Mont d’an endalc’had

Santez Trifina/a-bezh

Eus Wikimammenn




SANTEZ TRIFINA


hag ar


ROUE ARZUR


MISTER E PEMP ARVEST


Dibabet e meur a skrid koz, kempennet, nevezaet ha skrivet e rimou brezounek


GAND

CH. GWENNOU


TROET E GALLEK PLEAN GAND


TALDIR




MONTROULEZ

MOULLET E TI F. HAMON, STRÉAT BREST

1899

Holl gwiriou miret.


Sant Briek.

Aotrou Jaffrennou,

Trugare d’eoc’h evid al levr Buez Trifina hoc’h euz bet ar vadelez da zigas d’in. Lennet am euz anezan ar zizun dremenet ha, biskoaz em buez, a gredan, n’am euz tanveet kement-all a blijadur ; biskoaz n’am boa kavet, e levr brezounek e-bed, eur iez ker reiz, ken digemmesk ha ken eaz da lenn var eun dro.

An aotrou Ch. Gwennou, am euz aoun, em deuz ranket kenna, eun tammik, danvez ar Vuez Koz : keûz em euz bet dreist-holl, da eskop Aleth. (Unan euz va c’henvroïz euz Benac’h eo a rea anezan gwech-all) N’euz fors ! An Aotrou Gwennou an deuz savet eul levr bag a bado : Trugare d’ezan em hano-me kerkoulz hag en hano Breiz-Izel.

D’eoc’h a galon, Aotrou,

F. VALLÉE


―――――――――





EUR GER RAOG


――――


Evid lavarout ar wirionez, gweled am euz genivelez al levr-ma. En em gavet em Montroulez, Gwennou ha me, hon daou digaset gand hon flanedennou dishañvel am euz bet eno an eurvad da ober anaoudegez ar Barz-ma, a anavezen ’benn neuze dre e vrud. Heuillet am euzgand ar brasa aked oberidigez ar c’hoari-gwelvanus-ma, arvest dre arvest. Pegemend a boan en deuz kemeret an Aotrou Gwennou gantan, e-unan ha me a c’hellomp he lavaret… Deuet da Vontroulez gand ar c’hoant stard da renta servich d’e vro ha d’e iez, e-unan be pred gand al labour en e gamprik ien, en deuz bec’hiet e-pad teir sizun a-hed ! E holl galon hag e holl ene en deuz lakeat en e labour, kemend den aglevope a lenno ar c’hoari hen añzavo a vouez uhel.

Mad ! Ha koulskoude pa ’ouñ bet pedet da zevel eun droïdigez e hallek evid ar c’hoariaden, a meuz digareet pell, gand aoun ne viche bet re galed al labour diouz va nerz. Daoust d’am c’hoant da veza talvoudus da veur a hini, ne c’houlenen ket digemer c’hoaz, pa eo gwir ez ouñ eun enebour dall d’ar gallegerien a c’houlen atao gweled ar gallek kever-ouz-kever gand ar brezounek, hon iez. Benn ar fin, sentet am euz, hag an dra-ze ispisial evid eur rezon, evid renta servich d’ar re, o veza ma na intentont ket ar brezounek, a zo koulskoude mignoun d’ezañ, hag a c’hello dre eno gwreled peger skrivet mad, peger brao hag uhel-soñjet eo Ober Gwennou, ha pegen dinn euz ar Vro gaër en deuz kanet hed e vuhez.

Ra daolo pled pep hini penaoz an droïdigez am euz great a zo skrivet ger evid ger, ha ne’z eus ket klasket lakaat enni oberiañz skedus. Troet eo bet ar brezounek en gallek er c’hiz ma c’hello kemend den ha na oar ket ar brezounek heñvelekaat an daou iez ha deski an eil dre egile.

F. JAFFRENNOU.

AKTOURIEN
————
ARZUL, Roue Breiz, PARC, Thomas.
TRIFINA, Rouanez Breiz, PARC Jean-Marie.
TRÉMEUR, ho mab, KERHNIGANT, J.-M.
KERVOURA, breur Trifina, GUIVARC’H, Alain.
GAR-ORJAL, LE SÉAC’H, Joseph.
ROLL-AR-BOURDOU, PAPE, Jean-Marie.
FLAMM-PEN-BAZ, PAPE, Pierre.
EUNN AMBANNER, HAMEURY, Etienne.
AR BARNER BRAZ, HAMEURY, Etienne.
YANN DRUILLEN, klasker bara, LEMAT, Guillaume.
AZILIZ, dimezell-kampr Trifina, LAZOU, F.-M.
AR ZORSEREZ, SOURIMANT, Yves.
AR VAGEREZ, X…
ANN AMIEGEZ, GAOUYER, Louis.
EUNN EL (adre gweliou ann teatr) GAOUYER, J.-M.
————

Barnerien, trompillerien, tucheñtil, pobl

————

Ann daou arvest keñta a c’houarvez e kear-Ahez, ann dredi hag ar bevare el Lann-Veur, hag ar bempved e Roazon


BUEZ SANTEZ TRIFINA


HAG AR ROUE ARZUR

————

AKT KENTA

————

Eul leurenn-gear. A-gleiz hag a-zeou d’hezi, eur renkad gwez koz, huel, ha bodennek. Adre d’ann daou renkad gwez-ze, tier, lojennou, kestell a bep seurt.

E doun diaraog palez Arzul, [1] gand mogeriou huel ha tri dour, kranellet pen-da-benn. A uz ann tour kreiz, eun tamm hueloc’h evit ann daou all, war al lein krenn, baniell ar Roue Arzul.

A-iz d’ann tour kreiz, dor-dal ar pales, hag, a gleiz hag a zeou d’ann or-ze, eur marc’hek, harnezet a grenn, ho goaf, unan enn he zorn kleiz, egile enn he zorn deou, hag ho skoed, enn eunn doare deread…. etc….

Tostik-tost da ribl an teatr, er c’hoste kleiz, eunn trôn, ha diou gador-vreac’h war-n’hezan.

E doun an teatr, er c’hoste deou (hervez ar bobl) diaraog eunn iliz, gant ann nor-dal, ann tour a-uz ha kleier en tour-ze….

War al leur-gear eunn engroez tud a bep karter a Vreiz, koz, iaouank, bihan, braz, paour ha pinvidik, deut d’ober ho marc’had.

Eur voubou-vraz a zo gand ann holl dud-se : sioul avad ha peoc’h e komzont. Peb-unan a ia gand he hent, ha den na oar ar c’helou braz ez eer da embann d’hezo….


PENNAD KENTA
————

Daou baotr korn-boud, daou drompiller, eunn

embanner, Pobl
————
Ann Embanner

  Selaouit va c’homziou gand evez, Bretoned…!
Ar Roue braz Arzul, (dre holl ra vo meulet !)
A zeu enn ho pete, he Rouanez gant'hañ.
Trifina, eur brinsez kaër e touez ar c’haërañ…
Grit d’hezo digemer evel m’az eo dleet :
Diskwellit, gan-e-hoc’h holl, pegemend int karet !
P’az oc’h holl sujidi eéun a frank a galon,
P’hoc’h euz ouz hor mestr mad eur garante wirion,
Na choumit, va zud keiz, na simud, na bouzar…
Grit ma vezo klevet, war vor ha war douar,
Holl ho moueziou, emberr, o krial enn eur vouez :
« Bevet Arzul-ar-Meur ! Bevet hor Rouanez !… »

Eunn dichentil, e kreiz ar bobl

Hervez ho kourc’hemen, e vezo gret Aotro,
Ha, mar karomp Arzul, emberr c’houi hen gwelo…
D’ar Rouanez ive lid gan-e-omp e vo gret,
Ra vezo deuet mad e-touez ar Vretoned… !

Ann Embanner

  Brao, va zud…! It bremañ e peb tu d’al leurenn,
D’en em renka erfad, tuchentil, kouerien,
Koz, iaouank, bihan, braz, tud paour, tud pinvidik,
Da zigemer Arzul hag hor Rouanezik !

(Ann Embanner en em lak e touez ar bobl, e tu deou
hag an drompillerien e tu kleiz.)
Endra ma zeont kuit, ar c’hleier hag an trompillou a
stag da zeni. Klevet a reer adre mogeriou ar pales,
krial :

Bevet Arzul-ar-Meur Bevet ar Rouanez !

Ar c’hriadennou-ze a dostaa hag a zeu da veza
freasoc’h ha krenvoc’h tammik ha tamm.
Gwelet a reer dor-dal ar palez o tigeri, ha
1° Daou drompiller ;
2° Paotr ar baniel, eur marc’hek a bep tu dez’han ;
3° Pevar floc’h, unan gand ar c’hleze, ann eil gand ar
voul, ann drede gand ar Vaz-Roue, ar bevare gand
ar gurunen, ho fevar kever ouz kever.

4° Arzul a Trifina, dorn ouz dorn, gwisket gant’he ho
aournamantchou a roue, ha kurunennet ho daou. Ar
Roue a zeu dre ann tu deou ha Trifina dre ann tu
kleiz, hag Arzul eman gant’han he zorn deou war
arzorn he gleze.
5° Marc’heien, kever-e-kever.
E-keit-se, ar bobl en em renk, ar c’hleier hag ann
trompillou a zalc’h da zeni, hag Arzul, bepred dorn
ouz dorn gand Trifina, a bign d’ann trôn. Ar rouanez
a azez war he c’hador hag Arzul a choum enn he za.
Dirag ann trôn, paotr ar baniel hag ar pevar floc’h,
daou a daou a bep tu dez'han.
An drompillerien a-zeou hag ar varc’heien a gleiz,
dirag ar bobl.
Arzul, gand he zorn deou, a ziskwez d’ar bobl tevel,
hag, ann holl o veza didrouz, a lavar a vouez huel,
ha gand eun tammik taliou, e gallek : « affection »


————


EIL PENNAD


————


Arzul

  Me, Arzul, Roue Breiz ha Roue Iberni,
Dre c’hras krouer ar bed, ho mestr ha ma hini,
Me ho salud, va fopl, hirio a greiz kalon,
Rag ouz-hoc’h holl am euz eur garante wirion !
Mar plij gand ar mestr braz, selaou va fedennou,
E skuillo war-n-hoc’h holl he wella bennoziou,
E roïo d’hor bro Breiz peoc’h, enor, eüruzted,
Hag a skigno he brud muioc’h mui dre ar bed…
  Chetu va brasa c'hoant ha va c’henta mennad…!

Ar Bobl

Bevet Arzul-ar-Meur !

Arzul

                              Trugare, va zud vad,
Trugare, c’hoaz eur wech ! Laouen eo va c’halon
O veza enn ho touez, va Bretoned gwirion !
Me oar, pell amzer zo, pegen braz karante
Oc’h euz bet a-viskoaz e keñver ho Roue,
Pegen douget oc’h holl da zifenn gwiriou Breiz,
Pe galon virvidik a lamm c’hoaz enn ho kreiz…
Chetu perag ouñ deut, e deiz-mañ, d’ho kwelet
Ha da ziskouez d’e-hoc’h holl Trifina, va fried…
Hou-mañ a zo eur verc’h da Roue Iberni

Eur vro Keltiaded, kerkouls hag hon hini…
Eno, kouls hag amañ, ann holl, bihan ha braz,
Ouz ar Zaoz milliget ho deuz diskred ha kas…
Gras ma c’hellimp, eunn deiz, pa vezo mad an dro,
Ho c’has, evit biken, pell er-meaz dioc’h hor bro…!
Va zad-kêr a roio d’iñ skoaz el labour-ze,
Ha c’houi, va Bretoned, am zikouro ive…
Iberni, Breiz-Vian dorn-ha-dorn, ha malloz,
Gwaz, mez d’hon enebour, ann traïtour Iann-ar-Zaoz…
Unvan omp holl, mechañs, war gement-mañ, paotred..?

Ar Bobl

  Gwaz ha mez da Iann Zaoz, an Traïtour milliget!

Arzul

  Klevet am euz ho lé, va Bretoned leal...
Fisiañz am euz enn-hoc’h hirio evel gwechall !…
Pa vezo red, bezomp holl pare d’ar brezel…
Bevet an Iberni, ha bevet Breiz-Izel !

Ar Bobl

  Bevet hor Rouanez, bevet Arzul-ar-Meur!

Arzul

  Na c’hellañ ken, va zud, gan’e-hoc’h dale nemeur !
Eur ger c’hoaz …! Va fried ho kar evel-d-ouñ-me !
Likit fisiañs enn-hi kouls hag enn ho Roue !
Ni a boanio, hon daou, d’ho lakat evuruz !
C'houi, dalc’hit da veza tud leal ha doujuz !

(Trifina a gouez war he daoulin,
Arzul, he zaouarn zavet etrezeg ann Nenv)



Arzul

  Doue, Mestr ann Neñvou ha Krouer ann douar,
Distro diwar-n-omp holl peb reuz ha peb glac’har …
Ro d’eomp eur peoc’h paduz, ha kendalc’h da skoazell
War va fried, war-n-ouñ, war va bro Breiz-lzel !
Skuill war-n-omp holl glizenn da vennoziou, va Zad,
Ha ro d’eomp nerz awalc’h d’az servicha erfad !!!

(Trifina a-nevez war he c’hador.)



Eunn dichentil, e Kreiz ar Bobl.

Klevet oc’h euz, Breiziz..? Kriomp holl enn eur vouez ;
« Bevet Arzul-ar-Meur ! Bevet ar Rouanez ! »


Ar Bobl

  « Bevet Arzul-ar-Meur ! Bevet Ar Rouanez !
« Bevet Arzul-ar Meur ! Bevet ar Rouanez …! »

Eunn tiek, e Kreiz ar Bobl

  Arzul, korf hag ine, d’e-hoc’h omp bete mervel…
D’e-hoc’h, d’hor Rouanezik ha d’hor Bro Breiz-Izel.

Arzul

  Trugare, c’hoaz eur wech, trugare, va zud vad,
Evit ho tigemer leal ha deread…
Me a fell d’iñ, d’am zro, krial a vouez huel :
« Gloar, enor, eüruzted ha peoc’h da Vreiz-Izel …! »

Da Drifina

  Ha bremañ, Trifina, grit eur zell, me ho ped,
War ann dud-mañ o zo enn-dro d’eomp dastumet !
Diredet int, Itron, a Dreger, a Leon,
A Wened, a Gerne, ha beteg a Roazon
Da gas d’e-hoc’h ho zalud evel d’ho Rouanez…
Holl e fiziont enn-hoc’h hag enn ho madelez…!
Red e vo, va fried, ho c’haret a galon
Rak holl ez int tud vad, kalonek ha gwirion…
Koz, iaouank, bihan, braz, tuchentil, kouerien,
Tud a vor, zoudarded, tud pinvik ha peorien,
Holl int ho sujidi, ha dleet eo d’heze
Euz ho perz, Trifina, hevelep karante…

Trifina, (en he za.)

Me a zalc’ho soñj mad a gement-se, aotro,
Hag, a-greiz va c’halon, evel-d-hoc’h, m’ho c’haro !

Arzul

Deomp bremañ d’ar palez : diskuizomp eur pennad !

Trifina,

Deomp eta, va Roue, p’eo kement-se d’ho krad !…

————


Ar Bobl a ia kuit dre ann daou du, o krial.
« Bevet Arzul-ar-Meur, bevet hor Rouanez »
Goustadikoc’h, tammik ha tam, dre ma pellaont.
E keit-se, ar Prosesion en em renk war al leur-gear.
1° Daou Drompiller

2° Paotr ar Baniell, etre daou varc’heg.
3° Ar Pevar floc’h, gant ho fevar aournamant,
4° Arzul ha Trifina, bepred dorn ha dorn a zizkenn
diwar ho zron.
Ann tri rum kenta a ia er palez dre ann nor-dal.
Arzul ha Trifina, warlerc’h, a ia da vont ive, pa zigouez,
e-kreiz al leur-gear, war benn hent d’hezo, Kervoura, hag he
floc’h war-he lerc’h.
Pa hen gwelont o tostat, Arzul ha Trifina a choum enn ho
za, hag ar varc’heien en em denn e daoudu d’ar leur.

————


TREDE PENNAD


————


E Kreiz ann teatr : Arzul a-zeou, Trifina a-gleiz,
A-goste, Kervoura, a-gleiz, tost da ribl ann Teatr,
Floc’h Kervoura, e gweled ann Teatr,
E daou du, ar Varc'heien,


————


Kervoura


  Evel mignon leal, evel breur-kaër doujuz,
M’ho salud, Roue Breiz, brudet ha gallouduz !
Mar plij gand hor C'hrouer selaou va fedennou,
E skuillo frank war-n-hoc’h he wella bennoziou.
E roïo d’e-hoc’h enor, buez hirr, eüruzted,
Ha tro-vad e kemend ho pezo c’hoantaet…!
Me az salud ive a greiz-kalon, va c’hoar.
Rag ne garañ dreist-oud netra war ann douar
P’az kwelañ e iec’hed, karet e Breiz-Izel,
Ha doujet gand ann holl, a-dost kouls hag a-bell,
A levenez, a joa va c’halon zo karget…

Trifina


  Deuet mad ra vezi ! Hast am boa d’az kwelet,
Kervoura, va breur ker, hag Arzul, a gredañ,
A galon a lar d’id ar pez a lavarañ…!

Arzul


  Gwir a lar ma fried, Kervoura ! Em falez,
Kerkoulz hag e peb leac’h euz va rouantelez,
Bezit mestr evel-d’-ouñ ! Dre holl, ho kourc’hemenn
A vo d’am zujidi zakr evel eul lezenn…
Ne c’houlennomp netra nemet ho miret pell

Da voud karet gan-eomp, da garet Breiz-Izel…!
Er vro-mañ eo dispount hag eeun ar c’halonou,
C'hwek ar gomz, dirr ar vreac’h ha garrek ar pennou :
Ac’hendall, p’ho defe gret le a fealded,
Breiz-Izelliz, va breur, a dalc’h d’ho ger bepred…
Nemet oc’h ann traïtour ne vezont digernez…!
Mar heñ pakont, eur wech, gwaz aze da hen-nez !!!
Mann na c’hell hen diwal, dioc’h ho c’hounnar erfad,
Hag heñ skei a reont, abred pe zivezad…!
Mes chetu me, ma breur, oc’h ober prezegenn…,
Ho tigarez, mar plij… !

Kervoura

                          Eüruz ouñ ha laouen
O klevet ho komziou, Arzul, ma c’hredit mad !
Evelse d’iñ, gwechall, e prezege va zad…
Skrivet int em c’halon ha, gand sikour Doue,
Sonj am bo anez’ho, e-tro pad ma bue !

Trifina

  Fiziañs hon euz enn-oud, ha va Fried. ha me!

Arzul

  Fiziañs evel em breur, m’hen tou war va c’hleze…!

Trifina

 Ha bremañ, Kervoura, choum gan-e-omp e rankez…
Pell diouz-id e venn gwall-nec’het aliez !

Kervoura

  Trugare, Trifina, trugare d’e-hoc’h, va breur !
N’hellañ ket, siouaz d’iñ, gan-e-hoc’h dale nemeur…!
Chetu paket gan-en va femp bloaz war-n-ugent,
Ha tremen mall eo d’iñ en em lakat enn hent
Da glask eunn dimizi a zoare deread
Oc’h ho renk, va breur kaër, hag oc’h hini va zad…
Va list da vont eta enn avantur Doue…
Abars nemeur, mechañs, a vin distro arre…
Bezit dinech ho taou ! A-dost, kouls hag a-bell,
Va soñj a vo gan-e-hoc’h, dalc’h-mad, e Breiz-Izel !

Trifina

  Pa blij se d’ar Mestr Braz, kenavo, ma breurik !

Kervoura

  Ken e-berr, Trifina, kenavo, va c’hoarik !

(En em vriata a reont ann eil egile.)


Arzul

  Bennoz Doue dalc’h-mad r’hoc’h heulio, Kervoura !
Choumit feal d'Hezañ, ha likit dreist peb tra
  Hoc’h evez da ziwal ouz ar gwall aliou,
Ouz ar gwal vignoned hag ho frezegennou…
P’az oc’h den pinvidik, iaouank hag a zoare
Tad ar gaou (1) war hoc’h hent a stegno marteze
E-leiz a rouejou, korvigellou e-leiz :
N’euz fors ! keit ma lammo kalon eeun enn ho kreiz,
Choumit dispount, va breur, ha n’ho pezit neb doan…
Red eo, evit gounid, lakat eunn tammik poan…!
Kenavo, Kervoura ! Doue r’ho kennerzo !…

(Kregi a ra enn he zorn.)



Trifina

  Hag a beb drouk, va breur, deiz ha noz r’az miro…!

Kervoura

  Kenavo d’e-hoc’h ho taou, ar wech-mañ evid mad…
Mall braz eo d’in mont kuit, daoust m’am euz kalonnad !
             Arzul ha Trifina a ia enn ho falez.
             Kervoura hag he floc’h a choum ho daou war ann teatr.

————


PEVARE PENNAD


Kervoura hag he Floc'h, Gar-Orjal

Kervoura, dirag ann holl, e kreiz ann teatr,
Gar-Orjal adre d’hezan, hag eunn tammik war ann tu kleiz,

Kervoura a gomz he-unan

  Eat int enn ho falez…! Ann diaoul ra zougo
Ann diou rambreer-ze ha, ma kar, r’ho mougo !
Ha klevet oc’h euz-hu, bremaïk Roue Breiz
Ha va c’hoar klouaren o tisteurel a-leiz
A guzuillou, d’am bek, diskiant, amzeré…?
Ho selaouet am euz, (red e oa kement-se !)
Doujuz hag anaoudeg evel eunn oanik gwenn...
Mes, e keit-se, va zud, em c’halon e klevenn
Eur gounnar o sevel, kounnar ann aër-wiber
War he lost, er c’hoat doun, dre zigouez, pa gerzer !
« Beach vad, eme-z-ho ; peb tro vad ha bennoz
« Digand krouer ar Bed…» Me a lavar malloz
D’Arzul, da Drifina, da Vreiz ha d’ar bed holl !

Evid eur gurunen, kemend am euz da goll,
Stripou, korf hag ine, m’ho ro da Lusifer…!
Roue a oa va zad, roue eo va breur-kaër :
Roue e viñ, m'hen tou, ha ne vezo ket pell,
Enn Iberni, er Skos, pe c’hoaz e Breiz-Izel…!
Gwaz ha malloz d’ann neb a glasko harz ouz-iñ…
Netra n'am spourono, den e-bed na zoujiñ…
Roue ha kurunet evel ma oa va zad,
Evel Arzul a Vreiz, chetu aze ar stad
E fell d’iñ-me gounid, ha koustet pe gousto…
Tad ha mamm, breur ha c’hoar, faë a rañ anez’ho…!
Roue ha kurunet !!! Dalc’h soñj mad, Kervoura !
Ma kac’h da varc’h ouz-id [2] az po kollet peb tra…!
Koll peb tra…? Ne riñ ket ! Chetu o trei em penn,
Enn eunn taol hag evel dre vurzud eur froudenn…
Mar d’eo Iann he lost hirr [3] eo he c’huzul d’iñ-me,
Foeltr fors e-bed na rañ ! Enklaskomp heb dale
Pe fall ez eo, pe vad… Gliz difounn a-wechou
A ve treac’h d’ann heol tomm hag a dorr he vannou…!

(Choum a ra eur pennadik da sonjal.)


  Tosta ouziñ, va floc’h, va mignon Gar-Orjal…
Aba ma oan bugel, te a zo d’in feal,
Hag, evit da digoll, me am meuz da laket
Er renk kenta e-touez va gwella mignoned…
Eur c’huzul mad am euz ezomm, er mare-mañ,
Ha te her roïo d’in a zoare, a gredañ…

Gar-Orjal, o tostât, gorrek ha disfiziuz

  Ma mestr, evel gwechall, me a boanio dalc’h-mad,
D’ober, e peb mare, peb tra hervez ho krad…
Livirit d’iñ ho poan ha, mar be em galloud,
Emberr, n’ho pezo ken nag enkrez nag hirvoud…
Ann dudou-koz, Aotro, daoust m'az int diwiziek
Ha divalo da gomz evel ezen gornek,
A zo goest aliez, da ziluia kudenn
Tudou iaouank, kollet gant'ho penn ho neudenn !

Kervoura

  M’her goar mad, Gar-Orjal, te a zo eur mevel
Boaz da gomz, pa ve red, ha kouls boaz da devel…
Enn-oud am euz fiziañs, pell amzer zo, va den,
Hag enn da garante stard e choum va c’hredenn.
Hogen, ar pez am euz da laret d’id hirio,
Tou d'iñ, den nemed-oud, birviken, n’heñ klevo,
Den, rak anez e vimp hon daou karget a vez…


Gar-Orjal

  Tevel, prins Kervoura, n’eo ket eunn dra diez !
Komz a zo diesoc’h…! Ann tevel a zo mud,
Mes ar gomz a zo skiltr hag, e diskouarn ann dud,
E kouez, liez a wech, pa soñjer nebeuta…
Me a raï, e peb tro, Prins, evid ar gwella !

Kervoura

  Mad, mad-kaër, Gar-Orjal ! Pouez erfad va c’homziou,
Ha zent gand aket braz oc’h va holl guzuliou…
C'hoant am euz da lakat, heb dale, war va fenn
Ha, koustet pe gousto, eur gaër a gurunen…
Ma zad enn Iberni a rene n’euz ket pell
Hag Arzul, va breur kaër, a ren e Breiz-Izel…
Ha me, mab ha breur-kaer Rouane gallouduz,
A dalc’hfe da veva evel eur paour mezuz…?
Ne riñ ket, m’heñ tou krenn !!! Chetu perag hirie
Am euz laket em fenn laret d’id va doare,
P’az oud eur spered lemm a rankez va zikour…
Paeet e vezo d’id, a zoare, da labour…
N’anavezez-te ket eur brinsez iaouank-flamm,
Emzivadez aberz he zad, a berz he mamm,
Penn-herez, merc’h Roue ha c’hoaz da zimizi,
Hag ec’h hellfenn-me mont d’ober al lez d’hezi,..?

Gar-Orjal, (goude beza choumet eur pennadik da zonjal.)

  Doue, pe ann diaoul a zo gan-e-hoc’h a du
Selaouit, ha va list da vont enn hent dioc’h-tu
Tenn kaer e vo ar beac’h, mar na zeuann a-beñ
Da c’hounid d’e-hoc’h, va frins, ha tron ha kurunen
Abenn tri miz pe dost…

Kervoura

                        Huvreal ac’h euz great,
  Va faour keaz Gar-Orjal, anez, oud penn-follet !

Gar-Orjal

  Dihun mad oun, Aotrou, ha va spered em fenn
A zo iac’h evel pesk ha skañv evel pluenn !
Teurvezit va silaou gand evez, me ho ped…
E-keit m’ho prezegañ, am euz amzer gollet…
Abacarus, Roue gallouduz ar Saozon,
A zo war-nez da goll he vuez hag he drôn
Brein eo he gorf out-hañ, siouaz, gand al lornez
Hag ann holl heñ dilez enn he dristidigez

Enn aoun da baka ar c’hleñved spountuz se…
Klevet oc’h euz, mechañs, lavar a gement se…?
Ann holl, bihan ha braz, a gemer heuz out’hañ,
Hag he verc’h, gand ann holl, a bellâ diout-hañ…
Paour keaz, paour keaz Roue !!! Ne baouez, deiz ha noz,
O c’hervel ar maro, evit galloud repoz…
Klevet am euz laret, ha gwir eo, a gredañ,
Hen deuz ar reuzeudik, aboue m’eo kouezet klañ,
Touet rei kurunen, merc’h ha rouantelez
D’ann neb a gasfe kuit digant’hañ al lornez…
Va list da gas d’hezañ, prins, ho kourc’hemennou,
Da glask, war ma buez, d’heñ gwellat, louzaoiou,
Ha, mar kasañ da vad hevelep kefridi,
Hep dale, Kervoura, mab Roue Iberni,
Breur-kaër Arzul a Vreiz, ha va Aotrou gwirion
A lakaï war he benn kurunen ar Saozon !

Kervoura

  Allaz, ma mignon ker, me a garje galloud
Kredi enn da gomziou enn hevelep darvoud…
Mes, siouaz, n’hellañ ket…! N’euz bet biskoaz louzou
A-eneb al lornez…

Gar-Orjal

                        N’emint ket er parkou,
Stank evel ann deliou, er goañv da rastellat.
Mes awalc’h e kaviñ, mar kavañ eunn dornad…
Ouspenn c’hoaz, n’eo ket me a ranko ho c’havout,
Ha, tamm ne viñ kignet gand spernenn na gand broud,
Evit mont d’ho dastum…! Me anav eur wrac’h koz,
Enn hanter hent e-tre Breiz-Izel ha Bro-Zaoz…
Hou-nez, Aotro, biskoaz n’hi deuz kavet hi far,
Aba ma z’eo krouet ar bed, war ann douar…
Hou-nez a oar, diboan, lenn el loar, er stered,
Diskleria da bep den he amzer dremenet,
Displega penn-da-benn ar pez a c’hoarvezo
Gant paour, gant pinvidik, enn amzer a vezo…
Hon-nez a oar dibab ar gwella louzaoiou
Da gas digand eun den ar gwasa Kleñvejou…
Al lornez, ar paz-iud, ar vreac’h-du, ar gounnar
Ann tagn, drouk sant Kado, kerkouls ha drouk-melar
Ann hurlou, ann drouk-sant, hag ann dersienn-velen
Ann darvoed, drouk ar felc’h, kerkouls ha drouk sant Mean
Kleñved e-bed na harz ouz he strobinellou,
Hag ann diaoul a zent ouz he drouk-pedennou…!


