Mont d’an endalc’had

Sinatur an eil testamant

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1911  (p. Titl-50)



0.60


Kenta Priz
Kevredigez
Broadus Breiz
— — — 1910 — — —


Sinatur


an


eil Testamant


————


Pez-C’hoari en eun Arvest


gant


Leon AR BERR (Abalor)


Moullërez ar Bobl — Keraez
1911


Ar c’hoarierien :


————


Kont ALAN A LANDELO, eil-offiser chaseourien demeuz An Afrik, 25 bloa.

Lom LAZBLEIZ, mevel koz, 80 bloa, hag ouspen.

MONA, enebarzerez, 22 vloa.

PERRIK, ar paotr-saout, 10 vloa.

Sinatur an eil Testamant





Gweled a rer war al leur-c’hoari, arrebeuri euz eur zal-dibri, ebarz eur maner a Vreiz-Izel. A benn 4 pe 5 eur deuz ar Beure.


Kevren I
_


LOM

(E-unan o tond a gleiz, eul letern en e zorn).

Piou a zigouez eta d’an eur-man ? N’eo ket c’hoaz goulou-deiz ! Ha neuze ne dleer ket son evel-se ! N’e ket niz ar markiz eo (Doue da bardonno an Anaon !) rag heman na erruo nemed varc’hoaz. Dihuna reï an holl ! (Mond a ra kuit eur pennadik dre an traon, hag eun neubeud goude ec’h en em ziskouez a nevez, en eur zevel e letern da sklerijenni Alan).


————


Kevren II
_


LOM, Ar c’hont ALAN


ALAN

A benn ar fin, sethu aze eun drem ! Neuze, sethu ar maner Landelo dirag va daoulagad !

LOM

Ia, aotrou, heman eo !

ALAN

(gleb e zillad a hij anezo)

Pes amzer spontus ! Pe seurt beach kavet gant an diaoul ! Red eo kaout nerz kalon, evid treuzi, en noz, ho tezerchou ! Morse na meuz gwelet eur vro henvel ouz Breiz-Izel, peb hent ho kas d’eul lagen benag ! Ouspen ugent gwech eo bet tost d’in chom er vouillen ; lavaret eo ar vro-ze, an hini a zo dindan skoazel an drouiz Marzin, ha ken karet gant an doueez Viviana ! D’an diaoul braz Breiz-Izel, ha foeï war e hentchou. Erfin (en eur azeza) digouet oun ! n’euz forz penaoz ! Ouf !

LOM

C’hui, aotrou, eo eta mestr nevez ar maner !

ALAN

Me, va-unan ! Lan a Landelo, niz ar markiz (en eur zellet en dro d’ezhan). Hennez eo ar maner ! N’eo ket brao a ouzout !

LOM

N’eo ket c’hoaz renket mad an traou en e ziabarz ! N’oamp ket war c’hed ac’hanoc’h, araog warc’hoaz !

ALAN

Ia… me oar… Mez, hast am boa da welet va ferc’heniach, va heredigez, rag evid doare, oun e gwirionez an herr. P’am euz digemeret lizer an ali, oan en Afrik, hag em euz ranket goulen eur c’honje ! (en eur zellet eur wech-all en dro d’ezhan). N’eo mad nemed evid beza diskaret, ar c’hoz kerik-ze !

LOM (souezet)

Eur c’hoz-ti ar maner-ze ? Ho !

ALAN

Petra ho ? Ha kredi a rez e c’hell beza lakeat en gwerz ?

LOM

En gwerz ! Maner koz Landelo ! N’eo ket possubl ! D’an hini a baëo ar muia ? Na kement-se a ve eur gwall-darvoud ? Oh mil diaoul ! Daonet vo kroc’hen va ene ! (Lakaat a ra eur brizen hag a ra kalz trouz o strefial). Goude tout, en ho kalloud eman ober ar pez a geroc’h euz ho maner !

ALAN

Hè ! Tankerru ! Ta ! E werza a c’hellan. Den na gredfe sonjal ar c’hontrol !

LOM (outan e-unan)

N’eo ket henvel ouz an aotrou markiz eat d’an Anaon ! (Doue d’o fardonno !) sethu aze unan hag a oa eun den mad !

ALAN

Red eo dihuni tud ar maner !

LOM

N’hen deuz ket an ear da veza drouk, mez ne anavez ket ar Vretoned. Morse n’euz komzet ouzin ken rust ! (d’ar c’hont). Tud ar maner ? Pe seurt tud, aotrou ?

ALAN

Penaoz ? Ar vevelien, na petra ’ta ?

LOM

Nemed oun me…

ALAN

Da-unan emout !

LOM

Daou all zo c’hoaz… Tual ar jardiner, ha Perrik ar potr-saout.

ALAN

Ra vezo dihunet ar jardiner !

LOM

Da betra ? Ne dal ket ar boan !

ALAN

Arsa ! rezoni a rez ?

LOM

Ia ! komz a ran rezon ! Hadkousket a raffe, rag ne ra nemed kousket. Sethu penaoz eman !

ALAN

Ha te ?

LOM

Oh me ! ne gouskan mui abaoue m’eo maro ar Markiz ! Doue d’e bardono ! kalz e garen ! Bez e oamp evel pa lavarchet daou vignon. « Va Lom kez a lavare d’in, evelse… pa

ALAN

(e galon tenereat hag o viret outan da lavaret muioc’h) Pe seurt hano teuz ?

