Mont d’an endalc’had

Sermon evit gouel ann hol-zent

Eus Wikimammenn


Sermon evit gouel ann hol-zent


skrivet gant Fañch an Uhel


Annales de Bretagne
1893




Je ne connais pas l’auteur de ce sermon burlesque, qui est une satire, parfois spirituelle, de la manière dont se comportaient en chaire quelques-uns de nos anciens curés de campagne. Il doit avoir été écrit dans le Léon ; la langue l’indique suffisamment, et il m’a été donné d’ailleurs par un de mes amis, qui se l’était procuré à Landerneau, mais en ignorait également l’auteur. Ne serait-ce pas Le Laë, l’auteur du Michel-Morin breton, qui est mort sénechal à Landerneau, en 1791. C’est bien son genre d’esprit et aussi sa langue. Il y a, certainement, de l’exagération, mais pas autant que l’on serait porté à le croire, et, il y a quarante ou quarante-cinq ans, j’ai entendu, dans nos campagnes, des sermons bretons qui ne le cédaient guère à celui-ci, en fait de burlesque.


Va farvassianis keaz, ar bloaz tremenet, deiz evit deiz, am eus lavaret d’eoc’h calz a draou mad da ober ha da virad en ho kalonou. Hogen oc’h eus ancounac’het anezho, pe na fell ket d’eoc’h heulia va aliou. Hirio a lavarin adarre va zermon ar gouel diveza, gant traou nevez am eus laket enhan, ar bloaz-ma.

Tleout a reomp hirio pedenna ar zent a zo en nef da dougen dorn warnomp ha d’hon zicour evit pignad d’ann nef. Evit tapad ar seurt tra, n’eo ket awalc’h flach ar muzellou, en ilis, ha caout ann nouenn, aroc ar maro ; rèd eo en em dioual diouz ar pec’hed ha kinniga da Doue oberou mad, pe sant Pezr, ar porzier, na digoro ket d’eoc’h. Gouzoud a ret er-vad a zo bet zent en peb-leac’h, en peb amzer hac en peb stad. Sant Vazé a zo eur scouer evidomp. Henès ’n eus gounezet ar barados, petrabenac ma oa maltoter, en he iaouankis. Eun deiz, he aour, en he zier, a oe

troët en deliou zeac’h gant ann aotro Jesus, a oa Doue. Neuze a em distroas, ha a reas betec he varo eur binijenn vraz meurbed ; heman a roas he danvez hol d’ann ilis hac a deuas da veza clasker-boued. Er stad-ze, Maze a debre ar boued roët d’ezhan, en tier, hac a vire gant ewez ann arc’hant roët d’ezhan evit digass da eur bêlec, da gaout offerenniou. Pa oe deut da veza coz, na c’helle mui bale dre ar vro, hac aliès n’hen doe evit magadurès nemet preonved ha ieoteier. Hogen ar vreïnadurès o veza comerret he dreidigou, ar sant a oe maget gant eur vor-vran, pehinin a zigasse d’ezhan eur pesk, bep deiz, hac eur biz da Vaze a c’hore bep creiz-deiz. Na varvas ket evel ann dud all ; heman a bignas d’ann nef adreuz war he viz, a oa bet roët diou askel d’ezhan gant ann Aotro Doue : ar vor-vran a nizé a-roc, gant eur goulaou war he lost, evit sclezrijenni ann hent. Kement-ze na rafeac’h ket, c’hui ! Ar garantez direiz evit ann arc’hant, ar vezventi, al licaourès a zo ann abec a goll hoc’h ineou.

En gwirionez, ez it da glevoud ann offeren, bep sul ha bep gouel-berz ; mès ar baotred iaouanc a sell ouz ar merc’hed, hac ann dud diskiant a gousk, evel ma ra ’to Job Kerboriou, al lue. Pa zistroït, goude ann offeren, ho calonou a frailfe, mar ve rèd d’eoc’h rei eul liard d’ar beorien a zo e kichen dor ann ilis ; c’hui a gav gwell’ palad eun toul en douar ha lacad enhan ho pec’hejou, pe goullonteri ho ialc’h en ti ann tavarner.