Kervoura

  Ha te zo Iann awalc’h da gredi ann traou-ze…?

Gar-Orjal

  Meur a zen fur, Aotro, ho c’hred evel-d-ouñ me !
Ac’hendall, selaouit ar pez a c’hoarvezaz,
Gand eur c’hoz vignon d’iñ, n’euz ket pell amzer c’hoaz
War nez da veza tad da c’houec’h a vugale
Ar paour keaz, gand abek, noz ha deiz a ouele…
Rag beva c’houec’h bugel, he wreg, heñ he-unan
Diwar eur gopr dister, ne ve ket gret hep poan !
« Gand ma c’hano eur paotr, va beac’h a vo skañvoc’h !
« Zevel plac’h, a viskoas, a oe kals diesoc’h…!
« Eur paotr, abenn dek vloaz, am zikouro eun tamm
« Da c’hounid eunn tam boed d’ar re all ha d’he vamm ! »
Da noz, e-pad ma oa kousket ann holl e ti,
E savaz va mignon, ha, sioulik evel ki,
E troc’haz eur guchenn euz a vleo he bried,
Hep gouzout da hou-mañ, hep ne eo dihunet…
Kerkent ha ma tarzaz an heol, e deiz warlerc’h,
Ma mignon a roaz d’he varc’h eur zac’had kerc’h,
Ha d’ar pevar lamm-ruz da di plouz ar c’hrac’h koz…
Houmañ, aboue diou heur, e oa oc’h heñ gortoz…
Ann diaoul emichañs, heñ doa laret d’hezi
E voa eunn den war varc’h o tiredek d’he zi…!
Adalek m’heñ gwelaz : « Hast eta lochore !
« Ro d’iñ ar guchenn vleo ac’h euz kuzet aze
« E godell da vragou…! C’hoant ac’h euz da c’houzout
« Pe baotr, pe blac’h, da c’hreg devez e gwillioud,
« A roïo did ? Selaou, ha skriv enn da galon
« Va c’homziou, mar karez, rak frank int ha gwirion.
« Abenn tri miz amañ, da c’hreg, hep poan e-bed,
« Etre nao ha dek heur, a lakaïo er bed,
« Eur bugel paotr, unan e-touez ar re gaëra
« E oe gwelet biskoas, e neb leac’h, er bed-ma…
« Diougan ar bleo-mañ a zo sklear ha kevret
« Gand diougan ann heol, ar loar hag ar stered…
« Distro bremañ d’ar gear, ker prim ha ma c’helli,
« Ha na lavar da zen petore kefridi
« Ac’h euz gret em lojen, anez, war an douar,
« N’az po, hed da vuez, nemet keuz ha glac’har…!

Kervoura

Ha deut eo holl da wir ar pez a lavarez…?

Gar-Orjal

Ia, ger da c’her, Aotro…!


Kervoura dû he zremm

                        Gand pegen gwaz enkrez
Ouñ-me gwasket, siouaz…! Kea da glask ar c’hrac’h-se
Gar-Orjal, ha gan-id digas-hi em bete,
Marteze e kavo, d’am zenna a anken,
Strobinell, korvigell, tro-bleg pe louzouen.

Gar-Orjal

Gwall diez eo, Aotrou, dont a benn anez’hi…
Ne ra kammet netra, nemet pa blij d’hezi,
Prins, Roue, impalaër, na ra fors ane-z-he,
Hag e flijadur eo c’hoarzin goap war-n-heze…
Koulskoude, ann arc’hant a blij kaër d’ar vaouez…
Pa ve pouner ar ialc’h e c’heller aliez
Gounid he grasou mad…

Kervoura

                        Arc’hant am euz hag aour
Kement ha ma karañ… N’edouñ ket eur prins paour !
Chedu amañ eur ialc’h hag enn-hi dek mil skoed
Evit ober peb tra evel ma z’eo dleet…
Mar plij d’iñ prezegenn ar c’hrac’h, divezatoc’h
Me a roïo d’hezi kemend all, pe vuioc’h…!

Gar-Orjal

 Ez añ enn hent eta ! Doue r’ho kendalc’ho
E iec’hed hag e joa, ken e veziñ distro !

Kervoura

  Doue, pe ann diaoul ! Ar foeltr tamm fors na rañ
He-mañ a dalv hen-nez d’iñ-me, diwar-vremañ !

Gar-Orjal (o vont kuit)

  Dek mil skoed !!! kollet eo, gand ma mestr he skiant
O rei d’iñ war eunn-dro kemend all a arc’hant…
Petra a venn ober…? Eunn torfed marteze…!
Digor da zaoulagad ha da ziskouarn ive…!
Da c’hortoz, Gar-Orjal, kemer eunn tamm ebad,
Hag, e-leac’h piketez, ev gwin a voutaillad !

(Mont a ra kuit)

————

PEMPED PENNAD
————
Kervoura he unan

  Den reuzeudik m’az ouñ ! na gwasa planedenn
A zo war an douar laket em lod da ren !
Iaouañk oun, piñvidik, a zoare deread,
Va c’hoant eo va lezenn ha, va lezenn, va grad…
E lez ann Iberni hag e lez Breiz-Izel,
Va zad ha va breur kaër am lak er penn huel…
Kouerien, tuchentil a bleg o fenn, doujuz,
P’am gwelont o tremen war va marc’h didreac’huz ;
Mes den na c’hoarz ouz’iñ, ha den em c’heñver-me
Na zoug enn he galon eunn tammik karante…
Perag…? Da gement se me eo a zo kiriek…
Ha da gaout kas ouz-iñ ann holl ho deuz abek…!
« Neb na gar den na dle gand den beza karet : »
Chetu ger ar re goz ha gwir ho deuz laret…
Hogen, em c’halon-me, biskoaz war ann douar
Ne zavas karañtez ouz tad, ouz mamm, ouz c’hoar :
Me ne gariz biskoaz nemet ann enoriou,
Hag, evit ho gounid, e rafenn torfedou,
Ann torfedou brasa a c’hell eunn den soñjal…!
Penaoz treac’hi, siouaz, eunn hevelep tech fall…?
Na zoujañ na Doue, na diaoul er bed mañ,
Ha re zivezad eo doñt d’ann hent mad bremañ !
Kerz eta, Kervoura, kerz war lerc’h da El fall…!
Milliget er bed mañ ha daonet er bed all…!!!
Gwaz a ze d’iñ, gand ma likiñ eur gurunen,
Daoust d’ar pez a gousto, eunn devez, war va fenn !!!
Gwaz ha malloz d’ann neb a zavo eneb d’iñ
Hag a glasko herzel, n’euz fors penaoz, ouz-iñ !
Tad ha mamm, breur ha c’hoar, kerent ha mignoned,
Hep keuz hag heb truez, m’ho flastro, mar be red !!!

(Choum a ra eur pennadik da zonjal, o kerzet gorrek
war ann teatr hag he benn pleget izel)


Gwall bell, war a gredañ, e tale Gar-Orjal !
Gand ma na vo gant-hañ deuet he daol da fall…!
Den e-bed em c’hichen da selaou va c’hlemmou…
Me gav hir ann amzer…!

————

C’HOUEC’HVED PENNAD
————
Endra ma lavar Kervoura ar c’homziou-ze, Roll-ar-Bourdou en pillaouer a zeu war ann teatr, dre eunn nor, e tu kleiz, hag, o tostât oc’h Kervoura, gorrek ha goustadik, a lavar a vouez izel.
————
Kervoura, Roll-ar-Bourdou
————
Roll-ar-Bourdou

                               Hep gwir abek, aotrou !
 

Kervoura

Penaoz, heb gwir abek…?
 

Roll-ar-Bourdou

                     Ia, ma feiz, Aotrou Keaz…!
  Zellit a bep tu d’e-hoc’h ! Na kaerët ann devez…!
Ann heol a zav skeduz hag he genta bannou
A skuill tomder ha nerz war gear, war ar maeziou…
Ann evned a zihun hag ho c’han dudiuz
A lavar meulodi d’ho Mestr holl-gallouduz…
Ann aezennik klouar a c’houez war ar c’hoajou
Hag a hej goustadik ar jeot glaz, ar bleuniou…
Enn touriou, ar c’hleier a diñs ann « Anjeluz »,
Hag ho mouez en em vesk gand moueziou arvaruz
Al loened er parkou… Pell du-hoñt, ar mor-braz
A vorgousk, o lipat ann treaz, ar bezin glaz…
Ar brug, hag ar balan, hag ar bokedou-leaz,
Al lann hag ar gwivoud, ar roz, ar rouanez,
Ar spern-gwenn, al loré, ar skav, ar munudik,
A skuill ho c’houeziou-mad… war ann derv, ar c’hoantik
A ra lammou dispar… Ar zaout hag ar c’hezek,
Ann deñved, dishual, er park hag el lannek,
A beur hag a c’hoari, dispouñt… War an douar
Biskoaz devez kaëroc’h na lugernaz, m’hel lar !!!
 

Kervoura

  Chañtre, ma den, te zo eur pabor beget mad,
Ha da glevet o komz a zo d’iñ eunn ebad…!

Peurvuia, botou toull ha dillad druillennek
A dalv da wiska treid ha korf eur genaouek…
Mes, te zo bet er skol, war va zoñj, pell amzer !…
 

Roll-ar-Bourdou

  Bet er skol, aotrou keaz..? Ne gaffchec’h, em c’harter,
Neb skol war dek leo dro… Ha c’hoaz ar skoliou-ze
Ne d’iñt pleustret nemet gand ann dud a zoare…
Ar beorien, evel-d-ouñ, evit gounid ho boed,
Kouls eo laret, adal ma veont dizounet,
A rañk labourat stard, ha n’ho deuz neb kentel
Nemet kentel ann heol, ann erc’h hag ann avel,
Kentel ar c’hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
Kentel mouez ar c’hleier ha richan ann evned…
Ar gentel-ze, avad, a dalv kalz a re-all…!
 

Kervoura

  Biskoaz, bete vremañ, ne gleviz kemend-all !!!
Piou a reer ac’hanoud, ha peleac’h oud ganet…?
 

Roll-ar-Bourdou

  Piou a reer ac’hanouñ…? Ma feiz, n’ouffenn laret !!!
A-wechou e soñj d’iñ n’am euz bet tad na mamm
Du e oant, gwenn, melen, ruz, bihan, braz, tort, kamm ?
N’oun doare, aotrou keaz !… Peleac’h ouñ-me ganet…?
Tost d’eur gearik vihan, ha koulskoude brudet,
Enn Eskopti Treger, hanvet ar Roc’h-Derrien.
 

Kervoura

  Bro ann doerien-glaz hag ar billaouerien…?
 

Roll-ar-Bourdou

  Emoc’h gant’hi, Aotrou… Eno e vev ive
Eur c’hivijer bennag… Holl int tud a zoare !
 

Kervoura

  Mar d’int heñvel ouz-id…
 

Roll-ar-Bourdou

                                C’houi a gred, ma ine,
  Ez eo ann holl Roc’hiz, ken Iann hag ez-ouñ-me…?
Ann distera Roc’had a zo luban awalc’h
Da gemer, e godell eunn dichentil, he ialc’h,

Hep gouzout da he-mañ… Me avad, Aotrou keaz,
(Zellit eunn tamm ouz-iñ, mar d’eo ho madelez !)
C’houi gred ez ouñ-me goest d’ober hevelep tro…?
 

Kervoura

  A beleac’h…?
 

Roll-ar-Bourdou

                       O Doue, na duduisa bro !!!
  Zellit du-hoñt, Aotrou ! kaera prajeier glaz !
Du-mañ parkadou ed ha, pelloc’h, ar mor braz !
A-hoñt, lanneier brug, el leac’h all, beurjezou,
Dre-holl ar peoc’h, dre-holl kan ann evnedigou…!
Zellit, Aotrou, zellit ! .. Doue, war ann douar
Na grouaz par d’hor Breiz, a greiz-kalon, m’hel lar !!!
 

(Kervoura a zell gand evez a gleiz, a-zeou, adre hag
araog, o heulia biz dorn deou Roll ar Bourdou.
E-keit-se, he-man a dostâ tammik ha tamm, ha, pa
zonj Kervoura nebeuta, a tenn he ialc’h dioc’h he
c’hodell.)


 

Kervoura (ne oar netra)

  Gwir a larez, va den ! Er vro-mañ ne weler
Nemet traou dudiuz, traou dispar ha traou kaër…!
Foeltr fors-e-bed, avad, na rañ rak ann traou-ze
Traou all am euz an nec’h kals muioc’h evit’he…!
 

Roll-ar-Bourdou

  C’houi nec’het…? Gand petra…? D’ar beure, pa zavit
Abred pe zivezad, e-dro d’e-hoc’h e kavit
Mevelien, mitizien, iaouañk, doujuz ha koant
E doare mad d’ober peb tra hervez ho c’hoant…
Arc’hant oc’h euz hag aour e-leiz ho kodellou…
D’e-hoc’h ar boed lip-he-bao, ar gwella evachou…!
Pa ve ien ann amzer, e c’hellit tost d’ann tan
Tomma, ober eunn hun, dibreder ha diboan…
Pa ve re domm ann heol, dindan ar gwez huel
C’houi a gav ann ear fresk, e koajou Breiz-Izel,
Ha c’hoaz en em glemmit…?
 

Kervoura

                              Gwir eo, diaviz ouñ…!


Roll-ar-Bourdou

  Ah! ma vijec’h, hebken, eur bloavez evel-d’ouñ,
Hirvoudi gand abek e c’helljec’h, marteze…
 

Kervoura

  Gwall reuzeudik ez ouñ, m’hel lar d’id, koulskoude !
 

Roll-ar-Bourdou

  Ac’hanta, aotrou keaz, selaouit va ali !
Pa grogo stard enn-hoc’h kleñved ar velkoni,
Grit bourdou d’ho nesa, likit-hañ e kounnar…
Brasoc’h ebad na zo, me gred, war ann douar…!
 

Kervoura (o vouzc’hoarzin)

  Ie da, Iann Banezenn… ? Paz oud, oc’h da glevet,
Eur farser heb he bar, eur gwall ibil touet,
Diskolp d’iñ, p’az pedañ, da dremen ann amzer,
Ann taoliou ar c’hëra e-touez da daoliou kaër…
 

Roll-ar-Bourdou

  Ma zaoliou ar c’haëra…? Ne fell d’e-hoc’h nemet se ?…
Tri zevez penn-da-ben ha teir nozvez goude
E c’hellfenn marvaillat, ha c’hoaz n’am be laret
Nemet eunn nebeudik euz ma zroïou brudet…
Eunn devéz (erc’h ha skorn a oa war ann douar,)
Ec’h iz d’ober eunn dro da goat ker-Huelvar
War-zigarez dastum eur zac’had koat maro…
Selaouit mad penaoz e tigouezaz ann dro !
War eur c’hleuz e weliz, emberr, eur goz derven
Zeac’h, pell amzer a oa, kef, brañkou, korf ha penn,
Ha me da rei d’hezi zakramañt ann nouen…
Mes goude, dre be stum karreat d’am lojenn
Eunn hevelep pikol, (rak braz e oa, Aotrou,
Ha bevet hi defoa meur a gant bloaveziou… !)
Eno e oa ann dalc’h… Mes eunn den a skiañt
Ne choum ket, emichañs, gwall bell e nec’hamañt
Gand traouigou dister, evel ma oa hou-nez…
Poan am boa koulskoude, m’hel lar frañk, hag eñkrez
Hag eur c’houezenn tomm-skaot a ruille gand va zal,
Pa weliz gand ann hent, gorrek hag o vragal,
Mevel Ker-Huelvar, gand pevar a gezek,
Bet o kas teil d’eur park, d’eur prad, ha d’eul lannek,
O tostaat ouz-iñ…! « Iannik Ker-Huelvar,
« P’az oud eunn tamm paotr mad, paz eo goullo da garr,

« Kas gan-id d’am zi-plouz ar goz wezenn-derv-ma…!
« Gwall ien eo ann amzer hag ebad eo tomma,
« Pa ve kuzet ann heol, ouz eunn tantadik koat… »
   — « Pa gomzez, eme Iann, ken flour, ken deread
« Taolomp ar goz dervenn er c’harr hag, hep dale,
 « Deornp da Ger-Huelvar… Ann Aotrou, marteze
« A gavo e viñ bet pell oc’h ober va zro… »
   — « Mar fell d’ezhañ krozal, Iannik, m’hen distano…! »
Ha n’eo ket eunn taol brao hen-nez…?
 

Kervoura

                                          E gwirione,
N’am bije birviken sonjet e kement-se !
Kemer karr ha kezek ann den az poa laeret
Da gas da breiz d’az ti…
 

Roll

                                      C’houi a zo zouezet…?
Kals kaeroc’h am euz great… Mes me a wel a-hont
Eunn den a zremm garo war-zu enn-omp o tont…
Piou ar foeltr eo hen-nez…?
 

Kervoura

                                      Pe fors a ra d’iñ me ?
 

Roll

  Mad ! ze a zell ouz-oc’h…! Ha mar klask koulskoude
Gouzout piou omp hon daou, petra a lavarfomp ?
 

Kervoura

  Lar ar pez a gari !
 

Roll

                           Aotrou, en em glevomp !
Ar c’hañfard-se, me gred, a zo eur gwall ebeul
Hag he vaz a zo hirr ha teou evel eur peul
Hegal a raï ouz-omp, ann dra-ze a zo sklear,
Mar en em zikouromp, e vo brao he afer…
 

Kervoura

  Gwir a larez, va den… Fisiañs am euz enn-oud !
Gwelomp eta penaoz e troïo ann darvoud !


SEIZVED PENNAD
————

Kervoura ha Roll, e kreiz ann teatr, Flamm, gand he
benn-baz, a zeu dre ar gweled.

 

————

Flamm

  Deiz-mad d’e-hoc’h, aotrounez ! Teurvezit, me ho ped,
Ober ann aluzenn d’eur paour keaz divroed !
 

Roll

  N’am euz aour nag arc’hant, siouaz, ha dre ar bed,
Evel-d-oud, ma mignon, ez oun o klask va boed.
 

Flamm

  Gaouiad !!! Hag ar ialc’h-se a zo enn da c’hodell,
Ha mein a zo enn-hi…? Respount hep troïdell.
 

Kervoura

  Eur ialc’h…? Tan ha kurun, va ialc’h ez eo hou-nez
 

Roll

  Doue ra vo meulet ! Dalit-hi, aotrou keaz…
Ne blij ket d’iñ gwelet ann traou o vont da goll
Ha d’ann d’astum oun mad, war va hano a Roll !
   Du-hoñt, war ann douar, me am boa he c’havet
Ha, gand kals a breder, enn va godel laket,
Mes pa z’eo d’e-oc’h, aotrou, ne c’houlennañ netra
Nemet eunn aluzenn…!
 

Flamm

                                     Naoun am euz da vara,
Rak, aboue pevar deiz, n’am euz bevet, siouaz,
Nemet diwar zour sklear ha tammou louzou glaz.
Ar ialc’h-se e vo d’iñ hag heb dale nemeur,
Anez, gan-e-hoc’h ho taou e c’hoarvezo gwall-eur…
 

(E-keit-se, Roll a zo eat tammik-ha-tamm d’en em
lakat adre da Flamm hag, enn eunn taol, et tiframm
he benn-baz digant’han.)


Roll

Bremañ, choum peoc’h, va den, pe gwaz aze d’az kein,
Rak da vaz, e welañ, ne d’eo ket e koat brein,
Ha ma na vez ket fur ha sioul evel eunn oann,
Fest da vaz, m’hen tou d’id, eo az pezo d’az koan !
 

Flamm

  Dre gerniel Satanas, impalaer ann ifern,
Ez an d’ober stripou, Rollik, gand da eskern !

(Sailla a ra war Roll : He-man a glask kemer ann enkloch da rei lamm d’he enebour. Kervoura a zeu neuze da zikour Roll hag ho daou e diskarjont Flamm d’ann douar a stok e gorn, ha, gand eur gordenn e stakchont d’hezan he dreid hag he zaouarn)


Roll

  Na stripou, na netra na ri-te, boed ar groug !
Lak evez da choum fur, pe me war da c’houzoug
A dremeno, dispount, eur pennadik kordenn…
Ha, ne vezo ket hirr, m’hen tou, ann abadenn…!
Eur sachadenn, pe diou, great e stum deread,
Hag ec’h i da welet Lusifer-goz, da dad…
Mar plij ann dra-ze d’e-hoc’h, e vezo great ar stal,
Aotrou, ha Flamm-he-Beul, ma fell d’hezañ krial
Ne raï, er bed-mañ ken neb kriadenn e-bed…
 

Kervoura

  Hel lezel e buez a gavañ a zo red…!
Ac’hendall, selaouit ! Chetu va gourc’hemenn !
Ho taou ez oc’h daou laër ha, mechañs, ho krec’henn
Na gafchent d’ho frena, e foariou Breiz-Izel,
Eunn den diot awalc’h, diskiant ha diboell…!
N’euz fors ! Ezomm am euz daou vevel a skiant,
Ha, kaer klask am befe, ne gaffenn ket, war gant,
Daou all heñvel ouz-oc’h… Me ho kopra ho taou…!
It da brena dillad, ha list pill, truillou, laou…!
Petra e vo ho karg…? Emberr, c’houi he gwezo,
Mes zenti, hep krosmol, paotred, c’houi a rañko…
Piou ouñ-me…? Selaouit! Me a zo Kervoura.
Breur-kaër Arzul-ar-Meur, breur henañ Trifina,
Rouanez Breiz-Izel…!
 

Roll

                                       Pebez eur-vad..!


Flamm

                                                  Doue
Ho tigollo, va mestr…
 

Kervoura

                                  Pe Satan, marteze !
Da c’hortoz, it buan, ha na zaleit ket…
                     (Choum a ra da selaou.)
N’oc’h euz ket, evel-d-ouñ, eunn drouz bennag klevet ?…
Fazi braz a rañ-me, ma ne d’eo Gar-Orjal…!
 

————


EIZVED PENNAD


————

 
Kervoura, e-kreiz ann teatr.
Flamm ha Roll, a-gleiz hag a-zeou d’hezan.
Gar-Orjal a zigouez, dre weled ann teatr.

 

————


Gar-Orjal

  Me ho salud, va mestr, doujuz evel gwechall…!
 

Kervoura

  Ha kelou mad a zo…?
 

Gar-Orjal

                           Keloiou a zoare…!
Ho kaloun a drido o klevet anez’he…!
Ar strobinellerez…
 

Kervoura

                            Peoc’h ! kas ann daou den-mañ
Da di ar c’hemener a gavi ann tostañ :
Gwisk anez’ho erfad gand dillad a zoare…
Ho gopraet am euz hag-adalek hirie,
E vi mestr war-n-heze, ha va gourc’hemennou
A erruo gant’he, bemdeiz, dre da c’henou…
Kea ha distro buan…
                    (Roll ha Flamm a ia kuit)
 

Gar-Orjal

                                 Aotrou?…


Kervoura (goustadik)

                                        Ar sorserez.. ?
 

Gar-Orjal

  A c’hortoz ho krad-vad, du-hont, tost d’ar palez…

Kervoura

  Kea d’hi c’hlask, Gar-Orjal, ha na zale kammed
Da zont amañ gant’hi… Mall am euz d’hi gwelet…!
 

Gar-Orjal

  Hervez ho kourc’hemenn e vezo great, Aotrou !
 

Kervoura

  Setu amañ eur ialc’h evit gwiskamañtchou
Va daou vevel nevez, ha d’eva boutaillad,
Mes na choum ket enn hent re bell da varvaillat…
 

Gar-Orjal

  Choumit dinec’h, va Mestr…!

(Mont a ra kuit)


————


NAOVED PENNAD


————

  

Kervoura, he unan

                            Ar beac’h e vezo tenn
Da gas da vad ar pez am euz laket em penn
Mes n’hellañ mui trei kein. Deuet neb a garo,
Etre daou dra unan, ann treac’h pe ar maro…!
Ar maro…? Da vervel ez ouñ iaouankik c’hoaz !
Ar gounid…? Marteze eo gand eunn all, siouaz,
E rankiñ hel lezel…! N’euz fors, beteg ar penn
Ez iñ, da vihana, da heul va flanedenn…!
Gwaz d’am enebourien…! Mignoned ha kerent
Kemend denn e kaviñ tamm a-dreuz war va hent
M’ho flastro didruez… Mes chetu Gar-Orjal
O tont gant Roll ha Flam… Hag ar zorserez fall
E peleac’h ema-hi…?


DEKVED PENNAD

————

Kervoura, e-kreiz ann teatr.
Gar-Orjal, Roll ha Flamm, o tont, ann eil war-lerc’h egile, dre ann tu deou.

————

Gar-Orjal

                                  Chetu ho taou vevel
 

Kervoura

  Mad, mad ! kas anez’ho da rufla ann avel
Da c’hortoz m’ho galviñ… Ha da goz sorserez,
E peleac’h ema-hi…? Poan am euz hag eñkrez,
Te a oar, Gar-Orjal, hag e taleez c’hoaz
D’am diveac’hia eunn tamm…
 

Gar-Orjal

                            Aotrou, n’hellenn, siouaz
Ober va c’hefridi buanoc’h… It, paotred,
D’ober eunn tamm bale, da zibri eunn tamm boed…
Emberr, me ho kalvo…

 

(Roll ha Flamm a ia kuit.
Gar-Orjal, tost d’ann or, a lavar :)


                                 Ha c’houi, maouez brudet,
Tostaït, p’ho pedañ, ouz va Mestr enoret…

 

(Ar sorserez a dostâ, gorrek, dre eun tu)
Gar-Orjal a ia kuit, dre ann tu-all)


 

————

UNNEKVED PENNAD

————

Kervoura hag ar Zorserez, ho-unan ho daou

————

Kervoura

  Me ho salud, mamm goz, gand ar brasa doujañs !
Enn-oc’h, pell amzer zo, ema va holl fisiañs…
Me a garie gouzout, dre ho skiant kuzet,
Ar pez a c’hoarvezo, hag a zo tremenet,
Aboue m’az ouñ ganet ha bev war an douar…
Ha c’houi a c’hell larout ann traou-ze d’iñ, va c’hoar ?…
 

Ar Zorserez

  Me da c’hoar, genaouek…? Al loar, eur stereden
Ne oent biskoaz, mechañs, kerent d’eur velc’huedenn !…

Me da c’hoar, Kervoura…? Digor frañk da lagad
Hag evor eunn tammik… O tra amzeread
Ann heol hag ar stered, ar mor-braz hag al loar
A zent, pa c’hourdrouzañ… Enn Neñv, war ann douar,
Netra na stourm ouz-iñ, hag e fell d’id petra…?
E venn heñvel ouz-id…? Follet oud, Kervoura…!
 

Kervoura

  Ho tigarez, mar plij !… Va zad a oa Roue…
Va breur-kaër, evel-t-hañ, ha va c’hoarig ive,
A bleg d’he lezennou eur bobl kreñv ha nerzuz…
 

Ar Zorserez

  Ie da…? Galloudek int evel Abacaruz
Roue Bro-zaoz…? N’int ket!… Ha koulskoude, hen-nez,
Pell amzer zo, krignet e beo gand al lornez,
P’am bezo c’hoant awalc’h, a vezo pareet,
Hag he verc’h a vezo, pa gariñ, dimezet
Gand ar priñs am bezo d’ezañ roet va ger…
Hag e c’hoañtaez c’hoaz stourm ouz’iñ, preñv dister…?
Paourik keaz Kervoura, priñs flak ha digalon,
Trelatet az oud krenn…! Zell ouziñ, va mignon !!!
P’az pezo bevet c’hoaz eunn nebeud bloaveziou,
Marteze e klevi eunn tamm well va c’homziou…!
Awalc’h evit feteiz… Me a zistro d’ar ger,
Keuz braz d’iñ da veza gan-id kollet amzer…!
Paourik priñs Kervoura !!! Te a vije laouen
O teski ann doare da c’hounid kurunen
Ar paour Abacarus, hag he verc’h war eunn dro…
Divezatoc’h, va mab…! Da c’hortoz, kenavo !
Me a ia d’am zi-plouz… Kenavo Kervoura…
Evid-oud, va map keaz, ne c’hellañ-me netra…!
 

Kervoura

  Oh ! n’am dilezit ket enn hevelep enkrez :
Kemerit em c’heñver truez ha madelez…
Da c’hounid ho krad vad, ha da gaout ho sikour,
Petra eo red ober… Arc’hant am euz hag aour
D’ho paea a zoare… Truez, truez ouz-iñ !
 