LOM

Lom, pe kentoc’h Gwillom Lazbleiz, deuz Kervoualc’h, e Lanrien. Oajet oun a bewar ugent vloaz. Paket am euz Abd-el-Kader e kompagnunez mab Loeiz-Fulup, ha bet oun e Kamp-Konli er bloavez 1870, gant an aotrou markiz. Kement-tra-man a bouez evid eun dra benag !

ALAN

Gwelet a ran ez out eur gwaz mad euz ar re gosa. Neuze ’ta va Lom kez, evit komz evel va iontr maro (ra vezo e ene da Zoue ! evid komz evel ma rez da-unan !) Mervel a ran gant an naon ! Hag eun tam benag a zo, da vihana, evit lakaat etre va dent ?

LOM

Eun dra benag da zibri ? Evid an dra-ze ne vank ket ! Beza deuz hor bioc’h, lez… Beza deuz aman…

ALAN (oc’h ober goap)

Beza deuz ho pioc’h bara, n’eo ket ta, va bonomik ! (en eur vond ouz taol hag oc’h azeza). Deomp ! e Breiz-Izel evel en Breiz-Izel !

LOM

Dioc’htu aotrou ! (mond a ra er stalaff hag e tigas war an daol, eur pladad amann, eur podad leaz hag eun dorz vara).

ALAN

Ro d’in eur gountel !

LOM

An aotrou n’en deuz kountel bed

ALAN

M’euz ket vat !

LOM

Ma bresto va hini d’an aotrou (digerri a ra e gountel ; hi zec’h a ra war e vreac’h hag e kinnig anezi d’ar c’hont).

ALAN (o c’hoarzin)

Bôn ! Trugarekaat d’id ! (kemeret a ra ar bara). An dra-ze ne ket bara eo ! Ha sur out n’eo ket eun tam mean-meil (klask a ra dibri eun tam) muioc’h e stourm ouz ar dent eget na stourmaz Smala Abd-el-Kader, eneb d’an duk d’Aumal !

LOM

Eun tammik eo kaled ! gwir eo !

ALAN

E gwirionez, n’oun ket evitan !

LOM

Gwelet a ran n’hoc’h ket kontant, aotrou iaouank !

ALAN

Bast ! Pa vezer soudard, dao eo senti dioc’h peb tra dreist-oll pa vezer sous-offiser !

LOM

Eur sous-offiser ! C’hui hag a zo eur c’hont evel ma lavarer en noblanz, a dlefec’h beza kapiten d’an nebeuta !

ALAN

Me hag a hanver aotrou kont, hir evel va breac’h, a zo marechal-des-logis er rujumant chaseourien an Afrik.

LOM

Uheloc’h eun tamik eged eur greunader evel m’oen bet va-unan, en amzer an tad Bugeaud.

ALAN

Petra fell d’id ? Mestr war va zanvez d’an oad a ugent vloaz, oun bet eur gwir vab prodig. A-benn tri bloa am oa dispignet kement gwennek am boa, ha ne ouien petra da ober deuz va nerz, pa deuaz sonj d’in am boa, er penn pella euz a Vreiz, eur iontr d’am zad, eur iontr braz d’in, eur breizad koz, ha ne m’oa gwelet morse. Evid ar wech kenta, e teuan er vro an diaoul-man !

LOM

Ar iontr koz-se d’eoc’h oa va mestr, a zo maro ? Doue d’e bardono !

ALAN

(Troc’h a ra eun tam bara hag en em lak da zibri).

Evel a larez ! N’hon deuz bet anaoudegez an eil euz egile nemed dre liziri. Skriva rean d’ezan evit goulen digantan arc’hant hag a responte d’in e dlie va disherita. « Disherita a rin ac’hanoud » a lavare, eur vech an amzer. Epad e vuez, n’en deuz komzet d’in, nemed deuz disherita (en eur droc’ha e gomz en eur wélet Lom, oc’h eva al leaz). Hé ! Mad e za ganez, muioc’h evidon a nerz-kalon e teuz ?

LOM

Al leaz ne dalv ket ar chistr ; mez al leaz-man a zo deuz ma bioc’h !

ALAN

Hogen, komzomp a nevez euz ar iontr ! Ar pez a skoë muia gant va daoulagad oa e zinatur ken nobl ! (oc’h ober ar jest evel sina). Eul linen vraz kamdigam, evel eul luc’heden ! Pa iea treut ar ialc’h e welen ar sinatur dre hunvre, ha breman ec’h implijan anezi : vlan ! LANDELO (hag a ra jest ar sinatur).

Diaoul a zinatur ! Sethu eun devez va iontr da skriva d’in oa had dimezet hag e roë d’in evelse eur voëreb ! Oh ! evid an taol-ze e skrifchen d’ezan va lizer diveza :

— Va iontr bihan karet, eun den hag a zo evid al lealded e kenver ar rouantelez na dlefe ket noazout d’eur gwir heritour ! Hag an dra-ze oa evid rei d’ezan da intent e oa re goz pa zimeze (chench a ra mouez). Daonet e vin ! Sakerdié ! Malloz ma butun !

LOM (leun e veg)

Pe seurt keillienen a beg ennoc’h ?

ALAN

Mez dao eo d’in mond da weled ma moëreb ?

LOM

An itron markisez ? N’ema ket mui aman !

ALAN

N’ema ket mui aman ?

LOM

C’huec’h miz zo, pa varvaz ma mestr, e kuittaaz eur maner ha ne oa ket d’ezi, evid mond da chom war ar meaz en eun ti tost aman.

ALAN

Ah ! e gwirionez ! Dommach eo ! Mankout a ra d’an ti ! Ar gear zo kalz tristoc’h, dre n’eman ket ebarz.

