Ar C’hourrier, 1897 (p. 16-17)
Enn eul leac’h distro e Briv, ez oa eur gouent, savet gant ar zant, hag a ioa stag ouz hini Limoj ha brudet dre ar miraklou nevez-great ennhi.
Bez’ez oa eur vam hag e doa kement a c’hoant da glevet sant Anton o sarmoun, ma lezaz er gear eur c’hrouadurik bian ha n’e doa nemethan, heb sonjal er gaoter (pe chodoron) nevez lakeat ganthi e kichenn an tan. P’oa echu ar zarmoun, e tristroaz d’ar gear, hag e velaz, o ! rann-galoun ! korf he bugel er gaoter e kreis an dour bero. Rak-tal e tap krog ennhan, hag ar rann-galoun e doa o tenna he mab euz ar gaoter ne c’helle ket beza brassoc'h eget ar joa e devoue pa velaz oa iac’h-beo.
Bez’ez oa eur vamm all hag evit mont d’ar zarmoun e doa lezet he c’hrouadur kousket enn he gavel. Pa deuaz d’ar gear, ar bugel a ioa mouget. Redet a ra ganthan da gaout ar zant, hag hema, goude beza her c’hemeret etre he zivrec’h, hen roaz adarre dezhi leun a vuez.
D’ar mareou-ze ive, e lammaz euz a galoun eun ozac’h ar goarissi en doa ouz he c’hreg abalamour da netra, hag hi koulscoude eur vaouez devod. Sant Frances o veza maro d’ar 4 a viz here 1226, daou viz goude, sant Anton a zistroaz d’an Itali hag a ieaz d’ar Chabistr General a Asiz ; eno e oue choazet evit beza Provincial ar Romagn.