Evit commançz, me a lavar
Eo malheurus var an douar
An den a deu da gontracti
An habitud d’en em vesvi :
An tech-se eur veich gemeret,
Ral bras, siouas ! a vez torret,
Ha dont a ra e bêr amzer
D’ober oll malheur ar Mezier.
Peb den ar madou temporel
Gant rêson pretanti a hell
Guedal buez, prosperite,
Yec’het ha renom vad ive ;
Mes ar vesventi milliguet,
Envel oc’h eul laer affrontet,
A deu souden d’en depouilla
Eus an oll avantachou-mâ.
Dissipa ra e oll vadou
Oc’h en treina d’an debauchou ;
Discar a ra e oll renom
O tua e reputation,
Hac abregi ra e vuez
Oc’h en taul er fallagries :
Chetu an oll avantachou
A ro tizan an tavargniou,
Hac an tri effet ordinal
Eus ar vesventi criminal.
Qenta effet ar vesventi
Eo revina qement hini,
Poulset dre aliou Satan,
En tavargniou a glasq tizan.
Pell-amzer zo, auditoret,
Doue en deveus lavaret
Penaus ar Mezier renseudic
Ne vezo qet pell pinvidic ;
Rac an debauchou hac ar güin
Prest ha presta ray e rêvin :
Calz exemplou hor beus memes
A guement-mâ en hor parres.
Al lounqesen a supposàn
Pe ezommec, pe vondian :
Mar bez paour pa gommanço,
E vo paouroc’h pa êchuo ;
Caer ho pe rei madou dezàn,
Netra ne resisto outàn.
Rei aour, arc’hant da eur Mezier
A zo taul dour en eur c’hrouer,
Eur sac’h difoncz fallout carga,
Poan inutil da nebeuta.
Dre’r prennest en ty c’hui fourro,
Hac én dre an nôr a daulo ;
Rimplija rai en eun instant
Eus e zerves an oll arc’hant,
Ha gounidiguez ar sizun
A vezo lounget oll d’al lun,
Ha davantach, mar bez gallet
En ty bras fourra eur piqet.
Ac’hanta ! neo qet er c’his-se,
Doug e vorzol, eo a res-te ?
Ha te, pautr ar minaouedou ?
Ha te, bresser ar paveou ?
Ha te ive, den disouten ?
Ha c’houi dre, oll, micherourien ?
Neo qet ounnes eo ho custum
Peb deiz qenta eus ar sizun ?
Ne velomp-ni qet alies
Eur seurt disurz en hor parres ?
Na petra erru ac’hano ?
Auditoret, c’hui lavaro ?
C’hoarvesout a ra malheuriou,
Nec’hamantchou ha chagrinou.
Na petra helfe c’hoarvout qen ?
Ouzoc’h amâ me a c’houlen.
Al lounqer, goude ober re,
A rai nebeutoc’h goude se :
Goude ober eur re gorfad ;
E fritt mizer, e za goustad ;
En eun deves lounq e sizun,
Eiz dez goude a ranc yun.
Mes, siouas ! ar pes zo goassa,
Eo greg ha famill an den-mâ,
Ha qement a zo var e dro
Treina poan ha naoun a ranco ;
Gant ar riou oll e crenint,
Gant an astud e tisec’hint,
Ha ranna a rai o c’halon
Dindan poues o affliction.
Chetu aze sort ar Mezier
Paour en eur gommançz e vicher.
Mar deo pinvidic pe’n e æs,
E stat zo qen dign a druez !
Rac o c’heulia ar vesventi.
Netra pell ne hell prosperi :
Contchou renqet en tavargniou
Da zec a gaçz prest ar c’hantchou ;
Ha var guement-mâ, ma carren,
Me roffe deoc’h meur a breuven.
Mes an experiançz consultit,
C’hui etrezoc’h, tud pinvidic ;
Piou a velit o prosperi ?
Ar Vezierrien touet int-y ?
Salocras, rac ar seurt tud-se
Ne ouzont nemet bernia dle ;
E lec’h oza, oll e frêzont ;
E lêc’h destum, e fouillezont ;
Ha pell dioc’h prena levou,
E verzont re o familliou.
Comparachit ty eur Mezier.
Oc’h ar pez ma voa en amzer
E dad fur hac e vam reglet,
Hac en em gavot estonet.