LOM

Hein ? Perag ?

ALAN (hep respont)

Arsa ! gwelomp breman, pe gwir am euz debret va fred e mod Breiz, ha moïen zo da repoz eun neubeud. Ah ? eur ger c’hoaz ! N’ouzout ket mad ar gallek, Lom ?

LOM

E gwirionez, ne gomzer ket ar iez-ze aman. Ar markiz zo maro (Doue d’e bardono !) a gomze d’in brezonek hag ober a rea memeuz gwerziou meuleudiuz evid an eureujou hag ar charreou.

ALAN

Ma chomez ganen, e vezo red d’id boaza da gomz aliez e gallek, abalamour d’am c’hamaladed, ha zoken d’in va-unan, rag ne gomzan brezonek nemed gant poan. Eur ger benag hepken am euz desket gwechall, e skolach Sant-Charlez…

LOM (outan e-unan)

Heman n’eo ket eur Breizad evel e iontr maro ! Ra vezo e ene da Zoue !

ALAN

Gwelomp ha kousket a c’heller epad eun neubeudik amzer ebarz va c’hastel.

LOM

Ma kar an aotrou mond er gampr zo e-kichen (digeri a ra an nor) ar gampr-ze eo hini an aotrou markiz.

ALAN (o sellet dre an nor digor)

Hini va iontr ! Skorna a dleer er gampr-ze. An deiz a c’houllaouo ne vo ket pell. Eun eurvez repoz er gador vreac’h-ma, a vo awalc’h. Nozez vad !

(Ober a ra sin gante zorn d’ar mevel da vond kuit, ha ker pront e c’halv anezan) Ah ! Kleo ’ta !

LOM

Aotrou ?

ALAN

Kemen d’eun noter benag lakaat ar c’hoz-ti-ze e gwerz : n’euz forz pe seurt priz. Kasomp an traou goz da netra. Kompren a rez (en eur skoï war e gof) Bédouin koz ?

LOM (en eur zistroï)

Ne garan ket an ardou-ze ! Ar markiz hag a oa ker mad… Sur on n’eo ket kontant mar ma dre aman oc’h ober e binijen.


————


Kevren III
_


ALAN (e-unan)

Sethu me heritour d’an oll danvez ! Nag e vezo chenchet ar maner-kez-se en eur zal aour lugernuz, hag en neubeud amzer c’hoaz ! (ober a ra mouez ar gwerzer). Diredit oll ! Eur maner koz, warnan daou dour briz, lakeat e gwerz evid ugent mil liur ! Pemp mil liur warnugent ! Allo tregont ! Taolit atao ! Muioc’h ! muioc’h c’hoaz ! Ar gaerik-se a zo euz an amzer-greiz ! Talvout a ra he fouez arc’hant ! Pemp mil liur ha tregont ! Brao ! Daou-ugent ! Tri-ugent ! Tri-ugent eur wech ! Tri-ugent diou vech ! Tri-ugent, diou vech hanter ! Teir gwech ! Gwerzet. (Skoï a ra gant an daol, e zorn e giz eur morzol, en eur floura e varo). Tri-ugent mil liur ! Eur som brao ! Lavaret eo… Paëa a rin friko braz da oll dud ar skoadron. Allo ta… mignoned… Evit… karit… dansomp ar jabadao… Mez da beleac’h ez a va spered ? Ne m’aomp ket eno c’hoaz… Da c’hortoz an amzer eurus-se, klaskomp kousket eun eur pe ziou, hag e teui an noter direbech am euz lakeat goulen. Evit kousket, e karjen lenn eun dra benag… (kemer a ra eul leor war an daol). Barzaz Taldir… Petra eo an dra-ze ? Brezonek ? Ah… nag e ve gwelloc’h ganen eun dra benag evel Les Gaités de l’Escadron (en em lakat a ra da gana) :

Caroline… Caroline, etc.

(En eur zellet ouz al leor). Gwelet a reer enhan, penaoz Douar-Breiz a c’houlen e vugale. Ouspen-ze, ar barz a bretant e teu an den, en despet d’ezan pa zon heur spered an Tadou koz, da veza diffener kalonek ar vroïk, pe vezer troët d’hen ober, pe na vezer ket…

ALAN

Korn butun ! Ne fell ket d’in poulza va griziou aman hag an oll varzed euz ar bed ne virint ket ouzin da redek bro dindan oabl an Afrik, evel ar gwella chaseour aljerian !


————

Kevren IV
_


ALAN, MONA


MONA (en eur gredi oa he-unan)

Kenavo, mogeriou koz, a welan evid ar wech diveza ! Araog lavaret, e-harz an aoter, geriou ha na c’hellint kel beza torret am ’euz c’hoanteat kemeret ho skeuden hag he skriva dôn em c’halon ?

ALAN (a zell)

Sell ! eur vaouez ! hag unan goant, va feiz !

MONA (outhi e-unan)

Unan benag aman ! Gwerc’hez Kerzeot ! (da Alan, e gallek :) Oh ! monsieur, veuillez m’excuser !

ALAN (o sevel)

C’est plutôt à moi, Madame, de vous prier de me pardonner, si je ne vous ai point vue entrer, dès l’abord…

MONA

Non ! je suis confuse de mon indiscrétion (en eur stouï dirag Alan) Adieu, monsieur !

ALAN (en eur ober memez tra)

Madame ! (Mona a ia kuit dre an traon).


————


Kevren V
_


ALAN, LOM


ALAN

Petradinme ! daoust hag eur spez koant benag en em ziskuez er c’hoz-ti-man ? Va c’haso an diaoul ganthan ! Bez e tlien beza hi dalc’het mad ! Eat eo aze ! Mar gelchen gwelet… (Tostaat a ra ouz an nor).

