Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 15

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 64-66)


« Ti an Daou » e Sonnoialos.


Da rei bod d’ar Breur ha d’ar C’hoar eur c’haer a di a oa bet savet e kreiz bro-Vanos. « Ti an Daou » a raed eus an ti-ze, hag edo en e sav war glazenn Sonnoialos (« frankizenn an Heol »), kaera frankizenn a oa dre goadou tachad-bro ar Sav-heol. Kelc’hiek ez oa an ti-ze ha graet en e bez a brenn kelenn lufret-mat kaeraet en-diavaez gant skeudennou livet hag aroueziou sakr en aour [1]. En diabarz ez oa golôet ar muriou anezan gant skouedou-aour, kizellet warno aroueziou ha loened sakr. Ar post-kreiz, harp warnan holl frammadur kelc’hiek an dôenn, a oa enskantet ennan war e hed trôellennou-aour. Al leurdi, e lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tïez-annez hag en tïez-nevedou peurliesa, a oa ouz hec’h ober klerennou prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reiz ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemed eur pez koad en e bez [2].

Mont e-barz an ti ha chom ennan n’oa aotreet da zen estreged an ostizidi-veur m’oa bet savet evito. Fiziet ez oa da evesaat en eur c’hoziad, mentek ha krenv, a raed anezan « evezier Ti an Daou ». Bez’ en doa gantan en e zourn tri faotr yaouank ha teir gwerc’hez diuzet. Kefridi ar c’houec’h-man ez oa derc’hel an ti kempenn ha naet-flamm, pa na dlee poultrenn ebet na koc’hienn dont da intra kannded ar muriou, al leur hag ar framm, lufr an arrebeuri, sked ar c’haeraduriou hag al listri-aour. Gwir en doa ar c’hoziad a rene warno, pa gave d’ezan e laoskent an distera war ar gefridi-ze, d’o skei ha zoken, ma adfeilhent en o gwall, d’o laza, hep m’o dije galloud o c’herent da denna dic’haou dioutan. Eur poellad all gand ar re-ze ez oa digas dour, trouc’ha keuneud ha derc’hel tan war enaou. Daoust pe aon a oa na zisleberje an traou gant glebor diwar ar c’hoadou tro-dro, pe uheloc’h abeg a zeue kentoc’h diwar ar C’hredennou, maga tan war an oaled a raed dibaouez. Ouz an teir gwerc’hez dreist d’ar re-all e selle an evesaat ouz an tan peurbad-ze. Nemet, bep seiz vloaz, da zerc’hent deiz donedigez an doueed, e veze lezet da vervel. Skuba ha peurskarza an oaled a rae ar gwerc’hezed, hag ec’h enaoue an Evezier eun tan nevez dre rimia daou brenn an eil ouz egile [3]. Ouspenn, pe evit derc’hel sec’h-mat diabarz an ti, pe e sell eus eur mennad-kredenn bennak, edo ar voaz, kellïes ha m’edo digoumoul an oabl, da zigeri frank dor an ti, evid rei digemer ennan d’an heol. Nemet pa ’z ae heman da guz ne serred ken war an ti. Digoret-frank e veze ivez an toull-moged war an dôenn anezan.

N’oa da ziwall Ti an Daou na harz na strollad brezelourien, pa n’oa ezomm ebet anezo. A-hed leoiou war leoiou gwezegou, strouezegou digenvez, stêriou ha geuniou didreuzus a zisranne, c’hoaz d’ar mare-ze, bevennou douar Manos diouz ar broiou dalc’het gant gouennou estren. Argadennou-noz ar breizerien diouto n’oa ket d’o douja. Evid ar veajourien a-ziavaez, rouez e oant, anavezet gant renerien ar boblad, ha n’en dije kredet hini anezo teurel e zourn war beadra an doueed. Ha gant diskennidi Vanos edo Ti an Daou kehelet-tre : sellet e veze outan evel kreizenn sakr ar Vro, kalon ar vrôadelez, hag ar vammenn ma teue d’ezo pep bennoz ha pep hoal-vat.


  1. Aroueziou sakr : stered, kreskennou, kelc’hiou, rodou, kroaziou, hevoudou, orziou, bouc’hili, skouedou, bigi, kerniel ; — loened linennekaet muioc’h pe nebeutoc’h : naered, naered kornek, naered penn-maout, erevent, elerc’h, garaned, tirvi, kirvi, kezeg, moc’h gouez. Sellout ouz Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 193 ; A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 140, 162, 241 ; Déchelette, Manuel, I, p. 607, 610 ; II, kenta lodenn, p. 419, 458, 473, 477 ; trede lodenn, p. 1175 ; Notennou diwar-benn ar Gelted koz, pevare pennad, p. 24, 33.
  2. Leurdi prenn, A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois (eil mouladur), p. 135 ; Montelius-Reinach, p. 303.
  3. Lakaat e-kenver an teir vestalenn e Rom, hag an diou werc’hez gouestlet da azeulerez an heol e bro an Huperboreaned (Herodotos, IV, 33, 34, 35). Diwar-benn an talarou-tana, pe vinviou-enaoui-tan boaziet gant Hen-Europiz, sellout Déchelette, Manuel, Age du bronze, pp. 298-304 (skeudennou) ; Rev. archéol., 1921, pp. 132-5.