E plaçz ar goüer er prennestou,
Plouz zo bremâ a dorchadou ;
Ar meubl caer a zo guerzet
Hac ar pris anezo lounqet ;
Ar marc’h, decor ar marchossi,
Zo qignet en hostaleri ;
Bioc’h ha danvad, yar hac eujen,
Tout int efet gant an dræsen ;
Tranch, car, alar, mar ha palou,
Oll int teuzet en tavargniou ;
An dillat, memes bete’n toc,
Zo tremenet dre e c’houzoc.
Da gommançz en devoa leve,
Ha bremâ eo sammet a zle ;
Neus netra gantàn evel qent,
An diaoul zo e plaçz ar Sænt.
Mes, va farrissionis qer,
Evit anaout mat ar Mezier,
Roit dezàn guella tiegues
A velit ebars er barres,
Da c’houzout pegueit e pado
Oc’h al lounqesen divalo !
Me zo sur pa zayo hirra,
Ne day qet tri marc’had nao bloa.
Er guelet a rafac’h souden
O tissippa hac o tisqen,
En e zaouarn o tisvanti,
O nijal d’an hostaleri,
Güir eo un nebeudic amzer
E velfac’h neuze ar Mezier
O c’hoari manific e roll,
Qen hac er parc, ha qen oc’h taul ;
Ar voul en e zorn a zalc’ho,
Ha brao eur pennad e ruillio ;
Biscoas ne voe guelet e bar
Tro var dro var e veg douar ;
Hep discuntinui da brena,
Da drafica, pe da verza,
E redo an oll marc’hajou,
Ha dreist peb tra dre ar foariou.
Caout a rayo calz consortet,
Hac heb douetançz commerezet,
Ha tout gantàn ar cholori
A vezo en hostaleri.
Hoguen, daoust pegueit e pado
Ar pot dispar var e veno ?
Qeit sur hac arc’hant ar re all,
Qeit-se just, non pas en tu all.
Guelit c’hoas un nebeut amzer,
Oh ! pebes chenchamant caer !
Al lounqesen collet e dân
A velot souden e noas gloan ;
Prest ha prest e vezo clèvet
Penaus a zle e zeo sammet :
Scoden amâ, scoden aont,
Dle en ty-mâ, dle en ennout,
Eur billet roet da Jacquetta,
Ha pêvar da Philipetta ;
Eur c’hreançour impatiant,
Da rattrappout lod e arc’hant,
A sao e benn, a deu arauc,
Arrêt a lacaer va ar pot ;
Chetu ar pillach en e dy,
Al lounqer couezet var e fri ;
Fouettet en deus pis e drantel,
Eat eo e stat gant an avel ;
Chetu én laqeat en noas,
Ha forcet marteze, siouas !
D’asten an dorn a dy da dy,
Da c’houlen bara da zebri !
Ennes eo ar fin ordinal
Eus an oll lounqesonnet fall,
Ha commun eo an exemplou
A guement-mâ dre’r parressiou.
Ia, guell eo ganén guelet
An tân-goal en un ty croguet,
Eguet guelet eul lounqesen
Placet ennàn da gabiten.
An tân evit güir en dêvo,
Mes an dræsen lous en teuzo.
Mar teu an tân d’en devori,
Ar Mezier er c’hass bete’l ly,
Hac an avantaich a gavàn
A zo tout e faveur an tân ;
Rac varlerc’h an tân peurvuya
E chom ludu da viana,
Ar found, ar vein hac an houarn ;
Mes, Mezier etre da zaouarn,
Dir hac houarn, found ha mein
A vez teuzet en eur c’hoarzin.
Te voar ar secret da deuzi
Qement zo en hostaleri,
An tân-goal en un ty croguet,
An droug a rayo hep pec’het,
Rac un hevelep accidant
Ne outraich qet an Oll-Buissant ;
Mes ar Mezier a zispigno,
A frippo tout hac er lounco,
Ha ne baoueso da bec’hi
Qen a vo erru gant al ly.
Nemet o tremen ar flammou
Ne droublont peoc’h ar famillou ;
En eur moment e tevorint
Ar madou hac o fulluc’hint,
Hac ar moment-se tremenet,
Chetu an alarm achuet :
Eur malheur eo da ajouti
Da galz c’hoas a valheuriou cri,
Ha ne ouzor petra rafet.
Mes dioc’h ar Mezier milliguet
Ne viot qet qer buan pare,
Rac qeit ha ma pad e vue
Abominabl ha criminel,
E pado gantàn ar brezel.