LOM (oc’h en em stoka outan)

Va digarezit, aotrou iaouank ! Kaset am euz ar paôtr-saout da di an Noter Lagadek hag am euz lavaret d’ezan distrei war dro ar c’hreizteiz. Evelkent, aotrou Landelo, n’eo ket mad gwerza ar maner evel-se !

ALAN

Bôn ! Bôn ! Mez lavar d’in, piou eo ar plac’h iaouank-ze am’euz gwelet aze bremaïk ?

LOM

Eur plac’h iaouank ?

ALAN

Koant ! Deuet eo aman !

LOM

Mez, n’euz plac’h iaouank ebed aman. Gortozit ! Gortozit ! (eur neubeudik goude) Gortozit ’ta ! Daoust hag ar varkizez eo ?

ALAN

Merc’h an hini koz ?

LOM

Pe seurt hini koz ?

ALAN

Malloz ma butun ! Markisez koz Landelo !

LOM

Mez n’euz aman markisez koz ebed !

ALAN

Penaoz ?

LOM

Hi oa ar varkisez he-unan.

ALAN

Ha bast !

LOM

Intanvez an aotrou markiz !

ALAN

Va moereb koz ? (droug ennan) Ha ! mez, lavar ’ta Lom goz…

LOM

Mez pa lavaran d’eoc’h eo hi ho moereb koz !

ALAN

Va moëreb koz ? Va iontr en deuz roet d’in eur voëreb euz an oad-ze ? Mez ne ouzout ket am euz hi c’havet koant braz ?

LOM

Koant ? Ah ! me gred, sur ! ha mad ha karantezuz… da lavaret eo n’euz ket e Kerne, nag e Leon, a-leiz, eun all hag e ve par dezhi !

ALAN

Gwelet a reer e karez anezhi kalz.

LOM

Hag hi c’haran… Eur gwir bennoz aberz an aotrou Doue, eo an itron-ze. Digemeret he deuz merc’h ma nizez hag a oa chomet he-hunan e Pont-Losket, goude maro he mam. He maget he deuz hag he skoliet. Ker mad eo !

ALAN

Paour keaz bihan ! Ia red eo d’in he hadgwelet. Petra zonj ac’hanon ! Deuet eo hag eat kuit ker buan ! Lavar dezhi eman ar c’hont Alan a Landelo o vond da renti d’ezhi e zeveriou.

LOM

Mad aotrou ! (outan e-unan). N’ê mui ken du e lagad ! (mond a ra kuit)


————


Kevren VI
_


ALAN (e-unan)

Petra ? hounez a vije va moereb-koz… mez iaouank, iaouank am’euz kavet anezi ! Nag eo eun dra souezuz ! kaout eur voëreb koz euz an oad-ze ? Nag hi zo koant ha leun a vravente ! Eun taol lagad mad en doa an daonet tonton koz ! Doue d’e bardono !


————

Kevren VII
_


ALAN, MONA, LOM


LOM (o tont gant Mona)

Ia ! Itron, hennez eo niz an aotrou markiz, e heritour, a ouzoc’h.

ALAN (e gallek)

Je suis confus, madame, de m’être ainsi introduit chez vous. Mon excuse est que j’ignorais totalement…

MONA (o c’hoarzin)

Ne vous excusez pas, monsieur. Tout malentendu eut été evité, si j’avais pensé à me présenter moi-même (goude eun neubeudik amzer hag e brezonek). Mez, aotrou, Lom en neuz lavaret d’in ec’h ouzoc’h ar brezonek. Komzomp ’ta e brezonek, pe gwir eo iez ar Vro. Ia, c’hoant am boa da weled evid ar wech diveza, ar maner-ze…

ALAN (tregaset)

Ar maner… ah ia ! mez ’pad ar goanv e tle beza trist meurbed ?

MONA (buan)

Morse n’on bet eurusoc’h em buez. Tremenet am euz aman tri bloaz el laouenedigez ar vrasa. Hag al laounedigez a dlean d’an aotrou markiz. Ra vezo e ene da Zoue ! Dalc’het en deuz d’ar ger en doa roët d’am zad gant hevelep teneridigez. Deuet e oan da veza e verc’h. Oh ! an nozveziou hir euz ar goanv, tremenet e-kichen an oaled ledan-ze. Me a laboure brodërez, hen a gentelie d’ar vugale euz ar gear ar brezonek karet-se, komzet gant ar Vreiziz, iez hag a ouie ken reiz, hag hen doa evitan kement a garante, ma ne vize klevet morse aman eur gir gallek !

LOM

Ah ia ! hen a oa eur gwir denjentil euz hor bro, ha nan euz al lakizien-ze kouezet dioc’h lost ar c’har, hag o deuz moustret hon tadou !

MONA

Allaz ! an amzer euruz-ze ne zistroio mui ! (en eur chench mouez) Mez gwelet a ran, va Lom paour, eo poent aoza kement tra evid mond kuit.

ALAN

Petra ? mond da beleac’h ?

LOM

Ia, itron markisez, c’hui vezo er gouent-ze, araog an oferen seiz eur. N’eo ket breman ouspen pemp eur !

ALAN

D’ar gouent ? (da Vona) Malloz ru !… Oh ! va digarezit, mez mil diaoul ! c’hoant oc’h euz da vond d’eur gouënt ?

