Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 19

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 83-84)





EIL LEVR
————


TEUTATIS
————

Ergerzour divarvel a ambroug an dud hag ar poblou war hir-henchou ar C’huz-heol, bageer-doue a dreiz anezo a-dreuz da ec’honder ar c’hoummou, o Teutâtis e horz houarn [1], e gleze houarn, e c’hoaf houarn, kennerz da waz da gas da vat al levr-man fiziet e gwarez da ano ! Diwall ar skrivour anezan ouz pep fazi, ouz pep treuz-levezon, ouz pep strobinell ; diwall ar skrid ouz pep koll, ouz pep gwall, ouz pep drast !

Skoret ra vezin gand an doueez a ren he dourn gwenn ha nerzus kezeg du an Emgann war hent ar stourmadou, Aulerka he zog-brezel arem !

Ha te, an hini a lenno al linennou-man hag a lakaio evez d’ar bugenou, a-youl ma vezi bepred drant, bepred krenv, bepred yac’h, bepred pinvidik ! R’az tevo ouz da oaled eur bried kaer, eeun, poellek, ijinek, oberiad ha difreüs, kalz a vibien vagol daoulagad-glas da genderc’hel da ouenn, kalz a verc’hed kenet-gwenn-koant, rodellaouet-aour, da laouenaat da galon ha da leunia da staoliou [2]. Levenez, kan ha c’hoarz salv ma vezint bepred ez kêr, unvaniez ha kengarantez o ren dindan da dôenn, ez kloz, war da zouar, e-touez da vugale, da vevelien, da vitizien ! Miret Selvanos da loened ha diwallet da beurvanou ! Prederiet Ariomanos ouz da drevadou ! Renet Dexiva da girri er stourmadou, en emgannou, ez redadennou davet bodadegou Samos ha Giamos ! Gwarezet ra vezi, te ha da dud, gant Teutâtis oc’h ober eur ged didorr war da diegez, o skei gand e vataraz, e c’hoaf, e gleze, neb a glasko noazout ouzit, o laza, o vrevi, o voustra, o vouga da holl enebourien !

Hogen, mar taolez da zaouarn war ar bugenou-man e sell hepken d’o drasta, na vezet d’it a-berz an doueed nemed anken, dinerz, klenved ha dienez ! Kenyeo ganez eur bried divalo, dihabask, dieveziek, diijin, diek ha laosk ! War da dro mibien ha merc’hed blevet du, livet-kazugel, korfet-teo ha krapok, iziliet-berr, torkules, divrao, skoachet ha kudennek ! Ra dregerno da di, da bep penn-dez, gant kroz an tabudou, trouz an taoliou, dourni ar c’hannou ! Ra zeuio ar glac’har da bucha ouz da oaled, ar gasoni hag an dizunvaniez da strewi o gwele ha da breja ez ti ! Na daolet da beurvanou nemet louzaouennou foeltrus d’az chatal ! An dreog hag ar mergl ra wastint da heizegou, da winizegou, da edegou, o peurgoll da holl drevadou ! Ma torro ahel da girri ez redadennou, ez stourmadou ! Ma tizahelo ar rodou, ma frailho da leur-karr, ma vrevo ar yeo, ma pennfollo da gezeg, d’ezo da derri o fenn hag o izili ouz gwezennou an hent ! Drouk-finvez ra vo d’az puhez, dinac’het gant da holl dud, dilezet gand an doueed, dilezet gant Teutâtis, milliget gand an doueed divarvel, milliget gand an dud varvel !

  1. War an henvelekaat Teutâtis ouz an doue e horz houarn, ambrouger an eneou (meno A. Bertrand), sellout ouz S. Reinach, Bronzes figurés de la Gaule romaine, pp. 164-166.
  2. Kenveria an doarennadur homerek alphesiboiai « a zigas ejened » da verka ar merc’hed brao, paeet d’an tad uheloc’h priz eged ar re zivalo (D’Arbois, La Famille celtique, étude de droit comparé, (Paris, 1905), p. 116 ; Epopée celtique en Irlande (1892), p. XXIX.