En a rayo oll an drougou,
Ha c’hui, espernit ho comzou ;
N’oc’h eus netra da lavaret
D’an dræsen pa vezo tommet :
En ty neuze tout e troublo,
Hac an oll a bersecuto.
Evit recompançz peurvuya
Na esperit qen digantâ
Nemet insult ha goaperes,
Taulliou teod ha muntreres ;
Ar vas d’al laz a zoug ato,
Ha massacri oll a rayo
Ma na vezit eus e avis,
C’hui, pried ha bugale gueiz.
Pebes disurs ! pebes truez !
Pebes malheur d’eun tieguez !
Pebes tourmant, pebes anqen
Zo e tyes ar Vezierrien !!!
Pebes dallentez criminal
Caret eur viçz zo qer fatal !
Caus a guement a valeuriou
Hac a chagrin er familliou !!
Penaus, træsennet, lounquerrien,
Penaus, ne gomprenot biqen
E frippit en hostaleri
Hoc’h oll madou dre’r vesventi ?
Penaus, ne gomprenot james
E laqit famill ha graguez
Var an teil, ha memes en noas,
Crissa tra a veljor biscoas !
O goad innoçant a surrit
Gant al liqeuriou a efit ;
Ar goad pur eus o c’halonou
Eo a rusch bord ho muzellou.
Da betra e servich dezo
C’hoezi nôs-deiz betec ar bleo,
O labourat d’en em souten,
D’an ampoent ma teues te, træsen,
Te, tad cruel ha detestabl.
Dre un tech gen abominabl,
D’o c’hass bemdez da fonçz an dour
O tevori pris o labour ?
Mes greomp silançz var ar poent-mâ,
Rac bez e zeo an distera
Deus effejou ar vesventi
Hac a froues an hostaleri.
Un effet all perniciussoc’h,
Mezierrien, eo dre ma ra deoc’h
Coll crenn ho reputation,
Peb santimant ha peb renom.
Al lounqerrien, peur-liessa,
En em gred tud eus ar c’haera,
Tud a speret ha tud güiziec,
Ha casimant oll-galloudec.
Nep a gleffe’n hostaleri
An dræsen en em bompadi
Demeus e oll actionou,
E droyou fin, e zantimantchou,
A lavarfe sur ne ve den
A guer bras consecançz hac en,
Ha ne zéus qet guelet e bar
Pell-amzer zo var an douar.
En em drompla res, rac-se tao ;
Va selaou, lounqer divalo :
Adalec ma zout deut Mezier,
Da sqiant bras e bêr amzer
Ha da henor a c’heus collet,
Gant ar güin e c’heus-y efet.
Auditoret, mar desirit
Anaout ar-Mezier, permetit
Ma rin deoc’h ar poltret fidel
Eus e bersonnaich disantel ;
Mes o tespeign deoc’h ar Mezier,
Na c’hedit qet eur poltret caer
Calz traou brao er found neus qet
Divar e benn da lavaret
Ar Mezier zo, peur-liessa,
Un den an insupportapla,
Un dieveset, un affronter ;
Fiziout ennàn netra n’eller,
Heb nac henor, na santimant,
An dout an dud dre gonsecant ;
N’en deus nac estim, na renom,
Dreist peb mez ha confusion,
Pa velo sqeud an eaudevi,
Ne rayo forçz piou da henti,
Gant piou en em associa
Ha mont d’an davargn da lounca.
Ober a rai mignouniaich
Gant peb seurt tud fall ha volaich,
An toullou ar re iffama
A frecanto heb tam rusia,
Ha guelet e vo ec’h ober
Qement action divoder
A zo propr d’en dishenori
En oll d’an oll d’en degradi.
Da ziaseza an taillou,
Mar en lacait er parressiou,
Diveset ha digoustiançz,
Ne gonsulto tam ar valançz ;
Discarg ho po, ma er c’harguit,
Rac ne glasq nemet e brofit,
Hac evit pris ur picherad
E c’hounesot eur varillad.
Mes ar barres farçz ar c’hanton,
Partout e ray e histrion ;
Control d’ar bolissonet all,
Pere d’ober o zroyou fall
Ordinal a glasq ar c’hoignou
En abri eus an oll sellou ;
Al lounqesen e façz an oll
A c’hoari e botr hac e roll.
Mar deus eur foar pe un eured,
Eur Sul, eur Gouel solemniset,
Eno just en em zistingo
Ha boufoun an oll e vezo.