En aner a dastumet madou, mar na rofeac’h ket eul lod benac da Doue, da lavaroud eo d’ann ilis ha d’ar vèleienn, laket gant ann Aotro Doue evit prezeg ann Aviel ha distrei ann dud holl d’ho deveriou. Evit eun aluzenn bihan, eur gwennec roët d’ann ilis, ho peus en nef eun tensaour a gant gwennec. Heuliet ar scouer a Nonn Kerdroubar, a varvas bezan a zo tric’huec’h miz : pa ree he amann, ann daouzecvet lodenn a gasse d’ar presbital, hac he c’huec’h vioc’h a oa ar brava euz ar barrès. Pa lac’her eur penn-oc’h en he di, Nonna a roë d’am c’heginerès daou damm braz, unan lard hac unan treut, hep lavaroud ar goadegennou hac ar bouzellou. Bep-wech ma âle eur vioc’h, Nonn a roë eur goulaouenn da sant Fiacr, ha gouvezit ho doa muioc’h a lueou eget ar re-all. Goude ann eost, Nonn a gassé eur sac’had ed hac eur sac’had gwiniz-dû. Da Santès Nonn, he vaeronès, e kinnige canab. A-roc mervel, hen deus laket eun offerenn bep sizun evit he ine. Evel-se a heulias ato ar scouer a santès Nonn, pehini a roë he dillad d’ar beorien a gave war ann hentjou. Eun deiz, e c’hoarvezas gant-hi rei he hol gwiscamanjou, nemet he hinvis, d’eur c’hlasker coz hac he c’hreg. Hogen, pa distroë d’he c’houent, e tigwezas gant-hi, en creiz ann hent, ann aotro Sant Houardon, harpet war he vâz, o clasq bara gant he vissac. Heman, enebour braz d’al luxur, kerkent ma welas eur plac’h coant, gant he hinviz hep-ken, a gredas a oa eur stroden, eur gast o veza grêt eun avoultriach. Neuze e couezas warnezhi gant he vâz, en hevelep giz ma vanquas mervel santès Nonn. Hogen ar Werc’hès na fellas ket d’ezhi coll eur seurt santès, scouer ar merc’hed war ann douar. Dre eun hunvre, mamm ann aotro Jesus a disclezrias d’al leanès eul louzou a oa tost da eur stivel. O veza laket bervi al louzou-ze, malet, al leanès a evas ann dour hac a lacas al louzou war he gouli, ha dioc’htu a oë pareet. N’ê ket evidoc’h a rafe ar Werc’hès eur seurt burzud !

Rancout a ra d’eoc’h lacad offerniou evit ho tadou coz, a zo er purgator ; neuze ho pô offern digant ho pugale, goude ho maro. Hirie ann deiz, er gwezit ervad, ann ineou ho deus pec’het a zistro war ann douar, en niver brasoc’h eget ann deliou seac’h, er coajou. Mont a reont da welet ho zi gwech-all, hac al lec’hiou ho deus caret, en pelec’h ho deus pec’het. Pa glevfet ar Maro o skoï war ho tor, da greiz noz, neuze a crenfet, abalamour na ouvezfet ket evit piou a sco. Ar c’horf a deuio ien, hac a vezo casset d’ar verred, en eun dumporel tennet gant eur marc’h n’hen deus kig ebed war he eskern gwenn.

Pa distrofet ive war ann douar, goude ho maro, da zelled ouz ho pugale, ho devezo ancounaket ac’hanoc’h, evel a ret brema gant ho kerent.

D’ann noz-ma, na vouget ket ho tan, abalamour d’ann ineou a gar dont da domma, war ann oaled, rac ho bez a zo ien, dindan ann douar : na lemit netra diwar ho taol, goude ho coan, na boued nac evach, evit ma cavo ho re varo da debri ha da eva, mar ho deus naoun ; roït calz a aluzen d’ar beorien a deu da gana war dreuzou ho tor, rac ann ineou a laca anezho da brezec ; mar clevet eur vouez clemmus en ho ti, eun ine eo, o c’houlen pedennou ann ilis, ha na daleït ket da lacad eun offern, evit tenna ho tad pe ho mamm diouz ar purgator.