MONA

Ia. aotrou kont ! N’am euz mui a diegez ! Ar re a stage va c’halon ouz an douar-man, a zo maro ha na zistroïnt ken, hag el leac’h am euz choazet, e kavin a nevez ar peoc’h hag an evurusted.

ALAN (tenvaleat)

Ia… just eo, sûr awalc’h !

MONA

Lom, e peleac’h e tle ar wetur dond evid va c’hemeret ?

LOM

Aman, itron markisez !

MONA

Mad eo ! Va gelver a ri n’eo ket ’ta ! (da Alan) Aotrou, ho pet ar vadelez da reseo va c’himiad.

ALAN (en eur ober eur stou dirazhi)

Itron markisez !

MONA (da Lom a glask mond war he lerc’h)

Chom, va Lom koz, e-kichen an aotrou, e c’hallez ober vad dezhan (mond a ra kuit).


————


Kevren VIII
_


ALAN, LOM


ALAN

Tosta eun neubeud ha respont…

LOM (e benn tenval)

Morse n’euz bet komzet d’in er giz-se…

ALAN

Ar wreg iaouank-ma, neuze hini va iontr ! Evid ober an dimezi-ze, penaoz zo bet great ?

LOM

Klevit, aotrou ! Evid doare an dimezell Mona a zo merc’h d’eur c’hompagnon-soudard d’eomp hag a zaveteaz e vue d’ar Markiz, pa oamp treac’het er Mans, eleac’h ne oan ket en e gichen.

ALAN

Ah ia ! ar stourmad spontuz ze ? Va iontr kalonek a iea war eün d’an tan… Ra ’z in gant an diaoul ! En hor gwad eo…

LOM

Ha neuze, pa deuaz Mona da veza emzivadez, ar Markiz hi c’hemeraz en e vaner.

ALAN

Hag e tlie he c’haret, n’eo ket gwir ?

LOM

Me gred sur… Hi adori a rea. Hi a oa evit an ti, evel eur ban-heol o para. Hag evelse eur mintinvez, ar Markiz en deuz hi c’hemered da bried.

ALAN

Evit lezel ganthi e zanvez… Sethu ar pez a zonjen… Mez neuze, abalamour da betra on-me hiritour gant karg da rei d’an intanvez iaouank-ze pevar mil lur leve, epad he beo ?

LOM

Oh ! en despet d’eomp eo, a ouzoc’h,

ALAN

Te zo jentil ! Te lavar an traou war eeün…

LOM

Ia, aotrou ! pa lavaran en despet deomp n’euz ket menek deuz Mona, deuz an dirnezell Mona, am euz c’hoant da lavaret. Iskuzit… e Kerne, ne gomzer ket aliez deuz aotrou nag itron, hag e karer goulskoude ar mistri. Evid neuze, va mestr eat d’an anaon (e ene vo da Zoue) o welet e eur diveza o tont, a skrivaz evel pa lavarfet eun testamant mez araog e zina e kouezaz seizet. Neuze buan e oe galvet an noter.

ALAN

Ac’hanta !

LOM

Mona, va iskuzit aotrou iaouank… an itron markisez hen deuz harzet an noter da vond er gampr. A briz e-bed ne bermettaz tostaat outhan, Hag evel mac’h aspedet anezi da ober sina eur paper, ha na dalvche netra hep sinatur hi deuz tapet ar paper, hag hen taolet en tan !

ALAN

Penaoz ? great he deuz an dra-ze ?

LOM

Mez me oa eno… me ! Hag e peden kement Sant-Weltas biniget, ma…

ALAN (o troc’ha dezan e gomz)

Lavaret a rez…

LOM (o varc’hata)

Me ! Netra ! Da lavaret eo… (nec’het) me garfe goulen diganeoc’h eun dra benag, aotrou ?

ALAN

Komz…

LOM

An itron markisez en eur vond kuit ac’hann, a vije bet plijadur ganthi, kaout poltred ma mestr maro. Peoc’h d’e ene ! Neuze, am ’euz sonjet… Ma ne werzot ket anezan re ger…

ALAN

Penaoz ? (kounaret.) Eur c’hlaoustr’ eo ? Arsa… Tankerru… hag ober a rez goap ac’hanomp ?

LOM

Va Doue… c’hui c’hell evel a lavarchet refuz. Ho tra eo !

ALAN

Evid piou e kemerez ac’hanon aman ? Hag eur bleiz garo on, eur c’hoz fripon eur c’hrafer koz re stag e groc’hen ouz e gein, eur grier arc’hant ! Mez mil malloz ru… Hag henvel on ouz eul laër ?

LOM

Ar pez am euz lavaret, n’eo ket evid ho facha…

ALAN

Gwerza eur poltred ? Mez e ginnig a ran, a greiz va c’halon d’an itron markizez…

LOM

Ma ’z eo possubl ? Ho trugarekaat a ran aotrou, evid va mestrez. Nag eurus e vo ! me hag a grede e zoac’h eun den fall… C’hui zo mad… C’hui zo eun denjentil a zoare…

ALAN

Daoust ha kredi rez on eur gwall den ?

LOM

Nan ! eun tam re e tennet d’ar Barizianed. Mez anaout a reer mad eo ho tud koz deuz an tu-man, ha c’hui a deuio da veza henvel outo, aotrou Landelo, en digemer a reoc’h d’an dud a renk izel. Gwelet a rit, ni etrezomp Bretoned, ne ouzomp ket delc’her hon teod dirag ar mistri evel mevelien pe larbined ar c’heariou braz ; mez etre ar mistri ha ni eo d’ar vuhez ha d’ar maro ! Bep mintin, an aotrou markiz a roe d’in e zorn, ha d’an noz ive. Kredi a ran stard, n’euz bet disparti ebed etrezomp epad ar vuez.

