Roue ar Romani

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Roue ar Mani)
Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 178-192)



ROUE AR ROMANI.
GWES KENTA.
________


I


   P’oa roue ’r Romani ’pourmen,
Hag hen ’welet ur goulmik wenn ;
Ur goulmik wenn dimeuz ann ef,
’Gomzaz out-han a beurz Doue.

   — Roue ’r Romani, kuita da di,
Ha kerz da chomm d’ann Normandi ;
Red ’vo did kuitad d’ rouantelez,
Kent wit antren er gristenez ! —

   Roue ’r Romani p’hen euz klewet,
D’he bried paour hen euz laret :
— Gret-c’hui er-vad d’hon bugale,
Me a ia brema da vale. —

   — Mar et, m’ fried, me iel’ iwe ;
Petra ’vo gret d’hon bugale ? —
— C’hui dougo unann, ha me daou,
Pa veomp skuiz, ni ’ziskuizo :

   Pa veomp skuiz, ni ziskuizo,
Ann amzer bepred ’dremeno ;
Ann amzer bepred ’dremeno,
Hag hon buhe a divezro. —


II


   Kement ho deuz gret o kerzet,
M’int gant ur chapel arruet ;
Bars ar chapel p’int antreet,
War ho daoulinn int em strinket.

   Hag hi ’welet viziblamant
Korf Jezuz ’n ur c’haliz arc’hant ;
Korf Jezuz ’n ur c’haliz ardhant,
’Wit reï d’he ho femp ’r vadeziant.

   P’ho deuz ’r vadeziant resevet,
Gant ho hent adarre ’z int et ;
Gant ho hent adarre ’z int et,
En bord ar mor ’z int arruet.


   En bord ar mor p’int arruet,
Saludi ’r pasajer ’deuz gret :
— Pasajer paour, mar am c’haret,
Tremenet anomp ’n ur vaged. —

   — Roët d’in dorn ’nn dimezel-ze,
Ha me hi c’hasso d’ar c’hoste. —
— N’omp ket kement ’n ur vandennad,
Na iefomp pemp en ur vagad. —

   — Roët d’in dorn ’nn dimezel-ze,
Me deuio d’ho kerc’had goude. —
N’oa ket ’n anter ar mor rentet,
Afront d’ez-hi hen euz bet gret.

   — Itron Varia ann Drindet !
Preservet ann-on d’am friet ;
Preservet ann-on d’am friet,
Biskoas ar sonj-se n’am euz bet ! —

   N’oa ket hi gir peurlavaret,
’R c’hurun ann ef ’zo diskennet ;
’R c’hurun ann ef ’zo diskennet
Hag ar vag ’zo daou-anteret !

   Ar vag a zo daou-anteret,
Hag ar pasajer ’zo beuzet ;
Ar pasajer a zo beuzet,
’R rouanes d’ar c’hoste kasset :

   — Itron Varia ann Drindet,
Setu me ama dilezet ;
Dilezet pried, bugale,
Birwikenn n’ welann ann ez-he ! —


III


   Rouanes Romani ’lare,
En hostaliri p’arrue :
— Roët d’in-me boed ha dillad,
Me chomo ’n ho ti d’ labourad ;

Me chomo d’ labourad ’n ho ti,
’Reï dantelez hag aouraji…… —
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .


IV


   Roue ’r Romani a lare
D’he vugaligou en eur-ze :
— It war ma c’houk, ma mab-henan,
’Tre ma diou-vreac’h m’ mab bihannan ;


   M’ mab entre-henan, chomet aze,
Me deuio d’ho kerc’had goude…… —
Na pa oa o tremen ar mor,
’Koezaz he vab-henan en dour.

   P’arruaz gant h’ vab entre-henan,
A oa ul leon hen tagan ;
P’arruaz gant h’ vab iaouanka,
’Oa ur bleiz-mor hen ziframma !

   Roue ’r Romani a lare
En bord ar mor, en he goanze :
— Itron Varia ar Folgoet,
Setu me ama dilezet ;

   Kollet pried ha bugale,
Birwikenn na welann ann-he !
Birwikenn na welann ann-he,
Ha petra breman a rinn-me ? —


V


   Roue ’r Romani a lare,
En ti ’r pinvidik p’ arrue :
— En hano Doue, un tamm boed,
Tri dewez ’zo tamm n’am euz bet !

   Penamet eo braz graz-Doue,
N’ouzonn penaoz ’haljenn bale ;
Roët d’in-me boed ha dillad
M’ chomo ’n ho ti da labourad ;

   Me chomo d’ labourad ’n ho ti,
’Reï dantelez hag aouraji…… —
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .

   Kriz ’vije ’r galon n’ oelje ket,
’Welet ’r roue ’vessa ann denved,
En he zorn un tamm bara loued,
Chass ’r pinvidik n’hen debrjent ket !