Selaouit, paroissianis ; pell braz amzer a zo a varvas er barrès-man eun toker hanvet Kergarel, ha lezhanvet ann Touzer, abalamour d’he avariez. Coulzgoude, a-roc mervel, e roas aluzennou d’ann ilis ha d’ar beorien, e reas eur binijenn verr, e c’houlennas ann nouënn hac e c’hourc’hemenas d’he vab lacad offerenniou vit he ine. Hogen, abalamour ma hen doa bet keuz da he aluzennou, Sant Pezr na digoras ket d’ezhan dor ar Barados, ha Kergarel a ieas er purgator. Evit ann tad da vezan avaricius, avariciusoc’h c’hoas a oa ar mab, pehinin a vije marvet, mar vije bet collet d’ezhan eul liard. Goude maro he dad, na fellas ket d’ezhan roï nac arc’hant d’ar c’halvez, evit eun arched, nac eul linsell evit sebelia ar c’horf, hac he galon a oe rannet, en distro deus ar verred, pa oe rèd d’ezhan reï da breja d’he gerent a oa deut d’ann interramant. Na baëas ar soniou glaz nemet dre ar serjant, ha ne senntas ket euz he dad, hen doa gourc’hemenet d’ezhan lacâd offerniou evit-han. Ann tad paour a c’houzanvas poaniou criz, dre avaristed he vab. Da noz gouel ann anaoun, ine Kergarel a ieas en he di gwech-all, en peleac’h na gavas na tan en oaled, na boued war ann daol. Neuze, evit dishunva he vab, a reas eun drouz vraz, gant eur morzol, hac e c’hourc’hemenas d’ezhan, a-nevez, lacâd offerenniou evit-han. Hogen, ar mab fall na fellas ket d’ezhan adarre zennti ouz he dad, ha d’ann abardaez noz, ann aotro sant Loeiz, paeron he dad, a lacaas ar mab er purgator, e-leac’h ann tad, ha Kergarel a deuas adarré war ann douar, en doare he vab. Kergarel a baeas ar c’hloc’her hac ar c’halvez, hac ann aotro ar person, evit arsao hep dale er Barados. Iann Kergarel iaouanc a c’houzanvas poaniou criz, er purgator. Eun drouc-speret a dennas anezhan, he c’houg liamet gant eur chadenn houarn, hac a oe laket bars ar moged dû. An tân ann ifern a zo tommoc’h evit glaou bew, war ann douar. Ann avarisius na c’helle ket c’houezan, o iudal hac o lammed evel eur c’hi counnaret. He gorf a c’houeze ar goad, ar mel en he eskern a verve, hac e chomas er poaniou criz-ze ter noz ha tri dez, epad ma oa he dad en he leac’h war ann douar. Pa digwezas er gêr, he vadou hol a roas d’ann ilis, has a reas eur binijenn vraz, en eur glasq he vara, betec ar maro.

Gouvezit ervad, ma faroissianis keaz, morse na ve leusket den a-bed gant Doue da vervel gant ann naoun, rac eun deiz, ar C’hrist a vagas pemp mil den, heb niverra ar vaouezed has ar vugaligou, gant daou dluz ha pemp dorz vara. Eur pec’hed braz eo labourad d’ar zul, hac ive d’ar goueliou, evel eo bet disclezriet d’imp gant ann Aotro Jesus. Heman, o veaji en bro Kerné, en eur brezec ann aviel, a digwezas eur zul en Huëlgoat, hac o vezan eat d’ann ilis evit pedenna, a-roc ann offerenn, a welas tud euz a bep micher o werza, o prena hac ive oc’h eva, en ilis, o c’hortos ann offerenn. Neuze Jesus a scoas anezho, gant he vâz hir ha teo, hac ar varc’hadourien a dec’has-cuit, nemet ar c’hemenerrien, a eseas brouda anezhan, gant ho nadoz. Mes, dre eur burzud saouezus, ann nadoziou holl a em iennas en ho c’hic. Ar c’hemenerrien a dec’has neuze, oc’h hirvoudi hac o lammad, ha calz anezho a deuas da veza cacouz. A-baoue ann deiz-ma, ar c’hemenerrien a zo gwell’ gant-ho mont d’ann davarn eget d’ann ilis.