ALAN (tenereat)

Ac’hanta ! va Lom koz, ro d’in da zorn ha bezomp mignoned (outan e-unan) Diaoul ! mevelien Breiz n’o deuz ket kalonou evel larbined Pariz ! (Da Lom) Mez gwelomp ar poltred-ze euz va iontr. E pelec’h ema ?

LOM

Aze, en e gampr.

ALAN

Oh ! me gred sur… lavaret e ve eman o vond da gomz.

ALAN

Feïdime ! n’am euz ket a c’hoant e komzfe d’in ! Va disherita rafe… Mez kontant o ven da weled ar iontr mad-se, rag na m’euz morse e welet. Gortoz ac’hanon… Distrei a ran (monet a ra er meaz, a zeou).


————


Kevren IX
_


LOM (e-unan da genta, ha goude MONA)


LOM

N’en deuz morse e welet hag eo hiritour… Sethu eun dra drol goulskoude (o welet Mona o tond dre an traon) Oh ! deuit buan, itron markisez, eur c’helou mad am euz da lavaret deoc’h.

MONA

D’in me !

LOM

Ar poltred-ze euz an aotrou markiz, ho poa kement a c’hoant da gaout ! Hep klask tro ha didro, am euz goulennet digant an aotrou kont ha c’hoantaat a rea e werza ?

MONA

A zonjez-te ?

LOM

Kerkent eo eat en eur gounnar !

MONA

Ah ! te wel !

LOM

Ra vezin d’an diaoul ! emezan. Evid piou e kemerer ac’hanon ! evid eur grier arc’hant ? evid evid eur raz gouez ! Ar poltred-se a ginigan a greiz kalon d’an itron markisez !

MONA

Ah ! lavaret en deuz an dra-ze ?

LOM

Braô eo evitan, n’eo ket ’ta !

MONA

Brao awalc’h !

LOM

N’eo ket gwall drouk an den-ze ! Mez ter eo, itron markisez, hag eun tam rog gant an dud izel, evel ma’z eo ar Fransizien a renk uhel…

MONA

Ro peoc’h ! sethu hen !


————


Kevren X
_


AN HEVELEP-RE, ALAN


ALAN

o tond dre an tu deou, eur paper gantan en e zorn hep gwelet Mona na Lom).

Eur skrid am euz kavet adreg poltred ar Markiz ! Na souez ê ! (Poursu a ra da len, pa wel an daou-all) Ah ! (kuzet a ra buan e baper).

MONA (o vond araog)

Lom a deu da rei d’in da anaout, aotrou kont, ar zonj ho peuz bet ennon hag e pedan ac’hanoc’h da zigemer va anaoudegez vad !

ALAN (laouen)

Gortozit itron… Ar zonj-se n’eo ket marteze hep esperanz da gaout eun digoll. Me miche d’am zro eur zervich da c’houlen diganeoc’h ?

MONA

Eur zervich ? Mez mar ’man em galloud !

ALAN

En ho kalloud sûr ! Evel ma weloc’h mar kirit va zelaou eun neubeud amzer.

MONA

A galon vad ! Lez ac’hanomp, Lom goz !

LOM

Mond a ran ! en eur vond) Sell ! sell ! Petra a c’hallfe beza da lavaret eta ! (mond a ra dre an traon)


————

Kevren XI
_


MONA, ALAN


MONA

Ho selaou a ran, aotrou !

ALAN (en eur stoui e benn)

Mil bennoz ! Mez plijet ganeoc’h kemeret ar boan da azeza. (astenn a ra eur gador vreac’h). An dra-ze a roï d’in amzer da renka va giriou evel soudarded en eun emgann.

MONA (en eur c’hoarzin)

Brezel a ziskleriet ’ta, aotrou ?

ALAN (en eur c’hoarzin)

Marteze… Mez ho tigarez ! c’hoaz eur c’hras all ? N’am zellit ket evelse, rag araog kregi e refoc’h d’an enebour tec’het.

MONA (o troï e fenn)

Re droet emaoun evid ho mad hoc’h-hunan, hag evid ho kas war araog !

ALAN (lawen)

Va c’has war araog ? Sethu aze eur gomz hag a ro d’in nerz kalon hag ez amp da weled ma vezin bremaik war gresk.

MONA

Komzit aotrou !

ALAN (o poursu)

Mad, itron ! Me a anzavo ouzoc’h e kavan eun dra dreist-ordinal beza perc’hen… N’on ket bet boazet euz kement-se !

MONA (o vousc’hoarzin)

Eur voazamant eo hag a zo eaz da gemeret !

ALAN.

Nan, paz kement ha ma zonjit ! Nan, war va enor. N’em gavan ket em flas er vro-man, eleac’h ma komz ouzin eur mevel, evel eun denjentil. C’hui hoc’h­-unan, itron, hoc’h euz an ear da garet muioc’h eged ho puez, ar iez-se am euz bet desket gwechall e skolach Sant-Charlez Sant-Briek. Mez lavaret a rankit n’eo ket great evid hon amzer-ni. Me n’on ket em eaz aman, ha ma karche itron va moëreb beza mad evidon, ec’h assantfe beza perc’henez d’ar maner-man. He c’houarn a raffe ker mad ! Gwir ! servich a rentfe en eur rei d’in ar pewar mil lur leve a c’hon karget da rei dezhi, hag o telc’her ar peur-rest. Eun dra benag a lavar d’in e rankit chom aman ! Evidon, me a gwitaio lawen ha buhan, evel m’on digouezet !