Ar zorserez

  Da gomziou, Kervoura, a ra plijadur d’iñ…
Ha marteze, emberr, e c’helliñ da zikour
Mes diez kaer, va mab, hag hirr eo al labour
E fell d’id e raffeñn evid-oud, en deiz-ma…
Esaomp koulkoude, ha selaou mad brema !..
   Netra na c’harz ouz-iñ, mabik, war an douar…
Me a oar lenn enn heol, er stered hag el loar

Ha kempenni, dre holl, peb tra hervez va c’hoant,
Kerkouls al loened mud hag an dud a skiant…
Al louzou binimuz hag ar gwella louzou
Me oar e pe zouar e skignont ho griziou…
Ar c’hleñvejou peguz, spount al louzouerien,
En em gav pareet, pe a gouez war eunn den
Hervez va grad… Ann ed hag holl frouez ann douar
A ve gwallet gan-eñ, pe a ro eost dispar…
Me a laz pa garañ ha pa garañ ive,
Ec’h ouzouñ-dre be stum hiraat ar vue…!
Rak-se, hep doan e bed, lavar d’iñ, Kervoura,
Ar pez a c’houlennez… Dreist holl, na guz netra…
 

Kervoura

  Roue bro ar Zaozon, hanvet Abacaruz,
A zo krignet e beo gand eul lornez heuzuz…
 

Ar Zorserez

  Me a oar kement-se…
 

Kervoura

                        Hag ar paour keaz Roue,
Kaër klask hen deuz, ne gav den d’hel lakat pare…
Pa z’oc’h ken galloudek, p’ac’h anavit louzou
Da derri, da gas kuit ar gwasa kleñvejou,
Livirit d’iñ, m’ho ped, maouez madelezuz,
Dré be stum ec’h hellfenn gwellât Abacaruz…!
 

Ar Zorserez

  Pe vad a zeuïo d’id, mar hel lakañ pare…?
 

Kervoura

  He drôn, he gurunen, he benn-herez ive
A vezo d’ann hini a gaso digant’hañ
Al lornez a vourrev hag a wask anez’hañ…!
Me e fell d’iñ beza Roue evel va zad,
Hag evel va breur-kaër… N’eo ket se deread…?
 

Ar Zorserez

  Ne larañ ket..! Hogen ar pez a c’houlennez
A zo eur pez labour hirr da vad ha diez…
Esaomp koulskoude… !

 

(Daoulina a ra hag he daouarn zavet etrezeg ann Nenv)


                                      Priñsed ann iferniou,
Diredit d’am zikour, klevit va fedennou…
Dreist-holl, livirit d’iñ m’ho ped, e gwirione,
Ha galloud a rañ-me parea ar Roue…?


Klevet e reer adre goeliou ann teatr tarzou kurun, iouac’hadennou ann avel, trouz ar grizill o koueza ha kriadennou bep seurt loened gouez, hag ann amzer a zeu enn eunn taol da veza du ha tenval. E-keit-se, ar zorserez a gemer eur c’hoz levr, hag a ra neuz da lenn enn-han gand aked ha preder-braz. A benn eur pennadik, ann teatr a zeu da veza sklear adarre, hag ar zorserez enn he zâ breman, a dostâ gorrek hag evel spountet holl, ouz Kervoura, hanter-astennet hed-he-gorf, en tu kleiz ha tost da ribl an teatr.


 

Ar zorserez (evel penn-follet)

  Sperejou ann ifern ha va levriou kuzet,
Ho deuz dizkleriet d’iñ, priñs, traou spountuz meurbed,
Ken spountuz, ken va bleo gand heuz a zav em penn,
Ha ken, em gwazied, va gwad a skorn a-grenn…
Kervoura, Kervoura, emoc’h e mare c’hoaz,
List aze ho c’hañtchou…! Evit da benn ho c’has
Pebez torfed heuzuz e vo red d’e-hoc’h ober…
Distroït war ho kiz, m’ho ped stard, va map ker…!
 

Kervoura (kounnar enn-han)

  Chetu c’houi penn-follet, sorserez galloudek…!
Me a grede e oac’h eur vaouez kalounek,
Ha chetu c’houi aze evel eur iar c’hlebiet…
Rao did, boed ann ifern, koz trobell villiget !
Lavaret az poa d’iñ e oaz goest d’am zikour,
Hag am lezez bremañ, heb ober da labour…
Gwaz d’id ma na gomzez, ma na lavarez krenn
Dre be stum e c’helliñ gounid ar gurunen…!
Paeamant az pezo evel ma vo dleet,
Mes red eo d’id ober da garg, koz c’hrac’h daonet…!
 

Ar zorserez (tenval he dremm)

  Da c’hourdrouzou diot, ne rañ van anez’he,
Ha d’ho beza gret d’iñ az po keuz marteze,
Kent pell…! Selaou eta, den iaouank dievez,
Ha, pa z’oud ken pennek, choum dispount mar gellez !
C’hoant ac’h euz da c’hounid, enn eunn taol, kurunen,
Ha tron Abacaruz, ha c’hoant ac’h euz ouspenn
Da gaout da bried he verc’hik penn-herez…
Eunn dra a c’harz ouz-id, eur gwall dra, al lornez…!
Red e vo d’ar Roue beza pareet krenn
Kent rei da zen e-bed he verc’h, he gurunen…
Goest ouñ d’hen parea, m’hen tou a-neve c’hoaz,
Mes gand eur seurt louzou ne oe kavet biskoaz,
Ha n’eo ket te, mechañs, ho c’havo, Kervoura…
Rak-se, o klask pelloc’h, ne c’hounezimp netra !
Distro d’ar ger, va faotr, ha choum diwar-vremañ

Tost d’az preur-kaër Arzul ha d’az c’hoar da vevañ…!
Enn ho c’hichen, p’az oud doujet hag evuruz,
Disoñj krenn kurunen ha merc’h Abacaruz…
Ebad eo evit gwir, azeza war eunn tron,
Mes ebatoc’h eo c’hoaz miret peoc’h ar galon…!
 

Kervoura

  Awalc’h eo ! Tav, grac’h koz, gand da brezegennou :
Koll a rez da amzer o pilat da c’henou,
Ha, pa n’ouzoud netra, gwell e ve d’id tevel…!
Me fell d’iñ peur-ober, ha pa dleffenn mervel,
Ar pez am euz laket em penn pell amzer zo…
Hep-z-oud m’her raï erfad…! Evel-se, kenavo…!

(Neuz a ra da vont kuit)


 

Ar Zorserez

  Ah ! n’ouzouñ-me netra, den iaouank pennaduz…!
Selaou…! Da barea lornez Abacaruz,
E vo red d’id kavout map-henañ eur Roue,
Ha galvet, hep neb mar, da ren enn he c’houde…!
Ar c’hrouadurik-se, adal ma vo ganet,
Hep na vo gand he dad ha gand he vamm gwelet,
A rañko bout kaset, dre zouar pe dre vag,
Hag heb gouzout da zen, enn eur vro-bell bennag,
Eno, e-pad c’houec’h miz, e vo red heñ maga
Gand aket ha preder, hag heb espern netra,
Ma vezo lart ha kreñv, pa zigouezo ann de
D’ober gant’hañ louzou da wellât ar Roue…
 

Kervoura

  Tad ar Gaou r’az tougo d’he balez ann ifern
Da zevi da viken, stripou, kig hag eskern !!!
Penn-follet oud a-grenn !!! Penaoz ober louzou
Gand eur bugel c’houec’h miz da wellât kleñvejou ?
 

Ar Zorserez

  Priñsed ann iferniou a ro d’iñ gourc’hemenn
Da goms… Selaou erfad !!! Chetu ar blanedenn
Toñket d’id gand al loar, ann heol hag ar stered,
Ha skrivet penn-da-benn em levriou doujet…
Ar bugel na dleo anavout mamm na tad,
Ha red e vo d’hezañ klask eur vagerez vad…
Ar c’houec’h miz tremenet, pa gasiñ d’id kelo
N’euz fors peleac’h e vi, te d’iñ hen digaso…
Da c’hortoz, e klaskiñ, da noz, el lanneier
War c’herrek ann aochou, er c’hoat, er prajeier,
Eunn ugent seurt louzou, hag ouspenn, mar be red
E-touez ar re wella a ziwoan war ar bed,

Ha gand al louzou-ze eunn evach am bo gret,
Ken nerzuz ken e vo, hep dale, gwellaet
Lornez Abacaruz, hag e vo ar Roue
Leun a nerz, Kervoura, ha iac’h-pesk adarre
Red e vo d’eomp, avad, skuilla e ma fillig,
Ha berad ha berad, gwad tomm ar bugelik.
Anez se, va louzou ne dalveche netra,
Ha koll a rajenn krenn va foan oc’h hen aoza…!
 

Kervoura

  O klevet da gomziou e kemerañ spouron
Ha, gand ann heuz brasa, e klevañ va c’halon
O lammet, sorserez…? skuill berad ha berad
Gwad tomm eur bugelik !!! Evit petra…? M’oarvad
Evit ober n’ouzouñ pe louzou milliget
Dinerz ha dic’halloud da zigas ar iec’hed
D’eur paour keaz reuzeudik gand ar maro gedet…!
Tec’h kuit ha tec’h buan, koz verc’h ar c’hagn daonet !!!
 

Ar Zorserez

  Ra vezo great peb tra evel m’ac’h euz laret,
Kervoura…! Re bell holl gan-id ez ouñ choumet!
Kenavo, mes dalc’h mad d’am c’homziou diveza !
Kenavo, priñs abaf… !. Ha koulskoude am boa
C’hoant da ziskleria d’id ar stum difazi krenn
Da c’hounid tron, galloud, pried ha kurunen…
Ez añ kuit, va mabik…! Te, dizisk va hano !
Distro buan d’ar ger, kac’h-moudenn divalo…!
Eur gegell e fell d’id, e leac’h eur vaz-Roue !
 

Kervoura

  Komz eta, beskoulenn! Petra e fell d’ide… ?
 

Ar Zorserez

  Chetu !… Pa hor bezo gwadet mad ar bugel,
E lakiñ va louzou tomm-skaot enn eur skudell
Da sklearât a zoare, da iena eunn tammik,
Ha, goude, a-dammou ni a drouc’ho ar c’hig,
D’hen frita em fillig ha d’her rei d’ar Roue,
Pa glasko da zibri…
 

Kervoura

                                  Biskoaz, o va Doue,
Ne gleviz kemend-all !… Tenna gwad eur bugel,
Frita he gik tener, ho rei enn eur skudell,
D’eur c’hlanvour da zibri…! O torfed spourounuz ?
Nann ! Nann !!! Gwell e ve d’iñ beva pell gwall-euruz,
Beza eur mesaër-moc’h, pe varc’h eur miliner… !

Ha te, grac’h villiget, a rafe dibreder
Kemend holl a larez…?
 

Ar Zorserez

                         Ouspenn c’hoaz, mar be red !!!
Evit beza Roue ha gounid eur pried
Iaouañk ha koant dispar, heñvel oc’h penn-herez
Ar paour Abacarus, meur a zen, (ha n’eo souez),
A raje kemend all…
 

Kervoura

                               Gwir eo, ha koulskoude…
 

Ar Zorserez

  Ha koulskoude, va faotr, awalc’h war gement-se…!
Kaloun iar enn da greiz e klevañ o lammet…!
Kenavo, Kervoura !
 

Kervoura

                               Gortozit, me ho ped !
Ann holl draou spountuz-se a strafill va c’halon…
 

Ar Zorserez

  Ne vi kammed, mechañs, nemet eunn tamm kudon !
Kea da neza, paotrik, choum e-kichen da c’hoar,
Ha na glask biken ken beza war ann douar
Brezellour na Roue… Emberr Abacarus
A ginnigo d’eunn all nebeutoc’h morc’heduz
He benn-herez, he dron, kouls hag he gurunen…
 

Kervoura (d’hezan he-unan)

  Gwall luiet e kavañ, siouaz, va gwiadenn…
Penaoz ober…! Tec’hel, p’az ouñ war ann hent mad,
Evid-ouñ, da viken, e ve amzeread…!
Kenderc’hel gand va hent… ? Mez ha torfed heuzuz !!!
Mes tron, ha kurunen ha merc’h Abacarus… ?
Gwaz a ze d’iñ ! Kerzomp, ha koustet pe gousto,
Gounezomp hor frosez…! Goude, ni a welo…!
(D’ar Zorserez)
  Great ar stal hag ouz-oc’h me a zento, mamm goz !
 

Ar Zorserez

  Brao, brao ! Skuiz braz e oann, m’hen tou, oc’h da c’hortoz…!
 

Kervoura

  Pelac’h klask ha kavout mab henañ eur Roue ?
Eunn all a rafe kouls ann afer marteze…?


Ar Sorserez

  Ha pa ve mab henañ eunn duk pe eur baron,
Ne dalvese netra, hervez va levr gwirion…!
 

Kervoura

  Diesa tra, siouaz…!
 

Ar Zorserez

                              Ar gounid Kervoura
Az tigollo awalc’h… Na c’hellez ken kila…!
Me gred na ranki ket bale kals a vroïou
Da glask ar bugel-ze… Er stered, em levriou
Me am euz, oc’h al loar, a nevez-zo, lennet
E oa brazez da c’hoar… Gwir eo pe ne d’eo ket…?
 

Kervoura

  Gwir eo! A benn tri miz, Rouanez Breiz-Izel
A dle, am euz klevet, kaout he c’henta bugel…
Ha goude…? Ze na c’hell ober d’iñ drouk na vad…!
 

Ar Zorserez

  Marteze, Kervoura…! Red e ve gout avad
Pe eur paotr pe eur plac’h e vo ar bugel-ze…
 

Kervoura

  Ha penaoz e fell d’e-hoc’h anaout kement-se…?
 

Ar Zorserez

  Ne zo netra diez d’ann neb hen deuz sikour
Priñsed ann iferniou da gloza he labour,
D’ann neb a lenn hep poan er stered hag el loar,
Hag a anaf erfad traou kuzet ann douar…
Mar gellez diskwell d’iñ eur guchennik heb ken
Euz a vleo Trifina, ne fell d’iñ netra ken…!
 

Kervoura

  Pebez taol chañs !!! Va c’hoar, devez he dimizi
A roaz hou-mañ d’iñ : « Dal, va breur, eme-z-hi,
« Ha dalc’h soñj ac’hanouñ, e-tro pad da vuez,
« Enn da zeiziou a boan kouls hag a levenez…! »
Va c’hoarik Trifina, dous ha karantezuz,
Doue r’az kendalc’ho, e peb hent, evuruz…!
 (Kemer a ra ar guchenn-vleo a zindan he chupenn hag
e talc’h anez’hi enn he zorn.)

 

Ar Zorserez (Garo).

  Ro d’iñ ar guchenn-ze, ha te glev, Kervoura !
Ha lak evez, mar plij, da zont da fazia…
(Diframma a ra ar guchen digant’han)

Amañ da blanedenn, mechañs, a zo skrivet
Kouls hag hini da c’hoar…
 (Daoulina a ra, ar guchen etre he daouarn hag
he daoulagad zavet wav-zu ann Nenv :)

                                                         M’ho ped, heol ha stered,
Te, loar, c’houi holl priñsed spountuz ann islouñkou,
  Diredit d’am zikour gand ho sklerijennou…!
Trifina, Rouanez du-hoñt e Breiz-Izel,
A-benn tri miz, pe dost, a c’hano eur bugel…
Pe eur paotr, pe eur plac’h e vo ar bugel-ze…?
Kervoura a c’houlenn ho ker war gement-se…!
 (Klevet e reer tarzou kurun, ha luc’hed a splann war
ann teatr : Adre goeliou ann teatr, eur vouez a lavar
gorrek hag huel :)

  Eur paotr, eur paotr, eur paotr !
 

Ar Zorserez

                                 Ha te glev, Kervoura !
Kaër eo da blaneden !… Kea da Vro-Zaoz brema
Buana ma c’helli, ha lar d’Abacaruz
Ac’h euz kavet louzou oc’h he lornez heuzuz…
Hag e fell d’id, dre-ze, dimizi gand he verc’h
Ha kaout he gurunen hag he drôn war he lerc’h…
Me a ia d’am zi-plouz !… Te, ne dorr ket da c’her…!
Sperejou ann ifern ho deuz divreac’h pounner !!!
 

Kervoura

  Kenavo d’e-hoc’h, mamm goz ! Evit ho paeamant,
Chetu eur ialc’had barr a aour hag a arc’hañt
Mar kasan-me da benn, eunn deiz, va c’hefridi
Ho pezo eur palez e-leac’h eul lojenn-bri
Ha mevel ha matez d’ho servichi d’alc’h-mad
Ha da ginniga d’e-hoc’h kemend a vo d’ho krad…!
 

Ar Zorserez

  Kenavo, ha diwall da veza lezirek
Amzer a dal arc’hant !…
 

Kervoura

                             Oh, ne viñ tamm diek
Hag hep dale e viñ e-tal Abacaruz…
 

Ar Zorserez

  Hast, va mabik ha d’id eunn distro evuruz…!
 (Ar zorserez a ia kuit, gorrek.)


DAOUZEKVED PENNAD

————

Kervoura, he unan

  Na pebez planeden spountuz eo va hini…!
Me, ar priñs Kervoura, mab Roue Iberni
War-zigarez gounid eunn tron, eur gurunen
Ez ouñ war nez da vout mesk ann dorfederien
Ann hini heuzusa, da vañtra diou galon
Ho deuz bed evid-ouñ eur garantez wirion…
Oh, va breur-kaër Arzul oh, va c’hoar Trifina
Kel leal ha ken dous !!! Me a glev o krena
Va c’halon gand ar spount, p’am euz soñj ac’hanoc’h !
Beva a zo gwall rust, mervel e ve gwelloc’h !!!
 (Choum a ra eur pennad da sonjal.)
  Mervel…! Evit mervel eo red beza eunn den,
Ha dirag ar maro ez ouñ digaloun krenn…
Bevomp eta, bevomp, ba, koustet pe gousto,
Deomp d’ar penn ha gwelomp penaoz ez aï ann dro !
(Mont a ra da weled ann teatr hag a c’halv :)
Gar-Orjal! Gar-Orjal… !
(He-man a zeu, he benn soublet izel)
 

————

TRIZEKVED PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal

————

Kervoura

                              Laket am euz em penn
Ober eur veach hirr… Red e vo d’id kempenn
Pep tra da zoñt gan-eñ da Vro-Zaoz heb dale…
Lar d’iñ, pa zeu d’iñ soñj, va daou vevel neve,
Flamm ha Roll… ?
 

Gar-Orjal

                    Ann daou-ze a zo daou gañfard mad
Ho servicho, va mestr, e doare deread…
Fisiañs am euz enn-he : c’houi a c’hell kaout ive…
 

Kervoura

  Mad, Gar-Orjal, mad kaër ! kea, ha lavar d’heze
Choum e palez Arzul ken e vezimp distro…
Hast kempenni peb tra, m’az imp da vale bro…!
 

Gar-Orjal

  Ne viñ ket pell, Aotrou…!
 (Mont a ra kuit)


PEVARZEKVED PENNAD

————

Kervoura he unan

                                   Bremaïk e weliñ
Ha gwir hi deuz laret ar goz sorserez d’iñ…!
Arzul ha Trifina, p’ho kweliñ a-neve,
E teuio kemm amañ e peb tra, hep dale !
 Gar-Orjal a zeu, eur beac’h dillad war he skoaz
 

————

PEMZEKVED PENNAD

————

Kervoura ha Gar-Orjal

————

 
Gar-Orjal

  Prest eo peb tra, va mestr !
 

Kervoura

                              Deomp enn hon hent eta,
Ha gounez da brosez, mar gellez, Kervoura…!


EIL ACT

————

Eur zal, e palez ar Roue Arzul

————

(Pa zav ar goel, e weler, e kreiz ann teatr, Trifina
dam-zemplet war eur gador-vreac’h ; Arzul, diskabel
hag heb he gleze, daoulinet enn he c’hichen, hag
evel mantret gand ar glac’har.)

————

PENNAD KENTA

————

Arzul ha Trifina

————

Arzul

  Nec’het oun, Trifina, nec’het braz, m’hel lar d’e-hoc’h,
Eunn nebeud amzer-zo, pa zellañ piz ouz-oc’h,
P’ho kwelañ ken dinerz, ken feaz, ken drouk-livet…
Doan am euz d’ho kwelout o koueza e kleñved…
Livirit diñ, mar piij, diñ ho kwella mignon,
Dre be stum e c’hellfemp laouennat ho kalon…
Mar be e va galloud, e vezo great ho c’hoant…!
Me a garje gwelet ho tremm diskuiz ha drant
Evel ma oa en deiz m’az omp bet dimezet
Ha ma ho kemeriz evit va gwir bried…
Ne guzit mann ouz-iñ, me ho ped, Trifina !
P’ho kwelañ er stad-se, ne rañ nernet krena…
Livirit d’iñ ho poan, ma klaskiñ hep dale
Medesined gwiziek d’hoc’h adlakat pare…!!!

Trifina

  Arzul, va fried ker, va mestr ha va Roue,
Perag diwar va fenn bout nec’het kement-se…?
Mar d’ouñ skuiz ha kastiz, dinerz ha drouk-livet,
Abenn tri miz, pe dost, e viñ c’hoaz pareet…
Abenn tri miz, pe dost, o Roue Breiz-Izel,
Trifina a vo mamm hag ho po eur bugel…!

Arzul

  Gwir eo…?

Trifina

  M’hel lavar d’e-hoc’h…!

Arzul

                                     Doue ra vo meulet !


Trifina

  Gwir eo ha, dioc’h ar pez a zo diñ me laret,
Eur mab, Arzul, a fiñv etre va daou goste…

Arzul

  Ha na wienn netra…!

Trifina

                                     Ho lagad koulskoude
A ziskwele sklear d’e-hoc’h ar c’hemm a oa enn-ouñ!
Eur c’hreg, Arzul, dreist-holl Rouanez evel-d-ouñ,
Trabell war veur a dra, a dav war gement-se !!!

Arzul

  Me ho kar, Trifina, hag ho karo bemde
Eunn tammik muioc’h-mui diwar vremañ, m’hen tou,
Ha ne sonjiñ kammed nemet enn ho poaniou !!!

Trifina (Dam-c’haro)

  Va foaniou ne d’int mann ! Sonjit e Breiz-Izel !
Grit ma vezo eüruz, pa c’hano hor bugel !
Grit ma savo war-eeun etrezek tron Doue
Pedenn ann den pinvik, pedenn ar paour ive
Evid-hoc’h, evid-oun, evid ar c’hrouadur
A zougañ euz ho perz !!! N’am be ken plijadur
Nemet pa ho kwelañ o poania noz ha deiz
Da gas war gresk enor hag evurusted Breiz…!

Arzul (daoulinet)

  O va Doue, va c’hrouer, me o trugareka
Da veza roet d’iñ da bried Trifina,
Kalon aour, ine glann ha na glask e nep tro
Nemet ho karantez, va gloar ha mad va bro…
(Zevel a ra
E keit-se Trifina a gwez war e c’hador, dam semplet.)

Mes petra a c’hoarvez… ?

Trifina

  Me en em gav gwall skuiz…
It da hopa, m’ar plij, ma teuio Azilis !!!
(Mont a ra da weled ann teatr, hag e c’halv :)
Aziliz, prim amañ !

(Aziliz a zeu rak-tal)

————

EIL PENNAD
————
Ar Roue, Trifina, Aziliz
————
Arzul

                               Kasit ar Rouanez
Hep tamm dale d’he c’hampr, ha lakit mad evez
Da choum, diwar-vremañ, noz-deiz, enn he c’hichen…

Aziliz

  Va Rouanez a oar e tougañ em c’halon
Evit-hi, pell a zo, eur garañtez wirion
A c’hell lakat enn-ouñ fisiañs, e peb mare,
Ez oun feal d’hezi, kouls ha de-hoc’h, va Roue !

Trifina

  Gwir a lavar, Aotrou ! Keit ma vo em c’hichen
E c’houzaviñ easoc’h va foan ha va anken…!

Arzul

  Mad ! Kemerit kalon ! Grit evit ar gwella
Da choum laouen ha iac’h, me o ped, Trifina !

Trifina

  Choumit hep doan, Arzul ha divorc’het a-grenn,
E-keit ha ma vezo Azilis em c’hichen !
Kenavo, va Roue ! Zonjit e Breiz-Izel
Zoñjit enn ho pried, zoñjit enn hor bugel…!

Arzul

  Kenavo, Trifina ; kenavo kalounik !

(Pokat o ra d’hezi)


Aziliz

  War va skoaz, dizoan krenn, ho torn, Rouanezik !

(Trifina hag Arziliz ez a kuit)


————

TREDE PENNAD

————

Arzul (he-hunan.)

  Hep dale e viñ tad…! Dudiusa kelou !
Ha n’am euz ket abek da gas va fedennou
War zu ann Neñv, noz-deiz, ha da veuli Doue
Da vont madelezuz em c’heñver, er giz-se…?
Evit diskwel d’hezañ va holl anaoudegez,
D’am Breiz ker e fell d’iñ rei lod em levenez
Poania muioc’h-mui c’hoaz da rei ann eüruzted

Da gement den a zo d’am lezennou sujet !…
Da geñta, tud va Lez a dle anavezout
Hep tamm dale pelloc’h, ann hevelep darvoud…

(Mont a ra da weled ann teatr hag a c’hop:)


Hola, va embanner !…

(ann embanner a zeu)


————

PEVARE PENNAD

————

Arzul, ann Embanner

————

Arzul

                            Klaskit trompilierien,
Ha kemennit da dud va Lez, d’ar varc’heien
D’ann holl briñsed, duked, tuchentil, baroned,
D’ar gward, d’ann archerien, ha da d’ann itrounezed,
D’ann holl dud a iliz kouls ha da varnerien
D’ann holl dud a vrezel kouls ha d’ann Eskibien
En em dastum amañ da glevet eur c’helou
Talvoudek evit Breiz, a raï d’ho c’halonou
Tridal gand levenez… Abenn eunn heur amañ
E fell d’iñ ho gwelet strollet holl er zal-mañ…!
It buhan, va mignon !

An Embanner

                           Aoutrou, ho kourc’hemen
Evel ma livirit e vo sevenet krenn !

(Arzul a ia kuit)


————

PEMPED PENNAD

————

Eun Embanner, (he-unan da genta)

  Gwella mestr !… Gand abek eo lez-hañvet Ar Meur !
Rouane, evel-t-hañ, ne gaver ket nemeur… !
Ar Rouanez ive, dous ha madelezuz,
Bepred oc’h ober vad, bepred karañtezuz,
Ha na dle ket ann holl hi c’harout a galon…?
Evit-ouñ-me, m’hen tou, ha va le zo gwirion,
D’Arzul, da Drifina ez ouñ korf hag ine,
Hag evit’he, hep klemm, e rofenn va bue…!

(Mont a ra da weled ann teatr, hag a c’hop :)


Trompillerien gwiziek, diredit prim amañ
Ha likit enn ho karg hoc’h aked ar gwellañ
Da c’hervel er zal-mañ kement den, er palez,
Hen deuz eur garg bennag hag hen deuz reñk el Lez !

(E-keit ma lavar ar c’homziou-ze, ann drompillerien a erru).

Zonit, trompillerien, zonit kreñv hag huel
Salo ma vec’h klevet dre-holl e Breiz-Izel !!!

(Ann drompillerien, a zon, hag ar Bobl a zired a bep
tu — Pa z’eo ann holl en em renket, ann drompil-
leren a baouez da zeni, hag ann Embanner e kreiz
ann teatr, a lavar a vouez huel.)


————

C’HOUEC’HVED PENNAD

————

Ann Embanner, ann Drompillerien, ar Bobl

————

An Embanner

  A berz Roue Bro-Vreiz, Arzul-ar-Meur hanvet,
Ez oc’h holl er zal-mañ, Aotrounez, dastumet
Da glevet eur c’helou d’hor bro gwall dalvoudek…
Selaouit gand doujañs hor Roue galloudek,
Ha, pa hen defo de-hoc’h laret he brezegenn,
Grit holl, evel dalc’h mad, hervez he c’hourc’hemen !
Ne glask, c’houi enn goar holl, nemet mad Breiz-Izel…
Bevet Arzul-ar-Meur !!!

Ar Bobl

                           Ia, ia, ra vevo pell !!!

An Embanner

  Bevet pell ar Roue !!! Mad…! Hag hor Rouanez…!
Kabluz a vemp, n’eo gwir ? O tisoñjal hou-ñez
Ken mad evid ann holl, ker karet er vro-ma
Gand pinvik ha gand paour….?

Ar Bobl

                              Ra vevo Trifina !!!

(Ann drompillerien a stag da zeni. Ann holl a dav hag
a choum diskabel. Arzul, kurunet hag he vaz-Roue
enn he zorn, a zeu, daou varc’hek hag he baotr
baniell enn he raog, hag a bign war e dron, gorrek
hag huel he benn. Azeza a ra eur pennadik ha tavet
ann holl a zav hag a lavar :)


————

SEIZVED PENNAD

————

Arzul war he dron. Ann Embanner, ann Drompillerien.
Ar paotr-baniell, ann daou ward-marc’hek, ar Bobl

————

Arzul

  Trugare, va zud vad…! Bremaïk e klevenn
Ho moueziou unanet o krial evel-hen :

« Bevet Arzul-ar-Meur ha bevet Trifina !… »
Mes den n’hen deuz laret : Ra vevo Kervoura…!
Koulskoude, Kervoura eo breur-henañ va grek,
Ha kouls evel-d-omp holl, e komz e Brezonek…!
Ha n’hen karit-hu ket…? Perag…? Den na lar grik…?

Eur vouez, e-touez ar Bobl.


Den ne gar, er vro-mañ, breur hor Rouanezik !!!