Ne gredàn get memes rima
Qement a lavar hac a ra,
Rac o sonjal hebqen enne,
Auditoret, piou ne ruschfe ?
Na gontit qet var e gomzou,
Na mui var e bromessaou :
Dioc’h ar mintin e c’her a ro,
Dioc’h an nôs en dislavaro :
Hirio e rayo eur marc’had,
Varc’hoas en torro mintin mad ;
Eur grevidi fischit er pot
Hac abred en hanavesot ;
Dirac ar voutaill en ho ty
Hac ivez en hostaleri
E rayo deoc’h promessaou
Ar re gaera, a bep seurt liou ;
Eur mignon eo ar fidela,
Habil meurbet, na petra-ta ;
Al lezennou eus ar chican
A ane oll guitibunan ;
Mes fiziout en eur seurt bourc’his,
Va c’hredit, a zo eur sottis ;
Rac dioc’h-tu ma vo troet ho qein,
Ho qüerzo evit ul lom güin :
Evel Judas ho trahisso,
Rac un traitour detestapl eo.
Da veza potr, da veza mest
Eo incapapl, me en attest.
Petra reot-hu gant eur mezier ?
Petra elfac’h-hu da ober ?
P’o po mui ezom dioutàn ?
Bezit sur e viot heptàn,
Hac e gaout mar desirit
Ar c’hos tavargniou bisitit
Hac er bourcou hac er c’hærriou,
Ha goude ze er bouillennou
P’en deus ezom eus e speret
E vez peurvuya dianqet,
Ha pa dle en em zisqeuz den,
E vez aneval, netra qen.
Mar er c’hassit eun tu benac,
Bezit sur penaus e gorfad
Da zont d’ar guær en ampecho,
Rac var an hent e fazio ;
Na mar dit assambles gantâ,
Pebes histor e ve oumâ !
Brava jeu ! drolla obaden !!!
Var ho lerc’h evel un eugen
E rancot dre oll en treina,
Hac erfin gant truez ountâ,
Lacat er gorren a gostez,
Poursiou’n hent hep compagnunez,
Ha goude ze, pa deuot en dro,
Ho compagnon c’hui a gavo
Adare er memes etat :
Güella den ! surra camarad !!
Chetu aze, admirit-én,
Poltret güirion al lounqesen.
Na peseurt reputation,
Peseurt estim, peseurt renom
En do’n hevelep artisan ?
Casseat e vo gant peb-unan.
Mar deo domestiq ar mezier,
Partout rebutet er gueler ;
Abalamour d’an dishenor,
Den ne royo dezàn digor ;
Evel louzou oc’h an derzien
E vo qemeret, netra qen,
Ha qentoc’h dre necessite
Assur eguet dre garante.
Mar deo ive c’hoas den yaouanq,
Adieu d’e fortun hardimant
A ell souden da lavaret ;
Rac, peseurt merc’h fur a speret
A roi e dorn da eul lounqer
Anavezet evit mezier ?
Pe ma er gra, certanamant
Ar plac’hic-se e deveus c’hoant
Da gommançz e ifern er bed
Daou zeves goude e eured.
Mar de ivez eur penn a dy
A zo sujet d’ar vesventi,
En em zishenor e-unan,
Hac e dud assambles gantàn.
Ober a rayo farçz an oll,
A bep seurt guinaouadou drol
Anezàn a vo lavaret,
Dre oll e vo grèt e boltret :
Fouet e drantel hac eul lounqer
Un drœsen fall hac eul liper,
Un tapager, eul laffoueden,
Pot ar voutaill hac ar veren ;
Chetu lod eus an titrou brao
A roer d’ar mezier atao.
Mes ar pez a zo deplorabl,
Bugale baour ar mizerabl,
Allas ! a vezo victimou
Eus e viçz hac e zebauchou !
Ha c’hoant a zo d’o fortunia ?
Lavaret e vo da guenta :
An den-ze a zo mab e dad,
Eveltàn e car chopinad :
An tad a gav mad e vanne,
Hac ar mab er c’haro ive ;
An tad a zo eul lounqesen,
Un dræsen bur, eur sperbillien ;
Ar mab ive gant an amzer
A velot a vezo mezier :
Chetu petra vez lavaret
Dioc'h mibien, all lounqesennet.