MONA

Ar pez a ginniget d’in aze, n’eo ket mad, aotrou kont. Tenna a rit diganen ar joa am oa bremaïk, oc’h ober d’in kaout ar boan d’ho refuz.

ALAN

Dinac’h a rit ?

MONA (seac’h)

Dinac’h a ran !

ALAN

Mez perag ? Livirit pe seurt abek, me ho ped ?

MONA

Perag aotrou ? Abalamour oc’h mestr war gement tra zo aman, abalamour oc’h ar gwir herr, hag an abek a zo dreist ar re-all c’hoaz, abalamour oc’h eun denjentil euz Breiz. El leac’h mond en eul leac’h-all, ’vel eun divroet, e tleït reï d’ar re zo izeloc’h evidoc’h ar skouer sakr euz ar garantez evid ar vro m’oc’h ganet enhi, evid ar brezonek, evid giziou hon tadou koz. Erfin abalamour hérez Landelo na dle ket chom hep eur penn, hag ez eo dever eun denjentil hirio pa ren ar Bobl, beza eur rener ma n’eo mui eur mestr ! Ouspen-ze, na boursuit mui, aotrou, ober a raffec’h poan d’in, great am euz va zonj !

ALAN (buan)

Neuze fell d’eoc’h kuitaat ! Ne andurin ket kement-se !

MONA

Aotrou kont !

ALAN

Ha me zo kaoz, me na ouzon ken petra on, abaoue m’am euz ho kwelet nag e peleac’h emon, ha me zo kaoz, mar ho peuz abaoue ma ’mon aman roët d’in da anaout evid eun amzer da zont eun evurusded er peoc’h hag en dever ha ne anavezen ket ?

MONA (tenereat)

Aotrou !

ALAN (tan en e zaoulagad)

Ar gwel ac’hanoc’h… ho iez a ra d’am c’halon, tridal gant ar brasa joa… Me gar breman ar maner koz-man, ar Vretoned man, ar zonj euz va iontr ! Gwelet a ran pegen talvouduz eo evidôn gouzout awalc’h a vrezonek, evit lavaret d’eoc’h, er iez-se a garit, ar pez o deuz lavaret va zadou d’am mammou-koz a-hed ar c’hantvejou. « Ho karet a ran, » ha karout a rafen implij va buez evidoc’h (o kemeret he daouarn). Petra zo da ober evid plijout d’eoc’h ?

MONA (o tenna he daouarn)

Ho truez ! Grit peoc’h ! Na c’hellomp ket en em garet !

Kevren XII
_


AN HEVELEP-RE, LOM


LOM (o tont gant e lettern)

Itron, ar paotr-saout a zo aze hag am sikouro da lakaat ar poltred ’barz an tilburi. Hag neuze, tud ar barrez a zo er porz deuet evid kimiadi ouzoc’h.

MONA

Ia ! ia ! breman ! touchantik ! mond a ran !

ALAN

Kenavoiou atao ! kenavoiou ! Ha pa zonjan eo me hag a deu d’ho laërez ha d’ho kas er meaz !

MONA

An douarou a zo deoc’h, aotrou, ia deoc’h int…

ALAN

Mez n’am euz ket ezom euz ho maner… Ne zin morse da chom ennan…

MONA

Perag hoc’h euz goulennet an noter neuze ?

LOM

Evid e werza en uhela priz.

ALAN

E werza ! Gwerza an ti-ze a garec’h ! hag a lakeec’h da veza braoc’h… c’hui, al limach dudius euz ar Breiz-Izel-se, atao iaouank hag atao nevez, a deu en eun taol d’en em ziskuez d’am daoulagad ! Gwelomp, itron, ha na fell ket d’eoc’h assanti da gemeret an doare da chom aman, an hini ho peuz heb-ken ?

MONA

Red eo lezel an traou evel m’emaint, aotrou !

ALAN

Ho ker diveza eo ?

MONA

Ia…

ALAN

Mad ’ta ! (o chench ali) Mez ar poltred-se hag a zo plijet ganeoc’h digemeret, lezit ac’hanon d’her c’hinnig deoc’h va-unan.

MONA

Perag aotrou ?

ALAN

C’hoantaat a ran kalz kement-se !

MONA

A galon vad !

ALAN

Distreï a ran, itron ! (outhan e-unan) Aman eo e ranker sabrenna ar iontr ! Kamdigamomp ! Hadsinomp ! (antreal a ra buan e kampr an daolen)


————


Kevren XIII
_


LOM, MONA


LOM

Me gred e ra eun taol fall benag.

MONA

Ah ! kredi a ran am euz great poan d’ezan, bez ez eo leal ha kalonek !

LOM

Evid an dra-ze, serten ! Ne vijer ket pell, a welet, itron markisez (en eur zellet a zindan) evid ober eur breizad mad anezan, evel ma oa an aotrou markiz. Doue en devezo e ene…


————


Kevren XIV
_


AN HEVELEP-RE, ALAN, PERIK


ALAN

(o tond adarre, en e raog Perik ar paotr saout a zoug ar poltred goloët gant tul glaz. Da Berik :

Allo, kerz war eün, koffik ioud… Diwall-mad d’ober drouk da netra… (ar paotr a vrall, an tul zo direnket eur paper a gouez deuz ar stern).

LOM (o tastum anezan)

Sell, eur skrid eo !

ALAN (d’ar paotrik)

Lak an daolen ouz ar voger !