Arzul

  Divezatoc’h, mechañs, e klevin ann abek…!
Da c’hortoz, Aotrounez, keloïou talvoudek
Evid-omp, evit Breiz, am euz da gemenn d’e-hoc’h :
Rak-se, va silaouit gand preder hag e peoc’h…!
Da genta, Trifina hi deuz d’iñ kemennet
E tlien beza tad, hep dale pell meurbed,
Ha, dioc’h hi lavar, Aotrounez, hor bugel
A vo eur Priñs, eur mab, mab Roue Breiz-Izel !

Ar Bobl

  Meulet ra vo Doue ! Bevet Arzul-ar-Meur !!!

Arzul

  Trugare, Trugare…! Ne zaleiñ nemeur
Enn ho touez, e deiz mañ… Va selaouit erfad !
Eur c’helou all am euz, eur c’helou deread
Da gemenn c’hoas d’e-hoc’h holl. Roue doujet Bro-C'hall
Klodowik he hano, hon enebour gwechall,
A ra d’iñ ann enor d’am gervel d’he balez
D’esa gand Breiz-Izel ober eunn unvaniez,
A-eneb ar Saoz fall, hor gwasa enebour,
A viskoaz digaloun, divez krenn ha traïtour…
Ha plijout a ra d’e-hoc’h, p’am bezo great va le,
War benn va fried ker ha war va baz-Roue,
Da genderc’hel a-bez gwiriou hor bro garet,
Kevreta gand re c’hall hoc’h armou, Bretoned…?

Ar Bobl

  Ia, ia ! Mar plij ze d’e’hoc’h, d’eomp e plijo ive !!!

Arzul

  Ne glaskañ, va zud vad, m’hen tou war va c’hleze,
Nemet mad ann diou vro, Bro-C’hall hag hon hini,
O kemer, gand ho krad, hevelep kefridi…!

Ar Bobl

  Fisiañz hon euz enn-hoc’h hag enn hor Rouanez !!!

Arzul

  Mad !!! Mes evit diskouez sklearoc’h va levenez,
E fell d’iñ, Aotrounez, ober c’hoaz eun dra-all !

Ann holl brizounierien, nemet ann dud re fall,
A vo, diwar-vremañ, da vont kuit laosket holl !
Peb-unan anez’ho a vevo enn he roll…!
Ne fell ket d’iñ avad ho gwelet o terc'hel
D’ober trubuill ha mez d’hor bro ger Breiz-Izel ;
Anez, ha ma na blij d'hezo beza tud fur,
Out’ho e viñ digar, daoust d’am displijadur !!!
Plijout a ra ze d’e-hoc'h… ?

Ar Bobl

                                 Ia ! Bevet hor Roue !

Arzul

  C’hoaz e fell d’iñ kemenn d’e-hoc’h eur c’helou neve
Ann taillou, er bloaz-mañ, na vint ket dastumet…!
Rak-se, me ho ped holl, Aotrounez pinvidik,
Da gemeret truez ouz ar paour reuzeudik,
Ha da lezel gant’hañ ar pez a zleo d’e-hoc’h…!

Ar Bobl

  Bevet Arzul-a-Vreiz ! Bennoz Doue gan-e-hoc’h !

Arzul

  Ha bremañ, Aotrounez, kimiada a rankomp !
Peb unan enn ho tu ha, dreist holl, diwallomp
Keit ma viñ en Bro-C’hall, o klask mad hor Breizik,
Da nec’ha Trifina, a zoug va bugelik…!
A c’hendall, Kervoura a dle, am euz klevet,
Ember distrei amañ… Ra vo digemeret
Enn ho touez, Aotrounez, evel breur Trifina
Ha breur kaër ho Roue… Chetu va c'hoañt brasa

(Ar Bobl a ia kuit, heb lavarout netra)

————

EIZVED PENNAD

————

Arzul, he unan, diskennet e kreiz ann teatr

————

  Iskiz eo kement-se !!! Kervoura na blij ket
D'ann holl Aotrounez-ze… Ha perag ?… N'ouzouñ ket !
Iskiz eo kement-se, hag ouz-iñ e kuzer
Eunn dra hag a rankiñ gouzout gand ann amzer…
Mes me hen gwel o toñt… Gwall deñval, e kavañ,
Gwall rust, gwall divergont eo ann dremm anez’hañ…
Eun dra bennag a zo o krignat he spered…
Petra…? Evesaomp !!!

(Kervoura a zeu)


NAOVED PENNAD

————

Arzul ha Kervoura

————


Kervoura

                                Arzul, va breur karet,
Setu me a-nevez e Breiz-Izel distro…
Hast am boa d’ho kwelet, ha va c’hoar, hag ar vro…!
C’houi a zo iac’h, va breur, an dra-ze a zo sklear…
Mes va c’hoar Trifina, ken mibin, ken dister
P’az ouñ eat em beach, livirit d’iñ, m’ho ped,
Hag hi a zo dalc’h-mad laouen hag e iec’hed…

Arzul

  Va fried, Kervoura, a dle, abenn tri miz,
Beza mamm, ha genel d’iñ eur mab, d’e-hoc’h eun niz !

(Kervoura a gren.)


A c’helou-ze, va breur, eo ann hini kentañ
E tleañ kemenn d’e-hoc’h, adalek m’ho kwelañ…

(Kervoura a gren gwasoc’h.)


Mes petra a c’hoarvez… Perag hevelep kemm
O klevet va c’homziou, enn eunn taol, enn ho tremm…?
Ha c’houi en em gav klañv gand tersienn Kervoura…?

Kervoura

  Ho tigarez, Arzul!… ze holl ne d’eo netra…!
Ar skuider hag ar zouez…

Arzul

                                 Pen-follet ez oun-me !!!
Gand chalet eo fenn, ne sonjenn ket e ze !!!
Mont a rit-hu d’ho kampr, va breur, da ziskuiza…?

Kervoura

  Da genta, e karjenn poket da Drifina…!
O va c’hoarik karet, nag a wech, pa oann pell,
Va soñj beteg enn-oud, douget gand ann avel
A zo deut noz ha deiz…!

Arzul

                                 Me ho kred, Kervoura,
Hag anaoudeg ouñ de-oc’h…! Neb a gar Trifina
A zo gan-eñ karet euz a greiz va c’halon…
Likit ho torn em dorn, va breur ha va mignon…!

(Starda a reont ho daou dorn)


              (E gwelet ann téatr)
Azilis, Azilis… ?

(Hou man a erru)

                            Lirit d’ar Rouanez
Ez ouñ ouz hi gortoz e zal-vraz ar palez
Gand hi breur Kervoura a zo neve zistro,
Goude eur veach hirr, adarre enn hor bro…

(Azilis a zalud hag a ia kuit.)


Kervoura

  C’hoaz hoc’h euz, emichañs, kals a neventiziou,
Da laret d’iñ, va breur… ?

Arzul

                              Eur strollad keloiou…!
Bremaïk m’ho laro d’e-hoc’h dirag Trifina :
Ezomm hi deuz ive d’ho gouzout, Kervoura… !
Mes chetu hi o tont, war vreac’h he dimezell
Harpet evel bepred… Sellit out-hi a-bell…!

Kervoura

  Pegen drouk-livet eo, pegen zempl da welet…!

Arzul

  Hi stad a dalv d’hezi da veza gwall gaset
Eunn tammik gand ar boan, mes mar plij gand Doue,
A-benn tri miz amañ, e vo iac’h adarre…

————

DEKVED PENNAD

————

Trifina, Kervoura, Arzul hag Azilis

————

Trifina

  O va breur Kervoura, peger braz eüruzted…!
P’az kwelañ enn hor Breiz distro hag e iec’hed… !
Pegen hirr e kavenn ann amzer, hep gouzout
Ha ne oa ket gan-id c’hoarvezet gwall zarvoud…!
Deuz, va breurik karet, da vriata da c’hoar… !

(En em vriata a reont ho daou)


Hep-z-oud, hep va fried, n’am be war ann douar
Nemet hirnez ha poan… Bremañ, da vihana,
E choumi gand da vreur ha gand da Drifina… ?
Baléet ac’h euz bro kals re bell, va breurik,
D’am grad, ha mall braz eo diskuiza eunn tammik…!

(E pad ma lavar Trifina ar c’homziou-ze, Aziliz a zo
eat da glask eur gador-vreac’h. Lakat a ra anez’hi
e kreiz ann teatr, ha Trifina a ia da azeza war-n-hi.
Arzul ha Kervoura a azez ive war beb a gador,
Arzul a-zeou ha Kervoura, a gleiz da Drifina.
Azilis a zalud hag a ia kuit)


Kervoura

  Ne fell d’iñ kuitât ken Breiz-Izel, Trifina…!
Gan-id ha gand Arzul am euz c’hoant da veva

Diwar-vremañ dalc’h mad, ha lakat peb evez
Da bellât diouz-hoc’h peb poan ha peb enkrez…!

Trifina

  Evit ar c’helou-ze, trugare, va breur mad…!

Arzul

  Ia, trugare, va breur…! Va list bremañ timad
Da laret d’e-hoc’h ho taou eunn nebeud keloïou
Hag a lakaï, me gred, joa enn ho kalonou…!
Da geñta, am euz great embann da dud va Lez
En em dastum amañ, e zal-vraz ar palez…
Diredet ez iñt holl, hervez va gourc’hemenn,
Priñsed ha tuchentil, duked ha barnerien,
Tud a iliz, kerkouls hag ann itrounezed,
Mevelien, mitizien, kerkouls ha baroned…
Pa oant holl dastumet, azezet war va zrôn,
Am euz laret d’hezo levenez va c’halon,
Hag e tliec’h, Itroun, abenn tri miz, genel
Eur mabik d’ho pried, eur priñs da Vreiz-Izel…

Trifina (war eunn ton rebech.)

  Oh, Arzul…

Arzul (gand karante.)

                            Trifina, ze a oa em dlead…!
Ha n’eo ket eunn enor d’eur Roue beza tad…?
Chetu va eil kelou… Roue doujet Bro-C’hall,
Klodowik he hano, hon enebour gwechall,
A ra d’iñ ann enor d’am gervel d’he balez
D’esa gand hor bro Breiz ober unvaniez
A-eneb ar Saoz fall, hor gwasa enebour,
A viskoaz digalon, divez krenn ha traïtour…
O klevet va c’homziou e oant ken sebezet
Ken am euz, er giz-mañ, digant’ho goulennet :
  « Ha plijout a ra d’eoc’h, p’am bezo great va le,
« war benn va fried kear ha war va baz-Roue,
« Da genderc’hel a-bez gwiriou hor bro garet,
« Kevreta gan re C’hall hoc’h armou, Bretonned…?
— « Pa blij kement-se d’eoc’h, e plij d’eomp, eme-z-hé ! »
— « Ho mad ne glaskañ ken, m’hen tou war va c’hleze »
E lariz c’hoaz… Hag hi da grial enn eur vouez
« Fizians hon euz enn-hoc’h hag enn hor Rouanez…! »

Kervoura

  Traou kaër ha mad dispar !!! Ne d’eo tamm souez, va breur,
Mar d’oc’h, e Breiz-Izel, hanvet Arzul-ar-Meur…!

Arzul

  Trede kelou…! Itroun, ha c’houi, breur Kervoura,
Lirit d’iñ frank ho sonj war eunn hevelep tra…!
Nemet ann dud falla, ar brizounierien holl
A c’hell, diwar vremañ, beva krenn enn ho roll…
Ne fell ket d’iñ avad ho gwelet o terc’hel
D’ober trubuill ha mez d’hor bro ger Breiz-Izel…
Anez, ha ma na blij d’hezo beza tud fur
Out’ho e viñ digar, daoust d’am displijadur…!

Trifina

  Arzul, va fried ker, great hoc’h euz kement-se…?

Arzul

  Ouspenn am euz great c’hoaz…!

Kervoura

                             Lirit d’eomp ann dra-ze…!

Arzul

  Er bloaz-mañ, taill e-bed ne vezo dastumet
Em holl rouañtelez… Ze am euz c’hoaz touet…!
Rak-se, ann duchentil hag ann dud pinvidik
A dléo kaout truez our ar paour reuzeudik
Ha lezel krenn gant’hañ, hep klemm, he holl wiriou…
Va mab a dle genel e-touez ar bennoziou…!
C’hoant am euz e vefe a-unan paour, pinvik
Da veuli ann Aotrou. pa c’hano va mabik…!
C’hoant am euz e vefe evuruz Breiz-Izel
Evit ma raï am holl eul lid kaër dam bugel !!!
Chetu aze ar pez am euz great, Trifina…
Ha great am euz awalc’h, livirit Kervoura…?

Trifina (o trindal gand ar joa)

  O va fried karet, na braz eo ho kalon !
Na lorc’h a zo enn-ouñ o welet war ann tron
Eur Roue evel d-hoc’h, dalc’h mad o klask ann dro
Da greski gloar, enor hag eüruzted he vro,
O veza Rouanez e vro evuruz-sé,
Oc’h ho karet muioc’h, va Aotrou, va Roue…!

Kervoura (mousc’hoarz eunn trubard war he dremm)

  Evit gwir, ne c’hellec’h va breur, ober ouspenn,
Ha Breiz, war ma meno, a dlé beza laouen…
Ne d’oc’h ket eur Roue, mes eunn tad a zibab…
Salo ma vo eunn deiz, ouz-hoc’h heñvel ho mab…!

Arzul

  Mar gallomp e vezo, ha n’eo gwir, Trifina…?
Eur c’helou all am euz da laret d’e-hoc’h brema…!

Red eo d’iñ hep dale, Itroun, moñt da Vro-C’hall
Da gaout Klodowik a zo ouz ma gedal
Evid ober gant’hañ, mar kavañ mad ann dro
Eunn unvaniez paduz ha mad evid ar vro…

Trifina, glac’haret

  Panaoz e c’hellit-hu, Arzul, va dilezel
Er stad en em gavañ, ha kuitad Breiz-Izel…?

Arzul

  Karg eur Roue, siouaz, a zo braz ha pounner,
Ha poaniuz aliez, mes red eo hec’h ober…
Bremaïk, Trifina, e larec’h e oa mad
Kemend holl am euz great ha krenn hervez ho krad…
Bro C’hall ha Breiz-Izel dorn-ouz-dorn unanet
Biken gand ar Saozon na veziñt diskaret…
Va list da voñt enn hent, me ho ped, Trifina…!
A c’hendall, choum a raï ho preur mad Kervoura
Enn ho kichen e-keit ma viñ-me e Bro-C’hall…
Heñ a wezo erfad a beb drouk ho tiwal,
Ho sikour deread da c’houarn gand furnez
Ha da glask, e peb tra, mad ar rouantelez…
Me ro d’hezañ galloud war va holl sujidi,
Ha kas a raï, m’hen goar, da vad he gefridi ;
Rak-se bezit dinec’h…! Me a vezo distro
Araog ho kwillioud adarre enn hor bro…!

Kervoura

  Trugare d’eoc’h, Arzul ! Galloud a rit enn-ouñ
Lakat hoc’h holl flsiañs !… Eun dlead evid-ouñ,
Eur garg war-eunn-dro dous ha deread meurbed
E vezo choum dalc’h mad e kichen ho pried,
Va c’hoar ger Trifina, d’hi diwall a zarvoud,
D’hi damañti erfad ac’hann d’hi gwillioud…
Choumit dinec’h eta, mes astit, me ho ped,
Distrei d’hor Breiz-Izel, Arzul, va breur karet…!

Trifina

  Da gomziou,Kervoura, a ra vad d’am c’halon… !
Mar rankfenn dioueret da garañté wirion
E-keit ma vo Arzul pellaet diouz-iñ,
E venn re reuzeudik, mervel e fellfé d’iñ…!

Arzul

  Mall eo d’iñ mont enn hent…! Kenavo, Trifina !

(Pokat a ra d’hezi)


Trifina, (mantret)

  Kenavo, va Roue !!!

Arzul

                               Em hini, Kervoura,
Likit ho torn bremañ, ha c’houmit den d’ho ker… !

Kervoura

  Fisiañs enn-ouñ, va breur, ha bezit dibreder… !

(Starda a reont ho daouarn)


Trifina, (glac’haret hag o ouela)

  Kenavo c’hoaz, Arzul…! Me a bedo Doue
Da rei d’e-hoc’h distro mad enn hor Breiz hep dale…!

(Arzul a ia kuit)


————

UNNEKVED PENNAD

————

Kervoura, Trifina

————

Trifina

  Pebez glac’har spontuz, o va breur Kervoura…!
Te a c’houmo gan-iñ bepred, da vihana,
D’am frealzi eunn tam ha da rei d’iñ kalon,
Da c’hortoz distro mad va fried, va mignon… ?

Kervoura

  Enn da gichen, va c’hoar, e choumiñ, m’hel lar c’hoaz..
Eürusoc’h tra gan-iñ ne zigouezaz biskoaz…!
N’am euz den nemed-oud !!! Dleet eo d’iñ, va c’hoar,
P’az oud va diveza tenzor war ann douar,
Diwall mad ac’hanoud, da garet muioc’h-mui
Ha pellat diouz-id peb poan, peb melkoni…!

Trifina

  Te a zo mad ive, ken mad ha va fried…!

Kervoura (oc’h ober he louarn.)

  Salo ma venn heñvel out’hañ, va c’hoar garet…!
Arzul a zo eunn den, a gredañ, heb he bar…
Kaer klask e vefe great, dre-holl, war ann douar
Kel leal a galon ha ken karañtezus,
Ken eeun, ken kalonek ha ken madelezus,
Ken eo red da bep den hen anaf hen karout…!

Trifina

  Gand pegen braz eur-vad e klevañ ac’hanoud
O veuli va fried, Kervoura, va breur kear…!


Kervoura

Heñ meuli a-zoare, n’hellañ ket hen ober…!
Mes bremañ, va c’hoarik, p’az omp amañ hon daou,
Me roï d’id eunn ali, mar karez va selaou…
Er palez-mañ, e-keit m’eo Arzul divroet,
Ha plijout a ra d’id choum da veva bepred..?
Me am euz e Lann-Veur, te a oar ze erfad,
Eur palez neve-Flamm, didrouz ha deread…
Mar karez ez imp di, da c’hortoz ann devez
Ma tliez beza mamm…?

Trifina

                              Tra vad e ve houmez…!
Skuiz ouñ ha klañv, va breur, hag ar peoc’h a glaskan,
Ha n’hi c’haviñ, mechanz, kammed, er palez-mañ..!
Deomp eta, pa gari..! Ia, gwell eo kement-se..!
Mes dont a raï gan’eñ, va breur, d’ar pale-se
Ma mezell Azilis..?

Kervoura

                               Hi ha kemend hini
A blijo d’id, va c’hoar ! Da c’hoañt eo va hini… !

Trifina

Te a zo mad, va breur… ! Ez añ da c’hourc’hemenn
Ma vo, hep dale tamm, laket peb tra kempenn…
Kenavo,. Kervoura… !

Kervoura

                      Kenavo, va c’hoarik… !
Ha seac’hit ho taërou, m’ho ped, Rouanezik…!

(Pokat a ra da Drifina, hag hou-man a ia kuit).

————

DAOUZEKVED PENNAD

————

Kervoura he unan

(Ober a ra eun dro pe diou d’ann teatr, dilavar
rust ha garo he zremm)

Kaëra taol!!! Ann diaoul Satanaz, war va feiz,
A ra peb tra d’am grad, aboue m’edouñ e Breiz
Distro a neve flam… Hag e Bro-Saoz ive,
Pep tra da vad gan-eñ a zo deut a-zoare…!
Paréet e-vezo ar c’hoz Abacarus
Gand al louzou e fell d’ar Zorserez heuzuz…
Ne vo ket ret d’hezañ avad choum iac’h re bell… !
Kozni, pe gleñved all, a raï d’hezañ mervel,
Ha pa ve red d’iñ-me ho zikour eunn tammik…!

Goude, he gurunen hag he benn-herezik
A vezo d’iñ ho diou… Stard e vo ar c’hoari,
Mes ar goz sorserez kammed n’en em fazi,
Ha, p’am bezo ezomm, e teui c’hoaz war va ger
Da rei d’iñ hi skoazell hag hec’h aliou ker…!
Arc’hañt am euz hag aour, ha gand al louzeu-ze
E pren eunn den peb tra…! Mes piou a zeu aze…?

————

TRIZEKVED PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal

————

Gar-Orjal

  A berz ar Rouanez e teuañ, va Aotrou,
Da gemenn d’eoc’h eo prest ha kempenn holl ann traou
Da vont, pa vo d’ho krad, d’ho palez, e Lann-Veur…

Kervoura

  Mad, Gar-orjal, mad kaër ! Ne zaleiñ nemeur…!
Gra peur-ober peb tra… Lar da Roll ha da Flamm
Mont du-hont eun hon raog, dreist holl hep dale tamm !

Gar-Orjal

  Soñjet am boa, Aotrou, e vije ze d’ho krad…!
Roll ha Flamm e Lann-Veur a zo bremañ, m’oarvad !…

(Gar-Orjal a ia kuit,)


Kervoura, he unan.

  Great eo ar stal a-grenn…! Bremaïk, Trifina,
E vo beac’h etre-z-omp… Piou a vo ar c’hreñva…?

Kervoura a ia kuit d’he dro hag ar goel a zo diskennet.


TREDE ACT

————

Eur zal, e Kastell-Lann-Veur

————

(Pa zav ar goel, Flamm ha Roll, mezo o daou evel
daou zoner, hag ho chilgamma ho daou, a zeu war
ann téatr breac’h-oc’h-breac’h. Erruet ho daou e
kreiz ann téatr pe dost, e kouezont ho daou, Roll
a-gleiz ha Flamm a-zeou).

————

KENTA PENNAD

————

Roll ha Flamm

————

Flamm

  Ann dud gwiziek a hanv ar vro-mañ Breiz-Izel,
Evit petra, lar, Roll…?

Roll

                                  Enn abek m’eo izel
Ann douar e peb leac’h, e Roazon, el Lann-Veur,
Enn holl rouantelez hor Mestr, Arzul-ar-Meur,
Pa vé pounner ar penn, evel da benn, beulké,
P’az péfé evet gwin, evel m’ac’h euz hirié…!
Mez d’id, Flamm he Benn-Baz, p’az oud ken génaouek…!

Flamm

  Lak evez mad, Rollik, pe e kloziñ da vek
Gand eunn taol dorn pe zaou ha, daoust m’az oud Roc’had,
Mar krogañ ez kroc’henn, az pezo kalounad…
Mar zavañ-me ac’hann…

Roll

                               Ne-ri ket, p’az oud kamm !!!

Flamm

  Me, kamm…? Oh n’ouñ ket c’hoaz…!

Roll

                               Nann ! n’oud nemet chilgamm…!


Flamm

  Ia, pe, « kamm ki pa gar ! » Doñt a rez, mic’hiek,
E-pad eunn heur gan-eñ, d’ober eur redadek…?
Neuze ni a welo piou a vo treac’h d’ann all…
(Esa a ra zevel hag e kouez adarre, a-hed he gorf.)

Roll (o c’hoarzin a-leiz genou)

  Ec’h ez da goueza c’hoaz, ma na gerez diwall…!

Flamm (drouk enn-han.)

  Divezad oud, Rollik, p’am gwelez azkouezet,
Da rei d’iñ kuzuliou ha n’ho goulennenn ket…
(War eunn ton gwelvanuz)
Te a zo kamm ive, ha ken kamm evel-d’-ouñ…!
N’eo tamm deread d’id ober goap ac’hanouñ…!
Paotr mad ouñ, koulskoude, ha, mar displegez d’iñ
Eunn taol-brao-kaer bennag groet gan-id, e weliñ
Ha me a c’hello c’hoaz aotren d’id ar pardon…!
(War eunn ton d’ober c’hoarzin.)
Deuz, Rollik, d’am zikour da zevel, ma mignon,
Rak, dre lost ann diaoul, biken, mar am lezez,
Ne veziñ-me em zâ ac’hann fin ann devez…
(Esa a ra zevel diou pe deir gwech, ha, bep taol, e
kouez enn he goazez.)


Roll (oc’h ober goap.)

  Ma karjez, evel-d-oun, eva a nebeudou,
E vijez, genaouek, kreñvoc’h war da ellou…!

Flamm (drouk enn-han)

  Penaoz e c’hellez-te distaga eur seurt gaou…?
P’evenn eur chopinad, ha na louñkez ket daou,
Boed ar groug ac’hanoud…! Koañta maill oud, Roc’had,
Ha nag e prezegez e doare deread,
Tonell didal ar foeltr…!

Roll (bepred oc’h ober goap)

                                    Ze a ziskouez, va gwaz
Ez eo plañtet va fenn erfad war va diskoaz…!
Eunn dra gaër, va ine, eva dek bouteillad…!
Ma vijez bet paotr koañt, az pije, Flammik vad,
Paeet diou all ouspenn… Bete daouzek ez añ,
Bemdeiz, pe dost, va faotr, aboue m’edouñ amañ
E servich Kervoura, breur-kaër Arzul-ar-Meur…!
Mez tavomp…! Teod re hirr kammed na dalv nemeur…!

Ro d’iñ da zorn, trapet ! Mall braz eo d’id sevel…
Me a glev Gar-Orjal, du-hoñt, oc’h hor gervel…!
(Kregi a ra e dorn Flamm hag he-man a zav gand beac’h
hag o c’heja war he zivesker.)


Flamm

  Hen-nez na blij ket d’iñ…!

Roll (oc’h ober goap.)

                                    Va ine, pebez gwall…!
(Rust ha garo)
  Pa na bliji d’hezañ, ann traou ez aï da fall
Gan-id, genaouek braz…! Tav ha zent…! Ze zo fur,
Ha diwall da denna war-n-oud displijadur…!

Flamm

  Gwir a lerez, Roll goz…! Salo na venn ket kamm !

Roll

  En em dalc’h enn da zâ, tav mik ha na fiñv tamm !
(Klevet e réer, adre goeliou ann teatr, Gar-Orjal o
c’hopal : « Roll, Flamm !… »)

————

EIL PENNAD

————

Gar-Orjal, Roll ha Flamm

————

Gar-Orjal

(O tont war ann téatr a c’hop c’hoaz a vouez huel :)
Roll, Flamm, mibien ar groug, peleac’h emoc’h ho taou…?

Roll

  Amañ, Gar-Orjal geaz, e doare da selaou,
Hor diskouarn frañk digor bepred, ho prezegenn.
Ha d’ober peb tra holl hervez ho kourc’hemen…

Flamm (d’hezan he-unan)

  N’am euz ket laret ze…!

Gar-Orjal

                                    Tostâ ouz-iñ eunn tamm
Ma weliñ mad da fri…! Mezo dall oud, pe gamm…?

Flamm (o c’heja muioc’h-mui war he zivesker)

Mezo…? Me…? Tamm e-bed…! Chilgamm, ne larañ ket !
Ar gwin war-dro Lann-Veur ne dalv foeltr mann e-bed.


Gar-Orjal

 Daonet, Flammik Penn-Baz, p’az kwelañ er stad-ze,
Ne d’eo ket heb abek…! Ar gwin, evit doare,
Nag ar zistr ken nebeud, ha pa veñt farlotet,
Na reont droug e-bed nemet pa vent evet,
Evel gan-id, mab kagn, a re vraz kofadou…
Dal, ne c’hellez mui ken choum zounn war da ellou…
(Flamm a c’hej muioc’h-mui)
Gwall heja a rez, paotr…! Ann avel koulskoude
A zo hirie dinerz…

Roll

                                 Ia, mes ar paour keaz-ze
A zo dinerz ive dirag eur voutaillad…
Eunn ever fall eo Flamm…!

Gar-Orjal

                                  Ha te, mechans, Roc’had,
Eunn ever a-zibab… ?

Roll

                                  Marteze, marteze… !
Pa blijo d’e-hoc’h paea, e welimp kement-se…!

Gar-Orjal

  Divezatoc’h, paotred !… Da c’hortoz, e Lann-Veur
E vo neventi vraz, hep dale pell nemeur,
Hag e teuañ a berz ar priñs braz Kervoura,
Ho mestr ha va hini…


Flamm (d’hezan he-unan)

                                     Ann diaoul d’hen krouga…!

Gar-Orjal

  Petra a lerez-te…? Komz freaz ha sklear rak-tal…!

Flamm (neuz gant-han da veza sebezet)

  Me… ? Ne larañ netra…!

Roll

                                     Ha goude, Gar-Orjal…?
P’az oc’h deut d’hor c’haout dre urzou Kervoura,
Petra e fell d’hezañ…? Lirit buan… Petra…?

Gar-Orjal

  Gourc’hemenn a ra d’e-hoc’h, (teurvezit va selaou !)
Choum war evez, diwall d’en em vezvi ho taou,
Beza prest da zenti, adalek m’ho kalvo,
Noz ha deiz, ha n’euz fors petra a c’houlenno…


Flamm

  Brao ! Arabad e vo eva eur voutaillad…?

Roll

  Peoc’h, tan ha kurunou… Grik, ha selaou erfad…!

Gar-Orjal

  Da c’hortoz, Kervoura e fell d’hezañ gouzout
Da betra ez oc’h mad… Eunn hevelep darvoud
A c’hell digouez amañ, ma vo red da beb den
Dibri he skudellad, heb ober klemmaden…
Beac’h e vo, marteze, o kas ann traou da vad,
Mes hor mestr a baeo enn eur c’hiz deread
Ann dud hen servijo gand ijin ha doujañs…!
Plijout mad a ra d’id ar c’homziou-ze, mechañs,
Roll-ar-Bourdou…?