VI


   Pastor ar roue ’vonjoure
Roue ’r Romani, p’hen gwele :
— Pastor ann denved, d’in laret,
N’oc’h euz gwelet roue a-bed ? —

   — Me zo seiz bloaz-so gant ’nn denved-man,
N’ ’m euz gwelet roue-bed ’tremenn aman. —
— C’hui ’zo roue ma vis-a-vis,
M’ho anvez euz ho fourdeliz.


   Kassomp d’ ’r pinvidik he denved,
Hennes a hallo lavaret
Penaoz he denved a zo bet
Gant ur roue braz diwallet ! —


VII


   Roue ’r Romani ’vonjoure,
En hostaliri p’ arrue :
— Hotises, d’in-me lavaret,
Moïenn a vo da vout lojet ?

   Moïenn ’c’h euz d’ lojan ur roue,
Hag he bastor kerkoulz hag hen,
Ur plac’hik koant d’ho serviji,
N’am euz gwelet biskoas hini

   Hag a vije kerkoant ha hi,
Met rouanes ar Romani. —
— Oh ! ia sur, deuet bars ann ti,
Moïenn ’walc’h ’zo d’ho serviji……

   Ma flac’h-ar-gambr, mar am c’haret,
Da zerviji ann daol ’teufet ;
Seiz bloaz ’zo ez oc’h ’bars ma zi
N’ho ’m euz ket pedet d’ serviji ;

   C’hoas n’am bije ket ho pedet,
Penamet ’zo ’r roue arruet…… —
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .


VIII


   — Plac’hik iaouank, d’in-me laret,
Un tamm euz ma flat a’ zebrfet ? —
Pa eaz d’ gommer un tamm er plad,
Hi gwalenn aour hen euz gwelet :

   — Itron Varia ann Drindet,
A posubl ve ’vec’h ma fried ! —
— Mar oc’h roue, ’vel ma laret,
Hon bugale pelec’h int et ? —

   — Pa oann o tremenn ar mor-braz,
Ma mab-henan en dour ’goezaz ;
P’arruaz d’ vouit m’ mab entre-henan,
’Oa ul leon euz hen tagan ;


   Arru gant ma mab iaouankan,
’Oa ur bleiz euz hen ziframma ! —
N’oa ket ar gir peurlavaret,
Ar rouanes d’ann douar ’zo koet ;

   Ar rouanes d’ann douar ’zo koet,
Paj ar roue ’n euz hi zavet ;
Paj ar roue ’n euz hi zavet,
Hi zri mab ’r gambr ’zo arruet.

   — Ma bugale, d’in lavaret,
Ha piou hen euz ho mailluret ? —
— A-fonz ar mor un dimezell-wenn
A deue bemde d’hon kelenn ;

   A deue bemde d’hon kelenn,
Da ziluia hon bleo-melenn…… —
. . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . .


IX


   Ann aotro sant Loup ha sant Jili,
Ar mab iaouank sant Bernardi,
’Zo tri mab roue ’r Romani,
’Zo et da chomm d’ann Normandi.


Kanet gant Janet Ar Rolland, en bourk Plunet. — 1867.

──────────


ROUE AR MANI
EIL GWES.
________


I


   Disul da noz, goude ma c’hoan,
’Z on em wisket, wit partian :
’Tont ul luc’hedenn uz d’am fenn,
Ken ’sklezrie tro-dro ann dachenn !

   — Roue ’r Mani, poent eo monet
D’glask badeziant d’ho inosanted ;
D’glask badeziant d’ho inosanted
Did da unann ha d’as pried ! —


   Roue ar Mani a lare
Er ger d’he bried, p’arrue :
— Ma fried, me ia da vale,
Pa vin me bet, c’hui iel’ iwe. —

   — Mar et, ma fried, da vale,
Me a ielo ganec’h iwe. —
— Mar eomp da vale hon daou,
Pelec’h iel’ hon bugaligou ? —

   — Chui ’zougo unan, ha me daou,
Doue hag ’r Werc’hes hon zikourou…… —
Doue hag ’r Werc’hes deuz ho zikouret,
Ann hent-mad ho deuz kommerret.


II


   ’Tal ur chapel int arruet,
Badeziant ho deuz goulennet.
’Nn aotro sant Iann ’n euz ho badezet,
Doue hag ’r Werc’hes deuz ho dalc’het.

   Ann hent-mad ho deuz kommerret,
’Tal ar mor-braz int arruet ;
’Tal ar mor-braz int arruet,
Ha goulenn tremenn ho deuz gret.

   — Tremener, lares-te d’in-me
Te hon zremenfe d’ vont d’ar c’hoste ?
M’am zremenes, ma zremenn kouit,
N’ ’m euz ket a vado da rei did.