PERIK

N’on ket kouezet, aotrou… Ma vije bet Tual ar jardiner en dije brallet evel-se, evit-sur en dije torret eun dra benag, pe gwir eo hir evel tour ar C’hreiz-Ker ! (an oll a c’hoarz)

LOM (o lakaat e lunedou war e fri)

Mez sethu ama an testamant…

ALAN

Pe seurt testamant ?

LOM

An testamant, a lavaran d’eoc’h, an testamant n’oa ket gallet ma mestr sina, abalamour ma oa seizet gant ar paralizi (tenna ra e lunedou).

MONA

An testamant ?

ALAN

Impossubl eo !

MONA (en eur e gemeret hag o lenn)

« Me, Alan-Herve-Tugdual ar Waster, markiz a Landelo, bet letanant a vag-brezel, kommandant ar mobiled euz Kerne, iac’h a gorf hag a spered, a ziskleria :

Distruj a ran dre ar skrid-ma, an testamant a zo etre daouarn an aotrou Lagadek, noter e Lanrien, dre behini ec’h instituen va niz Alan ar Waster, kont a Landelo, deuz an eil skour euz va zad, hag em goude, mestr a hano hag a armou, va hiritour evid maner Landelo.

« Lakaat a ran an itron Mona, va fried hervez al lezen hag an iliz, en e leac’h ha plas evel hiritourez d’am oll draou. »

MONA (o chom hep lenn)

An dra-ze eo just ar pez en doa skrivet war ar paper am boa taolet en tan...

LOM

(goude beza lakeat, a-nevez, e lunedou hag en eur zellet dreist skoaz e vestrez).

Ia ! mez n’eo ket tout…

MONA (o terc’hel da lenn)

« A zisklerian ouspen-ze, ar skrid-ma na dalvezo da netra, mar teu Alan a Landelo va niz, eur wech e gonje soudard echu ganthan, d’en em angagi dre skrid, da genta da chom er maner, ha d’an eil, da gendelc’her ma oberou evit diwan ar brezonek, ar skoliou hag al leac’hiou-c’hoari evid ar zul, savet ganin er barrez-ma a Lanrien. An divizou-ze o veza respetet, an eil destamant a vo nul, hag an testatour a gont war enor an denjentil e niz, evit rei e leve d’an itron Mona hag e bansion da Willom Laz-Bleiz.

Great em c’hastel a Landelo, parrez Lanrien, an eil a viz Even mil naô c’hant ha tri. »

Hag eo sinet.

LOM (lawen)

Hag ez eo Doue possubl ?

ALAN

Petra lavarit aze ? Sinet ?

MONA

Mez, n’eo ket possubl pegwir am oa e daolet en tan…

LOM

Mez me ’m euz e dennet euz an tan me… Hag eo sinet. Beniget e vezo an oll Sent a Vreiz hag an aotrou Sant-Weltaz, ar c’henta anezo…

MONA

Erfin na gomprenan netra !

LOM

Me zo ’vond da isplika kement-se d’eoc’h

ALAN

Ia ! ia ! isplik ’ta neuze !

LOM

Gouzout a ret penaoz ar re a hanver ar Re Varo, n’int ket maro penn-da-benn evid ar gwir gristenien. An Aotrou Doue a lez atao d’an dud vad evel ar Markiz, dond da ober o finijen el leac’hiou o deuz karet. Neuze am euz en em lavaret evelhen : Ma lakan bemdeiz da zek heur dioc’h an noz, ar paper a-drenv an daolen, e vezo sûr sinet epad euriou ar Re Varo, rag red eo d’ar Re Varo peurachui ar pez n’o doa ket gallet ober war an douar. Evel-se ar paper zo bet sinet, netra na vank d’ezan !

ALAN

Gwir eo ! Anaout a ran mad sinatur va iontr ! eur skilfou kam-digam evel eul luc’heden (ober a ra ar jest.)

MONA (a sellet outan en e fas)

Ia, n’eo ket ’ta aotrou ?

ALAN (nec’het)

Ar gwir zo ganeoc’h ! (Da Lom) Kas anezan buan d’an noter…

MONA

Eur pennad-amzer aotrou, d’am zro me zo prest da ranna ganeoc’h.

ALAN

D’am zro, ive, da lavaret : nan ! C’hui eo ar gwir benherez…

MONA

Bez ’ez euz kondisionou ha na gomzit ket anezo, hag ouspen, ar zinatur-ze…

ALAN

Hini va iontr eo…

MONA

Pe hini eun all benag marteze…

ALAN (prount)

Diwallit, itron. Me mije great eur paper faoz, me Landelo… Ah ! sethu aze eun tamall hag e c’hallfe lakaat eur zoudard kalonek, da veza diskaret deuz e garg dirag an oll…

MONA

Nan… nan… aotrou. (kemeret a ra an destamant hag hen freuz).

LOM (spontet)

Ho…

ALAN

Petra rit ?

MONA

Va dever, netra ken… Mez mar fell d’in non paz dizoloï ar mister… burzudus-ma, eo d’eoc’h d’ho tro da zigemer va c’hondisionou…

ALAN

Ia, va moëreb…

MONA (gant teneridigez)

Breman p’eo distrujet an testamant, am euz c’hoant e dalfec’h dre garantez evidon, ar c’hondisionou euz an eil skrid, eur wech ho servich soudard echu.

ALAN

Mona, ha kaout a c’hellit douetans ? (kemeret a ra e dorn.) Va fried…

LOM

Komz ar barz zo deuet da veza gwir. Douar Breiz he deuz hadkemeret he mab, abalamour oa sonet an eur, ha ma oa c’hoant ar Re-Varo.


(Al lian a ziskenn)


————