Roll

                   Ia, krenn !

Gar-Orjal

                                 Ha te, Flamm he Benn-Baz,
D’id e plijont ive…?

Flamm

                                 Salo m’am befe c’hoaz
Eur voutaillad gwin koz d’eva…! Va c’horzailien
A zo ken zeac’h ha toñt, hag ober prezegen
E ve gwall diez d’iñ…! Koulskoude e larañ :
Roll eo va c’huzulier… Me a raï evel-t-hañ !

Gar-Orjal

  Mad ! Lavar d’iñ bremañ, Roll, petore micher
A zo bet desket d’id… Petra oud goest d’ober…?

Roll

  Em penn me a gavo, Gar-Orjal, p’am bo c’hoant,
Kant troidellik vrao a dalv aour hag arc’hant…!
Ha klevet oc’h euz-hu tro-gamm ar "Goz Derven…? "

Gar-Orjal

  E koat Ker-Huelvar…? Ia, ia ! Eunn all, va den !

Roll

  Chetu ! Eunn deiz, e kear, embanner Penn-ar-C’hoat
A zeuaz da gemenn : « Ann archerien war droad,
« Ann archerien war varc’h a vale, er parkou
« War lerc’h eur vandenn fall a laëron avalou,

« Ho deuz kaset gant’he avalou ar Person
« Avalou Kastel-Pik, Ker-Iann ha Kernitron…
« Rak-se, likit evez ! Ann neb a vo paket
« D’ar prizoun, didruez, holl, a vezo kaset… »
— Mad, emouñ-me, Rollik, diskouez d’ann archerien
Ne d’int, e keñver d’id, nemet genaoueien…
Ha me da vale kear…! Hep dale, e kaviz
Ann Archer-Meur war varc’h ha d’hezañ a lariz :
— « Gwell e ve d’e-hoc’h, archer, diwall ann avalou
« A zo enn ho liorz, eget, dre ar parkou,
« Klask laeron avalou Pipi, Iann, pe Jakez… »
— « Piou eme-z-hañ, a ve foll awalc’h ha divez
« Da zoñt em liorz-me da laerez avalou…? »
— « Piou a oar ? Diwallit, diwallit mad, Aotrou…! »
Hag hen, oc’h ober goap, enn he heñt adarre…!
Paour keaz archer trapet…! War-dro diou heur goude
Avalou he liorz a oa holl em lojenn !

Gar-Orjal

  Brao, Roll !…

Roll

                 Oh ! kaëroc’h c’hoaz am euz gret…

Gar-Orjal

                                             Te, va den,
A varvo piñvidik, p’az oud ken ijinuz,
Nemet krouget e vez…
Da Flamm
                       Ha te, mezvier heuzuz,
Petra ouzoud ober, lavar…!

Flamm

                                            Me, Gar-Orjal,
A c’hell gand eunn taol dorn diskar eunn aneval,
Ejenn, bioc’h, taro, ebeul pe ebeulez…!
Gwechall eo bet gan-eñ digouezet aliez,
Pa gavenn tu-pe-du eunn ebeul skuiz-maro,
Hel lakat war wa c’hein ha moñt d’ober eunn dro
Da lezel al loen paour da ziskuiza eunn tamm…

Gar-Orjal (Sebezet)

  Chantre ! Hag hirie c’hoaz te a rafe-ze, Flamm…?

Flamm

  Paeit d’iñ, Gar-Orjal, eur voutaillad gwin koz
Ha ne vo ket red d’e-hoc’h choum gwall bell da c’hortoz…

Gar-Orjal

  A walc’h ! gwin koz, Flammik, az pezo, ha traou all…

Mes red e vezo d’id zenti oc’h Gar-Orjal,
Evel ma señto Roll, heb klemmadenn e-bed…

Flamm

  Ha te a zento, Roll…?

Roll

                               Ia, p’am euz hel laret !

Gar-Orjal

  Va gourc’hemenn a vo gourc’hemenn Kervoura,
Ha me a zent out-hañ heb lavaret netra…!
Pa fell d’hezañ ober ann dra-mañ, ann dra-all,
Kement-se ne zell tamm, paotred, ouz Gar-Orjal…!
Grit evel-d-ouñ ho taou ! Paemañt ho pezo
Evit hoc’h holl labour, hervez ma talvezo…
Bremañ, it kuit ho taou, mes choumit e kichen
Evit respount rak-tal d’ann c’henta hopadenn…!

(Roll ha Flamm a ia kuit, breac’h-oc’h-breac’h, Flamm
o vransella bepred war he zivesker).


————

TREDE PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal

————

Kervoura

  Ac’hanta, Gar-Orjal, va daou vevel neve
Ha me a c’hell lakat eunn tamm fisiañs enn-he…?

Gar-Orjal

  Ann daou gañfard, Aotrou, a zento krenn ouz-iñ,
Rak-se bezit dinec’h…! Evid-ouñ, pa na riñ
Nemet hervez ho c’hoañt, holl ann traou, a gredañ,
A vezo great d’ho krad, evel bete vremañ…

Kervoura

  Me hen talvezo d’id, va c’hred mad, Gar-Orjal…!
Mes, e-keit ma soñjañ, c’hoaz am euz eunn drall all
Da laret d’id, p’az oud ma mignon ar gwella…
Abenn eiz deiz, pe dost, va c’hoar gear Trifina
A dle gwillioudi… Klask eunn amiegez
Gwiziek mad a zentuz… Pourve eur vagerez
Prest d’ober, e peb tra, hervez va gourc’hemenn…
Paz pezo ho c’havet, gra d’ezho prezegenn,
Hag ho digas amañ da glevet va c’hentel
Diwar-benn Trifina, diwar-benn he bugel…
Kea ha distro buan, mall am bo d’az kwelet…!


Gar-Orjal

  Ne viñ ket pell, Aotrou, bezit dinec’h, m’ho ped !

(Gar-Orjal a ia kuit)


————

PEVARE PENNAD

————

Kervoura he-unan

————

Moustr Kervoura

 Spouñtusa planedenn, siouaz, eo va hini…!!!
Kaër am euz, dre neb stum ne c’hellañ harz out-hi…
Ar c’hoañt re vraz da gaout enoriou am diskar…
Trec’het krenn ouñ gant’han… Hen a ra va glac’har…!
Va malloz war ann deiz ez ouñ ganet enn-hañ
Ha war ar bloaveziou am euz c’hoaz da vevañ…!
E beo, e c’houzañvañ holl boaniou eunn daonet…
Me a garje mervel ha, siouaz, n’hellann ket !!!
Beteg e kreiz ann deiz, dirag va daoulagad
Eur bern teuziou hudur, holl goloet a oad,
Am dinerz hag am spouñt, ha, pa glaskañ repoz,
Ann heuzusa moustrou am gwask é-pad ann noz…
Me a glev burtuled [4] o krignat va c’halon,
Ha chetu me dihum gand tersienn ar spouron…!
Morgousket a rañ c’hoaz…? Eur c’hrac’h, boed ann ifern,
A zispak diraz-ouñ bep seurt louzou a-vern ;
« Ar re-mañ, eme-z-hi, eo ar muia nerzuz
« Da gas kuit evit mad lornez Abacaruz,
« Da c’hounid war eunn dro he verc’h, he gurunen…! »
Ha neuze e welañ eur c’hreg gwisket e gwenn,
Heñvel oc’h Trifina ha gant’hi eur bugel,
Patrom Arzul-ar-Meur ha koañt evel eunn El,
Hag ar c’hreg paour a ouel, hag a zav he zellou
Ken glaz evel ar mor etrezeg ann Neñvou,
Hag ar bugel bihan war he c’halon stardet
A vouzc’hoarz ken dousik oc’h he vamm glac’haret…!
Ha chetu, enn dremwel, du-hoñt, ar Varnerien,
Arzul hag ar bourrev, tucheñtil, kouerien…!
Petra e fell d’hezo…! Eunn den kriz ha digar
A ziskouez d’ar Roue, mantret enn hé glac’har
Ar c’hreg e gwenn gwisket… Arzul a bleg he benn
Hag ar bourrev a sko… Chetu war ar c’hlazenn
Kouezet penn ar c’hreg paour…! O torfed griziaz !!!
Ar penn-maro a zav, hag he daoulagad glaz
A zell oc’h ar bourrev, a zell oc’h ar Roue,
Hag enn he zell ann holl a lenn ar garañté.

Ann druez, ar pardon… ! Mes heb dale e tro
War-zu ann den digar eunn daoulagad féro
Ha e tiskouez d’hezañ gand he biz, enn dremwel,
Eur marc’heg a-zoare… Hen-nez eo hi bugel…!
Ar marc’heg a dostâ ouz-iñ hag a lavar
Gand eur vouez estlammuz : « Peleac’h ema da c’hoar ?
« Peleac’h ema ive he bugelik bihan…?
« Respouñt, den milliget…! Kañt mil ha kañt mil boan,
« E-keit ha ma vevo hor C’hrouer binniget,
« Ne veziñt ket awalc’h da baea da dorfed…!!!
« Malloz, kañt mil malloz, malloz c’hoaz, Kervoura !!!
« Da c’hoar a zo enn Neñv…! Zantez eo Trifina !!! »
Er giz-se e vevañ, pe e varvañ bemdé…
Chetu va holl deiziou, va nosveziou ive…!
Teod ann den a zo krenn dinerz ha dic’halloud
Da ziskleria erfad eunn hevelep darvoud…
Mervel e ve d’iñ grad…! Ar maro he-unan
A dec’h, pa glev va mouez, hag am lez gand va foan !!
Spouñtusa planedenn eo, siouaz, va hini,
Ha penaoz, dre be stum galloud harza out-hi…?
Meneziou, war va fenn kouezit da vihana !
Digor da wagennou, te, mor braz, d’am louñka…!
Netra ! Bepred netra !!! Ha bepred a vevañ !!!
Mervel e ve d’iñ grad, ha mervel ne c’hellan !

(Koueza a ra war eur gador, eur c’houezenn o c’hlebia
he diou jod, hag e choum eur pennad enn he goazez,
evel dam-zemplet, zevel a ra emberr, hag eur
gounnar ruz enn-han) :


Ma, ma ! Kerzomp eta, ha deomp beteg ar penn,
Kervoura reuzeudik, war-lerc’h hor flanedenn…!
P’az oun eur milliget adaleg ann douar,
Gwaz d’id Arzul-ar-Meur, gwaz, Trifina, va c’hoar !
Gwaz ive d’ar bugel a dlé doñt war ar bed !
Gwaz, mil gwech gwaz a bers Kervoura « ann Daonet » !!
Mes piou a deu aze…?

————

PEMPED PENNAD

————

Kervoura ha Gar-Orjal

————

Gar-Orjal oc’h erruout war ann teatr, a lavar :

                                 Klasket am euz, Aotrou,
O señti biz-a-biz ouz ho kourc’hemennou
Eur vagerez iaouank, iac’h, kreñv hag e doare
Da vaga déréad bugelik ar Roue…
Kavet am euz unan a blijo d’e-hoc’h, me gred…
Mes tenn eo bet ann taol…! Ar baourez, spouronet

O klevet digant’hi petra a c’houlennec’h,
A raë d’in skouarn vouzar, ha pell oun bet e nec’h
Na zeurveché zenti ouz ho kourc’hemennou !
Prezeget am euz stard dre gaër, dre c’hourdrouzou,
Hag e kredañ, Aotrou, e vo ar vagerez
Doujuz kaër, ha zeñtuz, ken dous hag eunn oanez…

Kervoura

  Mad, mad kaer, Gar-Orjal…! Hag ann amiegez…?

Gar-Orjal

  Nag a boan evit doñt a-benn euz a hou-nez !!!
Rag eur c’hreg gwiziek eo a hag zoujañs Doue,
Hag, o klevet o c’hoañt, gand ar spount e krene…
Ne oa ket heb abek, hen añzavit, Aotrou !
Ar pez a c’houlennit e-touez ann torfejou
A zo hañvet, me gred, enn holl al lezennou…

Kervoura

  Peoc’h, Gar-Orjal ! Ne fell d’iñ klevet rebechou
Euz da berz, a-berz den… Va c’hoañt eo va lezenn…?
Dalc’h soñj a gement-se, diwar vremañ, va den…?
Troet eo ar c’hreg-se da zenti…?

Gar-Orjal

                                                   N’oun doare !

Kervoura

  N’euz fors ! ze zell ouz-iñ… Emaint ho diou aze…?

Gar-Orjal

  Ia, emaint o c’hortoz ma vo ho plijadur
Ho gervel da glevet, priñs, ho kemennadur…

Kervoura

  Lar d’heze doñt amañ…!

(Kervoura a azez war eur gador. E keit-se Gar-Orjal a
ia er meaz hag a zistro rak-tal gand ar vagerez hag
ann amiegez.)


————

C’HOUEC’HVED PENNAD

————

Kervoura, ar Vagerez, ann Amiegez, Gar-Orjal
eunn tammik adré d’heze

————

Kervoura, war he gador

                                       Tostaït, magerez !
Klevet hoc’h euz, mechañs, ema ar Rouanez

War nez da veza mamm, hag e tlé he bugel
Doñt abenn eunn tri deiz, pe war-dro, da c’henel…
Klevet hoc’h euz erfad diwar-benn kement-se
Va gourc’hemennou striz… Chetu…! Ar bugel-ze,
Ar Rouanez, va c’hoar, ne dlé ket hen gwelet,
Ha c’houi en kemero, adal ma vo ganet
Hag e kaso, e kuz, d’al leac’h am bo merket…

Ar Vagerez, (o krena gant ar spount)

  Birviken ne rafenn eunn hevelep torfed…!
Diframma eur bugel, eur c’hrouadur dister
Digand he vamm, Aotrou…! O Doue, va C’hrouer…
Nann, nann ! Ne riññ ket se !!!

Kervoura (rust a garo)

                                         Pa zeñti, pe vervel !
Ze na zell tamm ouz-hoc’h !!! A c’hendall, ar bugel,
Ne fell ket d’iñ, mechañs, ober nep poan d’hezan…
C’houi hen mago erfad ha, pa vo red paeañ,
Bezañ zeñtet ouz-iñ e doare deread
E vezo, magerez, heb mar e-bed, d’ho krad…!
Kervoura ne d’eo ket ur priñs krafer ha paour ;
Nebeud a stad a ra euz ann arc’hañt, ann aour,
Ha neb hen servich mad a gav digoll bepred…
Grit ho soñj, magerez…!

Ar vagerez

                                   Klaskit eunn all, m’ho ped !
N’hellañ ket, Aotrou keaz, zeñti ouz hoc’h urzou
Anez tenna war-n-oun kounnar Mestr ann Neñvou…!

Kervoura a zav, penn follet krenn,

  Gar-Orjal, kea rak-tall da di ar vaouez-mañ
Ha digaz heb dale he c’hrouadur amañ !
Pa ne fell ket d’hezi zeñti a galon vad,
Ember ni a glasko eur c’hiz-all deread
D’ober d’hezi plega, da lakat enn he fenn
Ne dalv kammed netra stourm ouz va gourc’hemenn…!

Ar vagerez

  Ma bugel…? Da betra ez it d’hen klask, Aotrou…?

Kervoura, kounnaret muioc’h mui.

  D’hel laza dira-z-oud, d’hen troc’ha a dammou
D’her rei, goude, d’ar c’has ha d’ar moc’h da zibri !!!
Plijadur a raï d’iñ gwelet eur seurt c’hoari…!

Ar vagerez, daoulinet.

  Truez ouz-iñ, Aotrou ! Penn-follet e oann krenn,
Ha ne wienn, mechans, petra a lavarenn !!!

Ma bugellik karet, hen ken koañt hag eunn El,
Hen teurel da zibri d’eur c’hi louz, d’eur porc’hel…!
O priñs, na rit ket se ! Livirit d’iñ ho c’hoañt
Hag e señtiñ ouz-hoc’h, m’hen tou, laouen ha drañt !!!
Da belec’h e kasiñ bugel ar Rouanez…?

Kervoura

  Chetu te fur, bremañ, ha trec’het, magerez !!!
Da beleac’h e kasi bugel Arzul-ar-Meur…?
Choum dinec’h, magerez !!! Ne zalei nemeur
Da c’houzout kement-se… Gar-Orjal a gavo
Eul leac’h hervez va c’hoañt ha d’id hen diskouezo…!
Kea bremañ, ha gortoz va gourc’hemenn neve…!

(Ar vagerez a ra neuz da vont kuit.)


Nann ! Choum eur pennad c’hoaz ! Gwell eo d’iñ kement-se…!

{D’ann amiegez.)


Klevet hoc’h euz erfad, me gred, amiegez,
Ar gourc’hemen am euz roet d’ar vagerez…
Petra a zoñjit-hu diwar benn kemeñt-se…?
Ha fellout a ra d’e-hoc’h gourenn ouz-iñ ive…?
Koll a rafec’h, m’hen tou, ho poan hag hoc’h amzer…
Chetu va gourc’hemenn e komziou freaz ha berr…

(Choum a ra eur pennadik da sonjal.)


Adalek ma vezo ar bugel er bed,
Heb hel lezel d’ober neb kriadenn e-bed,
Roït-hañ d’ar vagerez… Hou-mañ hen kemero
Ha d’eul leac’h kuzet mad, er palez, hen kaso…!
Pa ho pezo tennet ar Rouanez a boan,
Ha pa glasko gwelet he bugelik bihan
Evit pokad d’hezañ, livirit evel-hen :
« N’hoc’h euz great, Itroun geaz, nemed eur golladenn !
« Ho pugellik, siouaz, a zo ganet maro !!!
« Mes kemerit kalon ! Doue ho tigollo
« Hag a zigaso d-e-hoc’h, hen leun a vadelez
« Eur mabik all kreñvoc’h, ged ar Rouañtelez…!
« Hastit, va Rouanez, en em lakat pare,
« Da zigemer Arzul, ho pried, hor Roue,
« A dle, heb dale pell, erruout enn hor Bro…
« Mall braz eo da Vreiziz hen gwelet c’hoaz distro…! »
Klevet hoc’h euz erfad, ha gallout a rañ-me
Lakat fisiañs enn-hoc’h…?

Ann amiegez

                                         Ann torfed heuzuz-se
C’houi en paéo, Aotrou, abred pe zivezad…!


Kervoura

  Peoc’h d’iñ, trabell daonet, ha gra peb tra d’am grad
Anez…

Ann amiegez

                    Red mad eo d’iñ, siouaz, zenti ouz-hoc’h
Mes, mar kounnar ann Neñv, gwaz a ze evid-hoc’h…!

Kervoura

  Mad, mad…! kea, Gar-Orjal, da gas ann diou c’hreg-ma
Euz va ferz da gichen va c’hoarik Trifina,
Ha lavar war-eunn-dro d’Aziliz dont amañ
Red eo d’in komz gant’hi ar c’hentañ ar gwellañ…!

(Gar-Orjal, ar vagerez hag ann amiegez a zalud hag a
ia kuit…
Kervoura, he benn soublet oc’h ann douar, a ra diou pe
deir gwech ann dro d’ann téatr. E keit-se Aziliz a
erru.)


————

SEIZVED PENNAD

————

Kervoura, Aziliz

————

Azilis (o saludi)

  Prins, war ho kourc’hemenn ez oun deut d’ho kaout…?

Kervoura

  Trugare, dimezell, hast am boa da c’houzout
E pe stad en em gav hirié ar Rouanez….
Torret eo ann tammik he foaniou, hec’h eñkrez…?

Azilis

  Ma mestrez paour, Aotrou, a c’houzañv poaniou braz…!
Me gred eo ar gweñtrou a zo gant’hi, siouaz…!
Kalounek eo avad hag enn ec’h huvreou,
Ne baouez da laret eunn nebeud hanoïou….
Ar Roue, Kervoura, Breiz-Izel Herni…
Goude hano Arzul, Aotrou, eo hoc’h hini
A lar aliessa… Oh ! Nag ho kar hou-nez !
Gwella mestrez am euz ha gwella Rouanez
A zo war droñ va Bro !!!…

Kervoura

                                    Gwir eo, va dimezell,
Ne c’hellje birviken ho Pro gaër Breiz-Izel
Beza kavet eunn all hag hi c’harje muioc’h…!

Mes eunn dra, Aziliz, am euz da laret d’e-hoc’h…
Paz omp deut da Lann-Veur, am euz e Ker-Ahez,
Ken disoñj oun, siouaz, e zal-vraz ar palez,
Ankouaet eul louzou, aozet a bell amzer,
Evit, enn he gweñtrou, rei kalon d’am c’hoar ger…
Re eo d’e-hoc’h, Azilis, hasta moñt hep dale
Da gastel Ker-Ahez da glask al louzou-ze…!
Kement hag ho mestres am euz fisians enn-hoc’h,
Anez, ne rojen ket eur seurt Kerfridi d’e-hoc’h…!
It eta, dimezell, enn hano Trifina,
Enn hanno Roue Rreiz, enn hano Kervoura…!

Aziliz

  Pa gomzit er stum-ze, penaoz galloud, Aotrou,
Mirout da seveni hoc’h holl gourc’hemennou…?
Ez añ enn heñt eta, enn avañtur Doue…
Salo ma venn amañ distro hep pell dale…!
Gwal nec’het oun, m’hel lar, o kuitat ma mestrez…!

Kervoura

 Kaset am euz emberr da gaout ar Rouanez
Magerez a zibab, amiegez wiziek…

Aziliz

  Gwir eo, ha d’e-hoc’h, Aotrou, me oar eo anaoudek…

Kervoura

Ne gollit tamm amzer, dimezell, me ho ped !

Aziliz

 Oh diwar gement-se, choumit krenn divorc’hed…!
(Aziliz a ia kuit.)

————

EIZVED PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal

————

Kervoura, he unan

  Pep tra a zeu da vad gan-eñ bete vremañ…!
Mar dalc’hont er giz-se, e vo gwelet amañ
Traou nevez hag iskiz, ha ne vezo ket pell…
Dalc’h da voñt, Kervoura p’az eo mad ann avel…!
Gounezet eo gan-id war ann amiegez
Da wall brosez, kercouls ha war ar vagerez…
Aziliz a zo eat du-hoñt da glask louzou…
Eunn test a nebeutoc’h euz va holl dorfejou…!

Ia, gand na zistroïo birviken d’al Lann-Vreur…

(Choum a ra eur pennadik da sonjal)


Oh ! ne zistroïo ket… Ze n’am chal ket nemeur…!

(E gweled ann téatr)


Gar-Orjal, Gar-Orjal… ?

(Gar-Orjal e erru)


Gar-Orjal

                                          Me ho salud, Aotrou !

Kervoura

  Kas daou zen a zoare da vale ann heñtchou
Ac’hann da Ger-Ahez ha, p’ho delo kavet
Aziliz, matez-kampr va c’hoar, am euz kaset
Da gerc’hat d’iñ louzou ankouxet er c’hastell,
Lavar d’heze laza didrouz ann dimezell
Ha douara he c’horf enn eul lannek distro
Ma na vezo ken komz diwar he fenn er vro…
Kea, ha distro buan, he deuz gand Roll ha Flamm :
Ouz ann daou gañfard-se e fell d’in komz eunn tamm

(Gar-Orjal a ia kuit hag a zistro rak-tal gand Roll
ha Flamm).


————

NAOVED PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal, Roll ha Flamm

————

Kervoura

  Tostaït kañfarded, ha digorit erfad
Ho tiskouarn d’am selaou… Beza e ve d’ho krad
Ober p’hel lariñ d’e-hoc’h, eunn tamm bale war vor,
Eur bale a roï d’e-hoc’h arc’hant, aour hag enor…?

Flamm

  Ho tigarez, Aotrou ! War ar mor n’edoun bet
Nemet eur wech hebken, abaoué m’az oun ganet…
Ia, ia, sonj mad am euz… Bihanik e oann c’hoaz,
Ha, ken klañv ez oun bet, ken am euz dalc’het kas
Ouz ar gwagennou sall…! Selaouit koulskoude !
Me raï, war ho lavar, ann tammik balé-ze,
Mar teu Roll goz gan-eñ ! Hen-nez eo va sturier
Ha ia d’e-hoc’h war he lerc’h a lariñ dibuder !!

Kervoura

  Klevet ac’h euz, Roll goz…?


Roll

                               Hoc’h holl gourc’hemennou
Aotrou keaz, a vezo dalc’h-mad va lezennou…
Pa blijo d’e-hoc’h eta, me a vo martolod,
Eur martolod gwelloc’h evit Flamm « he Gof-iod » !
Ma ine, me zo bet dre vor e Landreger,
Eunn deiz, m’hel lavar d’e-hoc’h, e oa fall ann amzer
Ha tamm doan n’am euz bet…! Me a lar, ann dour zall
Ne gavañ ket, Aotrou, é vé bet biskoaz fall…
Ar gwin koz, ar jistr mad a zo gwell koulskoude…
Mes ann holl a viskoaz a anaf kement-se !
Me zo Roc’had, Aotrou. hag eur Roc’had, mechañs
A zo mad da bep tra…! Enn-oun bezit fisiañs…!

Kervoura

  Mad, mad, Roll-ar-Bourdou…! E taol-mañ, va faotr ker,
E rañki mont pelloc’h eunn tamm ’vit Landreger…?

Roll

  Bete peleac’h, Aotrou…? Da Vode da Vriad,
Da Dour-Hern…?

Kervoura

                    Pelloc’h c’hoaz, eur pennadik, m’oarvad…!
Rede vo d’id, Roc’had, mont beteg Iberni…!

Roll

  Ar vro-ze, Aotrou keaz, e peleac’h ema-hi…?
Ma ine, m’am euz c’hoaz, ’baoue m’az oun o ren,
Klevet hano eur vro leshanvet evel-hen…
Iberni ! Iberni!!! Petra eo ann dra-ze…?
Am godisa, mechañs, a rit…? N’eo ket brao ze…!

Kervoura, (o vouzc’hoarzin)

  Ugent devez, pe dost, a zo red da vont di,
Pa ve mad ann avel…?

Roll (gwell-nec’het)

                                                 Iberni, Iberni…
Pe foeltr bro eo hou-nez…?

Kervoura

                                         Chetu Roll ar Roc’had,
Dam dost d’ar ger gant’hañ, eur wech, paked ar c’had…
Mez a dlejez kaout, p’az oud ken genaouek,
Oc’h ober neuz da vout eur pabor ken gwiziek…!


Flamm (droug ennn-han)

  Lared mad am boa d’id, mes da latenn daonet
A rañk fiñval dalc’h-mad, fougéer milliget…!

Roll (flour evel eur c’haz)

  Ma ine, Aotrou keaz, war va feiz a Roc’had,
Ar pez am euz laret am euz lavaret mad !
Rak se, grit hoc’h afer, roït d’iñ va hini
M’az iñ, war ho lavar, da staga prim gant-hi…!

Kervoura (oc’h ober goap)

  Dousik, Roll-ar-Bourdou ! Red eo kemer amzer !!!

Roll

  Mall eo d’iñ, Aotrou keaz, staga gand ma micher,
Da ziskouez d’e-oc’h erfad n’oun ket eur genaouek
Evel Flamm " he Benn-Baz, kofiad ha mic’hiek " !!!
Eur Roc’had mad, mechañs…

Kervoura

                                      Ro peoc’h d’iñ, lochore !!!

Roll

  Me lochore, Aotrou…? Roc’had ouñ, ma ine,
Ha biskoaz ar Roc’hiz…

Kervoura

                             Chetu va gourc’hemenn !…
Adal ma c’henta ger, heb ober klemmadenn,
War lavar Gar-Orjal, a redi d’ar porz-mor
A vo diskouezet d’id…

Flamm

                                      Klozet e vo ann nor,
Aotrou…? Evel m’az oun den leal ha gwirion,
Adal ma kloz ann noz, me gred, e ve laeron
O redek er vro-mañ…!

Roll

                                      Ro d’eomp peoc’h, ma ine…!
Ha n’eo ket heñ, Aotrou, ec’h hanvec’h " Lochore " …?
 

Kervoura (garo)

  Peoc’h ho taou…! N’am euz-me nep tamm amzer da goll
O klevet ho komziou diskiant, Flamm ha Roll…!
Rak-se, d’am c’henta ger, heb ober klemm e-bed,
Redit d’ar porzik-mor a vo d’e-hoc’h diskouezet…!

Eno, c’houi a gavo eul lest pintet en gwenn,
Hag enn-hañ e safet, heb laret ger a-grenn !
Eur vagerez a deui, gant’hi eur bugelik
Ken koant evel eunn El, eunn teñzor a vabik…!
Ar gampr wella, el lestr, d’ezho a vo roet…

Roll (sebezet krenn)

  Magerez…? Eur bugel…? Evit petra, m’ho ped…?

Kervoura (garo)

  Ze ne zell tamm ouz-id !!! A c’hendall ar sturier
A vo eunn den d’am grad…! Paket eo ann affer…?

Roll ha Flamm (war-eunn-dro)

  Ia, Aotrou Kervoura !!!