   Me ’zo deut aman a bell bro,
Am euz roët ma holl vado. —
— Deut d’in krog en dorn ar vroeg-ze,
M’hi zremeno d’ vont d’ar c’hoste. —

   Anter ’r pasaj p’eo arruet,
Drouk-ober d’ez-hi ’n euz c’hoantet ;
’R vag war hi geno ’zo troët,
Hag ann tremener ’zo beuzet !……


III


   Ar vroegik koant a c’houlenne,
’N ti ar pinvidik p’arrue :
— En han’ Doue, un tam bara,
Tri de ’zo na zebriz netra !

   Ma miret ’n ho ti d’ labourat,
Pinvidik, m’ho servijo mad ;
Me a reï skool d’ho pugale,
Ho disko d’ serviji Doue,


   Koulz hag am bije gret d’am re,
Siouas ! ma oann chommet gant-he. —
— Et duze d’ann hostaliri,
Eno ’kavfet da serviji. —

   Ar vroegik paour a c’houlenne,
’N tal ’n hostaliri p’arrue :
— Ma miret ’n ho ti d’ labourat,
Hostises m’ho servijo mad ;

   Me a reï skool d’ho pugale,
Evel am bije gret d’am re ;
Evel am bije gret d’am re,
Ma vijenn bet chommet gant-he. —

   — Deuet en ti hag azeet,
Ken ’vo klewet gant ma fried ;
Ken ’vo klewet gant ma fried,
Rag laret d’ac’h na hallann ket…… —


IV


   Roue ar Mani a lare,
En ti ’r pinvidik p’arrue :
— En han’ Doue un tamm bara,
Pell-braz ’zo na zebris netra !

   Ma miret ’n ho ti d’ labourat,
Pinvidik, m’ho servijo mad…… —
Roët tranch d’ez-han, d’ dorri havrek,
Met allas ! n’ouïe mann a-bed !

   Roët ’zo d’ezhan ’n tamm bara-loued,
Da vont d’al lann gant ann denved……
Bet eo seiz vloaz ’l lann gant ann denved,
Gant un tammik kreun bara-loued.

   Pa oa ar seiz bloaz achuet,
Baroned el lann ’zo arruet :
— Na mesaër, lares-te d’in,
Na t’euz gwelet roue ’r Mani ? —

   — M’eo roue ar Mani ’glasket,
Me gred eo out-han a komzet :
Me ’zo seiz bloaz ’zo gant ’nn denved,
Gant un tammik kreun bara-loued. —

   — Kasset d’ ’r pinvidik he zenved,
Hag he dammik kreun bara-loued…… —
Ar baron-man a c’houlenne,
’N tal ’nn hostaliri p’arrue :

   — Beza ’zo ’n hostaliri-ma
D’am baroned ha me d’goania ;
D’am baroned ha me d’goania,
Ur plac’hik koant d’hon servija ? —


   — Ur plac’h ’zo seiz bloaz-so em zi,
Biskoas n’ deuz servijet hini ;
Biskoas hini n’ deuz servijet,
Me garr ’nn ez-hi dreist ma merc’hed. —

   — Mar koaniomp fenoz en ho ti
’Teuï ’r plac’hik koant d’hon serviji ;
’Teuï ’r plac’hik koant d’hon serviji,
N ’hon euz drouk-bed d’ober d’ez-hi. —

   Na pa oa ar goan preparet,
Plajou war ann daol digasset :
— Plac’hik iaouank, laret-c’hui d’in,
C’hui debrfe ’n tamm er plad ganin ? —

   — Itron Varia ann Drindet,
Petra ’ve kaoz na rafenn ket ?
Petra ’ve kaoz na rafenn ket,
Alies, ’kredann, am euz gret !…… [1]
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz, paroz Duault.


──────────
  1. Ce gwerz et le précédent, outre l’incertitude qui existe à l’égard du personnage principal, sont pleins d’obscurités et de bizarreries, et me paraissent anciens. Je n’essaierai aucune explication. Je serais assez porté à croire qu’il y a mélange de deux chants, anciens tous les deux, surtout dans la première version, Roue ar Romani. Les deux leçons que je donne peuvent, jusqu’à un certain point, se compléter et s’éclairer l’une par l’autre, sans pourtant satisfaire entièrement la curiosité du lecteur. Ma traduction, comme toujours en pareil cas, doit reproduire les incertitudes et les obscurités du breton.

    Les vieilles ballades françaises le Chant de Jousseaume, dans le recueil de M Jérôme Bujeaud, Chants populaires des provinces de l’Ouest (tome II, page 215), Germaine, dans les Poésies populaires du pays Messin (page 8), par M. le comte de Puymaigre, Germine, dans les Poésies populaires des provinces de France, par M. Champfleury, La Pourcheireto, dans les Poésies populaires de la Provence, de M. Damase Arbaud, enfin Le Dom Guillermo du Romancerillo catalan de M. Milà y Fontanals, doivent être rapprochés de ces deux gwerz, ainsi que des deux qui vont suivre.