Mont d’an endalc’had

Sôn ar Pôtr Saout

Eus Wikimammenn
Arvorig, 1913  (p. 46-47)




1

Me eo Yan ar Mene,
O tra de ri lan la,
Me eo Yan ar Mene,
Ar Mesaer denved. (diou wech).

2

Evit trôn eur roue,
O tra de ri lan la,
Evit trôn eur roue,
Ma flas ne rofen ket.

3

Kerkent ha goulou-de,
O tra de ri lan la,
Kerkent ha goulou-de,
Pa bign an alc’houeder ;

4

War griben ar mene,
O tra de ri lan la,
War griben ar mene,
Me a gân dibreder…

5

Pa ve krog ma danvad,
O tra de ri lan la,
Pa ve krog ma danvad
Da beuri brug ar roz ;

6

’C’h an da vransigellat,
O tra de ri lan la,
’C’h an da vransigellat
E beg an derven goz.


7

Me am eus avalo,
O tra de ri lan la,
Me am eus avalo
Er blouzeg kuzet mat.

8

’Benn ar gouanv, pa skorno,
O tra de ri lan la,
’Benn ar gouanv, pa skorno,
Me rei tân d’o foac’hat.

9

Pa ve koulz an neiziou,
O tra de ri lan la,
Pa ve koulz an neiziou,
Me ’m o krampouez lardet.

10

Gwaz da fonz ma bragou,
O tra de ri lan la,
Gwaz da fonz ma bragou,
Mar chom gant ar piked…

11

Pa deuy heol miz ebrel,
O tra de ri lan la,
Pa deuy heol miz ebrel,
An haleg a vouto.

12

Gant laonen ma c’hontel,
O tra de ri lan la,
Gant laonen ma c’hontel,
Me o diskroc’henno…

13

Hag er roz, el lanneg,
O tra de ri lan la,
Hag er roz, el lanneg,
’Vel korn-boud ma zud koz ;

14

Ekleo ma « c’horn-haleg »,
O « teu heu » tra lan la,
Ekleo ma « c’horn-haleg »
A distono bemnoz !

KOULMIG ARVOR.


————