Kervoura

                                 It bremañ d’ar c’hastell,
Bezit goest da respount, pa zeuiñ d’ho kervel…!
(Roll ha Flamm a ra neuz da vont kuit)

Kervoura

  Eur ger c’hoaz!!! War ar mor, mar d’eo gwir e klevañ,
Eun toullad « forbaned » e ve kavet bremañ…
Rak-se, likit evez…! Gwell e ve d’e-hoc’h mervel
Kent na zigouesfe drouk na poan gand ar bugel
Ha gand he vagerez…! Va c’hlevet hoc’h euz mad…?

Flamm (sounn enn he zâ)

  Ia, Aotrou Kervoura…!

Roll ( strafillet krenn)

                                     Eur bale déréad !!!
D’en em ganna biskoaz ne oenn-me gwall euruz
(sevel a ra war he ellou)
Evid-ouñ da veza Roc’had kreñv ha nerzuz…!
Ma iné, ma iné…? Hou-mañ zo eur zouben !!!

Flamm (drouk enn-han)

  Deuz alessé rak-tal, Roll « teod-hir, kac’h moudenn » !…

(Roll ha Flamm a ia kuit)
(Kervoura ha Gar-Orjal a choum ho-unan)
————

DEKVED PENNAD

————

Kervoura ha Gar-Orjal

————

Gar-Orjal

  Hag en em werzet oc’h da Lucifer, Aotrou…?
Pep tra a zeu gan-e-hoc’h krenn hervez ho c’hoantchou…!

Kervoura

  Evit gwir, Gar-Orjal, klemm e ve amzéré…!
N’am euz nemet gortoz da welet ann doare…!

Gar-Orjal

  Ne choumfit ket e poan gwall bell… Chetu a-hont
Eun den am boa kaset da Ger-ahez o tont…
Kelou mad, a gredañ, a roio d’heoc’h, Aotrou…!
Sellit-hañ, Gand ar c’hoarz eo digor he c’henou !!!

————

UNNEKVED PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal ha Iann-Druillenn

————

(Iann-Druillen a dostâ gorrek, o saludi izel)

Kervoura

  Ac’hañta, ma mignon, penaoz eo bet ann dro…?

Ian-Druillenn

  Brao, brao dispar, Aotrou…! Enn eur penn hent distro
E kafchomp, ma mignon ha me, ann dimezell…
Den war hon zro… kaéroc’h, ann tier a oa pell…
Oh ! ne badaz ket hir, m’hen tou, ann abadenn…!
Em godell e kaviz eur pennadik kordenn,
Hag enn-hi gand evez e riz eur skoulm-bagad…
Buan e tostajomp, me ha ma c’hamarad,
Hag enn eunn taol, krik, krak ! gouzoug ar baourezik
E oé kelc’het gan-eomp e skoulm ar gordennik…
Diou sachadenn heb-ken, Aotrou, war va lavar,
Ha chetu ar plac’hik keaz o koueza d’ann douar,
Mouget ha maro mik, heb kriadenn e-bed…!
Mes war hi dremmik flour ar spount a oa pintet…
O Doue, Aotrou keaz, gand pe seurt daoulagad
E sellé-hi ouz-omp…! Skorna a ra va gwad
Pa zonjañ c’hoaz en ze !!! Ne garfenn ket, m’hen tou,
Adober kemend-all, ha p’am béfé madou

Bro-Saoz, ann Iberni, Bro-C’hall ha Breiz-Izel
Da c’hounid war-eunn-dro…! Paourezik dimezell !!!

Kervoura

  Paéet e vi, va den, ha paéet a-zoaré !
Mes, lar d’iñ da genta, keit ma sonjañ enn zé,
Gant korf ann dimezell, petra hoc’h euz-hu great,
Da gamarad ha te…? Peleac’h eo douaret…?

Iann-Druillenn

  Klask a rejomp hon daou, me ha ma c’hamarad,
Eul leac’h gouez ha distro, dre ma oa ze d’ho krad,
E-kreiz eul lanneg vraz, hag ar c’horf paour gand heuz
Hon euz beziet, Aotrou, oc’h troad eunn derven gleuz,
E-leac’h na c’hello den hen kavout, a gredañ…!
Eno raio en peoc’h e gouskik divezañ !

Kervoura

  Mad, mad! Great eo peb tra hervé va lavariou,
Ha red eo d’iñ bremañ paea ho servichou…

(Tenna a ra eur ialc’h diouz he c’hodell)

Dal ar ialc’h-mañ, ma den…! Tri c’hant a beziou aour
Am euz laket enn-hi…

Iann-Druillenn (gand heuz ha fae)

                                         Ne d’omp nemet daou baour
Ma c’hamarad ha me, daou glasker ho bara :
Mes, evit hon torfed, na gemerimp netra…!
Plijet gant hor C’hrouer, o welet hor glac’har,
Kemer truez ouz-imp, rei d’eomp war ann douar
Nerz ha kalon awalc’h da brena hon zorfed,
Dre ober pinijen, ha d’hor pellât bepred
Dioc’h tud heñvel ouz-hoc’h…!!!

(Strafillet krenn ha lent)


                                   Ha c’houi, priñs Kervoura,
Likit evez !… Doue a zalc’h soñj a bep tra,
Hag he dro a erru, abred pe zivezad !!!
Doan am euz n’ho péfé, hep dalé, kalonad !!!

(Iann-Druillen a ia kuit)


————

DAOUZEKVED PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal

————

Kervoura

  Ann diaoul a zougo ar c’hoz genaouek-ze !!!

(Lent)

N’ouñ perag, Gar-Orjal (d’id a lavarañ ze !)
Gand he gomziou garo en em gavañ nec’het…

Gar-Orjal

  Ar re a zo maro, ma mestr, na gomzont ket…

Kervoura

  Ann dud varo a gomz aliez, ma mignon…!
Nag a wech e kasont d’eomp hunvreou gwirion
A ra d’hor c’halonou krena gand ann anken…!
Oh ! na pegen spountuz ez eo va flanedenn !
Mes pe drouz a glevañ…?

(Gar-Orjal a ia da weled ann téatr hag a lavar :)

                                            Ar vagerez, me gred,
Gand eur bugel bihan d’ho kaout a zired…!

Kervoura (d’hezan he-unan)

  Bez kalon, Kervoura ! War da dremm eur gwisk dir !!
Disk gouzañv eur pennad…! Da reuz na vo tamm hir

(Ar vagerez, eur bugelik bihan etre he divrac’h, a erru).

————

TRIZEKVED PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal hag ar Vagerez gand eur
bugel bihan

————

Kervoura

 Ac’hañta. magerez !

Ar vagerez

                                     Doue ! kaëra bugel !
Ne gredañ ket e ve eunn all, e Breiz-Izel
O tont war ann douar, kreñv, lart, koant evel-t-hañ…!
Sellit eta, Aotrou, sellit eunn tamm out-hañ…!

(Dizolo a ra eunn tammik penn ar bugel, o tostat ouz
Kervoura.)



Kervoura (garo hag o kas anez’hi diout’han)

  Mad ! Mad ! Divezatoc’h…! Ha va c’hoar Trifina
N’hi deuz-hañ ket gwelet…?

Ar vagerez

                                        Hen difennet ho poa !
A c’hendall, ken zempl eo, ken dinerz ha ken skuiz
Ken hirat he foaniou e vije bet re griz… !


Kervoura

  Trugare, magerez…! It bremañ, me ho ped…!
Gar-Orjal ho kaso d’al leac’h am euz merket…
Eno e vo red d’e-hoc’h gortoz va gourc’hemenn…
Grit vad d’ar bugelik…!

Ar vagerez

                                  Oh ! bezit heb anken !
Diwar-bremañ m’hen kar evel eur bugel d’iñ,
Ha d’hen zevel erfad va holl boan a lakiñ…!

(Ar vagerez a ia kuit o pokat d’ar bugel.)


Kervoura

  Hast buan, Gar-Orjal ! Traou talvouldek meurbed
Am euz da laret d’id…!

Gar-Orjal

                                           Oh ! ne zaleiñ ket.

(Mont a ra war-lerc’h ar vagerez hag e tistro rak-tal.)


————

PEVARZEKVED PENNAD

————

Kervoura, Gar-Orjal

————

Kervoura

  Ha kaset ac’h-euz-te, evel m’hor boa laret,
Ann daou vevel neve da borz-mor ar Ieodet…?

Gar-Orjal

  Ia, Aotrou, hag el lestr peb tra a zo fardet
Da zevel ar gweliou, adal m’ho po laret…
Gopraet am euz c’hoaz pevar martolod mad…
Rak, daoust da Flamm-Penn-Baz ha d’he vignon Roc’had
Tud a vor ne d’iñt tamm…

Kervoura

                                    Mad awalc’h ac’h euz great…!
  Varc’hoaz, klevet a rez, mar be mad ann avel,
Al lestr a guitao ar porz ha Breiz-Izel
Da dreuzi ar mor doun, da vont d’am Iberni
Bro-gavel Trifina kerkouls ha va hini…!
Klask eur mevel bennag hag heñ kas d’ar Ieoded
Da gas va gourc’hemenn prim d’ar vartoloded…!

Gar-Orjal

  Klevet am euz, Aotrou…! Piou eta eo hou-nez

A zo o tont amañ… ?

(Kervoura a zell hag a lavar : )

                                        Dal ! Ann amiegez !!!

(Gar-Orjal a ia kuit dre eunn tu ann Amiegez a erru
dre eunn tu-all)


————

PEMZEKVED PENNAD

————

Kervoura, ann Amiegez

————

Ann amiegez

  M’ho salud Kervoura, gant ar spount em c’halon… !

Kervoura

  Petra zo a neve… ?

Ann amiegez

                                   Doue, ma mestr gwirion,
A oar n’am euz zentet ouz-hoc’h, o priñs digar,
Nemet evit diwall rak poaniou ann douar…
Mes bremañ, pa welañ pegement ez eo braz
Hag heuzuz va zorfed, ha na c’hellañ siouaz
Ober netra, netra, ez ouñ dic’halloud krenn
D’heñ gwalc’hi, e krenañ, ha mervel e karfenn !!!
Ho c’hoar vad, Kervoura, Rouanez Breiz-Izel
Hi deuz laket er bed, m’heñ tou, kaera bugel
Am euz gwelet biskoaz, hag, o tont war ar bed,
Ar c’hrouadur hen deuz eur griadenn laosket,
Eur griadenn skiltruz.,. ! Ne oa da vihana
Er gampr, er mare-ze, oc’h gwele Trifina
Nemet ar vagerez ha me… ! Dre nerz ar boan,
Ho c’hoar a oa zemplet… koulskoude am euz doan
Hi defe, enn he c’housk, klevet mouez he bugel…

Kervoura

  Mar d’eo gwir kement-se, te a rañko mervel…!

Ann amiegez

  Mervel, Aotrou, mervel… ? Ma maro, Kervoura,
Na d’e-hoc’h, na da zen all na dalvezo netra…!
N’edouñ, c’houi han goar mad, nemet eur baourez keaz,
Eur c’hrek a reñk izel, nemet amiegez,
Ha ma maro biken na walc’ho va zorfed…!
Mervel, mervel kañt kwech, ouspenn c’hoaz, mar be red.
Evit gounid pardon ann dud ha va Roue
Evit ober d’ann holl klevet ar wirione

Anaout ar priñs foll, mez ha gwalenn va Bro
Ha gounid va Doue… Dudiussa maro…

Kervoura

  Ra vo sevenet d’id ar pez a c’houlennez !

(Da C’har-Orjal a zo deut didrouz war ann teatr)

Gar-Orjal, ma mignon, krog stard er goz kiez,
Kea da glask ar bourreo, ma vezo dibennet…!

Ann amiegez

  Malloz d’id Kervoura, boed ann ifern daonet !!!

(Gar-Orjal a grog e breac’h ann amiegez hag a ia kuit

o wall-gas anez’hi, Eur pennadik goude e klever
trouz eur c’horf pouner o koueza adre gweliou ann

teatr. Kervoura a vouzc’hoarz hag a lavar :)

Mad ! Chetu great ann taol !… Ar goz amiegez
Da vihana, ne raï d’iñ na poan, nak eñkrez…!
Ar re all… ? Gortozomp !!!

(A bouez he benn hag he dorn serret gant’han savet
oc’h kreac’h ;)

                                     Gwaz d’am enebourien !!!
Ne leziñ ket gant’he evit mann va c’hroc’hen !!!


————

PEVARE AKT

————

PENNAD KENTA

————

Kervoura, Gar-Orjal

————

Kervoura

  Tamm-ha-tamm, Gar-Orjal, e kouez ann holl harzou
Hag ann hent a zeu plean dindan va c’hammejou…!
Lazet eo Azilis, hag ann amiegez
A zo bet dibennet, hervé ma lavarez…
Ann diou-ze n’hellint ket rei skoaz da Drifina…
Daou dest a nebeutoc’h, ha foll ouñ o krena,
Rak Iann-Druillen kerkoulz hag he goz kamarad,
Peleac’h emaint bremañ…?

Gar-Orjal

                                         Piou hen goar…? Den m’oarvad ?


Kervoura

  Ar glaskerien-vara ne choumont, Gar-Orjal,
Da goza e neb bro…!

Gar-Orjal

                            Ze zo gwir !

Kervoura

                                                 A c’hendall,
Ha pa vefent amañ, n’anavéont netra…!
Ha pa rafent…? Da stourm ouz ar priñs Kervoura
Ann daou druillennek-se, mechañs, a zo dister…

Gar-Orjal

  Ha komz diwar ho fenn a zo koll hon amzer…!

Kervoura

  Ar vagerez bremañ a zo enn Iberni
Gand bugel Trifina… Nep kelou anez’hi
N’am euz klevet…? Ha te…?

Gar-Orjal

                                        Me ken nebeud, Aotrou !…

Kervoura

  Red e vo klask…! Flamm-goz ha Rollik-ar-Bourdou
A zo du-hont ive… Keit m’ho defo arc’hant
D’en em vezvi bemdeiz gand gwin ha gwin ardan,
E vezo mad ann taol…! Mad eo d’eomp koulskoude
Evesât oc’h peb tra ha gouzout a zoare
Petra ober hon daou ha petra lavarout,
Ha beza a-unan, n’euz fors e pe zarvoud,
Anez, ma mignon paour, e vo gwall denn ar beac’h…!

Gar-Orjal

  Re speredet mad oc’h, ha me a zo dinec’h…!

Kervoura

  Mad ! Chetu da gentel…! Adal ma oa ganet,
Bugel ar Rouanez, siouaz, a zo marvet,
Kaër a zo bet esa hen derc’hel e bue…
Aze, ar penn kenta, dalc’h soñj a gement-sé ?
Gwell e ve d’id mervel, kent larout birviken
Eunn dra all disheñvel, e neb leac’h, dirak den…!

Gar-Orjal

  Bezit dinec’h, Aotrou ! Bepred hag e peb tra,
Gar-Orjal a vezo féal da Gervoura…!


Kervoura

  Ne golli tamm, m’heñ tou, oc’h ober kement-se !…
Pa c’houzoud da gentel, e fell d’iñ-me ive
Larout d’id va hini… Ma breur kaër enn hor bro
A vo, heb dalé pell, am euz klevet, distro…
Ac’hanta, Roue Breiz, Arzul ann Enoret
A rañk kredi eo bet gand Trifina lazet
He bugelik kenta, hag hi deuz c’hoant ouspenn,
Adalek ma welo sklear mad ann abadenn,
D’hel laza hec’h-unan, pe d’ober hel laza…
Ha klevet ac’h euz mad…?

Gar-Orjal

                                    Mechañs, priñs Kervoura,
Am godisit bremañ…! Ho c’hoar, ar Rouanez,
Skouer ann holl dechou mad ha kel leun a furnez…
Hag Arzul, ho preur-kaër, dre-holl evel eunn tad
Karet e Breiz-lzel…? Farsal a rit, m’oarvad…!

Kervoura

  Ne farsañ tamm e-bed ! Dalc’h soñj mad, pa larañ,
D’ober, heb klemm e-bed, ar pez a c’houlennañ,
Anez, tro Azilis, tro ann amiegez
A C’hoarvezo gan-id…!

Gar-Orjal

                                    Ho c’hoar, gwella mestrez !!!
Hag ho preur-kaër Arzul, hi ker karet ho daou !!!

Kervoura

  Ne fell ket d’iñ, va den, choum pelloc’h da selaou
Da brezegennou fall… Zenti te a rañko
Pe varc’hoaz, marteze, e vi kavet maro
Enn eur c’hoat doun bennag… Petra a lavarez…?

Gar-Orjal

  Me a zento ouz-hoc’h !

(Eunn tammik a goste, ha pleget he benn oc’h ann douar)

                                                Paourezik Rouanez !!!

Kervoura

Me a wel Trifina o tont… Lez ac’hanomp…!
Ar pez a vo laret bremaïk etre-z-omp
Na zell tamm ac’hanoud, dalc’h sonj a gement-se !!!


Gar-Orjal (o vont kuit)

  N’euz fors ! c’hoañt braz am euz da glevet koulskoude.
Klevet a riñ, m’hen tou…!

(Mont a ra kuit dre eunn tu ha Trifina a erru dre eunn
tu all.)


————

EIL PENNAD

————

Trifina, Kervoura

————

(Trifina, oc’h erruout e kreiz ann teatr, a azez war eur
gador, kinniget d’hezi gand he breur.)

————

Kervoura

                                     Laouen eo va c’halon
P’az kwelañ ken abred dam-bareet, Itron…

Trifina

  Trugare Kervoura ! Gwall dinerz ez ouñ c’hoaz,
Ha gand eur boan spountuz ez ouñ gwasket, siouaz…
Ma bugelik bihan, ma mab, mab ar Roue,
Lavar d’iñ, p’az pedañ, pegouls heñ gweliñ-me…?
Hast am euz, Kervoura, d’heñ starda em divreac’h…
Digas-hañ diñ,va breur…! N’am lez pelloc’h enn nec’h…!

Kervoura

  Da vugel, Trifina, adal ma oa ganet,
Kaër hon euz bet ober, siouaz, a zo marvet…!

Trifina

  Gaou a lerez, ia, gaou…!

Kervoura

                                       M’hen tou d’id, va c’hoarik…!

Trifina

  Hag eur fals le a rez, rak eur griadennik
Am euz klevet distak, keit ma oa o c’henel…!
Lar d’iñ, peleac’h ema va mabik, va bugel…?

Kervoura

  War va lavar, he gorf gand ann amiegez
A zo bet douaret…


Trifina

                               Peleac’h…?

Kervoura

                                                     E Ker-Ahèz,
N’ouzouñ peleac’h… Damdost d’ar c’hastell, a gredañ !

Trifina

  Gaou, gaou a lerez c’hoaz…
 

Kervoura

                                         Nemet gwir na larañ !
Me a wel mad, va c’hoar, e choumez diskredik…
Penaoz ne venn ket-me poaniet ha reuzeudik…?

Trifina

  Evel gwechal, va breur, me a garje galloud,
Gand kement az karañ, lakat fisiañz enn-oud…
Er mare-mañ, siouaz, kaer am euz, n’hellañ ket…!
Kervoura, va breur ker, petra d’id am euz great…?
Peleac’h ema, lavar, va bugelik bihan…?
Perag am lezez-te ken pell amzer e poan…?

Kervoura

  Lavaret am euz d’id kemend holl a wienn…!

Trifina

  Hag ann amiegez…? Hi gwelet e karjenn
Da c’houlenn digant’hi peleac’h hi deuz beziet
Korfik va c’hrouadur… Da beleac’h ez eo eat…!

Kervoura

  Ann amiegez-se, va c’hoar, a zo maro !!!
O tistrei da Roazon, gant’hi great mad hi zro,
Enn eur c’hoat doun, hervez ma zo bet d’iñ laret,
Gand eur vandenn laéroun, siouaz, eo bet lazet…
Chetu perag n’ouzouñ lavaret heb fazi
E peleac’h eo beziet korf ar bugel gant’hi…

Trifina

  Kervoura, va breur paour, am spounta krenn a rez
Eunn dra bennag a fall, me gred, a ijinez
Em eneb, mes Doue, kals kreñvoc’h evid-oud,
A vo va difenner, va skoaz e peb darvoud…
Abred pe zivezad, e splann ar wirione !!!
Hag Aziliz…? Peleac’h ema ar plac’hik-se…?
Hou-nez am c’hare stard, ha n’hi gwelañ mui ken…!


Kervoura

  Diwar-benn ar plac’h paour am euz poan hag anken
Araog da wilioud, eunn daou pe dri devez,
E oa eat, war va ger, da gastel Ker-Ahez
Da guerc’hat eul louzou gand preder braz aozet
D’az kennerza, va c’hoar, da rei d’id ar iec’hed…
Aboue, kaër am euz bet, e nep tro ne gleviz
Kelou, na mad na fall, diwar-benn Aziliz !!!

Trifina

  A walc’h, ma breur, a walc’h ! Gwall skuiz en em gavañ
Ha d’am c’hampr, e fell d’iñ mont adalek bremañ !

Kervoura

  Lak da vreac’h var va skoaz ! kemer kalon va c’hoar,
Da zougen beac’h pounner da boan ha da c’hlac’har !

(Mont a reont kuit dre ennn tu, Trifina harped var he
breur. Gar-Orjal a erru dre eunn tu all.)

————

TREDE PENNAD

————

Gar-Orjal, he-unan

  Den fallakr ha digar ! Den trubard ha gaouiad
Divez ha digalon, ne glask nemet skuil goad,
Amprevañ milliget !!! Ann diaoul, a gredañ,
Eo hen deuz da grouet ha laket er bed-mañ…!
Rouanez gwal eüruz…! Bremaïk e lare :
« Abred pe zivezad a splann ar wirione !!! »
Splanna a raï, m’hen tou !! Ha me, me, Gar-Orjal,
Me, me boed ar gordenn, den a goustians fall,
A lakaï va holl boan da ober kement-se…
Evesaomp erfad, ha, pa zeui ar mare,
Zikouromp Trifina…! Mes, pe drouz a glevañ ?
Kan-bale Roue Breiz eo hen-nez, a gredañ…

Klevet a reer adre goueliou ann teatr ann trompillou,

o seni. Gar-Orjal a ia kuit dre eunn tu. Eo gweled
eunn nor a zigor, hag Arzul, daou drompiller enn
he raog ha daou varc’hek war he lerc’h, a erru war
greiz ann teatr. Diskouez a ra d’ann drompillerien

ha d’ar varc’heien mont kuit hag e choum he-unan.

————

PEVARE PENNAD

————

Arzul, he-unan

  Doue ra vo meulet ! Chetu me c’hoaz distro
Iac’h, ha drañt va c’halon, e Breiz-Izel, va bro !

Kaset am euz da vad eur gefridi diez…
Etre Bro-C’hall ha Breiz a zo eunn uñvaniez
A vo talvouduz braz d’ann eil bro ha d’eben…!
Mes kaer zellet am euz, amañ ne welañ den !
Gwall iskiz e kavañ n’eo ket deut Trifina
D’am zaludi keñtoc’h… Hag he breur Kervoura
N’hen gwelañ kennebeut… Petra zo a neve…?

(Gar-Orjal, eur maskl war he visaj, a zeu hag a lavar :)

————

PEMPED PENNAD

————

Arzul ha Gar-Orjal masklet

————

Gar-Orjal

  Enn hano hor C’hrouer, diwallit, va Roue !…
E oer o stegna d’e-hoc’h pechou… ! Diwallit mad,
Rak, mar kouezit enn-he, ho pezo kalonad… !

Arzul, sebezet

  Piou oud-te, ha petra e fell d’id lavaret…?

Gar-Orjal

  Piou ouñ-me? Pe fors d’e-hoc’h… ? Diwallit mad, m’ho ped !!!
Ne gredit ket re brim ann holl brezegennou
A vezo laret d’e-hoc’h… ! Aliez, ar c’homziou
A zo ken binimuz ha flemm ann Erouañt,
Gouliou a reont, na dalv aour nag arc’hañt,
Siouaz, d’ho farea…! Pa vezo mad ann dro
C’houi am ad gwelo c’hoaz… Diwallit…! kenavo !!!

(Mont a ra kuit).


————

C’HOUEC’HVED PENNAD

————

Arzul (he-unan)

  Gand komziou ann den-ze ez oun gwall strafillet…!
Petra e fell d’hezañ diskleria d’iñ… ? N’oun ket…!
Traou iskiz a dremen em palez, a gredañ…
Petra ober…? Gortoz !!! Penn-folla krenn a rañ…!
Pechou a stegner d’iñ… Pere…? N’ouzouñ netra !!!
Da vihana, chetu va breur-kaër Kervoura…!
Marteze e c’hello rei d’iñ eunn ali-mad…!
Mes bezomp war evez…!

(Azeza a ra war eur gador, endra ma teu Kervoura dre
weled ann teatr).

Kervoura (a erru hag a zoubl he benn dirak ar Roue)

                                             Va breur, pebez eur-vad !!!
Ra vo Doue meulet, p’ho kwelañ c’hoaz distro
Laouen hag e iec’hed adarre enn hor bro !!!
Kaset hoc’h euz da vad ho kefridi diez…?
Etre Bro-Chall ha Breiz great eo ann unvaniez
A-eneb ar Saozon, hon enebourien fall…?
Klevet hoc’h holl doaré gan-eñ-me a zo mall !!!

Arzul, tenval he zremm

  E iec’hed ouñ, va breur, mes va c’halon biskoaz
Enn hevelep eñkrez, m’hen tou, n’en em gavaz…
Poaniet, poaniet braz ouñ…! Perag…? N’ouzouñ netra…!
Traou iskiz a dremen e Breiz-Izel… Petra…?
Livirit d’iñ a-grenn, p’ho pedan a galon,
Petra zo a névé… Komzit freaz ma mignon…!
 

Kervoura, klouar hag oc’h ober neuz da veza mantret

  Petra zo a neve…? kals re abred, siouaz,
C’houi hen desko Arzul !!! Ann amzer a zigas
Kemm enn traou hag enn dud, hag ar pez a garomp
Hirié, gand gwir abek, varc’hoaz hen disprizomp
Gand gwir abek ive…! Krouer ann Neñv hebken
Ne zeu tamm kemm enn-Hañ. hag a wechou zoken,
Gwall pouner e ve beac’h he zorn, pa sko war-n-omp,
E teufe kemm enn-Hañ, hep kals poan hen kredomp…
Mes eunn den evel-d-hoc’h, kalonek ha leal,
A oar kemer ar vad, a oar gouzañv ar gwall
Hep na deufe he dal da veza roufennet…!
Bezit kreñv, Roue Breiz ! Bezit kreñv, me ho ped…!
Red e vo stourm ! Stourmit e doare deread !!!
Goude ar barr-arne, e tigouez amzer-vad !!!

Arzul

  Perak komz er giz-se e komziou goloet…?
Lirit Brezounek freaz, Kervoura, me ho ped…!

Kervoura

  Ha gwell eo, evit gwir…! Abred, pe zivezad
E vo red d’e-hoc’h gouzout peb tra…! Ma c’hlevit mad !!!
Rouanez Breiz-Izel ha va c’hoar Trifina,
Me amañ diraz-hoc’h, me, ar priñs Kervoura,
Me, ho preur-kaër, Arzul, mab Roue Iberni,
Me, ho kwellañ mignon, a damall anez’hi
Da veza hec’h-unan hag a c’hrad-vad mouget
Ho pugellik keñta, rak-tal ma oa ganet…!

Arzul

  Petra a lerez-te…? Ah ! diwal, Kervoura !!!
Mar lavarez gevier, m’hen tou, den na netra

Ne viro ac’hanoud oc’h ar varnedigez
Ne vo biken e-skoaz eur seurt fallagriez…

Kervoura

  Ar pez am euz laret a zo re wir, siouaz !!!
Ha na gredit-hu ket eo evid-oun eur gloaz
Dont amañ, diraz-hoc’h, da veza tamaller
Ho pried, Roue Breiz, Trifina, va c’hoar ger…?
Mes Doue a lar d’eomp : « Klaskit ar wirione…! »
Ne rañ nemet zenti oc’h ar gourc’hemenn-ze…!

Arzul, mantret.

  Trifina, eur pried am euz kement karet,
Da behini am euz roet peb euruzted.
Hag am euz evit-hi lezet meur a dra-all,
Trifina, eunn El beo, hi, ober kemend all…?
Follet oud, Kervoura, m’hen tou war va c’hleze !
Lavar d’iñ prim, va breur, n’eo ket gwir kement-se !!!

Kervoura

  Salo ma vije gaou va c’homziou, Roue Breiz !
Mes, siouaz, ne d’iñt ket, ha me a glev em c’hreiz
Va c’halon o lammet gand ann heuz hag ar spount
Pa sonjañ ez ouñ breur eur c’hreg ken divergont…!
Va c’hoar oc’h ober drouk a gav he flijadur
Hag eunn drouk braz a oa mouga he c’hrouadur…!
Mes ne oa ket awalc’h evit-hi, ma breur paour !
Touet hi deuz ouspenn, war-bouez arc’hañt hag aour,
Antell stigna d’e-hoc’h rouejou hag ober ho laza
Gand eur mignon d’hezi, pa soñchfot nebeuta…!
Eur c’hreg, pa fell d’ezhi beza torfedourez,
Ne choum ket hanter hent enn he fallagriez…

Arzul

  Ar pez a livirit ne d’eo tamm gwir-heñvel…
Ma lazañ me, mad c’hoaz, mes lazañ he bugel,
Eur c’hrouadur divlam, neve c’hanet er bed…!
Evit petra ma breur…? Komzit distak m’ho ped !