Ar vezventi a zo mamm da galz a bec’hejou. Ha re a arc’hant hoc’h euz-hu eta ? Goullonteret ho ialc’h oc’h ober aluzennou, rac pa ’z oc’h mezo, a ret avoultriach hac a wallet ar merc’hed. En he iaouankis, ann aotro Priam a ieas d’ann davarn, goude ann offerenn, ha pa oe mezw, e lac’has he dad, a dimezas d’he vamm, hac hen doe pevar mab ha ter verc’h, hac a-benn seiz vloaz, pe eun dra bennac goude, he c’hreg, pehinin a oa he vamm, a varvas, hac en eun hunvré, he zad a rebechas d’ezhan he maro hac a c’houlennas ma teuje da veza dall. Neuze hen doe eur c’heuz braz, hac a ieas dious he vro, gant he der verc’h, he vibien o veza deut da veza cacous. Priam a ouelas kement, ken a deuas da veza dall. Frealzet a oe eun nebeud gant he verc’hed, pere a rene anezhan. Hogen buanedigès Doue na oa ket c’hoas couezet. He verc’hed a c’hoantaas eur paotr. Ann hini henan a lavaras d’he diou c’hoar : — « Hon madou hol a zo collet, den ebed na sell ouzimp ; evel claskerezed omp o hentja eun dall. Mar cavet mad, e prenfomp gwinn, da rei nerz d’hon zad, ha pa vezo mezw, peb-hinin ac’hanomb d’he zro a gousko gant-han. » Ann ali a oe cavet mad gant ann diou all, hac ar verc’h henan a gouskas gant he zad, ann noz kenta, antronoz, ann eil verc’h, ha goude, ann derved. Ann ter flac’h a deuas da veza dougerezed. Bugel ar c’hentan a oa tort, hinin ann eil, cam, hac hinin an derved, bouzar. En eun hunvré, ann tad a anavezas he bec’hed nevez. Neuze e cassas cuit he verc’hed milliget, hac he-unan neuze, hep eur c’hi zoken, a valeas dre ar vro, betec ann heur euz he varo. Dre ar scouer-man eo disket d’imb penaoz ar pec’her a zo bepred castiet.

En miz here e hader ed, has er c’horeïz e rer pinijenn. Hirie a pedfomb ann holl zent, warc’hoas e pedfomb evit ann anaoun. Pedit, arbedit Doue da gaout truez ouzoc’h.

Me am eus envor Annaïc Gwisarn a deus collet he onner. Rèd eo d’ann hinin hen eus hi c’havet digass anezhi d’ar vaouès paour-ma, ha tleout a ret zoken clasq anezhi, mar na n’è ket bet cavet c’hoaz. Eun ober mad a vezo, en deiz ar varnedigès.

Gwiz Tangui Kerfaohir hac he c’huec’h oc’hic a zo bet debret gant ar bleizdi, er parc tost da goad ann dorghenn. Rèd eo d’eoc’h mont gant ho chass ha fuzuillou evit lac’han ar bleizdi-ze, pe e colfet ho chatal hol, er goan-ma. Jakès Kergribet, perac na gassès-te ket da vugel diveza d’ar c’hatekiz ? Te a losk anezhan da luguda, hed ann deiz, war ann hentjou, da glasq neizou, ha da ober ar c’hanfard. Te a losq ive da verc’h hena da vont d’ar c’hoad gant ar baotred ; hen difennet am boa ouzit, coulzgoude, ha breman ez eo dougerès ! Penn avelet ! Den divez !

Va breudeur keas, dalc’hit mad va c’homzou, hac heuliet va aliou : Evit ober amann mad, ez eo rèd pilad crenv ann dien. Evel-se a ran ganeoc’h ; skeï a ran warnoc’h, evit ma vefet gwelloc’h. C’hui a zo holl va bugale ; hervez Sant Iann, en aviel, ez on ar paotr-saout, hac ez oc’h va chatal : marc’h, cazec, ebeul, ebeulès, azen, azenès, azennic, ijenn, bioc’h, taro, lue, onner, maout, danvadès, oan, boc’h, gavr, boc’hic, porhel, gwiz : ar manac’h eo ar c’hi.

