Sketla Segobrani vol1/Rann 01
Ker gwaz ha m’eman aet ar bed war an tu-gin gand ar brezel ma n'eo ket souez e vije bet unan eus hor c’henvroïz harluet beteg e bro-Ejipt, du-hont pell-pell, etre an Azi hag an Afrik. Eno, hor c’henvrôad, eun Tarzek hervez, hag hen eur furcher, en dije dizolôet, e strad bez eur Faraon bennak, e bro-Fayoum moarvat e-lec’h ez oa gwech-all eun drevadennad a Gelted [1], eur « papurus » poultrennek, ha warnan dournskrid ar « Sketla ». Penaos ha pe dre hent ez eo deut an danevellou diwarnan beteg ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ;… hag, a zo gwaz, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma ’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lïes hini all er brezel, pep roudenn anezan !… Daoust-pe-zaoust, pe wirion-rik pe wirhenvel hepken ez eo, fizians hon eus e vezo al levr-man deut-mat gant Breiziz. Rak ma kavint ennan ar pep reta-holl da bep pobl evit he blenia war-du hec’h Amzer-da-zont, — evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigez — : taolenn o Ganedigez, ma kemerint diouti Emskiant o Brôadelez keltiek. Emskiant o brôadelez hag o Galvedigez a bobl eo a renas hon Tadou p’o deus, a-ziwar an distera hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourrou ar Vrôad Illur, gouez d’ezo, da lavarout eo Brôad holl-vrudet ar Gelted koz. Eun dlead d’eomp-ni, o gournizien, kerzout war o roudou hag ober hor galloud ma vo Keltia-da-zont par — ha dreist zoken ! — da Geltia-’zo-bet.
Keltia da viken ! !
X3
Da ziluzia e hent d’al lenner a-dreuz d’ar Sketla, e kavor e dibenn al levr pe aman hag ahont war ar pajennou anezan :
1° taolennou-douaroniez ;
2° eun daolenn-amzeroniez a ray da sklerijenni ar pell-amzeriou evel ma ra an taolennou-douaroniez da skeudenni ar pell-vroiou ;
3° notennou e-leiz e traon an enebennou d’an neb a fellfe d’ezan studia al levriou a ouiziegez diwar-benn hon Tadou, ar Gelted koz ;
4° eur geriadur eus ar geriou diaes.
DA EVESAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na ve ket e vefec’h souezet pa welot hor gourdadou oc’h ober en o buhez, en o menoziou, en o oberou, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezo da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a ze n’eo ken an taoliou-kaer o deus graet !
- ↑ Diwar-benn ar Gelted a reas o annez en Ejipt, lenn labour a bouez bras A. J. Reinach, les Gaulois en Egypte, Bourdel, 1911 (tennet eus ar Revue des études anciennes, 1911, p. 33-74) hag ar pennad-skrid embannet war ar Revue archéologigue, 1915, p. 20-35.