Caer e vezo d’ar c’hrouadur
Beza reglet mad ha fur,
Viçz e dad en rento suspect
Da zaoulagad an dud honest :
Hanavezet eo viçz an tad,
Collet en deus fortun ar mab ;
A boan memes ec’h ell flaich,
Ma e zauler en e visaich.
Mar deo ar mezier eur chef bras,
Mear, pe ajant, pebes goas !
Ne vezo guelet var e dro
Nemet chicanerrien ar vro,
Troidellerrien filoutet,
Trufflennou ha laqipotet :
Paul-Piltout ha Pêr ar C’hannou,
Yan Carnaich ha Jacq an dançou ;
Gab Forban ha Marc Hugunot
Oc’h e heul partout a velot,
Henorapla compagnunez !
Coanta lapousset assambles !
Hac eur vaoues eo zo mezo ?
C’hoas, christenien, eur pez brao !
Eur vaoues, eur c’hreg mezieres,
Deplorapla loudouries !
Rac ma ne qet propr guelet Cou
Gant e gofad er bouilliennou,
Pebes mez guelet Yvona
Gant e zreus-gorfad o ruilla !
Eur veich c’hoas pebes horrol
Guelet Baptist hac Anathol
O vont a gleiz hac a zeo
Evel daou eugen oc’h ar yeo,
Hac erfin e creiz ar poullou,
O ruillia evel porc’hellou !
Mes eur c’hreg meo stoc e c’hroc’hen !
Oh vileni ! oh disqempen !
Eur vaoues tec’het d’e banne ?
Tavomp crenn an infamite !
Rac biscoas an Tadou Santel,
Na Jesus-Christ en Aviel,
Ne rojont deomp a dermeniou
Da rima e vileniou.
Petra goude da lavaret
Eus a grim hac eus a bec’het.
Ministr un Doue teir gueich santel
Sqüer ha doctor ar bobl fidel ?
Da Jesus pebes calonad
Rei e gorf sacr hac e c’hoad
Da eur Ministr qer criminal
Hac an treitour Judas gueichal !!
Mes, va fluen, paouez amâ,
Rac va c'halon a venn ranna…
Deus pez stat benac eo an den
A gar ar güin, a dra certen
Eo dre avançz dishenoret
Ha gant an dud fur disprijet.
Inutilamant a hend all
En deus an oll talantchou ral :
Adalec ma zeo deut mezier,
Adieu dezo tout en antier ;
Rac james c’hoas ar vesventi
Ne deus manqet d’o degradi,
Al lounqer infam marteze
Ganet a dud a galite,
A zo bet er scoliou savant
Hac instruet parfetamant ;
Mes paqet tech ar vesventi,
Deut pillier an hostaleri,
An den-ze a goues da netra,
Ne barlanter mui anezâ
Nemet seulamant d’en dispen
Ha d’en trêti a billioten.
Coll a ra henor ha danvez,
Eurus ma na goll e vuez.
Mes peseurt a zo communnoc’h,
(Respontit, m’er goulen ouzoc’h)
Eguet guelet ar vezierrien
O vervel aroc o zermen ?
Ar proverb sclær deomb a lavar
Penaus gourmandis a ziscar
Mui a dud eguet ar c’hleze ;
Chetu perac speret Doue
A lavar e bêr termeniou
Penaus calz dre o debauchou
A acquisit eur maro pront ;
Propter crapulam multi obierunt.
Nan, nan, lounqesen disantel,
Pell sur ne elli qet erzel ;
Rac, auditoret, penaus pad
Oc’h qenlies a re gorfad,
Oc’h qenlies a stocaden,
Ha dreist pep tra a nosves venn ?
Eul lam amâ, eul lam aont,
Eur gann amâ, eur gann duont
Er lacai e stat a varo
Ha var an dachen en dalc’ho.
Enos o veza re zammet,
Var eur bern erc’h en deus loget
E toul ar c’haë pe er fosiou,
P’e creiz ar pri er bouilliennou ;
Gant ar riou mil gueich sclacet,
E oll vemprou a zo sonnet.
Varc’hoas ive’ creiz al loaguen
E vo cavet a stoc croc’hen,
A bri hac a fanq, pe a c’hoad,
Palastrennet pen, qil ha troad ;
Qement e zeo defiguret,
Ma ve gant an oll qemeret
Evit un teus, pe ur spontal,
Pe memes evit aneval,
Qentoc’h eguet evit un den,
Ha dreist oll eguet ur c’hristen.
Brava tra ! caera taul-lagad !!