Kervoura

  Trifina, Roue Breiz, aboué hi dimezi,
N’hi deuz biskoaz ouz-hoc’h bet nemet kasoni,
Ha, pa ziskoueze d’e-hoc’h ar garañte vrasa,
Ar vleizez nemet gwell na glaske ho touella…!
Oh ! va c’hoar, m’hen tou d’e-hoc’h, a zo diheñvel krenn
Dioc’h ann holl c’hragez all… Ne gredañ ket zoken
E ve kavet, er béd, eur c’hant heñvel out’hi…


Arzul

  Eur breur kaout oc’h he c’hoar hevelep kasoni…
Ha bez hoc’h euz testou da ziskouez eo gwirion
Kemend holl a lirit…?

Kervoura

                               Ia !

Arzul, glac’haret

                                         Pebez rann-kalon !!!
Trifina, grek heuzuz, enn ifern eo eta
Ez oud-te be ganet…?

Choum a ra eur pennadik da sonjal :


                                  Selaouit, Kervoura,
Ma list bremañ eunn tamm…! Faouta a ra va fenn
Ha, mar n’am mir Doue, foll e teuiñ a grenn…!
C’hoañt am euz da welet eur wech c’hoaz va fried…
C’houi, na guitait ket ar palez, me ho ped…!

(Kervoura a ia kuit dre eunn tu. Gar-Orjal, masklet a
erru dre eunn tu-all.)


————

SEIZVED PENNAD

————

Arzul, Gar-Orjal (he-mañ masklet)

————

Gar-Orjal

  Ac’hanta, Roue Breiz, pe zoñj eo hoc’h hini…?
Kervoura, ho preur kaër, mab Roue Iberni,
P’en em lak da damall, ne choum ket pell, me gred,
Da « glask pemp troad d’ar maout »… Hen-nez a zo beget
Mar boe biskoaz eunn all… N’euz fors ! Ar c’hañfard-se,
Pa doue e oa gwir ar pez a lavare,
A rae fals le douet, ann dra-ze a zo sklear,
Ha c’houi hen gwelo mad, kent na vo hir amzer,
Mar teuvezit heulia ann aliou leal
A ro d’e-hoc’h eur Breizad, ho servijer feal…

Arzul

  Lavar d’iñ da hano da vihana… ?

Gar-Orjal

                                                     Doue
A oar ho karañ stard, va Mestr ha va Roue,
Ha ne glaskañ nemet ho mad ha mad va Bro…
Mes rabad eo d’iñ c’hoaz lavaret va hano…!
Divezatoc’h, Arzul…! Evit hirie, m’ho ped,

Chilaouit va c’homziou…! N’ho pezo keuz e-bed…!
C’hoant hoc’h euz da welet eur wech c’hoaz Trifina,
Ha mad, mad kaer a rit…! Pa zeui d’ho priata,
Bezit enn he c’heñver, evel ma oac’h gwechall,
Mad ha karañtezuz… Lemit diwar ho tal
Ar roufennou enn-hañ gand ar glac’har kleuzet.
Likit hoc’h holl evez da selaou ho pried,
Ha, p’hoc’h euz dalc’het soñj a gomziou Kervoura,
Likit enn ho c’heñver lavariou Trifina…!
Disheñvel a vezint, m’hen tou d’e-hoc’h, va Roue,
Diwar-benn meur a dra, talvoudek koulskoude…!
Unan a lavar gwir, ha gevier egile…
Gand piou ema ar gaou, gand piou ar gwir, Roue…!
Doue heñ diskouezo…! Fisiañz enn-Hañ bepred
Ha fisiañz enn-ouñ me, o va friñs enoret !!!
Ember ar wirionez a sklerio ho kalon…
Doue r’ho kennerzo !… Me a wel va Itron
Ho tont enn ho pete…! Kemerit hoc’h amzer
Ha grit d’hezi, mar plich, ar gwela digemer…!

Arzul

  Me a zento ouz-hoc’h…! Ha me ho kwelo c’hoaz…?

Gar-Orjal

  Ia, mar plij gand Doue, ha, m’heñ kred stard, warc’hoaz… ?

(Gar-Orjal a ia kuit dre eunn tu, Trifina, zempl ha
dinerz a erru dre eunn tu all.)


————

EIZVED PENNAD

————

Arzul, Trifina.

————

Trifina

  Me ho salud, Arzul !!! O va Roue karet,
O c’hortoz ho tistro, nag e oann-me nec’het…?
Mil bennoz da Zoue !!! Bremañ, da vihana,
C’houi a choumo dalc’h mad e-tal ho Trifina…?

Arzul, strafillet.

  N’am euz ken c’hoant nemet da choum e Breiz-Izel !!!
Eur pok, va fried ker !!!
(Pokat a ra d’hezi)
                                  Mes, lirit, hor bugel…?
Rak mamm ez oc’h, Itroun…! Oh! n’am list ket e poan !

Peleac’h, peleac’h ema hor bugelik bihan…?
Mall eo d’iñ heñ gwelet, heñ starda em divreac’h…!

(Trifina a gouez, dam-zemplet, war eur gador-vreac’h.)


Na livirit netra…? Va fried ker, pe-leac’h
Ema hor bugelik…?

Trifina

                                     Krouer braz ann Neñvou
A lez he zorn pouner da goueza a-wechou
War he vugale baour…! Arzul, plegomp hor penn !
Pep den war ann douar hen deuz he blanedenn…
Hon hini, e taol-mañ, ha zo rust ha garo !
Va Roue, hor bugel a zo, siouaz, maro…!

Arzul

  Maro…?

Trifina

             Ia, ia, maro, adal ma oa ganet !
Chetu, da vihana, ar pez hen deuz laret
D’iñ va breur Kervoura… Koulskoude, e kredenn
Hen doa va c’hroadur laosket eur griadenn
Pa oa o toñt er bed…! Oh ! ar griadenn-ze !
N’hec’h ankouaïñ biken, keit ma viñ e bue !!!
A c’hendall va fried, me na ouzouñ netra,
Nemet ar pez hen deuz laret d’iñ Kervoura…
Zemplet e oann a-grenn, ha war nez da vervel…!
Ha bepred e klevañ kriadenn va bugel !

Arzul, d'hezan he-unan

  Gwir a lare ar maskl !

Da Drifina, a vouez huel.


                                     Ha peleac’h eo beziet
Korf ar c’hrouadurik…?

Trifina

                            Siouaz d’iñ, n’ouzouñ ket…!
Kaër goulenn am euz bet, bete vremañ va breur
N’hen deuz laret d’iñ mann…!

Arzul

                                  Doue, pebez gwall-eur !!!
Livirit d’iñ, m’ho ped, hag ann amiegez
A reaz ho kwillioud…? Peleac’h ema hou-nez ?

Trifina

  N'oun doare, va fried ! Marteze Kervoura
A oar peleac’h ema…? Me na ouzouñ netra,
Ha ze a ra d’iñ souez…! Adaleg ma c’hanaz

Hor bugel, ar c’hrek-se rak-tal heñ kemeraz,
Hag, aboué, tamm kelou n’am euz bet ane-z-hi…!

Arzul

  Hag ho plac’hik a gampr, Trifina, ann hini
A c’hanvet Aziliz…?

Trifina

                                Eunn daou pe dri devez
Araog va gwillioud am c’huitaaz hou-nez…
Perag…? N’ouzouñ doare ? Eur garantez wirion
E tougenn evit-hi e gweled va c’halon…
Hi ive, da welet, am c’hare… Mes perag
Ann holl goulennou-ze…? Arzul, eunn dra bennag
A strafill ho spered… Lirit-hañ d’iñ, m’ho ped !
Perag, va fried ker, ho kwelañ ken nec’het…?

Arzul

  Ia, nec’het ouñ, m’hen tou, nec’het braz, Trifina…!
Ouz-iñ, da vihana, na guzit-hu netra…?
Gwir eo hoc’h holl gomziou…?

Trifina

                                           Ken gwir m’ema Doue
Krouer ar bed o ren war-n-omp holl, va Roue…!

Arzul

  Awalc’h eo, Trifina ! Va list eur pennadik
Da zoñjal hag ive da ziskuiz eunn tammik…!
C’houi a zo dinerz c’hoaz ha gwall zempl, a welañ,
It d’ho kampr, va fried, ha va lezit amañ…?

Kregi a ra e dourn Trifina ha goude beza roet d’hezi
eur pok, e kas anez’hi beteg ann nor, e gweled ann
téatr.
E keit-se Gar-Orjal, masklet a erru dre eunn tu all.


————

NAOVED PENNAD

————

Arzul ha Gar-Orjal, masklet

————

Gar-Orjal

  Lavaret am boa dont eur wech c’hoaz… Chetu me !
Klevet hoc’h euz komziou ho pried, va Roue,
Ha mechañs, ho spered a zo bremañ e poan
Da c’houzout mad doare ho pugelik bihan…
Pe varo hen deuz bet…? Marvet o toñt er bed,
Hervez komz Trifina, pe gand hou-mañ mouget,
Hervaz lavar hi breur…?


Arzul

                                     Penaoz heñ gweziñ-me…?

Gar-Orjal

  O terc’hel da lakat ho fisiañs e Doue,
O terc’hel da veza dalc’h-mad war hoc’h evez
O c’hervel tud ho Lez da glevet ar prosez
Etre ar Rouanez hag hi breur Kervoura…!

Arzul

  Doan am euz, ma mignon, ne dalvese netra
Diskleria ken huel ha dirag ar bed holl
Va foan ha va glac’har…!

Gar-Orjal

                                   N’hoc’h euz netra da goll !
A c’hendall, pa fell d’e-hoc’h gouzout ar wirione
E rañkit klask ann tu d’hi c’havout a-zoare…
Dastumit, va Roue, e zal-vraz ho palez
Kement hen deuz eur reñk pe eur garg enn ho Lez
Da zougen barn leal er strif a zo zavet
Etre priñs Iberni hag he c’hoar, ho pried…!

Arzul

  Trifina na gavo test e-bed, ma mignon,
Enn hi c’heñver… !

Gar-Orjal

                                  Doue a zo eunn test gwirion
Hag a wezo erfad, pa vezo deut he heur,
Sklerijenni awalc’h spered Arzul-ar-Meur
Ha rei d’ar varnerien galloud da ziluia
Eunn hevelep prosez e doare ar gwella…!
Hag ouspen : Trifina a gavo marteze,
Pa zoñjo nebeuta, testou enn he c’hoste…!
Doue, pa blij gant’han, a c’hell dre eur burzud
Gervel ar re zo pell, rei ar gomz d’ar re vud…!

Arzul

  Ra vezo great peb tra hervez ma c’houlennez…!
Peur, siouaz, e c’helliñ gouzoud ar wirionez…?
Trugare ! va mignon ! Holl duchentil va lez
A vo galvet varc’hoaz e zall-vraz ar Palez…!
Da c’hortoz, e fell-diñ ober eur gouskadenn…
Gwall skuiz en em gavañ… stourm pelloc’h na ouffen !!!

Gar-Orjal, o vont kuit

  Doue r’ho kendalc’ho e iec’hed, va Roue,
Ha ra zisklerio d’e-hoc’h he c’hoant, eun eunn huvre !


NAOVED PENNAD

————

Huvre Arzul

————

Arzul choumet he-unan, a azez war eur gador-vreac’h
hag, heb dale, a choum kousket maro.

————

Arzul, oc’h huvreal

  Me a wel eur vagik o vont d’ann Iberni,
C’houec’h den a vor, eur c’hreg hag eur bugel enn-hi !
Ar bugelik a leñv !… Ar c’hreg e vagerez,
A ouel ive dourek… Me a wel ar baourez
O starda ar bugel war he c’halon. Perag…?
Eur bar-arne spountuz… Bransellet eo ar vag
Evel eur blouzenn skañv war lein ar gwagennou…!
A-gleiz, kouls hag a-zeou, e tigor islounkou…!
Doue, mirit erfad ar c’hreg hag ar bugel !!!
Eul lestr braz, eul lestr zaoz, pell du-hoñt, e dremwel…!
Lestr eunn enebour eo, hag enn-han « forbaned »
Tud digalon, divez, heb koustiañs e-bed…!
Ar vagik paour, ember e vo paket, siouaz
Gand ar « forbaned-se », pe war ar c’herreg braz
A vezo bruzunet…! Ar stourm ne bad ket pell !!!
Al lestr braz a zo treac’h !!! Ar c’hreg hag ar bugel
A zeu d’ann aot ho daou, douget war eur plankenn…!
Ann amzer a zo du… Enn Neñv, neb sklerijenn !!!
Eunn den koz, eur belek, eunn Eskop, a gredañ,
War ann aot o vale…! Petra e fell d’hezañ…?
Gwelet a ra ar c’hreg war ann treaz astennet,
Bepred war he c’haloun ar bugelik stardet…
Kas a ra ane-z-ho d’he di… Ar c’hrouadur
A zo koant, speredet, m’az eo eur blijadur
Choum da zellet out-hañ… Piou eo ar bugel-ze…?
Eur prins a wenn huel, map henañ eur Roue,
Da vap-henañ, Arzul !!! Hag hen kredez maro…!
Zent ouz ann den masklet, hag embann dre ar vro
D’az holl tuchentil dont, hep dale, d’az palez,
Pa fell d’id penn-da-benn gouzout ar wirionez !!!

(Dihuni a ra)


Gwall iskiz e kavañ ann huvre am euz gret !
Ha, pa zonjañ, dihun, ar pez am euz gwelet,
En em gavañ nec’het ha strafillet a-grenn !
Gwella am euz d’ober eo heulia penn-da-benn
Ali ann den masklet, ha dastum em palez
Tuchentil ha priñsed ha va-holl dud a lez

Da glevet divizou va greg ha Kervoura…
Doue, plijet gan-e-Hoc’h dont d’ho sklerijenna !!!

(Mont a ra kuit dre eunn tu ha Trifina a erru dre eunn
tu all.)


————

UNNEKVED PENNAD

————

Trifina, hec’h unan, azezed war eur gador-vreac’h

  Eunn dra bennag iskiz a dremen dre-amañ…!
Kaër am euz, noz a deiz, nemet krena na rañ…
Beac’hiet oun gand eur boan na c’hellañ lavaret,
Ha, war bouez klask siouaz, neb louzouen e-bed
Ne gavañ da wellat eñkreziou va c’halon…!
Oh ! n’am dilezit ket, Doue, ma Mestr gwirion !!!
Petra zo a neve…? Choum a rañ va-unan
Noz ha deiz da ouela, bourreviet gand ar boan…
Lavaret a vefe am bo gret eun torfed
Ha ne z euz evit-hañ nep didamall e-bed,
Nep pardon da c’hortoz !!! Va mestr ha va Roue
Gwechall, gand plijadur, em c’hichen a choume…
Aboue m’az eo distro, nemet eur wech hebken
N’hen deuz komzed ouz-iñ, nebeud amzer zo-ken !
Va breur, gwechall ive em c’heñver deread,
A choum pell diouz-iñ…! Na poaniuz eo va stad !
Den e-bed d’am zikour, hep pried, na bugel,
Heb breur, heb eur mignon, beteg heb dimezell !!!
Ah Trifina, pried eur roue gallouduz,
Matez e ti da dad, te a vije eüruz…!

(Endra ma lavar Trifina he c’homziou diveza, Gar-Orjal,
masklet, a zeu goustadik, hag a lavar :)


————

DAOUZEKVED PENNAD

————

Trifina, Gar-Orjal

————

Gar-Orjal

  Klevet am euz klemm, Rouanez Breiz-Izel
Ha pa pellfé d’ann holl, Itroun, ho tilezel,
Me n’ho tileziñ ket… Bezit nerz ha kalon !
E peb darvoud diez, ho pezo eur mignon
Prest da rei evid-hoc’h, mar be red, he vue
Ha da azgounid d’e-hoc’h karañtez ar Roue !
Fizians enn-oun eta ! Kalon, va Rouanez !
Heb dale pell, m’hen tou, e torro hoc’h enkrez…!

Mont a ra kuit


TRIZEKVED PENNAD

————

Trifina, hec’h unan

  N’ouzouñ petra soñjal diwar benn ann den ze…!
Piou a reer ane-z-hañ…? Ha perag, er giz-se,
A lavar e teuje d’am zikour em poaniou…?
Ha galloud a rañ-me flziout enn he gomziou.
Ar martolod, pa wel digor ann islounkou,
Da stourm ouz ann amzer rust ha kounnaret kren,
Na zispriz na bagig, na tamm gwern, na plankenn…
Ouz ar martolod-se, ne d’ouñ-me ket heñvel…?
Ken reuzeudik m’az ouñ, me a garje mervel ?

War he daoulin


O Doue, va c’hrouer, c’houi ken madelezuz
E keñver al loen gouez, ha ken karantezuz
E kenver peb unan euz ho krouadurien
Distroït diwar-n-ouñ eunn heveleb anken… !

Eunn El adre gweliou ann teatr

Den, heb stourm, ne ve treac’h …! Stourm eta…!

Trifina

                                                 Doue mad,
Me a stourmo, heb klemm, keit ha ma vo d’ho krad !
Ha kennerzet e viñ, e-kreiz va holl boaniou
O klask enn-he zikour da c’hounid ann Nenvou !…
Koulskoude e karjenn gwelet c’hoaz va fried…?
Perag, o ma Doue, diouz-iñ eo pellaet ?
M’heñ kare koulskoude gand holl nerz va c’halon,
Ha bepred ez ouñ bet pried fur ha gwirion…!
Ha va breur Kervoura, m’heñ kare stard ive…
N’heñ gwelañ kennebeud ! Perag, o ma Doue…?

Ann El

  Mab Doue, Trifina, da c’hounid d’e-oc’h ar gloar
Adalek Bethleem bete menez Kalvar,
Hen deuz gouzañvet poan hag eur verzerenti
Kañt mil gwech spountusoc’h eget n’eo oc’h hini…
Hag heñ ne glemme ket !

Trifina

                                        Ha me, diwar vremañ
Ne riñ tamm klemm e-bed, va Doue, mar gallañ…!
Da vihana, torrit, kent pell, va chadennou !!!

Ann El

  Choumit e peoc’h ma merc’h, hag enn ho pedennou,
Goulennit nerz awalc’h da vont beteg ar penn…!


Trifina

  Ra vezo gret peb tra hervez ho kourc’hemenn !!!

Ann El

  It d’ho kampr, Trifina ! Warc’hoas, araog ann noz,
Ho pezo eur joa vraz, mes pedit, da c’hortoz,
Zent Breiz d’ho kennerza, d’ho skleria, d’ho sikour
Da dreac’hi, evit mad, ho kwasa enebour !!!

Trifina

  Gand joa vraz em c’halon, me a zento ouz-hoc’h,
Rag n’am euz ken fiziañs, Aotrou, nemet enn-hoc’h !

Mont a ra kuit hag ar gweliou a gouez.

————
PEMPED AKT

————

PENNAD KENTA

————

(E gweled ann theatr, Arzul, kurunet, war he drôn.
Eun tammik pelloc’h, o tostât d’ar ribl, ar barner
braz, ha pevar barner all azezet oc’h enn daol… Eunn
tammik tostoc’h c’hoaz d’ar ribl, e peb penn da daol
ar warnerien, diou gador, unan a-gleiz hag eunn all
a-zeou. War unan, Kervoura, dieren, war e-ben
Trifina, he zreid hag he daouarn chadennet… Etre
ann diou gador-ze ha ribl ann theatr, kadoriou evid
ann duchentil ha tud all al Lez, renket ha kemend
anezho a-gleiz hag a-zeou.
A-uz da benn ar Roue, eur C’hrist braz.
Ann teatr a zo dam-zenval… Tostik omp c’hoaz d’ar
zav-heol…)


————

Arzul a zav hag a lavar :

  Aotrounez, baroned, priñsed ha tud a Lez,
Ho tastumet am euz holl, hirie, em palez,
Evil barna eur strif a nevez-so zavet
Etre priñs Iberni hag e c’hoar, va fried…!
Ar strif-se, Aotrounez, a zo gwall dalvoudek…!
Rak-se ho pedañ holl da selaou eveziek
Komziou ar Rouanez, va fried Trifina,
Ha lavariou ar priñs, va breur-kaër Kervoura…!
Likit evez, mar plij, rak ho parnedigez
A raïo trouz estlamm enn hor Rouañtelez
Hag er bed holl, mechañs… Doue ouz-hoc’h a zell !!!

(Ober a ra zin ar groaz)

Enn han’ ann Tad, ar Mab hag ar Spered Santel,
Ar brujou zo digor !!l Ni, touomp war hol le
Da stoui hor pennou dirag ar wirione
Ha, koustet pe gousto, da na glask nemet-hi…!
Doue r’hor sklerio holl da gavout anez’hi !!!

Ann holl, a-unan

  M’hen tou war va ine…!

Arzul

                                Mad, mad !!! Diwar-vremañ
Dizoñjit ho Roue !!! N’edouñ, er prosez-mañ,
Nemet eunn test hebken o c’hortoz, dilavar,
Dre ho parn, Aotrounez, va joa, pe va glac’har…
Barnit eta e peoc’h, ha koustet pe gousto,
Oc’h ho parn, Aotrounez, me, Roue, â zento…!
Barner braz, grit ho karg !!!

Ar barner braz

                                         Enn hano ann Dreinded
Ra vo ar Rouanez ha Kervoura galvet
Dira-z-omp heb dale… Chetu va gourc’hemenn…!

Ann eil barner

  Emaïnt o tont ho daou, Aotrounez barnerien !…

(Trifina ha Kervoura a erru, hou-man dre ann tu kleiz,
egile dre ann tu deou : ho daou e choumont enn ho
za e-kichen ho c’hadoriou.)


————

EILVED PENNAD

————

Ar re holl a zo er pennad kenta
Trifina ha Kervoura ouspenn.

————

Ar barner braz

  Priñs Kervoura, savit ! Likit hoc’h holl evez
Da na larout amañ nemet ar wirionez,
Rak Doue, a-uz d’eomp, a lenn er c’halonou
Hag a oar diboan kaer daoust d’ann troïdellou,
Euz a vesk ann traou gwir anaout ar gevier…
Livirit d’eomp eta, e komziou freaz ha sklear,
Ar pez a damallit d’ho c’hoar, Rouanez Breiz… !

Kervoura

  Va c’halon, Aotrouñez, gand heuz a lamm em c’hreiz
O soñjal e torfed milliget ha spountuz

Great gand ar c’hreg fall-mañ, pell amzer zo, e kuz…!
Ne ve ket eaz, m’hen tou, kavout war ann douar
Eur c’hreg all ken iaouank ha ken fall ha va c’hoar…!
Soñj mad hoc’h euz, mechañs, ec’h eaz ar Roue
Bremañ zo eunn dek vloaz, da Vro-Chall da vale,
Galvet gand Klodowig d’ober eunn unvaniez
A-eneb d’ar Zaozon leun a fallagriez…
E-pad ar bale-ze, Rouanez Breiz-Izel,
Dougerez pell a oa, a c’hanaz eur bugel,
Eur mab hag a dlie pignat war dron ho pro
Eunn devez, pa vije Arzul-ar-Meur maro…
Ac’hañta, va c’hoar fall, adalek ma c’hanaz,
Didruez ha digar, Aotrounez heñ mougaz…!!
Chetu torfed kenta Rouanez Breiz-Izel…!
 

Ar Barner Bras

  Evit petra, d’ho soñj, a vougaz he bugel…?

Kervoura

  Eunn orged fall, Aotrou, a oa kroget enn-hi…!
Trifina, tamm biskoaz, aboue he dimizi,
Ne garaz he fried, heñ ken mad koulskoude,
Mui heñvel oc’h eunn tad eget oc’h eur Roue…!
Mouget he bugelik, ar c’hreg villiget-mañ,
(Nemet gand spount ha mez zellet out’hi n’hellañ !)
A dlie d’he fried, kel leal, ken gwirion,
War aliou Satan, gand grad vad he mignon,
Stegna bep seurt pechou hag ober hel laza…!
Oh, eur vaouez a daill eo va c’hoar Trifina…!!
Arzul maro, he soñj a oa gand he mignon
Dimizi hep dale hag heñ zevel d’ann tron
Da c’houarn Breiz-Izel ha d’hi gwerza d’ar Saoz
Ho kwasa enebour ha dalc’h-mad o c’hortoz
Eunn dro vad d’ho plega dindan he lezennou…!

Ar Barner braz

  Toui a rit-hu, priñs, ez eo gwir ho komziou…?

Kervoura

  M’hen tou war va ine !!!

Ar Barner braz

                                        Da nerza ho lavar
Hoc’h euz testou, mechañs…?

Kervoura

                                        Ia, ia, tri pe bevar…
Pa vezo deut ann heur, me ho galvo amañ,

Hag holl e tiredeint war va ger, a gredañ…!
Fisians am euz enn-he…!

Ar Barner braz

                                      A walc’h eo…!
(Da Drifina)
                                                     Trifina,
Klevet hoc’h euz erfad tamallou Kervoura…!
Livirit d’eomp, m’ho ped, hag hi a zo gwirion…
Komzit e komziou freaz, heb troïdell, Itroun…?

Trifina a zav

  Aotrounez, va breur paour a zo foll, a gredañ !
Red eo ma ve kouezet, enn eunn taol war-n-hezañ
Eur c’hleñved fall bennag… Eunn den enn he spered
N’hen dije birviken dirag ann holl laret
Komziou ken dievez, ken nebeud gwir-heñvel,
Ha mechañs e teuio, a c’hrad vad, abenn pell,
D’en em dislavaret…

Arzul

                                    Me a gred stard. Itron,
Ez eo komziou ho preur leal holl ha gwirion…
 

Trifina

  Gevier spountuz int holl, m’hen tou dre ann Neñvou !
Ha biskoaz n’am euz great hevelep torfejou…!
Touet am boa beza feal d’e-hoc’h, va Roue,
Ha dalc’h mad gand preder am euz miret ma le…!

Trifina, droug enn-hi.

  Biskoaz n’am euz klasket antell d’e-hoc’h rouejou
Nag ober ho laza… N’am boe ive, m’hen tou,
Biskoaz nep c’hoañt e-bed da werza d’ar Saozon
Hor bro gaër Breiz-Izel, ha va le zo gwirion…!

Kervoura

  Kaër ac’h euz, Trifina ! Bremaïk va zestou
A gennerzo, mechañs, gand ho re va c’homziou…!
Amzer, amzer, va c’hoar ! Gwelet e vo emberr
Gand piou emañ ar gwir ha gand piou ar gevier…!

Ar Barner braz

  Livirit d’eomp doare maro ho pugelik…!

Trifina

  Rak-tal ma oa ganet, siouaz d’iñ, ar paourik
A varvaz, Aotrounez, dioc’h lavar Kervoura,

Rak, dreiz-ouñ va-unan war ze n’ouzouñ netra…!
Semplet e oann a-grenn ha war nez da vervel…!
O c’henel koulskoude, m’hen tou c’hoaz, va bugel
A reaz eur griaden hir ha klemmuz meurbed,
Hag, ar griadenn-ze, m’hi c’hlev, noz-deiz, bepred…!
O va bugelik paour, kik va c’hik. gwad va gwad,
Da vouga, me, da vamm !!! Ha zonjet ac’h euz mad,
Ma breur, pegen kabluz ez oud dirak Doue
O teurel war da c’hoar eunn tamall evelse…?
A c’hendall, Aotrounez, mar fell d’e-hoc’h gwelet sklear
Ema ar gwir gan-eñ ha gant-hañ ar gevier,
Araog dougen ho parn, evesaït eunn tamm
Ha goude, livirit ha n’edouñ ket divlam…?
Lavar ha dislavar a zo gand Kervoura,
Hag he daou desteni na dalvezont netra…!
D’iñ me ma breur fallakr hen deuz dalc’h-mad laret
E varvaz va bugel raktall ma oe ganet…
Gevier, rak ma mabik a reaz eur griadenn,
Ha m’hi c’hlevaz erfad e-pad va fallaenn…!
Dira-z-hoc’h, bremaïk, va breur a lavare
A oe va c’hrouadur bet mouget gan-eñ-me…!
Penaoz am bije gret eunn hevelep torfed…?
Ma mabik, Aotrounez, biskoaz n’am euz gwelet
He visaj, rak e-pad m’en em gavenn zemplet,
Gand ann amiegez siouaz, eo bet kaset
N’ouzouñ peleac’h !!!…

Ar Barner Braz

                           Itroun, ann amiegez-se,
Peleac’h ema o choum ? Lirit d’eomp he doare…?

Trifina

  N’ouzouñ peleac’h emañ…! Kaër goulenn am euz bet,
Diwar he fenn biskoaz netra n’am euz klevet !
Mes Kervoura, mechañs, a oar peleac’h emañ,
Piou a reer anez’hi… Goulennit digant-hañ…!

Ar Barner Braz

  Leal eo ann dra-ze…!

(Da Gervoura)


                                       Priñs, lirit d’eomp eta,
E peleac’h en em gav ar vaouez-se brema ?

Kervoura

  Klevet am euz laret, Aotrounez, eo maro,
Mes hep gouzout biskoaz peleac’h hag e pe vro…


Ar Barner Braz

  Iskiz eo kement-se !!! Livirit d’eomp, m’ho ped,
Korf maro ar bugel, peleac’h eo bet beziet…?

