Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 06

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 21-23)



An ebeul e reun aour.


Boaza a reas Vindosêtlos, diwar e bempet bloaz, d’ober bep beure tro an enezenn gand e gelc’hig[1]. Gwech o redek, gwech all o kerzout, e rae d’ezan ruilha en e raog war an aod ha ne baoueze en e valeadenn, ne leze e c’hoariell da goueza d’an douar, ken na vije peurc’hraet gantan e drôad.

Eun deiz, diouz ar beure, edo, evel m’oa boas, o paouez kouronka er mor. Hag hen o vont da staga gand e redadenn bemdeziek, pa wel o tifluka eus ar c’hoummou eun ebeul e reun aour ha skedus evel an deiz. Tostaat d’ezan a vennas ober evid e baka ; an ebeul, avat, a lammas kuit dioutan. Ar gerseenn-man a voe diskuliet gand ar bugel d’e dad-mager.

« Hennez, eme an drouiz, eo an ebeul ganet gand Andepa diwar Belinatepos[2]. Er bed-holl n’en deus ket e bar. Hogen, n’heller ket e baka evel al lastez ebeulien all. Paket ne hell beza nemet diwar-bouez eus las-bann[3], graet eus reun e vamm, hag a vefe bannet outan d’an tarz-deiz gand eur paotr gwerc’h en noaz[4]. »

An drouiz a rôas da Vindosêtlos ar reun en doa ezomm, ha, diouz e gelenn, e plezas ar bugel diouto eul las-bann. An eil penn-devez a yeas gantan da bleustri war al lasbanna e peurvan ar c’hezeg. Antronoz hag hen war glann ar mor beureoc’h eget m’oa boas. Kouronket d’ezan, ez a da guz a-drenv eur roc’h, e las-bann en e zourn. D’an tarz-heol setu an ebeul o tont eus ar mor dirazan en eur heja e voue gwelevus[5]. Ar paotrig a daolas e las d’ezan en e gerc’hen hag e vestronias. Pignat a eure war e gein, hag hen, e gelc’hig-aour o ruilha en e raog, d’an daoulamm a-hed holl gildrôennou an aod.

A-c’haoliad war gein e ebeul eo e rae Vindosêtlos tro an enezenn a-ziwar an deiz-se. Ha ker mat, ken habask ha ker sentus ez oa ma n’en devoe biskoaz e vestr ezomm da vont d’ezan dre c’heriou garo pe dre daoliou d’e reiza. Biskoaz ne renkas ober dre ar westenn pe ar gentr[6] d’e vrouda da gerzout. Eur moustradig glin nemet-ken ouz e gostez dehou pe ouz e gostez kleiz a oa a-walc’h d’e levia war an tu ma tleje mont. Eun taolig seul a lakae tiz ennan oc’h ober d’ezan mont d’an tuz pe d’an daoulamm ; eur ger, eur sacha d’e voue gand an dourn e lakae da vont goustad pe da venel a-zav. Biskoaz, eta, ne voe lakaet gant Vindosêtlos kabestr en e benn na dibr war e gein. Biskoaz ne wiskas an ebeul an distera harnez. E gened-natur n’he devoa ket ezomm da veza kinklet.

Goude m’oa bet hen ar c’haera hag ar gwella ebeul eus ar bed, e teuas d’ar c’hrenva ha d’ar buana marc’h a gement en dije skôet e garn en douar. Vindosêtlos, gant-se, ne fizias e den all ebet ober war e dro. Adal ma voe deut da berc’henn d’ezan, e reas e venoz da sevel bemdez eun eur beureoc’h evid e brederia. Hen eo e strivelle, e varrskube, a gribe d’ezan e voue bras hag e lost hir, bep beure kent goulou-deiz. Ha, p’en deveze graet gantan e redadenn-veure, deut en-dro d’ar marchosi, hen eo adarre e dorchenne, a c’houzerie dindanan hag a bourchase e rastellad-foenn evid an noz. Lation (da lavarout eo « deiz ») ez oa bet anvet gant Vindosêtlos, en abeg d’e gaerder ha d’e lufr[7].


  1. Kenveria Rhys, Celtic Heathendom, p. 664-5 (Manannan ; R. Dussaud, Civilisations préhelléniques dans le bassin de la mer Egée, eil mouladur, p. 392 (Talos).
  2. Andepa, evid Ande-epa « ar gazeg vras » (kenveria Andarta, evid Ande-arta « an arzez veur »). Belinatepos (Rev. Celt. 1891, p. 260) a ziskouez a-walc’h beza kendiveret eus Belin (evit Belino-) hag ate-epos « marc’h mat ? »
  3. Lakaet eo bet a-wel an « ober gand al las-bann », en Hen-amzer, e-touez ar Skuthed, an Etrusked hag Ejiptiz, F. Poulsen, Etruscan Tomb Paintings, their subjects and significance, trôet e saozneg gand Ingeborg Andersen (Oxford 1922), p. 24, skeudenn 18 ; A. J. Reinach, l’Egypte préhistorigue (1908), p. 31 ; Maspéro, Lectures historiques, Egypte, Assyrie (1890), p. 73, skeudennou 38, 39. Testeniekaet eo e-touez Gresianed ar ragistorvez dre ar geriou taurobolê, kriobolê, an « tizout eun taro, eur maout diwar-bouez eul las hag e lidlaza d’an doueed », Rev. de l’Hist. des Religions, 1906, p. 19.
  4. Diwar-benn an « ober gant reun ar vamm » kenveria the Black- Brood mare (an Alaire Dhuibh) e Mac Dougall, Folk and Hero Tales, p. 90, 280 (Waifs and Strays of Celtic Tradition, Argyllshire Series, N° III). Diwar-benn ar werc’hded a oa red da gas an taol da vat, sellout ouz ar skoueriou dastumet gant Frazer, le Rameau d’Or, III (Cultes agraires et sylvestres), p. 256-7. War an noazded red el lidou, Rev. des Et. anc. 1917, p. 204.
  5. Anderson-Leclercq, Mythol. scand. p. 23.
  6. Ar Gelted ne zougent nemet eur gentr en o zroad kleiz.
  7. Lation, aet d’an diverradur lat war deiziadur Coligny, a zo deut en iwerzoneg da laithe hag a hanval beza bet evid an noz hag an deiz hed-ha-hed (da lavarout eo evit « deiz ar Steredoniez », peder eur war-nugent ennan). Aman e c’hortozfed kentoc’h *Diies, *Diios (enskrivet D e deiziadur Coligny) a verke ar pennad sklerijennet eus an deiz-se.