Guelet neuze va c’hamarad
En em chacha eus ar vouillien
Hac o bija e gailliaren.
An hent dezan a zo re stris,
Daou bas aroc, tri var ar c’his,
Eus eur c’hoste’ za d’eguile,
Coulz ha pa na velfe banne ;
D’ar vezen e ro un heurtad,
D’ar c’haë pe d’ar c’hleus un tourtad,
Hac a la fin e ruill er fos
En eur vriata e vam gos.
Capapla den ! guella ozac’h !!
Nopla pried, vantrebistac’h !!!
Ceit dre vertus an dour rêsin
Va c’homper eno var e guin,
O clêm evel eur possedet,
Pe Satan en dour beniguet.
Hoguen, ouzoc’h me a c’houlen
(Respontit eta, christenien)
Hac én a dle beza yac’hus
Eun trein buez qer vicius ?
Tout gouscoude oc’h eus guelet
Qement a zo amâ merqet ;
Rac, siouas ! ar seurt exemplou
Ne dint qet ral er paressiou.
Plijet gant Doue ne ve nicun
En ho toues nac en ho commun
Hac en deve biscoas ròet
Eur seurt arvest d’e vignonet !
Penaus e fell deoc’h e padfe
Eur c’horf trêtet er fèçon-se ?
Nan, biqen ne ello erzel,
Ha pa ve dir ne dai qet pell ;
Ha guelet a reomp alies
E creiz e vrud ar mezier qès
O vervel mizerablamant,
Accablet eus a vil dourmant
Emå dre languis a velit
O tisec’ha divar e dreit,
O crena var e izili
Gant ar güin hac an audevi.
Ennont a veler distronqet,
Broustet oll hac estropiet
O vont a drein varzu ar bez,
E creiz ar fleur eus a vuez,
Victim trist e zebauchou
Ha merzer eus e gôfadou.
Ia, va c’hredit, rac sur eo,
Meziereset lous, c’hui em c’hleo,
Ar re’ deu d’en em anroli
E breuries ar vesventi
A ziverra o bloaveziou
Dre an nerz eus al liqeuriou ;
Rac-se, mezier, n’en em fis qet
Var da gomplexion calet,
Var da demperamant nerzus,
Na var da yec’het galloudus :
Mar deuer d’en em abandoni
D’an debauch ha d’ar vesventi,
Adieu da c’henor, da tanves,
Adieu did, adieu da puez…
Rac pa estimi bianna
En em veli o tisec’ha
Da yec’het cre prest a golli,
Da gomplexion a ruini,
Da demperamant a soublo,
Hac ar maro a erruo ;
Diou veich coupapl ha maleurus
En da zebauchou scandalus,
Dre ma c’habrejes da vuez
Dre ar viçz eus da volontez.
Chetu aze trede effet
Ar vesventi erminennet :
E creiz o nerz, e creiz o brud
D’ar vêred e tigaçz an dud.
Goude qementse, mezierrien,
Redit d’an davargn a vanden ;
Vantit huel ho tebauchou,
Grit pompad eus ho côfadou,
Goalc’h ho calon en em vesvit,
Mes biqen n’ancounac’hait
E zit dre ho habitud fall
A benn ær varzu’n hospital ;
E rit, dre ho mesventiou,
Ruin ha malheur ho famillou,
E tistrujit pront ho yec’het.
Hac e toullit ho pez abret.
Chetu aze an oll madou
A brocur deoc’h ho tebauchou
Ho tiffammi, ho revina,
Hac a la fin ho tistruja.
Ah ! mesventi, viçz scandalus !!
Te zo fatal, pernicius !!!
Penaus, ne doute-e qet contant,
Ne gaves-te qet suffisant
Coll ene ar mezier touet,
Goude e varo erruet,
C’hoas e vadou ma tistrujes
Gant e henor bac e vuez ?
Ho parados, ô va Doue !
A dra sur ne goust qet qeit-se
D’ho servicherrien generus,
Na d’ho merzerrien glorius.
Ah ! mezier paour, antre eta
Ennout da-unan ar veich-mâ,
A visiqen chench a vuez,
Ha sorti eus da zallentez.
Rac da zebauchou milliguet,
Evel ma e c’heus er guelet
A ra er bed-mâ da valheur ;
Mes ar pez zo goassa, mezieur,
Eo ma’s privo eus ar gloar
A brocur Doue d’an nep er c’har
En e varados dudius
Etoues ar sperejou eurus.
|