an turgn abarz ar Vvet kantved kent H. S., Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1458. E-touez ar C’hresianed an turgn, a greded ez oa bet ijinet gant Talos, a raed anezan tornos hag ez eo bet lakaet ar ger-ze e-kenver gand an ano-den Turnus hag al lituaneg tarnas « mevel », Rev. celt. 1899, p. 111.
  2. Hini ebet eus skridou an Hen-amzer deut beteg ennomp ne ro diskleriadur diwar-benn kelennadurez-vrezel ar Gelted. Lakaet ez eus diwar eur frazennad gand Aristokrates n’oa ket a-walc’h gand an drouized kelenn war brederouriez ha doueoni, — eur c’helenn na veze kaset da bell nemed evid an danveziou-drouized ; — hogen e stumment ouspenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sanka, war eun dro, en o speredou eur gredenn doueüs o zrôe d’ober fae war ar risklou hag ar maro (Rev. arch. ebrel-mezeven 1921, p. 145-6). E Galia, an drouized n’oa ket anezo hepken beleien, gouizieien ha kelennerien, hogen, ouspenn, brezelourien o tougen armou, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 92-3. En Iwerzon, e derou an amzervez kristen, Cathba a zo war eun dro drouiz gouiziek ha kadour doujet-tre, D’Arbois, Epopée celt., pp. 5, 14. Pendrouiz Bro-Ulad ez eo-hen, ha den, hag ar roue e ve, ne gred komz en e raog, Rev. celt. 1910, p. 275. Taolennet eo bet Cathba en eur skrid iwerzonek, kant diskibl en-dro d’ezan o tiski digantan an drouiziez (druidechta), D’Arbois, Introduction, p. 176. Ne lavar ket ar skrid-ze ez oa skiant ar brezel darn er gelennadurez a rôe d’ezo ; nemet e c’hallfe beza.