Kervoura

  N’ouzouñ doare, siouaz…! Dam-dost da Ger-Ahez,
Me gred… Roet am boa urz d’ann amiegez
Da vont d’hen douara war-nez d’ar c’hastell-ze
Ha da zistrei rak-tal da Roazon adarre…!
Da vad gant’hi e oa kaset he c’hefridi
Hag e oa o tistrei hec’h-unan, hast ganthi,
Pa oe, am euz klevet, o tremen eur c’hoat don,
Tizet ha bourreviet gand eur vandenn laêron…
Chetu perag n’hellañ hep fazi lavaret
E pe leac’h ar c’horfik a zo bet douaret…!

Ar Barner Braz

  Den a skiant e-bed ne gredo kement-se !!!

Arzul, da Gervoura

  Goap ac’hanomp a rit, m’hen tou, war va c’hleze !!!
Diwallit, Kervoura, hag eur wech evit mad
Adlivirit amañ e doare deread :
Ma bugel, marvet eo adal ma oa ganet,
Herve ger va fried, pe gant hou-mañ mouget… ?

Kervoura

  Mouget eo bet, m'hen tou, gand he vamm Trifina

Trifina

  Gaou a lerez !! Doue az selaou, Kervoura…!
Lak evez, rak he vreac’h a zo hirr ha pounner…
Dislavar da gomziou dievez, va breur ker… !

Kervoura

  Na zislarañ netra…! A c’hendall, va zestou
A gennerzo, mechañs, hep dale, va c’homziou !

Arzul

  Galvit ann testou-ze, mar plij gan-e-hoc’h, Barner !
Ha c’houi, Itron, ho re… ?
 

Trifina

                                      N'am euz, va fried ker
Neb test a-du gan-eñ nemet va c’houstiañs…
A walc’h eo !! E Doue ema va holl fisiañs !!


Ar Barner a c'halv

  Gar-Orjal ?

(He-man, masklet, a zeu da greiz ann teatr hag
zoubl he benn izel dirag Arzul. ha dirag Trifina)


————

TREDE PENNAD

————

Holl dud ann eil pennad, ha Gar-Orjal ouspenn

————

Ar Barner Braz

  Red eo d’heoc’h zenti oc’h al lezenn
Ha lemel, va mignon, ho maskl diwar ho penn !!!

(Gar-Orjal a daol he vaskl d’ann douar)


Klevet hoc’h euz, mechañs, bremaïk Kervoura
O tamal dira-z-omp distak da Drifina
Pevar dorfed heuzuz, ha da dest oc’h galvet
Da lavarout ho ker war ann traou tamallet…
Komzit dizoan eta hag, enn hano Doue,
Dreist holl, ne livirit nemed ar wirione !

Gar-Orjal

  Aotrounez, Kervoura, siouaz, a zo skoet
Gand eur c’hleñved dre holl ha gand ann holl hanvet
« Tersienn ann Enoriou »…! Eunn hevelep klañvour
A zeu prim ha diboan da veza torfedour…
Selaouit mad !!! Ma mestr, mab roue Iberni,
Aboue meur a vloavez, nemet dre warizi
N’hen deuz great eur gammed… Mab ha breur Rouane,
Hen doa c’hoant da c’hounid eur gurunen ive…
Mes penaoz kas da benn he gefridi boaniuz…!
Eunn devez e klevaz e oa Abacaruz
Roue bro ar Zaozon gand al lornez dalc’het
Hep kavout neb louzou da wellat he gleñved.
D’ann neb hen pareche hen doa touet ouspenn
Rei he verc’h ha gant’hi, he dron, he gurunen…
Ha chetu Kervoura da glask dre be zoare
E c’helje dont a benn da wellat ar Roue…!
Enn eul lojennik plouz, du-hoñt, e koat-ann-Noz,
D’ann amzer ma komzañ, e veve eur c’hrac’h koz
Brudet dre-holl er vro, evel eur sorserez
Heb he far war ar bed dre hi gwiziegez…
War ali Kervoura ec’h iz d’hi c’haout, eunn de,
Hag ar c’hrac’h a zeuaz gan-eñ enn he vete…
Petra a lavarjont ho daou…? N’ouzouñ doare !
Ar pez a zo heb mar, adalek ann deiz-se

Kervoura a zeuaz enn-hañ eur c’hemm spountuz !
Na rae nemet soñjal e troñ Abacaruz !

(Da Drifina)


D’ann amzeriou-ze c’hoaz, Itron, va Rouanez,
Enn em gafchoc’h ive da veza dougerez,
Ha, pa zeuaz ar c’houls, e c’hañjoc’h eur mabik…
Doue, kreñva bugel, koañta krouadurik
Ma mestr hen deuz touet e varvaz ar bugel
O toñt war ann douar… Spountusa touadel !!!
Nann, nann, ne varvaz ket, ho mabik, Roue Breiz,
M’hen tou a wir galon ! Gant spount hag heuz em c’hreiz
Va c’halon a lamm c’hoaz, Aotroumez, o soñjal
Am euz-me servichet eur mestr ken kriz, ken fall…!

Arzul

  Mad ! Ma na varvaz ket va mab o toñt er bed
Gand he vamm, dioc’h lavar he breur, eo bet mouget ?

Gar-Orjal

  Ann eil gaou, m’hen tou d’e-hoc’h, kemend hag egile
A zo sklear da welet… Chilaouit, Aotroune !!!
Er mare ma teue ar c’hrouadur er bed,
Ho pried, va Roue, a-grenn a oa zemplet,
Ha na wie petra a reat enn-dro d’hezi…!
Ac’hañta, red eo d’iñ disteurel diwar-n’-hi
Eil torfed he breur fall…! Gwaz a ze, Kervoura,
Mar fell d’e-hoc’h d’ann diaoul gwerza evit netra
Ho korf hag hoc’h ine…!

(Kervoura a ra gourdrouzou da C’har-Orjal)

                                    Doue braz ann Neñvou
A zell ouz-iñ bremañ, hag, hoc’h holl gourdrouzou,
Ne rañ van anez’ho…! Den fall ha digalon,
Ha pa dlefenn mervel, me a choumo gwirion
Beteg ar penn bremañ…! Va Rouanez, Aotrou,
Ne welaz tamm e-bed, gwasket gand ar gweñtrou,
Ho pugelik bihan… A veac’h ma oa ganet
Gand ann amiegez rak-tal a oe roet
D’ar vagerez… Hou-mañ, war urzou Kervoura,

(Kervoura a c’houdrouz Gar-Orjal a-neve, hag he-man
a respount)


(Oh, kaër hoc’h euz goudrouz, ze ne ra d’iñ netra !)
War urzou Kervoura enn eul leac’h distro krenn
Hag a viskoaz miret d’ar falla traïtourien…
Enn deiz warlec’h, eur vag, aboue pell kempennet,
A guitaaz, da noz, porzik-mor ar Ieodet…
Magerez ha bugel a oe laket enn-hi
Da vont, war c’her ma mestr, etrezeg Herni…

Arzul

  Da betra kas ma mab d’ar vro-ze, Gar-Orjal ?


Gar-Orjal

  Diwar benn kement-se, e ve red d’eunn test all
Doñt da larout he c’her… Hou-nez gwell evid-ouñ
A zo sklerijennet… Bremañ, list ac’hanouñ
Da ziskuiza, mar plij ! M’hi gwel o tont amañ…
Hou-nez a laro d’e-hoc’h traou iskiz, a gredañ !

————

PEVARE PENNAD

————

Holl aktourien ann drede pennad hag ar Zorserez
ouspenn

————

Ar Zorserez

(Oc’h erruout war greiz ann teatr en em strink d’ann
daoulin)


Me, Zorserez gwechall ha d’ann diaoul gwerzet,
En em strink d’ho taoulin, Aotrounez enoret,
Da c’houIenn digan-e-hoc’h, mar plij, eunn tamm truez
Hag amzer da laret d’ann holl ar wirionez…

(Kervoura a stag da grena.)

Aotrounez, kiriek ouñ, gand glac’har el larañ,
Da veur a dorfed braz, abaoue ma vevañ…
  Doue r’ho distaolo diwar-n-ouñ, kent mervel…!
Selaouit va c’homziou, Roue braz Breiz-Izel,
C’houi, Rouanez karet, kouls ha c’houi, barnerien,
Tuchentil, paour, pinvidik, keariz ha bourc’hizien !!!
Eunn devez Kervoura, gand Satan kuzuliet,
A reaz digemenn d’iñ dont buan d’hen gwelet…
C’hoant hen doa da c’houzout ha, dre va gwiziegez,
E oann goest da wellat eunn den gand al lornez…
— « Ia, hep mar, emoun-me ! » Ha neuze, Kervoura :
— « Dre be stum, eme-z-hañ…? Livirit d’iñ peb tra
« A zo mad da wellat roue bro ar Zaozon
« Ha gounid war-eunn-dro hag he verc’h, hag he dron ? »
— « Da genta, e lariz, map henañ eur Roue,
« A dleo war ann tron pignat enn he c’houde,
« E rankit pourvei, adal ma vo ganet…
« Ar bugel-ze, c’houec’h miz gand evez braz maget,
« A vo gan-e-hoc’h, Aotrou, digaset d’am lojenn…!
« E keit-se, e-touez pemp pe c’houec’h kant louzouen,
« Am bezo dibabet ar re muia nerzuz
« Da wellat, enn eunn deiz, lornez Abacaruz…
« E goad ar bugelik, al louzou-ze poazet
« A vezo d’ar Roue da zibri kinniget…
« Goude-ze e tebro kik-rost ar c’hrouadur
« Ha rak-tal e vezo iac’h a bep breinadur…»


Ann holl, enn eur vouez.

  O spountusa torfed…!

Ar Zorserez

                               Ia, mes dre c’hras Doue,
Da fall eo deut ann taol, hag ar bugelik-se
A zo beo, a gredañ, ha kent na vezo pell,
E vo enn ho kichen, Rouanez Breiz-Izel !

Trifina

  Ha gwir a lavarez…?

Ar Zorserez

                                 Va c’homz a zo gwirion !

Trifina

  O Doue, gand ar joa e rann krenn va c’halon…!

Ar Zorserez, da Gervoura

  Kervoura, ar stered gwechall a du gan-id
Kouls hag al loar bremañ a zo e-eneb d’id…
Breac’h Doue, den digar, en em astenn war-n-oud…
Goulen, pardon !

Kervoura, kounnar enn-han

                                Biken !!! Ann ifern evid-oud,
Zorserez villiget hag ouspenn evid-ouñ…!
Te zo kiriek d’ar reuz a gouez hirie war-n-ouñ…!

Ar Zorserez

  Señt ouz-iñ. Kervoura ! Gouel ha gra pinijen…!

Kervoura

  Ann diaoul, r’az tougo d’ann ifern, koz kroc’henn…!

(Endra ma lavar Kervoura he gomziou diveza, Iann
Druillen, gwisket evel eur c’hlasker bara, a dostâ da
greiz ann teatr, diskabel hag he dok enn he zorn)


————

PEMPED PENNAD

————

Holl aktourien ar bevare pennad, ha Iann-Druillen
ouspenn

————

Ar Barner Braz

  Pe vicher a rit-hu… ?

Iann-Druillen

                                        Me zo klasker-bara…!


Ar Barner Braz

  Ha c’houi hen anavez, lirit, priñs Kervoura ?

Kervoura

  Ar foeltr biskoaz, m’hen tou, ne weliz ann den-ze

Iann-Druillen

  M’ho kav gwall dievez, Aotrou, o larout se…!

Iann-Druillen

  Rak dalc’het hoc’h euz soñj eo dre ho kourc’hemen
Am euz gwechall mouget gand eur pennad kordenn
Aziliz, dimezell ho c’hoar baour Trifina…
Ia, ia, kaër hoc’h euz nac’h, soñj hoc’h euz, Kervoura !
Pa fellaz d’e-hoc’h goude rei d’iñ va faeamañt
Gand fae gan-e-oc’h, Aotrou, e leziz hoc’h arc’hañt…
Aboue, nemet gouela na rañ war ann douar
Gand heuz ouz va zorfed… C’houi, priñs fall ha digar,
Pa z’oc’h kiriek d’am foan, gouelit ive d’ho tro
Rag aoun na zeufe beteg ar re varo
D’ho tamall ha d’ho parn… Doue, a c’hell peb tra
Ha mad ha fur e ve bepred kemend a ra…!

(Endra ma lavar Iann-Druillen e gomziou diveza
ann amiegez hag Aziliz, gwisket gant liennou gwenn,
a zeu da greiz ann teatr. Azilis a zo eur gordenn
endro d’he gouzoug. Ann amiegez a zo endro d’he
gouzoug eur roudenn ruz evel ar goad.)


————

C’HOUEC’HVED PENNAD

————

Holl aktourien ar bemped pennad. Aziliz hag ann
amiegez ouspenn

————

O weloud Aziliz hag ann amiegez oc’h erruvout war ann teatr, an oll a choum dilavar ha sebezet krenn. Kervoura, o krenna war he zivesker, a lak he zaouarn dirag he daoulagad hag a glask mont kuit, Ann daou deud sparl ann hent out’han, hag en em lak a bep tu d’hezan, hon-man a-zeou hag e-ben a gleis, Aziliz a ziskouez eo bet mouget : ann amiegez a ziskouez eo bet dibennet, Ho diou war-eunn-dro a astenn ho breac’h war-zu Kervoura, o tiskouez anez-han gand ho biz, e-pad eur pennadik amzer. Goude ec’h eont kuit, gorrek heb ober trouz-e-bed.


————

SEIZVED PENNAD

————

Holl dud ar c’houec’hved pennad, nemet Aziliz hag ann
Amiegez

————

Ar Barner Bras

  Nag a draou burzuduz !

Trifina

                                   Trugare d’ann Neñvou
A oar, pa blij gant’hañ, skleria ar c’halounou
Hag o nerza da glask bepred ar wirione…
Gloar, enor, meulodi ha bennoz da Zoue.

Arzul

  Kendalc’homp, Aotrounez, ha deomp beteg ar penn
Red eo ma vo ho parn fur a leal a-grenn !
Barner, zellit, mar plij Chetu daou dest neve
O tont amañ… Piou int…? Goulennit digant’he !

(Endra ma lavar Arzul he gomziou diveza, ar Vagerez
ha Tremeur a zeu da greiz ann theatr. Tremeur a zo
gwisket e gwenn hag harnezet evel eur marc’hek.)


————

EIZVED PENNAD

————

Holl aktourien ar seizved pennad hag, ouspenn, ar
Vagerez ha Tremeur

————

Ar Barner Bras

  Tostaït den iaouañk, ha c’houi, maouez ive !…
Petra e c’hellit-tu diskleria a neve…?
Ar prosez-mañ, siouaz, a zo hir a poaniuz
Hag, abaoue m’eo digor, meur a dra souezuz
Hon euz gwelet enn-hañ… Lirit d’eomp war ho le
Ar wirione, netra nemet ar wirione…
Doue ho klev erfad…! Divezad pe abred
Ar fals testou gant’hañ, hep mar, a ve skoet…!

Ar vagerez

  Me ho ped, Aotrounez, trouc’hit ar c’herden-mañ !!
Rouanez Breiz-Izel chadennet er stad-mañ !!!
Trifina bourreviet evel torfedourez
Abalamour d’eur priñs leun a fallagriez…!
Mezuz ha spountuz eo hevelep tra, m’hel lar,
Ha keuz ho pezo holl da veza bet digar
E keñver eur briñsez ken fur, ken deread
N’hi deuz biskoaz klasket nemet ober ar vad…!


Arzul

  Da gomz ken dievez dirak trôn ho Roue,
M’ho kav gwal dievez, m’hen tou war va c’hleze !

Ar Vagerez

  Bremaïk, e kredañ, c’houi ho pezo keuz braz,
Da veza daleet ken pell amzer, siouaz…

Arzul

  Ra vezo great eta, greg, hervez ho koulenn
Dizerennit va greg ha trouc’hit he c’herden !

(Dizerenna a reer Trifina)


Ar Barner Bras

  Ha bremañ, lirit d’eomp, hep tamm pelloc’h dale
Kement holl a c’houzoc’h…!

Ar Vagerez

                                        Va zest eo va Doue,
Heñ, Mestr ar Rouane, barner ar varnerien…
Va selaouit erfad, tuchentil, marc’heien…!
Ha pa dlefenn mervel, red eo d’iñ diskleria
Ar wirionez bremañ, war-eeun, evel m’ema…
Ar priñs fall Kervoura a zeuaz d’am lojenn
Ha, gourdrouzou gant’hañ, a reaz d’in gourc’hemenn
Mont da vro Iberni gant bugel Trifina…
Eno, e-pad c’houec’h miz, me a dlie maga
Ar c’hrouadurik paour, hep espern mann ebed
Ma vije eur bugel kreñv ha koañt da welet…
Abenn c’houec’h miz ar priñs a dlie, va Roue
Diwar-benn ho pugel kaz d’iñ urzou neve…
Mes Doue a viraz… A-veac’h er vag zavet,
Eur vandenn laëron-vor gan-eomp zo digouezet…
Ez eemp dre nerz gant’he da veza kemeret
Pa gouezaz war hor bag eur barr-amzer diroll…
Hor martoloded paour, siouaz, a veuzaz holl…
Ma magadenn ha me, gand ar mor gwall garet,
War c’herrek kear Alet, emberr, e oe taolet…
Allaz, skuiz braz e oann, ha n’hellen ken fiñval…!
Den war dro e neb leac’h…! Eunn noz ienn ha teñval…
Peleac’h mont…? Ne wienn ! Ha, dreist holl piou gervel ?
E oan m’el lavar frañk, war-nez kaer da vervel,
Pa zigouezaz gan-eomp eskop zantel Alet
O klask, evel bemnoz, ar beorien penseet… [5]
Mont a rejomp gant’hañ d’he di…! Ann den Doue
Eo hen deuz miret d’he-hoc’h ho pugel, va Roue !


Arzul

  Va bugel, va mabik…! Mar plij, heb dale tamm,
Magerez, galvit-hañ !!! He dad koulz hag he vam
Ho deuz hast d’heñ gwelout hag eur wech d’heñ starda
War ho c’halon erfad…! Ha c’houi, priñs Kervoura
Perag e choumit-hu simud ha dilavar…?

Kervoura

  Roue Breiz a zo mestr bepred enn he zouar…!
Kemend a lavaro a vo gwirion bepred
Pa z’eo, e touez ann holl, Roue ter ha doujet…!
Gortozomp eunn tamm c’hoaz hag emberr marteze,
Ni a welo kem braz o tont e peb doare…!

(D’ar vagerez)


Peleac’h ema livirit, ar vagadenn. Itron,
Hoc’h euz c’hoañt da ziskouez evet bugel gwirionn
Arzul ha Trifina…?

Ar vagerez

                                     Zellit-out-han erfad !
Ema, er mare-mañ, dirag ho taoulagat !!!

Kervoura

  Piou… ? Ann tamm kañfard-se a zo enn ho kichen,
Glaz evel ar maro ha gwisket holl e gwenn…?

Tremeur, rust he zremm, a dosta oc’h Kervoura

  Ia, me eo mab Arzul hag ho c’hoar Trifina,
Ha c’houi a zo eunn den digalon, Kervoura,
Eunn den a dle beza gand ann holl disprizet…!
Va c’horf a zo dister : va c’halon ne d’eo ket…
Me, Tremeur, mab Arzul, a ro d’e-hoc’h ma malloz
Hag ouspenn, war ho pek eur fasad, talv-mann koz…!

(Rei a ra eur fasad da Gervoura, hag e choum, kroa-
zet he zivrac’h, da zellet piz out-han. Ann holl, a-
unan, a stlak gand ho daouarn).


Kervoura, kounaret

  Ifern ha kurunou ! Hevelep dismegañs
Gret da vab eur Roue, ha dirag ann Noblañs
Gand eunn tamm mic’hiek deut n’ouzoun a be-leac’h !!!
Salo da vihana ma vije enn da vreac’h
Eun tammik nerz bennag da c’hoari ar c’hleze
A welañ a-ispill oc’h da c’har gleiz aze…!

Tremeur,

  Nerz awalc’h a gaviñ, m’hen tou, pa blijo d’e-hoc’h,
Da c’hoari va c’hleze ! Prest ouñ da zikouez d’e-hoc’h

E red em gwazied gwad ruz Arzul-ar-Meur !
Gand grad vad va Roue ha va mamm, me, Tremeur,
Me, priñs a Vreiz-Izel hag ho niz, Kervoura,
Ho kalv d’en em ganna ! Dir enn avel eta…!

(Tremeur a denn he gleze. hag a fich e veg var ann
douar.)


Kervoura

  Truez am euz ouz-id, paourik keaz priñs dister !
En em ganna ganid… ? Mez e ve hen ober !!!

Tremeur

  Red e vo d’iñ eta rei d’eoc’h c’hoaz eur fasad…?
Dour louz a red, mechans, enn ho korf e leac’h gwad…?

(Rei a ra eur fasad all da Gervoura.)
(Ann holl a slak adarre gand ho daouarn.)


Kervoura, o tenna he gleze

  Malloz ruz ! deuz eta ha difenn mad da ler !

Tremeur

  Va gwir ha va Doue eo va daou difenner…!

(C’hoari a reont. A-benn eur pennadik Kervoura a
gouez d’ann douar a-hed he gorf, o krial :)


Kervoura

  Aïaou ! Gred eo gan-en…! Mez am euz o vervel
O soñjal oun lazet gant dornik eur bugel…!

Tremeur

  Ann dorn-ze, Kervoura, a oa ar Gwir gant’hañ,
Hag ann Holl-c’halloudek a nerzaz anezhañ…!

Kervoura

  Gwir sklear m’hen gwel, siouaz !!! Choum em c’hichen, Tremeur,
Tostaït, Trifina, ha c’houi Arzul, va breur !

(Ann daou-man a dosta)


C’hoant am euz, kent mervel, evit gounid pardon
Barner ar Varnerien, da vout, eur veach gwirion…!
Chelaouit gand evez va c’homziou diveza,
Ha kemerit truez oc’h ar paour Kervoura…!
C’hoant am euz da zevel, ha, siouaz. n’hellanñ ket…!
Va likit eur pennad em c’hoazez, me bo ped…!

(Arzul ha Tremeur a zikour Kervoura da azeza war eur
gador.)


(Da Drifina)

Trifina, digor frañk dorojou da galon !
Ha teurvez d’az preur paour aotren bremañ pardon
Dreiz-ouñ, va c’hoar, oud bet daouzek vloaz merzerez…
Doue am damant glann oc’h va fallagriez…!
Pardon, va c’hoar, pardon !!!

Trifina

                                         Doue r’az kennerzo !!!
Ha diwar-n-oud, va breur, peb gwail ra zistaolo !!!
(Staga a ra da ouela dourek)

Kervoura

  Trugare d’id, va c’hoar…!

(D'Arzul ha da Dremeur)


                                 Arzul, ha c’houi, Tremeur,
Va fardounit ive!…

Arzul, lent a gorrek

                               N’am euz ken soñj, va breur,
Euz ann holl drouk hoc’h euz, aboue meur a vloavez,
Gret d’iñ-me, d’am bugel, kouls ha d’ar Rouanez…
M’ho pardoun, Kervoura, ha plijet gand Doue
Kemer truez ouz-hoc’h, kerkouls evel-d-ouñ-me !

Tremeur

  P’hoc’h euz eur c’heuz ker braz, priñs, d’oc’h holl dorfejou,
N’eo ket me a garje kreski c’hoaz ho poaniou !!!
Evel ma mamm zañtel ha va zad, Roue Breiz,
M’ho pardoun !!!

Kervoura

                                  O Doue gand levenez em c’hreiz
Va c’halon baour a drid !!! Deuz, pa gari, maro !
Va bennoz d’e-hoc’h ho tri. Va bennoz war ho Pro !!!

(Koueza a ra war he gador, maro. Ann holl a choum
eur pennad sebezet krenn. Arzul ha Trifina, gand
Tremeur enn ho c’hreiz, a gouez d’ann daoulin dirag
korf-maro Kervoura, ha klevet a reer anez’ho oc’h
huanadi… Arzul a zav, emberr, hag a lavar :)


Arzul

  Bremañ, p’am euz kavet va mab, p’am euz gwelet,
Dre desteniou sklear, eo divlam va fried
P’hon euz ho tri roet pardon da Gervoura,
E fell d’iñ c’hoaz, Breiziz, hirie ober eunn dra…

(Da C'har-Orjal ha d'ar Zorserez)

Gar-Orjal, sorserez, tostaït d’iñ ho taou
Ha likit, p’ho pedañ, evez braz d’am selaou…
Da ziskouez va doujañs e-kenver va Doue
Ha va anaoudegez, me, Arzul, ho Roue,
A bardon d’e-hoc’h ho taou ho torfejou spouñtuz…!
Bevit, diwar vremañ, evel tud enoruz,
Grit pinijen, klaskit plijout da vestr ar bed
Evit beza gant’hañ, eunn deiz, didamallet…!

Gar-Orjal

  Roue, diwar-vremañ, e viñ den fur, m’hen tou !

Ar Zorserez

  Em daêrou e fell d’iñ gwalc’hi va zorfejou…!

————

NAOVED PENNAD

————

Holl dud ann eizved pennad, gand Kervoura
maro war he gador

————

Arzul

  C’houi holl a zo testou euz ar burzudou sklear
Great gand krouer ar bed, Breiziz, enn hor c’heñver !
Kavet am euz eur mab, adkavet va fried :
Ar peoc’h a ren er vro ha Breiz a zo doujet…!
Kervoura, va breur-kaer, a zo maro, siouaz,
Mes gand eur c’heuz gwirion d’he holl dorfejou braz…
Doue ra zigoro diraz-hañ dor ann Ee,
Hag ar peoc’h peurbaduz ra vo gand he ine…!
Varc’hoaz, gand lidou braz ar priñs a vo beziet…
Bezit holl em c’hichen, aotrounez, me ho ped…!
Da c’hortoz, e fell d’iñ dirag he gorf maro,
Embann a vouez huel va gourc’hemenn d’am bro !

(Da Drifina)


  Trifina, va fried, Rouanez heb he far,
Kals re bell-zo, siouaz, hoc’h euz poan ha glac’har…!
Allaz, ne wienn mann…! Deuit bremañ, Itron,
Ho pried ho ped stard, deuit war he galon…!

(Trifina a dosta — Arzul a bok d’hezi, hag a lak eur
vreac'h d'hezan war hi skoaz.
)


(Da Dremeur)

  Ha te, va mab, deuz prim e-kichen da Roue…
Rag Roue Breiz, Tremeur, a zo da dad ive…
Deuz etre va divreac’h, etre divreac’h da vamm,

Da vamm baour merzerez, hi ken fur, ken divlam…
Deuz, ma mabik karet…!

Tremeur dosta, o lavaret

                                     O Doue, pebez joa !

(Arzul a stard war-eunn-dro Tremeur ha Trifina etre
he ziwrac’h hag a bok d’hezo karantezuz, Ann holl
aktourien all a stlak a-unan gand ho daouarn, o krial :)


Bevet Arzul, Tremeur ha bevet Trifina…!

(E keit-se, Arzul a zav war he dron, Tremeur a-zeou
ha Trifina a-gleiz d’hezan :)


Arzul

  Breiz-Izelliz, priñsed, tuchentil, barnerien,
Keariz, paour, pinvidik, koz, iaouañk, kouerien,
C’houi holl pere a bleg dindan va lezennou,
Dirak korf va breur-kaër. selaouit va c’homziou…!
Touet a rañ mirout holl wiriou Breiz-Izel,
Keit ma viñ e buez, e peoc’h hag e brezel…
Hor feiz, " iez hor tadou " hag hor giziou karet,
Va foan holl a lakiñ d’ho c’henderc’hal bepred,
Ha war va lerc’h va mab, askavet dre vurzud
Ho dalc’ho kouls ha me…!

Tremeur

                                       Ne viñ bouzar na mud,
Pa vo red d’iñ difenn Bro va zad ha va Bro,
M’hen tou dirag ann oll, dirag ar c’horf-maro
Astennet dira-zoc’h, hag a oe Kervoura…!

Arzul da Drifina

  Ha c’houi, Rouanez Breiz, ne livirit netra ?

Trifina

  Toui a rañ derc’hel da fiziout e Doue,
Da choum, keit ma veviñ, feal d’e-hoc’h, va Roue,
Da zeski gand evez da Dremeur, hor bugel,
Karout Mestr ann Neñvou hag hor bro Breiz-Izel…!

Ar barner braz

  Ann tri le-ze, warc’hoaz, dre holl a vo klevet !!!

Arzul

  Gwell aze, rak hor ger ne vo biken torret !

Ar barner braz

  Bevet pell hor Roue, Tremeur ha Trifina !!!

Ar Bobl, enn eur voez,

  Bevet Doue a ra mad-tre kemend a ra !!!

(Montroulez, c'houevreur, 1899)
                                      CH. GWENNOU.

  1. Arzul ou Arzur.
  2. « Ma kac’h da vac’h ouz-id », da lavaret eo « ma na zeuez ket a benn da gas
    da c’hoant da vad, ma teu ann dro da fall gan-id ! »
  3. « Iann he lost hirr. » Unan euz a lez-hanoïou an diaoul.
  4. « Burtuled », e gallek , « Vautour », e latin « Vultur ».
  5. Naufragés.