Me a fell d’in c’hoas comz d’eoc’h euz al licaourès. Mar ho pije envor euz ar pez am eus bet lavaret d’eoc’h, er bloaz tremenet, c’hui a anavezfe penaos va c’homzou na int ket sorc’hennou, hac e redfeac’h d’am selaou. Hon c’horfou a zo templou ar Speret-Santel, hac arabad eo ho saotra. Berzit mad ho merc’hed da vonet d’ar gêr. Aliès e teuont da veza landourc’hen, evel ma ’z eo bet Marc’harit Hesked. Er goan-man, e deus chenchet he zrabidennou gant dillad al livastred ar c’hêriou braz. Al libourc’hen-ma zo gwisket breman evel eun itron ; mès savit he lostenn, hac a welfot al libistri ar pec’hed. Iann Hesked, coz tousec, contamm ann ifern, mar as bije troc’het eur wialenn ounn evit frotta keinn ha cov da c’hoar, e vije c’hoas ama.

Tankerru ! ki counnaret, lacat a rez butun malet en da fri moc’h, epad ma comzan ac’hanout ! Mar as tapan, torlosken douar, a weli penaos hec’h hijan al laou. Ha lavaret-hu c’hoas ez ê ma c’homzou borod, pa ê peurarruët va diouganou ! Piou hen eus disket d’eoc’h, Anna Kerbri, a oa dougerès ann hini a zo brema greg Jakès Menard ? Ha n’ê ket me eo ? Ha mar n’am bije comzet gant Jakès, na vije ket c’hoas Anna dimezet. Tec’hit euz ar pec’hed ; diouallit ive euz ar c’hoant-lic ; heuillit ar scouer dudius euz a Abraham, Isaac ha Jacob. Abraham a oa eur paotr brav. Epad ma oa gant he dud, e c’hoarvezas eur vatès en ho zi. Homan a oa hanvet Agar, abalamour ma oa atô lupr, hac a pedas Abraham da bec’hi gant-hi ; mès ann den santel a harluas ar plac’h, en eur roï d’ezhi ugent tol-troad en he reor, ha mar na vije deut eun èl a-beurz Doue da digas bouet da Agar ha d’he bugale, en desert, a vijent bet marvet gant ann naoun.

Selaouit breman ar burzud braz c’hoarvezet gant Isaac. Pell-amzer a oa a-baoue ma oa dimezet da Sarah, ha n’ho doa ket a vugale. Eun abardeiz, setu ma tigwezas eun eal en ho zi, en giz eur c’hlasker bara. Isaac a bedas anezhan da goania gant he c’hreg hac hen, ha goude ar pred, ann eal a lavaras : « en gwirionez a lavaran d’eoc’h, a-roc ma vezo ann dero glaz a-nevez, Sarah a c’hano eur mab. » Mès Isaac a c’hoarzas, o clevet kement-ze, has a lavaras : lu ! Coulzgoude Sarah a willioudas, en amzer lavaret, hac hi meurbed coz. Na vefe ket grêt kement a bec’hejou braz, mar na antrefe ket assamblès ar baotred hac ar merc’hed er c’hoajou hac er wennojennou goloët, o tistroï euz ar pardoniou.

Coulzgoude Doue a denn ar vad diouz ann drouc. Setu aman eur scouer euz a gement-ze : eun den hen doa evit mevel eun aerouant, roët gant Guillou goz he-unan. Ar paotr-man a zennte en peb-tra ouz he vestr, den dizimez ha gadal, hac a zicoure anezhan da wallan ar merc’hed coanta euz ar vro. Mès o veza deut keuz ha mez d’ezhan euz ar vuhe-ze, e tistroas hac a fellas d’ezhan cass-cuit he vevel. Eun deiz, pa oant o vale, tost da eur ster, ar mestr a lavaras d’he vevel : « Sell euz ann dour ! » Hac a leuscas kerkent eur bramm ha na oa ket dic’houez, ha na oa ket gant-han ive c’houez ar roz, hac a laras d’he baotr : « Red war-he-lerc’h, buhan, ha digass d’in ma bramm ! » Hac ann aerouant a lammas er ster, hac a oe beuzet.

Ah ! ha ! ha !… Setu aze eur sarmon ha na n’ê ket evit ho lacad da lenva, a gredan !

Crenit ! ar c’hontron a zo en ho corfou dic’hlan ! Loui a ret ar flear euz ar pec’hed ? Hastit ober pinijenn, hac e pingnfot d’ann nef war-eün, ar pez a c’hoantaan d’eoc’h, en hano ann Tad, ar Mab hac ar Speret-Glan, Amen.